Oidipoüs

(Adkaset eus Oidipous)

Oidipoüs (Οἰδίπους, IPA /oi'dipous/[1], « troad koeñvet » en henc'hresianeg, Οιδίποδας Oidipodas e gresianeg a-vremañ) zo un haroz ha roue Thebai e gwengelouriezh Hellaz kozh.
Brudet eo dre zaou ober : diskoulmañ luziadell ar sfiñs ha bezañ graet daou dorfed hep gouzout dezhañ, lazhañ e dad ha dimeziñ d'e vamm.
Troioù ha gwalldroioù Oidipoüs a zo danvez teir zrajedienn gant Sofokles.

Oidipoüs (dehou) hag ar Sfiñs, gant Hermes (kleiz)
Stamnos attikat, c. 440 KJK
Mirdi al Louvre, Pariz

Ar vojenn

kemmañ
 
Oidipoüs hag ar Sfiñs
Gustave Moreau (1864)
Metropolitan Museum of Art, New York

Hervez ar wengelouriezh henc'hresian e oa an doue Zeus hendad Labdakos, mab Polydoros ha diazezer tierniezh al Labdakided, roueed Thebai. E vab Laios a voe roue Thebai d'e dro.
Un torfed a reas Laios p'en devoe darempredoù revel gant ur paotr yaouank anvet C'hrysippos, en em lazhas en abeg d'ar vezh a-c'houde bout bet gwallet.Pelops, tad ar paotr yaouank, a vallozhas an torfedour hag e lignez da zont. Un orakl a gemennas da Laios e donkadur : mar deuje ur mab dezhañ, ar mab-se e lazhje e dad hag a zimezje d'e vamm.
Daoust da strivoù Laios e voe ganet ur mab gant e wreg Iokaste. Divizout a reas ar roue hag ar rouanez kaout an dizober eus ar bugel, a zilezjont war ur menez e Kithairon gant e dreid liammet dre ur spilhenn vras – alese an anv Oidipoüs, « troad koeñvet ».
Ne varvas ket ar bugel avat ; dastumet e voe gant ur mêsaer-deñved anvet Forbas ha kaset da roue Korinthos, Polybios, en desavas gant e wreg Merope evel o mab dezho.

 
Oidipoüs a oa bet lezet a-ispilh ouzh ur wezenn gant e dud ha saveteet gant Forbas. Taolenn gant Jean-François Millet

Pe voe en e oad gour ez eas Oidipoüs da c'houlenn kuzul digant orakl Delfi, a ziouganas e donkadur dezhañ : lazhañ e dad ha dimeziñ d'e vamm. Pa grede da Oidipoüs e oa Polybios e dad e tec'has kuit eus Korinthos.
War an hent a gase da Dhebai e voe dotuet gant un ave. Tabut a voe, hag Oidipoüs a lazhas an toucher hag e dreizhad. Hep gouzout dezhañ en devoa lazhet e dad Laios.

Pa oa o tostaat da Dhebai e klevas Oidipoüs a-zivout ur sfiñs, un euzhvilez he c'horf leon hag he fenn maouez, a sponte kêr dre blaouiañ kement den na oa ket gouest da ziskoulmañ he luziadelloù. Mont a reas daveti, ha klevet al luziadell-mañ :

« Pe loen zo pevarzroadek da veure, daoudroadek da greisteiz ha trizroadek da noz ? »

« Mab-den an hini eo, », a respontas Oidipoüs, « rak war e barlochoù e vez e deroù e vuhez, war e zaou droad e kreiz e vuhez ha gant ur vazh-kamm e diwezh e vuhez. »

En em strinkañ er goullo a reas ar sfiñs trec'het, ha pobl Thebai ha kinnig tron Laios ha gwele Iokaste da Oidipoüs.
Ren war Dhebai a reas Oidipoüs neuze, ha dimeziñ d'e vamm, a roas pevar bugel dezhañ : daou vab, Polyneikes hag Eteokles, ha div verc'h, Antigone hag Ismene. Sevenet e voe diougan an orakled eta.

Diwezhatoc'h e voe ar vosenn o wastañ Thebai, hag an divinour dall Teiresias a lavaras da Oidipoüs e oa kement-se ur c'hastiz a-berzh an doueez Hera en abeg da zrouklazh Laios, roue kozh Thebai.
E-kerzh e enklask e kavas Oidipoüs e oa-eñ muntrer Laios, a oa e dad gwirion. En em grougañ a reas Iokaste pa verzas e oa dimezet d'he mab ha da vuntrer he gwaz ; pa welas ar reuz en devoa degaset e kemeras Oidipoüs div spilhenn a-ziwar sae ar rouanez hag e tarzhas e zaoulagad.

