Kléber[1] a oa ul lestr-brezel hag a yeas en-dro er morlu broadel gall eus ar 4 a viz Gouere 1904 betek ar 27 a viz Mezheven 1917.

Ar c'hKléber.

Ur morreder-hobregoner e oa, an trivet eus ar rummad Desaix, hag a oa bet savet e Chantiers & Ateliers de la Gironde S.A. - Ets. Schneider (e Lormont, Gironde) adalek an 28 a viz Kerzu 1897 betek e voridigezh d'an 20 a viz Gwengolo 1902.

War vor

kemmañ

N'haller ket lavaret e oa bet ganet ar c'hKléber dindan ur blanedenn vat dre ma voe foeltret e gein ouzh ar poull-sec'h pa voe klasket e vorañ, ken e voe daleet an deiziad ma voe deroet d'ar morlu.

Abourzhañ a reas al lestr-dre-dan Hugomak e porzh-mor Veracruz (Mec'hiko) d'ar 7 a viz Meurzh 1907 : mont a reas ar vag stadunanat d'ar strad.
D'an 22 a viz Gouere 1912 e stekas ouzh ur garreg e Mor Japan, ma voe ret dezhañ bezañ dreset e Kobe (en enezenn Honshū, Japan).
E-pad Emgann an Dardanelloù e skoas dirak Kuşadası (Scalanova d'an ampoent, en Impalaeriezh otoman) d'an 29 a viz Mae 1915.

Abourzhet e voe gant ul lestr-karg breizhveuriat d'ar 7 a viz Gouere 1915 ha, d'ar 15 da-heul, mont a reas-eñ e-unan a-benn el lestr-dre-dan breizhveuriat Bourara. Ha ret dezhañ skeiñ war-du Toulon evit ma vije dreset e staon.

Gant e veaj-distro da Vrest e oa d'ar 27 a viz Mezheven 1917, o tistreiñ eus Dakar (Senegal), evit bezañ dibaramanted, pa stokas ouzh ur vinenn[2], bet lakaet e genoù Mulgul Brest gant ul lestr-spluj alaman (an UC 61). Daoust da strivoù akipaj ar c'hKléber, hag e gomandant ar c'habiten lestr Martin Marius Eugène Lagorio[3], e oueledas buan a-walc'h, er mervent da Eusa. Daou vartolod ha daou-ugent — an darn vrasañ anezhe a orin eus Breizh[4] — diwar ar pemp kant eizh ha tri-ugent a oa e bourzh a dremenas er peñse (ha war e lerc'h)[5]...

Charles Trémel

kemmañ

D'an 20 a viz C'hwevrer 1906 ez eas Charles Trémel da vartolod e Brest ha tapet e voe e « vrevet » martolod ar c'hentañ renk gantañ nav miz war-lerc'h. Kaset e voe da dToulon (Var) evit lestrañ e bourzh ar c'hKléber, evel ezel eus al laz-seniñ, a oa war-nes loc'hañ d'ober e droiad en Antilhez (« campagne des Antilles »).

Eizh vloaz ha pevar-ugent war-lerc'h e klaskas an hini a oa deuet da vezañ Jarl Priel kontañ e eñvorennoù a vartolod e-barzh Va Zammig Buhez (embannet e 1954 evit ar wech kentañ).

Las Palmas de Gran Canaria a voe kentañ porzh tizhet gant ar vag hag hec'h akipaj, a-raok mont da zDakar e-lec'h ma oant da vare Nedeleg c'hoazh. Treuziñ a rejont ar Meurvor Atlantel da vont da Fort-de-France (« kêrbenn an enezenn vras Martinika ») kent bezañ galvet da reiñ sikour da reuzidi ar c'hren-douar a oa c'hoarvezet e Kingston (Jamaika)[6] d'ar 14 a viz Genver 1907. La Habana (« Havana, e Kuba »), Veracruz (« Vera Kruz »), New York (« New-York ») a voe kement a ehanborzhioù. Kemer a reas perzh al lestr-brezel e Diskouezadeg Jamestown (Virginia)[7] a voe dalc'het eno adalek ar 26 a viz Ebrel 1907. E Philadelphia, Boston, Sydney e Skos Nevez (« Sidney, en enezenn Kap a Vreizh » ha Sant-Pêr-ha-Mikelon (« Sant Per Mikelon ») ec'h ehanjont ivez a-raok skeiñ war-du An Oriant.

Lenn un notenn souezhus a c'haller er bajenn 112 eus oberenn Jarl Priel :

(1) E-pad ar brezel eil-diwezhañ e loc'has ar C'hleber
d'abardaez noz eus Kiberen da vont da Vrest en ur
ober an dro vras e tu all d'Enez Eusa, met biken ne
zegouezhas dezhañ erruout du-hont, ha den, nag ofiser
na martolod ne chomas bev da ziskleriañ penaos, pelec'h
ha pegoulz ez eas va lestr kentañ d'ar strad.

Liammoù diavaez

kemmañ

Notennoù ha daveennoù

kemmañ
  1. Diwar anv ar jeneral Jean-Baptiste Kléber (1753-1800).
  2. Goude bezañ tremenet e-biou d'unan all.
  3. Kaset e voe dirak ul lez-varn da-c'houde ar gwallreuz ha gwennet avat.
  4. Kalanel, Kerborzh, Plevenon, Pontrev, Porzhig (22) ; An Eskevien, Ar Gelveneg, Brest, Gwaien, Gwiler-Leon, Irvilhag, Kraozon, Landunvez, Logonna-Daoulaz, Lokireg, Molan, Ploeneg, Ploueskad, Plougerne (29) ; Minieg-Morvan (35) ; Sant-Marzh-ar-C'hoad (44) ; Gwened, Lokmaria-ar-Gerveur (56).
  5. (fr) Listenn ar re varv el lec'hienn histomar.net.
  6. « Jameston, kêrbenn enezenn Jamaïka », hervez ar skrivagner tregeriat.
  7. « un diskouezadeg etrevroadel e Charleston, e stad Karolina ar C'hreisteiz », hervez ar skrivagner tregeriat.