Oidipoüs
Oidipoüs (Οἰδίπους, IPA /oi'dipous/[1], « troad koeñvet » en henc'hresianeg, Οιδίποδας Oidipodas e gresianeg a-vremañ) zo un haroz ha roue Thebai e gwengelouriezh Hellaz kozh.
Brudet eo dre zaou ober : diskoulmañ luziadell ar sfiñs ha bezañ graet daou dorfed hep gouzout dezhañ, lazhañ e dad ha dimeziñ d'e vamm.
Troioù ha gwalldroioù Oidipoüs a zo danvez teir zrajedienn gant Sofokles.
Ar vojenn
kemmañHervez ar wengelouriezh henc'hresian e oa an doue Zeus hendad Labdakos, mab Polydoros ha diazezer tierniezh al Labdakided, roueed Thebai. E vab Laios a voe roue Thebai d'e dro.
Un torfed a reas Laios p'en devoe darempredoù revel gant ur paotr yaouank anvet C'hrysippos, en em lazhas en abeg d'ar vezh a-c'houde bout bet gwallet.Pelops, tad ar paotr yaouank, a vallozhas an torfedour hag e lignez da zont. Un orakl a gemennas da Laios e donkadur : mar deuje ur mab dezhañ, ar mab-se e lazhje e dad hag a zimezje d'e vamm.
Daoust da strivoù Laios e voe ganet ur mab gant e wreg Iokaste. Divizout a reas ar roue hag ar rouanez kaout an dizober eus ar bugel, a zilezjont war ur menez e Kithairon gant e dreid liammet dre ur spilhenn vras – alese an anv Oidipoüs, « troad koeñvet ».
Ne varvas ket ar bugel avat ; dastumet e voe gant ur mêsaer-deñved anvet Forbas ha kaset da roue Korinthos, Polybios, en desavas gant e wreg Merope evel o mab dezho.
Pe voe en e oad gour ez eas Oidipoüs da c'houlenn kuzul digant orakl Delfi, a ziouganas e donkadur dezhañ : lazhañ e dad ha dimeziñ d'e vamm. Pa grede da Oidipoüs e oa Polybios e dad e tec'has kuit eus Korinthos.
War an hent a gase da Dhebai e voe dotuet gant un ave. Tabut a voe, hag Oidipoüs a lazhas an toucher hag e dreizhad. Hep gouzout dezhañ en devoa lazhet e dad Laios.
Pa oa o tostaat da Dhebai e klevas Oidipoüs a-zivout ur sfiñs, un euzhvilez he c'horf leon hag he fenn maouez, a sponte kêr dre blaouiañ kement den na oa ket gouest da ziskoulmañ he luziadelloù. Mont a reas daveti, ha klevet al luziadell-mañ :
« Pe loen zo pevarzroadek da veure, daoudroadek da greisteiz ha trizroadek da noz ? »
« Mab-den an hini eo, », a respontas Oidipoüs, « rak war e barlochoù e vez e deroù e vuhez, war e zaou droad e kreiz e vuhez ha gant ur vazh-kamm e diwezh e vuhez. »
En em strinkañ er goullo a reas ar sfiñs trec'het, ha pobl Thebai ha kinnig tron Laios ha gwele Iokaste da Oidipoüs.
Ren war Dhebai a reas Oidipoüs neuze, ha dimeziñ d'e vamm, a roas pevar bugel dezhañ : daou vab, Polyneikes hag Eteokles, ha div verc'h, Antigone hag Ismene. Sevenet e voe diougan an orakled eta.
Diwezhatoc'h e voe ar vosenn o wastañ Thebai, hag an divinour dall Teiresias a lavaras da Oidipoüs e oa kement-se ur c'hastiz a-berzh an doueez Hera en abeg da zrouklazh Laios, roue kozh Thebai.
