Grell voutin
| |||
---|---|---|---|
Ur c'hrell wenn
| |||
Rummatadur filogenetek | |||
Riezad : | Animalia | ||
Skourrad : | Chordata | ||
Kevrennad : | Aves | ||
Urzhad : | Strigiformes | ||
Kerentiad : | Tytonidae | ||
Genad : | Tyto | ||
Anv skiantel | |||
Tyto alba (Scopoli, 1769) | |||
D'ar vevoniezh e tenn ar pennad-mañ. |
Grell voutin[1] (benel eo an anv ; liester : grelled boutin) zo ur spesad evned-preizh noz, Tyto alba an anv skiantel anezhañ.
Kavet e vez Tyto alba en holl gevandirioù war-bouez Antarktika.
Anvioù
kemmañTyto alba eo an anv latin a zo bet roet d'al labous gant ar mezeg hag evnoniour aostrian Giovanni Antonio Scopoli (1723-1788) e 1769.
Meur a anv zo d'al labous e brezhoneg.
- « Chevech »[2] a zeu eus al latin cavannus "kaouenn penn tev" (Strix aluco) dre ar galleg chevêche evit ar gaouenn vihan (Athene noctua).
- « Evn garmer » [3]
- « Garmer -ion », « garmour -ion»[4]
- « Garmelod -ed, où » eo e brezhoneg Gwened[5][6],[7][4]
- « Grell »[8]
- « Grell wenn » (ent-strizh an isspesad Tyto alba alba)
- « Kaouenn-wenn »[9])
- « Kaouennez »[8]
- « Koc'han »[8]
- Lesanvioù
- « Evn ar marv »(Daveoù a vank)
- « Labous-an-Ankoù »[10],[9]
Merkit n'eus meneg ebet eus al labous e rann galleg-brezhoneg Geriadur Roparz Hemon bet embannet e 1985 ; er rann brezhoneg-galleg ne gaver nemet stumm gourel ar ger « grell » (un tamouez bras). En embannadur 2014 avat emañ « grell » chouette effraie p. 344-b hag effraie « grell », « kaouenn-wenn » p. 1093-a.
Annez hag isspesadoù
kemmañ- Spesad
- Tyto alba
- Ispesadoù
- Tyto alba alba : gwalarn Afrika, kornôg ha su Europa betek ar Balkanioù.
- Tyto a. a. alba
- Tyto a. a. pusilla
- Tyto a. a. kleinschmidti
- Tyto a. a. kirchhoffi
- Tyto a. a. hostilis
- Tyto alba guttata : kreiz Europa hag ar Balkanioù betek Ukraina.
- Tyto a. g. guttata
- Tyto a. g. rhenana
- Tyto alba ernesti : Korsika ha Sardigna.
- Tyto alba erlangeri
- Tyto a. e. erlangeri : Kreta ha Kiprenez hag a-dreuz ar Reter-Kreiz betek Iran.
- Tyto a. e. microsticta
- Tyto alba schmitzi : Makaronezia (Madeira, Porto Santo, Inizi Desertas), gwalarn Norzhafrika.
- Tyto alba gracilirostris : Makaronezia (Kanariez), gwalarn Norzhafrika.
- Tyto alba detorta : Kab Glas, kreiz Makaronezia, gwalarn Norzhafrika.
- Tyto alba poensis : Afrika ar Sahara, Bioko.
- Tyto alba thomensis : São Tomé
- Tyto alba affinis
- Tyto alba hypermetra : Komorez, Madagaskar
E metoù digor e vev ar grelled gwenn : pradennoù ha foennegi, brugegi, geunioù, lanneier ha parkeier. Gwech ebet ne annezont lec'hioù hag a zo uheloc'h eget ar gwez a zo tro-dro dezho. Nepell diouzh savadurioù mab-den e vezont alies, pa ne reont ket o annez enno end-eeun : laboù, grignoloù, ha kloc'hdioù zoken.
Ar grelled gwenn, Tyto alba alba, eo ar re a gaver e Breizh, en Iwerzhon hag e Breizh-Veur, e kornaoueg hag e su Europa[11].
Ar grell rous, Tyto alba guttata, a vev e kreiz ha gevred Europa (e Belgia, e reter Frañs hag en Alamagn e kenvev gant Tyto alba alba).
