Ar fablenn zo un danevell verr, berr-tre zoken peurvuiañ, skrivet e gwerzennoù kentoc'h evit e komz-plaen, en sell da gelenn. Perzhioù arall he deus: lakaat a ra an anevaled da gomz, a-wechoù ar plant, pe nerzhioù an natur, pe traoù zoken. Antropomorfekaet e vezont, da lavarout eo e vez roet perzhioù denel dezho.

Kazh denheñvel o vaesa gwazi en Egipt, war-dro 1120 kent JK.
Skeudenn gant Grandville evit ar fablenn le Loup et le chien e levr Jean de La Fontaine. Alies eo bet embannet al levr ha treset ar favlennoù, pe mojennoù, anezhañ.
Aesop.

Prim e vez ar c'homzoù, ha fent a vez alies. Ur gentel a vez ivez, lavaret fraezh gant an oberour peurvuiañ, e dibenn ar skrid kentoc'h eget er penn kentañ, anat d'al lenner a-wechoù.

N'eo ket evel ur barabolenn eta, rak nemet tud ne vez er parabolennoù.

Gerioù

kemmañ

Dont a ra ar ger fablenn eus ar ger latin "fabula" ("istor"), deuet eus ar verb "fari" ("komz"). Diwar ar ger-se eo deuet ar verboù fablar/hablar e spagnoleg. Ar ger fablenn, a gaver e Geriadur Gregor, e 1732, e-kichen ar gerioù marvailh ha mojenn.

Anavet eo ar fablenn a bell zo, graet e veze fablennoù e Mezopotamia 4000 bloaz zo. Kavet ez eus bet taolennoù eus levraouegoù-skol an amzer-hont ma lenner istorioù eus lern lorberien, kon diampart (« Ki ar gov ha n'en doa ket gallet diskar an annev a ziskaras ar podad dour »), olifanted (« Ur flemmerez diskennet war gein un olifant a c'houlennas digantañ ha ne oa ket re bonner ha ne vije ket gwelloc'h dezhi nijal kuit »). Kalz fablennoù a zo da dostaat ouzh krennlavaroù, ha savet int war un enebiezh (« Pezh ac'h eus kavet, na lavar ger anezhañ; pezh ac'h eus kollet, komz anezhañ »). Koulskoude n'eus kentel splann ebet.

Levezon indezat

kemmañ

Berzh bras a reas ar fablennoù en Indez gant ar 'Pañchatantra. Skrivet e voe an dastumad fablennoù indezat-mañ e sañskriteg entre -300 ha 570, ha kemmet-ha-digemmet meur a wech. Unan eus e stummoù zo anvet Hitopadesha pe An deskadurezh talvoudus . Kavet e vez al loened boutin d'ar fablennoù europat: azen, leon, marmouz, naer, hag un toullad re all, nemet emañ an aourgi e lec'h al louarn. Gant al levr-se e voe levezonet lennegezh ar C'hornôg, gre un hir a hent.

Da gentañ e tegouezhas e Pers ma voe troet en arabeg hag anvet Kalîla wa Dimna, ha diweZhatoc'h en hebreeg ha neuze en latin hag anvet Directorium humanae vitae en 1280.

Pierre Poussines a reas un droidigezh all traduction en 1666, anvet Specimen sapientiae Indorum veterum. Un doare pers a voe lakaet ivez en galleg en 1644 hag anvet le Livre des lumières ou la Conduite des Rois, composée par le sage indien Pilpay, traduite en français par David Sahid, d’Ispahan, ville capitale de Perse. Evit an troour ne oa nemet un anv-pluenn kemeret gant Gilbert Gaulmin.

Gant an oberennoù-se e voe awenet Jean de La Fontaine pa skrivas « L’Ours et l’Amateur des jardins » « La Laitière et le pot au lait », « La Tortue et les deux Cygnes » ha « Les Poissons et le Cormoran ».

Er Grennamzer

kemmañ

En XIIvet kantved e savas Marie de France un dastumad 102 fablenn[1]. An darn vrasañ zo diwar-benn loened (bleiz, louarn, leon, ki, erer), darn a ra anv eus tud, evel "La femme et son amant", Le paysan et son épouse querelleuse", "le vieillard et le chevalier".

Da vare an Azginivelezh

kemmañ
 
Skeudennadur Le Coq et le Regnard gant Guéroult.

War-lerc'h Jean de La Fontaine

kemmañ
 
Le Corbeau et le Renard.

Bras e oa bet berzh fablennoù Jean de La Fontaine, ha kalz heulierien en doe.

En XVIIIvet kantved

kemmañ
 
Ignacy Krasicki.
 
Reineke_Fuchs

Kalz eus heulierien Jean de La Fontaine zo kouezhet e puñs an ankoun. Koulskoude ez eus chomet koun:

E-kichen da se e ranker menegiñ ar Reineke Fuchs, gant Goethe.

En XIXvet kantved

kemmañ
 
Ivan Krylov.

En XIXvet kantved e vo dilezet ar fablennoù e galleg, met e Rusia e talc'ho Ivan Krylov da skrivañ fablennoù. E Spagn e rae heñvel skrivagnerien evel Cristóbal de Beña (Fábulas políticas) ha Juan Eugenio Hartzenbusch.

E Bro-Saoz e skrivas Rudyard Kipling The Jungle Book, hakontadennoù a zeuas a zindan pluenn Beatrix Potter (1858-1943) .

E SUA e voe implijet ar fablennoù gant Ambrose Bierce evit ar flemmerezh politikel, hag e Fables for the Frivolous.

Fablennoù en XXvet kantved

kemmañ

Jean Anouilh a embannas un dastumad gallek anvet Fables, ennañ 43 fezh, e 1961.

N'eo ket el lennegezh c'hallek ken avat e vez aozet fablennoù, met gant tud evel Franz Kafka (1883 – 1924) en alamaneg, gant Monteiro Lobato ha José Cardoso Pires en portugaleg, gant Damon Runyon (1884-1946) ha James Thurber (1894-1961) en saozneg. Animal Farm gant George Orwell (1903 - 50) a zo ur fablenn bolitikel.

Italianeg

kemmañ

E brezhoneg

kemmañ

Brud o deus bet fablennoù La Fontaine (anvet Yann ar Feunteun gant lod zoken) e brezhoneg.
Meur a zen zo bet o treiñ darn eus e oberennoù : Eozen Kombod, Gwilherm Rikou, Paotr Treoure, Stefan ar Strad, Pierre Désiré de Goësbriand, Gab Milin, Daniel Doujet.

Komzoù kriz en deus bet Roparz Hemon diwar-benn an doug-se d'un doare-lennegel diamzeriet, ha d'un oberour gallek a oa, ouzhpenn ur skrivagner dister hervez e soñj, arouez ar marmouzerezh lennegel ha sujidigezh al lennegezh vrezhonek(Daveoù a vank).

E 2005 e oa bet embannet al levr brezhonek Fablennoù Jean de la Fontaine, troet gant Yves Louis Marie Combeau ha Daniel Doujet.

Levrlennadur

kemmañ

Fablennourien

kemmañ

Liamm diavaez

kemmañ


Notennoù

kemmañ
  1. Hervez La littérature française du Moyen-Age. II. Théâtre et poésie", GF Flammarion, pajenn 33.