Eskopti Kerne

eskopti kozh Breizh
(Adkaset eus Eskopti Kernev)

Eskopti Kerne, anvet eskopti Kemper[1][2] a-wechoù, anvet Dioecesis Corisopitensis e latin, a oa gwechall unan eus nav eskopti istorel an Iliz katolik roman e Breizh. E Kemper e oa e sez, e Bro-Gerne.

Eskopti Kerne
Dioecesis Corisopitensis
  • ██ Tiriad eskopti Kerne

  • Riez Rouantelezh ha Dugelezh Breizh
    (VIvet kantved-1532)
    Rouantelezh Bro-C'hall
    (1532-1801)
    Lid Iliz katolik roman
    Beli Eskopti
    Proviñs a Iliz Teurgn
    Yezhoù lidel Latin

    Hervez an hengoun e oa bet diazezet er VIvet kantved gant sant Kaourintin (~460 – ~550)[3], a voe an eskob kentañ e Kemper neuze.

    Gant tiriad Bro-Gerne e klote hini an eskopti, war-bouez parrez Magor, a oa un trev eus Koadoud en eskopti Dol.

    Er bloaz 1801 e voe kaset eskopti Kemper da get.

    Er Grennamzer e oa rannet eskopti Kerne etre daou zeandi : hini Kerne ha hini Poc'her[4]. E chabistr an eskopti e oa un arc'hdiagon e penn pep deandi, ur c'hiniad (ur c'haner e penn ul laz) ha trizek chaloni — unan anezho o vezañ teologel, da lavaret eo e oa karget da gelenn ha da brezeg ar relijion ; un teñzorer a oa ivez.

    Bihan e oa domani eskopti Kerne e dugelezh Breizh ; an eskob a rene war 25 parrez, war maner Menescop e Ploudiern, war div vereuri, war un nebeud fornioù, meilhoù ha pradeier.

    E 1791, bloaz goude embannadur al lezenn evit lakaat ar gloer da vezañ keodedourien (12 a viz Gouhere 1790) e voe kemmet an eskoptioù gall evit lakaat o ziriadoù da glotañ ouzh re an departamantoù.

    Torret e voe al lezenn-se a-c'houde an emglev bet sinet gant ar pab Pi VII ha Napoleon I d'ar 15 a viz Gouhere 1801 ; adstummet e voe an eskoptioù hag ar parrezioù gant ar Sez Santel, hag anvet an eskibien gant ar C'hentañ Republik c'hall. Un tamm mat eus tiriad an eskopti er reter ac'h eas da eskopti Gwened, da eskopti Sant-Brieg ha da eskopti Treger en eskemm ouzh eskopti Leon hag un tamm eus eskopti Treger. Kemper a droas da sez eskopti Kemper ha Leon.

    Roll an eskibien

    kemmañ
    Adalek ar bloaz 500 betek ar bloaz 800

     Notenn : hengounel eo an anvioù stouet, n'o anavezer nemet dre ziellevrioù Kemperle (XIvet kantved) ha Kemper (1363).