Doareoù pennañ
kemmañDeskrivadur
kemmañDiseurt eo mentoù ar grelled, hervez isspesad ha reizh al labous ; etre 30 ha 44 cm eo o hirder, hag etre 250 ha 700 g a bouez zo enno ; etre 80 ha 95 cm eo o hed-eskell. Bihanoc'h eget ar parezed eo ar pared.
Diseurt ivez eo livioù o fluñv : eus melen-gell da c'hris war o c'hein, eus rouz sklaer da wenn war o c'hof ; arwenn eo o dremm. Sklaeroc'h dre holl eget ar parezed eo ar pared. Diforc'hioù bras zo etre ar mentoù hag al livioù e diabarzh un takad-annezañ.
Raouliet, skiltr ha hirik eo garm ar c'hrell voutin ; raoulietoc'h ha boutoc'h eo mouezh ar parezed.
-
Mouezh ur c'hrell e Ceredigion (Kembre)
Boued
kemmañEvned-preizh noz eo ar grelled voutin, evel ar braz eus laboused an urzhiad Strigiformes. Da serr-noz pe en noz du e vezont o chaseal diwar nij, met pa 'z eo bet gleb pe drouzus an noz e kendalc'hont da chaseal war an deiz, en arvar da vezañ taget gant evned all : fraved du, gouelaniged maskl du, piged hag all. Kreñv a-walc'h eo al labous avat evit dibennañ ur frav evit en em zifenn.
Gorrek ha didrouz e nij ar c'hrell pa vez o chaseal ; plaviñ a ra pan erru en un takad ma c'hellje kavout fred. Tanav-kenañ eo he c'hleved, rak dre ma n'eo ket kenlinennek o organoù klevet e c'hall gouzout resis pelec'h ha pegen pell emañ tarzh un trouz, ha pegen uhel a-us an douar, a-drugarez da bluñv he dremm, na servij ket dezhi da welet gwelloc'h (gouest eo da gavout ur preizh en noz du-dall). Pa gav ur preizh e c'hall treiñ trumm en aer a-drugarez d'he divaslell ledan ha hir, ha splujañ warnañ en ur dispakañ he favioù hir hag he c'hrabanoù kreñv. A-wechoù ec'h a al labous da gludañ war ur skourr, ur peul pe ul lec'h uhel all evit selaou a-dro-war-dro dezhañ.
Krignerien ha bronneged all a ya da ober 99% eus boued ur c'hrell voutin. Loened bihan all a dap ivez : amprevaned, divelfenneged, glazarded, kevnid, pesked ha stlejviled[12]. Ne hañval ket debriñ buzhug avat.
Gouennañ
kemmañA-goubladoù e vev ar grelled, a-gevret a-hed o buhez ; un neizh a savont en un toull en ur wezenn, en ur faout en un tornaod, e neizh bras dilezet un evn bennak all, pe e savadurioù kozh evel ul lab pe un tour-iliz ; o annez pennañ a-hed o buhez eo an neizh-se.
Pa vezont oadet a zek pe unnek miz e c'hall ar parezed gouennañ. Daoust ma c'hall ar par hag ar barez chaseal ha neizhañ war dachennoù disrann en em gavont en o annez pennañ pa dosta mare ar gouennañ, etre miz Meurzh ha miz Mezheven pa vez tomm a-walc'h an amzer. Maget gant ar par e vez ar barez pa vez prest da zozviñ etre daou vi ha dek vi arwenn. Kenderc'hel da vagañ ar barez a ra ar par pa vez-hi o c'horiñ.
Goude un tregont devezh bennak e tiglor ar vioù ; marbluñv gris sklaer zo war ar ploged, a gresk buan : goude ur sizhun e tizhont an hanter eus ment ul labous en e oad gour. Pa vezont oadet a deir sizhun e kresk o fluñvennoù. Goude ur miz e krog ar barez da skoazellañ ar par er magañ ar ploged. Ker bras hag ul labous en oad gour e vez ar ploged goude c'hwec'h sizhun. Da nav sizhun e krogont da guitaat an neizh da nijal kent distreiñ d'ar gêr. Betek an oad a drizek sizhun e vezont kenteliet hant o mamm a-zivout klask ha kavout preizhoù.