Da heul ar gavadenn-se e voe forbannet Oidipoüs gant pobl Thebai, hag eñ ha mont en harlu. Echuiñ a reas e vuhez e Kolonos tra ma oa e vibien Polyneikes hag Eteokles o wastañ Thebai d'o zro e Brezel ar Seizh Penn, a gasas Antigone d'ar marv ivez pa voe lazhet gant hec'h eontr Kreon, breur Iokaste ha roue nevez Thebai.

  • Meur a ziwezh zo da vuhez Oidipoüs e skridoù Henc'hres.
En darn vuiañ anezho e tarzh Oidipoüs e zaoulagad a-benn na welet disoc'h e dorfedoù, hag ez a en harlu. Hervez Homeros avat e chom da ren war Dhebai[2] ; gwech ez a en harlu da Golonos kent marv e vibien (Sofokles), gwech e ra goude o marv (Aisc'hylos)[3].
En holl skridoù avat e vallozh Oidipoüs e vibien, ar pezh a zo pennabeg da Vrezel ar Seizh Penn.
E skrid Sofokles e kendalc'h Iokaste gant he buhez betek an emgann etre he mibien ; pa ne zeu ket a-benn d'o sioulaat en em lazh gant ur c'hleze.

Un haroz dasprenet

kemmañ
 
Oidipous dallet
(Louis Bouwmeester, war-dro 1896)

Oidipoüs zo unan eus an nebeud harozioù ha n'int ket bet ankouaet, zoken pa oa ar gristeniezh o teurel an dismegañs war barzhoniezh ha c'hoariva an Henamzer.

E deroù unan eus ar romantoù gallek kentañ, Le roman de Thèbes (1150-1155) e lenner diwar-benn  Edipopus , en devoa lazhet e dad ha dimezet d'e vamm kent red an istor, a c'hoarvez gant e vibien Polyneikes hag Eteokles[4]. Ur  bouc'h lik  eo Edipopus hervez ar c'hloareg dianav a aozas ar skrid, en enep da Iokaste a zo lakaet da bimpatrom ar gasted. D'ur pec'her eus ar re washañ eo troet Oidipoüs neuze, pa ne oa nemet ur reuziad anezhañ e mojenn an Henamzer.
Adalek an Azginivelezh hepken, hag an distro d'ar skridoù hen, ez adkavas an haroz ur staelad dereatoc'h.

Er pezh-c'hoari Œdipe gant Pierre Corneille (1659) n'eus ket anv a likentez ken, nag a wadorged zoken : ur roue reizhwir a savete ar geoded dre an emvuturniañ eo Oidipoüs, un den a zever a stourm ouzh itrikadennoù gwallsiek an doueed.
En Œdipe Voltaire (1718) ez eus un emsaviad gwirion eus Oidipoüs, pa yud  Deoc'h eo ma zorfedoù !  da zoueed Olympos, ar pezh a oa tost d'ul ledoued evit ar gristenien e deroù an XVIIIvet kantved.
E-tro an Dispac'h Gall e voe Oidipoüs un emsaver a stourme a-enep Neñv ar relijion gristen hag a-enep tiranted ar bed-mañ.