E-kerzh e enklask e kavas Oidipoüs e oa-eñ muntrer Laios, a oa e dad gwirion. En em grougañ a reas Iokaste pa verzas e oa dimezet d'he mab ha da vuntrer he gwaz ; pa welas ar reuz en devoa degaset e kemeras Oidipoüs div spilhenn a-ziwar sae ar rouanez hag e tarzhas e zaoulagad.
Da heul ar gavadenn-se e voe forbannet Oidipoüs gant pobl Thebai, hag eñ ha mont en harlu. Echuiñ a reas e vuhez e Kolonos tra ma oa e vibien Polyneikes hag Eteokles o wastañ Thebai d'o zro e Brezel ar Seizh Penn, a gasas Antigone d'ar marv ivez pa voe lazhet gant hec'h eontr Kreon, breur Iokaste ha roue nevez Thebai.
- Meur a ziwezh zo da vuhez Oidipoüs e skridoù Henc'hres.
- En darn vuiañ anezho e tarzh Oidipoüs e zaoulagad a-benn na welet disoc'h e dorfedoù, hag ez a en harlu. Hervez Homeros avat e chom da ren war Dhebai[2] ; gwech ez a en harlu da Golonos kent marv e vibien (Sofokles), gwech e ra goude o marv (Aisc'hylos)[3].
- En holl skridoù avat e vallozh Oidipoüs e vibien, ar pezh a zo pennabeg da Vrezel ar Seizh Penn.
- E skrid Sofokles e kendalc'h Iokaste gant he buhez betek an emgann etre he mibien ; pa ne zeu ket a-benn d'o sioulaat en em lazh gant ur c'hleze.
Un haroz dasprenet
kemmañOidipoüs zo unan eus an nebeud harozioù ha n'int ket bet ankouaet, zoken pa oa ar gristeniezh o teurel an dismegañs war barzhoniezh ha c'hoariva an Henamzer.
E deroù unan eus ar romantoù gallek kentañ, Le roman de Thèbes (1150-1155) e lenner diwar-benn Edipopus
, en devoa lazhet e dad ha dimezet d'e vamm kent red an istor, a c'hoarvez gant e vibien Polyneikes hag Eteokles[4]. Ur bouc'h lik
eo Edipopus hervez ar c'hloareg dianav a aozas ar skrid, en enep da Iokaste a zo lakaet da bimpatrom ar gasted. D'ur pec'her eus ar re washañ eo troet Oidipoüs neuze, pa ne oa nemet ur reuziad anezhañ e mojenn an Henamzer.
Adalek an Azginivelezh hepken, hag an distro d'ar skridoù hen, ez adkavas an haroz ur staelad dereatoc'h.
Er pezh-c'hoari Œdipe gant Pierre Corneille (1659) n'eus ket anv a likentez ken, nag a wadorged zoken : ur roue reizhwir a savete ar geoded dre an emvuturniañ eo Oidipoüs, un den a zever a stourm ouzh itrikadennoù gwallsiek an doueed.
En Œdipe Voltaire (1718) ez eus un emsaviad gwirion eus Oidipoüs, pa yud Deoc'h eo ma zorfedoù !
da zoueed Olympos, ar pezh a oa tost d'ul ledoued evit ar gristenien e deroù an XVIIIvet kantved.
E-tro an Dispac'h Gall e voe Oidipoüs un emsaver a stourme a-enep Neñv ar relijion gristen hag a-enep tiranted ar bed-mañ.
Ur prederour
kemmañHervez ar barzh alaman Friedrich Hölderlin (1770-1843), en displegoù a ouzhpennas d'e droidigezh alamanek eus Oidipous Sofokles (1804)[5], ez eo Oidipoüs un haroz ankeniet, spontet m'eo gant e zic'halloud, hag ur prederour a zo o klask ar wirionez. Un tirant n'eo ket, ar pezh a zegasas un sell nevez war an haroz, evel m'eo bet skeudennet gant Ingres dre e zaolenn vrudet Oidipoüs hag ar Sfiñs e 1808, ma weler Oidipoüs o stouiñ dirak ar sfiñs en un doare a zo damheñvel ouzh hini Ar soñjer gant Auguste Rodin (1882).