-
Klopenn ur c'hrell voutin
-
Ploged Tyto alba
-
Prest da guitaat an neizh
-
Ur c'hrell wenn o nijal
-
Krabanoù ur c'hrell
Hirhoal
kemmañDiaes ha dañjerus eo buhez ar grelled boutin, setu perak e c'hanont kement a bloged hag a gresk ker buan. War-dro pevar bloavezh eo hirhoal ur c'hrell voutin. Abeg pennañ o marv eo an naon, er goañv peurgetket pa vez kalz erc'h[13]
Bezañ friket gant kirri war an hentoù a c'hoarvez alies gant ar grelled boutin pa vezont war al lezoù o klask boued ; ouzhpenn da se e vezont dallet gant gouleier ar c'harbedoù pa bradont e kreiz an hent evit tapout ur preizh. Seul stankoc'h an tremen, seul arvarusoc'h evit an evned. Un abeg all d'o marv eo an diastuzerioù a vez glizhennet war al lezoù evit o derc'hel "kempenn". Lod laboused a vez lazhet pa stokont ouzh linennoù tredan.
En Europa ar Su e vez chaseet ar greled c'hoazh hiziv an deiz[13].
Levrlennadur
kemmañ- (en) Taylor, Iain. Barn Owls. Cambridge : Cambridge University Press, 2008 (ISBN 9780521545877)
- (en) Taylor, Marianne. Owls – A guide to every species. Londrez : Ivy Press, 2020 (ISBN 9781782404040)
- (fr) Chouettes & hiboux – Le livre de toutes les espèces. Chartres : Éditions du Gerfaut, 2019 (ISBN 9782351911952)
Liammoù diavaez
kemmañ- (en) 'Avibase. Kavet : 01/02/2024.
- (en) 'BirdLife International. Kavet : 01/02/2024.
- (en) 'International Ornithological Committee (IOC) World Birds List Version 14.1'. Kavet : 01/02/2024.
- (en) 'International Union for Conservation of Nature (IUCN)'. Kavet : 01/02/2024.
- (en) 'The University of the West INdies (UWI) / Tyto alba'. Kavet : 01/02/2024.
Notennoù ha daveennoù
kemmañ- ↑ Hor Yezh, niv. 203-204, p. 33-34, Gwengolo-Kerzu 1995 ; studiet gant TermOfis (Ofis Publik ar Brezhoneg).
- ↑ Geriadur Le Gléau (1986) p. 1029-a, gant ur veneg tennet eus Magasin spirituel er breurerion, en artisantet, er servitourien, hac en dud diar er maezeu Jean Marion (1790) p. 34.
- ↑ Geriadur Vallée (1931/1984), p. 242-b.
- ↑ 4,0 ha4,1 Geriadur Favereau (1992) p. 269-b.
- ↑ Geriadur Gregor Rostren (1732) p. 416-b ; fresaie eo e galleg hervezañ, da lavarout eo unan eus anvioù an effraie, diwar orfraie ((la) ossifraga diwar (la) praesaga avis, "evn diouganer"), a zo anv gallek daou evn all : an erer-spluj (Pandion haliaetus) hag ar Morerer lost gwenn (Haliaeetus albicilla) ; an anvioù « caouënnes » ha « chevéch » a ro ivez.
- ↑ Geriadur Ernod (1927/1984) p. 113 ; fresaie eo e galleg hervezañ ivez
- ↑ Geriadur Le Pelletier (1752) : « garmelot », « garmelet » e Bro-Gwened, fresaie
- ↑ 8,0 8,1 ha8,2 Geriadur Troude (1876) el levrenn brezhoneg-galleg p. 252-a ; « grell » zo fresaie ivez hervezañ. Meur a anv zo d'al labous el levrenn galleg-brezhoneg, p. 422-b : « chevech », « garmeled », « garmelod », « grell », « kaouennez », « koc'han »,
- ↑ 9,0 ha9,1 Geriadur Ménard, 2020, p. 448-b.
- ↑ Geriadur brezhoneg An Here, 2001, p. 559-a
- ↑ EVNED Breizh gant Claude Péridy, Hor Yezh, 1995, p. 92-93 (ISBN 9782910699086).
- ↑ (en) The Peregrine Fund / Barn Owl'. Kavet : 01/02/2024.
- ↑ 13,0 ha13,1 Iain Taylor, op. cit. pp. 203-15.