Ur prederour

kemmañ
 
Oidipoüs hag ar Sfiñs
Dominique Ingres (1808)
Walters Art Museum, Baltimore
 
Oidipoüs ha Forbas
Félix Lecomte, 1771
 
Forbes hag Oidipoüs
Antoine-Denis Chaudet, 1801

Hervez ar barzh alaman Friedrich Hölderlin (1770-1843), en displegoù a ouzhpennas d'e droidigezh alamanek eus Oidipous Sofokles (1804)[5], ez eo Oidipoüs un haroz ankeniet, spontet m'eo gant e zic'halloud, hag ur prederour a zo o klask ar wirionez. Un tirant n'eo ket, ar pezh a zegasas un sell nevez war an haroz, evel m'eo bet skeudennet gant Ingres dre e zaolenn vrudet Oidipoüs hag ar Sfiñs e 1808, ma weler Oidipoüs o stouiñ dirak ar sfiñs en un doare a zo damheñvel ouzh hini Ar soñjer gant Auguste Rodin (1882).
Ar prederour Georg Hegel (1770-1831) a lakaas Oidipoüs da ziagentad an holl brederourien : hag eñ un den troet war an ober, na soñj ket e heuliadoù e daol pa lazh e dad ha pa zimez d'e vamm hep gouzout dezhañ, e tro an haroz da brederour p'en em gav dirak ar sfiñs ha pa glask kompren ster an Istor. Prederourien all a zegemeras soñj Hegel a-hed an XIXvet kantved. Setu amañ ali Arthur Schopenhauer (1788-1860), en ul lizher deiziadet 11 a viz Du 1815 a gasas da Johann Wolfgang von Goethe (1749-1832) :

 An nerzh-kalon da vont betek penn ar c'hudennoù eo danvez ar brederourien. Ret eo dezho bout evel Oidipoüs Sofokles, a gendalc'h dizehan gant e glask, mennet m'eo da sklaeraat e donkadur spouronus, zoken pa zivin ne zeuio nemet euzh ha braouac'h gant ar respont.
Hogen e kalon an darn vuiañ ac'hanomp ez eus un Iokaste a asped Oidipoüs, abalamour d'an doueed, da chom hep klask pelloc'h ; ha plegañ a reomp dezhi, setu perak emañ ar brederouriezh er stad m'emañ. 
[6]

E 1905 ez embannas ar skrivagner aostrian Hugo von Hofmannsthal (1874-1929) e droidigezh alamanek eus Oidipous Sofokles : König Ödipus[7] ; e 1903 en devoa embannet e bezh-c'hoari Ödipus und die Sphinx[8], ma lakae pouez war drouklazh an tad ha hoal ar vamm goude bezañ lennet labourioù Sigmund Freud.
Adalek deroù ar bloavezhioù 1930 ha damkaniezh  kemplezh Oidipoüs  S. Freud e steuzias an haroz e koun an dud, ha ne chomas anezhañ nemet ur bazenn en emdroadur bugale mab-den.

Oidipoüs er bredelfennerezh

kemmañ

Hervez Sigmund Freud e c'hoarvez gant pep paotr, pa vez 4 pe 5 bloaz, ur stad vredel zibar a zo kenpred gant donedigezh al luzadoù revel kentañ : hep gouzout dezhañ e vez desachet ar paotrig gant hoal e vamm, ha gwarizi a vag ouzh e dad rak ur c'hevezer e vez e-pad ar mare berr-se.  Kemplezh Oidipous  a reas S. Freud eus ar stad-se e diorroadur bredelfennel pep bugel gourel[9].
Gant ar bredvezeg suis Carl Gustav Jung (1875-1961) e voe stadet e c'hoarvez  kemplezh Elektra  gant ar merc'hedigoù[10].

Oidipoüs en arzoù

kemmañ

Kalz arzourien er bed a-bezh zo bet awenet gant mojenn Oidipoüs.

Lennegezh

kemmañ
C'hoariva Henc'hres
  • Homeros (dibenn an eizhvet kanved kt JK) en e Ilias, XXIII, 679 hag en e Odysseia, XI, 270 sqq..[2][11]
  • Aisc'hylos (~523 – ~456 kt JK) a c'hounezas priz Keoded Dyonisia e -467 kt JK gant un trifezh gouestlet da vojenn Oidipoüs : Laios, Oidipoüs ha Seizh enep Thebai ; an trede pezh hepken zo deuet betek ennomp[12].
  • Pindaros (~522 – ~443 kt JK) a skrivas diwar-benn Oidipoüs en Eil Kanenn Olimpek[13].
  • Brudet eo Sofokles (~496 – ~406 KJK) evit ar pezhioù thebaiat, un trifezh a-zivout mojenn Oidipoüs ivez : Oidipoüs roue, Oidipoüs e Kolonos hag Antigone[14].
  • Ac'haios Eretria (484 – ? kt JK) a skrivas un drajedienn anvet Oidipoüs[15].
  • Euripides (~480 – ~406 kt JK) a skrivas tri fezh-c'hoari a denn da vojenn Oidipoüs : Foinissai ("Merc'hed Fenikia"), C'hrysippos hag Oidipoüs[16].
  • Nikomac'hos (pempvet kanved kt JK) a skrivas ivez ur pezh-c'hoari anvet Oidipoüs[17]
  • Ksenokles Kozh (pempvet kanved kt JK ivez) a skrivas un Oidipoüs ivez, a zo aet da get.[17][18]
C'hoariva Henroma
C'hoariva a-vremañ
Danevelloù
Romantoù