Ar prederour Georg Hegel (1770-1831) a lakaas Oidipoüs da ziagentad an holl brederourien : hag eñ un den troet war an ober, na soñj ket e heuliadoù e daol pa lazh e dad ha pa zimez d'e vamm hep gouzout dezhañ, e tro an haroz da brederour p'en em gav dirak ar sfiñs ha pa glask kompren ster an Istor. Prederourien all a zegemeras soñj Hegel a-hed an XIXvet kantved. Setu amañ ali Arthur Schopenhauer (1788-1860), en ul lizher deiziadet 11 a viz Du 1815 a gasas da Johann Wolfgang von Goethe (1749-1832) :
An nerzh-kalon da vont betek penn ar c'hudennoù eo danvez ar brederourien. Ret eo dezho bout evel Oidipoüs Sofokles, a gendalc'h dizehan gant e glask, mennet m'eo da sklaeraat e donkadur spouronus, zoken pa zivin ne zeuio nemet euzh ha braouac'h gant ar respont.[6]
Hogen e kalon an darn vuiañ ac'hanomp ez eus un Iokaste a asped Oidipoüs, abalamour d'an doueed, da chom hep klask pelloc'h ; ha plegañ a reomp dezhi, setu perak emañ ar brederouriezh er stad m'emañ.
E 1905 ez embannas ar skrivagner aostrian Hugo von Hofmannsthal (1874-1929) e droidigezh alamanek eus Oidipous Sofokles : König Ödipus[7] ; e 1903 en devoa embannet e bezh-c'hoari Ödipus und die Sphinx[8], ma lakae pouez war drouklazh an tad ha hoal ar vamm goude bezañ lennet labourioù Sigmund Freud.
Adalek deroù ar bloavezhioù 1930 ha damkaniezh kemplezh Oidipoüs
S. Freud e steuzias an haroz e koun an dud, ha ne chomas anezhañ nemet ur bazenn en emdroadur bugale mab-den.
Oidipoüs er bredelfennerezh
kemmañHervez Sigmund Freud e c'hoarvez gant pep paotr, pa vez 4 pe 5 bloaz, ur stad vredel zibar a zo kenpred gant donedigezh al luzadoù revel kentañ : hep gouzout dezhañ e vez desachet ar paotrig gant hoal e vamm, ha gwarizi a vag ouzh e dad rak ur c'hevezer e vez e-pad ar mare berr-se. Kemplezh Oidipous
a reas S. Freud eus ar stad-se e diorroadur bredelfennel pep bugel gourel[9].
Gant ar bredvezeg suis Carl Gustav Jung (1875-1961) e voe stadet e c'hoarvez kemplezh Elektra
gant ar merc'hedigoù[10].
Oidipoüs en arzoù
kemmañKalz arzourien er bed a-bezh zo bet awenet gant mojenn Oidipoüs.
Lennegezh
kemmañ- C'hoariva Henc'hres
- Homeros (dibenn an eizhvet kanved kt JK) en e Ilias, XXIII, 679 hag en e Odysseia, XI, 270 sqq..[2][11]
- Aisc'hylos (~523 – ~456 kt JK) a c'hounezas priz Keoded Dyonisia e -467 kt JK gant un trifezh gouestlet da vojenn Oidipoüs : Laios, Oidipoüs ha Seizh enep Thebai ; an trede pezh hepken zo deuet betek ennomp[12].
- Pindaros (~522 – ~443 kt JK) a skrivas diwar-benn Oidipoüs en Eil Kanenn Olimpek[13].
- Brudet eo Sofokles (~496 – ~406 KJK) evit ar pezhioù thebaiat, un trifezh a-zivout mojenn Oidipoüs ivez : Oidipoüs roue, Oidipoüs e Kolonos hag Antigone[14].
- Ac'haios Eretria (484 – ? kt JK) a skrivas un drajedienn anvet Oidipoüs[15].
