Kensonenn ankoue-gargadenn
Er yezhoniezh e vez implijet an termen kensonenn ankoue-gargadenn (saoz.: epiglotto-pharyngeal consonant) war dachenn ar fonetik hag ar fonologiezh evit komz eus ur gensonenn kendistaget ganti an ankoue hag ar c'hargadenn da lec'hioù distagañ pennañ war un dro, da lâret eo gant an ankoue stok ouzh speurenn a-drek ar c'hargadenn.
Enebiet e vez ar c'hensonennoù-mañ diouzh ar c'hensonennoù gargadenn ma stok gwrizienn an teod gant speurenn a-drek ar c'hargadenn hag ivez gant ar c'hensonennoù ankoue ma stok ar c'hrizennoù aritenenn-ankoue (saoz. aryepiglottic fold) ouzh an ankoue.
Un doare kensonenn nevez-dizoloet an hini eo, implijet war a seblant gant an amiseg komzet e Taiwan hag ivez gant an tsezeg komzet e mervent Dagestan.
N'eus arouezenn ispisial ebet gant al lizherenneg fonetikel etrebroadel evit treuzskrivañ ar sonennoù-mañ hag ober a reer peurliesañ gant an arouezennoù ad hoc [ʕ͡ʡ] ha [ʜ͡ħ].
Kensonennoù | Gwelit ivez: Lizherenneg fonetik etrebroadel, Vogalenn | |||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||
| ||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||
An arouezennoù a-zehoù e pep par mar bez a ra dave d'ur gensonenn mouezhiet. E gris emañ ar sonioù ma kreder dibosubl o c'havout. |