    • Binidig / Budig / Benead
    • Gurthebed
    • Harnguethen
    • Morghethen
    • Tremerin
    • Ragian
    • Salamun
    • Aluret
    • Gulhaet
    Adalek ar bloaz 800 betek ar bloaz 1000
    • Feliks (digarget gant Nevenoe), 832-848
    • Anawethen, 848-872
    • Salvator, war dro 900
    • Benedig, 906-940
    • Blenlivet, pe Salvator, 945
    • Oratius, 990
    Adalek ar bloaz 1000 betek ar bloaz 1113
    • Binidig (Budig pe Benead), 1003-1022
    • Orskand, breur Alan Kaniart, 1022-1074
    • Binidig, 1074-1113
    Adalek ar bloaz 1113 betek ar bloaz 1218
    • Rotbert ar penitiour, 1113-1130
    • Raoul, 1130-1138
    • Bernard de Moëlan, 1159-1167
    • Geoffoy, 1168-1185
    • Thébaud, 1185-1192
    • Guillaume, 1193-1218
    Adalek ar bloaz 1218 betek ar bloaz 1320
    • Rainaud, 1218-1245
    • Hervé de Landeleau, 1245-1261
    • Guy de Plounévez, 1262-1280
    • Yves Cabellic, 1267-1280
    • Even de la Forest, 1283-1290
    • Alan Rivelen, lesanvet Morel, eus Rieg, 1290-1320[5]
    Adalek ar bloaz 1322 betek ar bloaz 1408
    • Thomas d'Anast, 1322-1322
    • Bernard du Pouget, 1322-1324
    • Guy de Laval, 1324-1326
    • Jacques de Corvo, 1326-1330
    • Yves de Boisboissel, 1330-1334
    • Alain Gontier, 1334-1335
    • Alain Le Gall, eus Rieg, 1335-1352
    • Geoffroy de Coëtmoisan, 1352-1357
    • Geoffroy Le Marhec, 1357-1383
    • Thébaud de Malestroit, 1384-1408
    Adalek ar bloaz 1408 betek ar bloaz 1501
    • Gatien de Montceaux, 1408-1416
    • Bertrand de Rosmadec, 1416-1444
    • Alain de Lespervez, 1444-1451
    • Jean de Lespervez, 1451-1472
    • Thébaud de Rieux, 1472-1479
    • Guy du Bouchet, 1470-1484
    • Alain Le Maout, 1484-1493
    • Raoul Le Moal / Le Moël, 1493-1501
    Adalek ar bloaz 1501 betek ar bloaz 1614
    • Claude de Rohan, 1501-1540
    • Guillaume Eder, 1540-1546
    • Philippe de la Chambre, 1456-1549
    • Nicolas-Cajetan Sermonetta, 1550-1560
    • Etienne Boucher, 1560-1573
    • François de la Tour, 1573-1582
    • Charles du Licouët, 1582-1614
    Adalek ar bloaz 1614 betek ar bloaz 1706
    • Guillaume le Prestre de Lézonnet, 1614-1640
    • René du Louët, 1640-1668
    • François de Coëtlogon, 1668-1706
    Adalek ar bloaz 1706 betek ar bloaz 1790
    • François-Hyacinthe de Ploeuc, 1707-1739
    • Auguste de Facy de Cuilé, 1739-1771
    • Emmanuel de Grossoles de Flammarens, 1772-1773
    • Toussaint Conen de Saint-Luc, 1773-1790
     
    Yves Cabellic [1267-1280]
    En gul e groaz krouget en argant heuliet ouzh pep konk gant ur groazig ivez en argant.
     
    Even de la Forest [1283-1290]
    En argant e erez daoubennek en sabel, pigoset hag iziliet en gul.
     
    Raoul Le Moal [1493-1501]
    En gul e gebrenn en aour heuliet gant teir bezantenn ivez en aour.

    Levrlennadur

    kemmañ
    • (fr) Savina, Jean. Le clergé de Cornouaille à la fin de l'Ancien Régime et sa convocation aux États généraux de 1789. Kemper: A. Jaouen, 1926 – Lenn en-linenn. Kavet : 19 Even 24.

    Pennadoù kar

    kemmañ

    Notennoù

    kemmañ
    1. Er ganaouenn Metig, skrivet gant Yann-Vari ar Skourr, ez eus anv eus eskopti Kemper hag eskopti Treger.
    2. "Kemper-Kaourintin / Kemper ↳ eskopti Kemper", Devri : Le dictionnaire diachronique du breton
    3. (fr) R. P. Dom François Plaine. Vie inédite de saint Corentin – Écrite au IXe siècle, par un anonyme de Quimper. Kemper : Imprimerie A. Jaouen, 1886, p. 11. Kavet : 19 Even 24.
    4. Savina, 1928, p. 8.
    5. 1321 hervez Kervarker, Barzhaz Breizh (embannadur 1867), An tri manac'h ruz.
      Porched Breizh – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Vreizh.