- Euripides (~480 – ~406 kt JK) a skrivas tri fezh-c'hoari a denn da vojenn Oidipoüs : Foinissai ("Merc'hed Fenikia"), C'hrysippos hag Oidipoüs[16].
- Nikomac'hos (pempvet kanved kt JK) a skrivas ivez ur pezh-c'hoari anvet Oidipoüs[17]
- Ksenokles Kozh (pempvet kanved kt JK ivez) a skrivas un Oidipoüs ivez, a zo aet da get.[17][18]
- C'hoariva Henroma
- Oedipus, gant Seneca ar Yaouankañ (Iañ kantved kt JK)[19].
- C'hoariva a-vremañ
- Œdipe, gant Pierre Corneille (1659)[20].
- Oedipus, gant John Dryden ha Nathaniel Lee (1679)[21].
- Œdipe, gant Voltaire (1718)[22].
- Œdipe, gant André Gide (1930)[23].
- La Machine infernale, gant Jean Cocteau (1934)[24].
- Antigone, gant Jean Anouilh (1944)[25].
- Blod, gant Lars Norén (1994). Meur a wech emañ Oidipoüs meneget en oberenn-se, ha damheñvel ouzh ar vojenn eo an istor[26].
- Incendies, gant Wajdi Mouawad (2003)[27].
- Danevelloù
- Das Sterben der Pythia, gant Friedrich Dürrenmatt (1989)[28]
- Mes Œdipe, gant Jacqueline Harpman (2006)[29]
- Romantoù
- Œdipe sur la route, gant Henry Bauchau (1990)[30]
- Œdipe roi, gant Didier Lamaison (1994)[31]
Sonerezh
kemmañ- Œdipe à Colone, c'hoarigan gant Antonio Sacchini (1786).
- Œdipus Rex, c'hoarigan gant Igor Stravinskiy (1927).
- Œdipe, c'hoarigan gant George Enescu (1931).
- Oedipus der Tyrann, gant Carl Orff (1959) – Ur c'hoarigan n'eo ket, pezh-c'hoari Hölderlin gant sonerezh eo.
- Œdipe sur la route, c'hoarigan gant Pierre Bartholomée (2003), diwar romant H. Bauchau.
- The End, kanaouenn gant The Doors (1967).
Kizellerezh
kemmañ- Œdipe et Phorbas, gant Félix Lecomte (1771).
- Phorbas et Œdipe, gant Antoine-Denis Chaudet (1801).
- Œdipe à Colone, gant Jean-Baptiste Hugues (1885).
Sinema
kemmañ- Edipo Re, gant Pier Paolo Pasolini (1967).
- Œdipus rex, gant Philippe Saville (1968).
- Έναστρος Θόλος Enastros tholos ("Bolz an oabl"), gant Κώστας Αριστόπουλος Kóstas Aristópoulos (1993).
Levrlennadur
kemmañ- William Smith & Charles Anthon, A New Classical Dictionary of Greek and Roman Biography, Mythology an Geography (en)
- Levrenn 1, 636 p. : Kessinger Publishing, 2006, (ISBN 978-1-4286-4572-1)
- Levrenn 2, 436 p. : Kessinger Publishing, 2006, (ISBN 978-1-4286-4561-5)
Gwelet ivez
kemmañNotennoù
kemmañ- ↑ Forvo
- ↑ 2,0 ha2,1 The Ancient Library (en)
- ↑ Distagadur henc'hesianek
- ↑ Le roman de Thèbes, Le Livre de Poche, 1995, (ISBN 978-2-253-06387-2) (fr) (ha skrid henc'hallek orin).
- ↑ Spiegel (de)
- ↑ Meneget gant ar bredelfenner hungarat Sándor Ferenczi (1873-1933) e La figuration symbolique des principes de plaisir et de réalité dans le mythe d’Œdipe (1912), Psychanalyse I, Oeuvres complètes - Tome I : 1908-1912, Payot, 1990, (ISBN 978-2-228-88153-1) (fr) ; gwelet ivez Psycha (fr)
- ↑ Spiegel (de)
- ↑ Hugo von Hofmannsthal Gesammelte Werke — Dramen II, 1892-1905, Fischer Taschenbuch Verlag, 1979, (ISBN 978-3-596-22160-8) (de)
- ↑ Sigmund Freud, Über Psychoanalyse, Franz Deuticke, 1930 (de) • Cinq leçons sur la psychanalyse, Payot, 2013, (ISBN 978-2-228-90926-6) (fr)
- ↑ Carl Gustav Jung (1913), Versuch einer Darstellung der Analytischen Psychologie, en Gesammelte Werke/4, Walter Verlag, 1990, (ISBN 978-3-530-40704-4) (de) ; e gwengelouriezh Henc'hres, Elektra a lazhas he mamm Κλυταιμνήστρα Klytaimnestra, he devoa itriket evit lazhañ he fried Agamemnon, tad Elektra.
- ↑ Homère, L'Iliade et l'Odyssée, Pocket, 2009, (ISBN 978-2-2661-9058-9) (fr)
- ↑ Eschyle, Tragédies complètes, Folio, 1982, (ISBN 978-2-0703-7364-2) (fr)
- ↑ Pindare, Oeuvres compètes, La Différence, 2004, (ISBN 978-2-7291-1512-8) (el) (fr)
- ↑ Sophocle, Théâtre complet, Flammarion, 1993, (ISBN 978-2-0807-0018-6) (fr)
- ↑ The Ancient Library (en)
- ↑ Euripide, Tragédies complètes, Folio, 1989, (ISBN 978-2-0703-8191-3) (levrenn 1), (ISBN 978-2-0703-8192-0) (levrenn 2) (fr)
- ↑ 17,0 ha17,1 Edith Hall & Simon Goldhill, Sophocles and the Greek Tragic Tradition, Cambridge University Press, 2009, (ISBN 978-0-521-88785-4) (en)
- ↑ The Ancient Library (en)
- ↑ Sénèque, Tragédies, Les Belles Lettres, 2011, (ISBN 978-2-251-80019-6) (fr) (la)
- ↑ Pierre Corneille, Œdipe, Presses Universitaires de Saint-Étienne, 2004, (ISBN 978-2-8627-2323-5) (fr) – A-gevret gant oberenn Voltaire.
- ↑ John dryden & Nathaniel Lee, Oedipus, a Tragedy, Gale Ecco, 2010, (ISBN 978-1-170-60614-8) (en)
- ↑ Voltaire, Œdipe, Presses Universitaires de Saint-Étienne, 2004, (ISBN 978-2-8627-2323-5) (fr) – A-gevret gant oberenn Pierre Corneille.
- ↑ André Gide, Théâtre, Gallimard, 1942, ASIN B003BPTXJU (fr)
- ↑ Jean Cocteau, La Machine infernale, Le Livre de Poche, 1992, (ISBN 978-2-2530-0916-0) (fr)
- ↑ Jean Anouilh, Antigone, La Table ronde, 2008, (ISBN 978-2-7103-3040-0) (fr)
- ↑ Lars Norén, Sang, L'Arche, 1999, (ISBN 978-2-8518-1424-1) (fr)
- ↑ Wajdi Mouawad, Incendies, Actes Sud, 2009, (ISBN 978-2-7427-8336-6) (fr)
- ↑ Friedrich Dürrenmatt, La mort de la Pythie, L'Âge d'Homme, 1990, (ISBN 978-2-8770-6034-9) (fr)
- ↑ Jacqueline Harpman, Mes Œdipe, La Renaissance du Livre, 2006, (ISBN 978-2-87415-641-0) (fr)
- ↑ Henry Bauchau, Œdipe sur la route, Éditions 84/J'ai Lu, 2000, (ISBN 978-2-290-30152-4) (fr)
- ↑ Didier Lamaison, Œdipe roi, Folio Policier, 2006, (ISBN 978-2-07-030292-5) (fr) — Ur romant polis skrivet diwar pezh-c'hoari Sofokles eo.