Sonerezh

kemmañ

Kizellerezh

kemmañ

Sinema

kemmañ

Levrlennadur

kemmañ
  • William Smith & Charles Anthon, A New Classical Dictionary of Greek and Roman Biography, Mythology an Geography (en)
Levrenn 1, 636 p. : Kessinger Publishing, 2006, (ISBN 978-1-4286-4572-1)
Levrenn 2, 436 p. : Kessinger Publishing, 2006, (ISBN 978-1-4286-4561-5)

Gwelet ivez

kemmañ

Notennoù

kemmañ
  1. Forvo
  2. 2,0 ha2,1 The Ancient Library (en)
  3. Distagadur henc'hesianek
  4. Le roman de Thèbes, Le Livre de Poche, 1995, (ISBN 978-2-253-06387-2) (fr) (ha skrid henc'hallek orin).
  5. Spiegel (de)
  6. Meneget gant ar bredelfenner hungarat Sándor Ferenczi (1873-1933) e La figuration symbolique des principes de plaisir et de réalité dans le mythe d’Œdipe (1912), Psychanalyse I, Oeuvres complètes - Tome I : 1908-1912, Payot, 1990, (ISBN 978-2-228-88153-1) (fr) ; gwelet ivez Psycha (fr)
  7. Spiegel (de)
  8. Hugo von Hofmannsthal Gesammelte Werke — Dramen II, 1892-1905, Fischer Taschenbuch Verlag, 1979, (ISBN 978-3-596-22160-8) (de)
  9. Sigmund Freud, Über Psychoanalyse, Franz Deuticke, 1930 (de)Cinq leçons sur la psychanalyse, Payot, 2013, (ISBN 978-2-228-90926-6) (fr)
  10. Carl Gustav Jung (1913), Versuch einer Darstellung der Analytischen Psychologie, en Gesammelte Werke/4, Walter Verlag, 1990, (ISBN 978-3-530-40704-4) (de) ; e gwengelouriezh Henc'hres, Elektra a lazhas he mamm Κλυταιμνήστρα Klytaimnestra, he devoa itriket evit lazhañ he fried Agamemnon, tad Elektra.
  11. Homère, L'Iliade et l'Odyssée, Pocket, 2009, (ISBN 978-2-2661-9058-9) (fr)
  12. Eschyle, Tragédies complètes, Folio, 1982, (ISBN 978-2-0703-7364-2) (fr)
  13. Pindare, Oeuvres compètes, La Différence, 2004, (ISBN 978-2-7291-1512-8) (el) (fr)
  14. Sophocle, Théâtre complet, Flammarion, 1993, (ISBN 978-2-0807-0018-6) (fr)
  15. The Ancient Library (en)
  16. Euripide, Tragédies complètes, Folio, 1989, (ISBN 978-2-0703-8191-3) (levrenn 1), (ISBN 978-2-0703-8192-0) (levrenn 2) (fr)
  17. 17,0 ha17,1 Edith Hall & Simon Goldhill, Sophocles and the Greek Tragic Tradition, Cambridge University Press, 2009, (ISBN 978-0-521-88785-4) (en)
  18. The Ancient Library (en)
  19. Sénèque, Tragédies, Les Belles Lettres, 2011, (ISBN 978-2-251-80019-6) (fr) (la)
  20. Pierre Corneille, Œdipe, Presses Universitaires de Saint-Étienne, 2004, (ISBN 978-2-8627-2323-5) (fr) – A-gevret gant oberenn Voltaire.
  21. John dryden & Nathaniel Lee, Oedipus, a Tragedy, Gale Ecco, 2010, (ISBN 978-1-170-60614-8) (en)
  22. Voltaire, Œdipe, Presses Universitaires de Saint-Étienne, 2004, (ISBN 978-2-8627-2323-5) (fr) – A-gevret gant oberenn Pierre Corneille.
  23. André Gide, Théâtre, Gallimard, 1942, ASIN B003BPTXJU (fr)
  24. Jean Cocteau, La Machine infernale, Le Livre de Poche, 1992, (ISBN 978-2-2530-0916-0) (fr)
  25. Jean Anouilh, Antigone, La Table ronde, 2008, (ISBN 978-2-7103-3040-0) (fr)
  26. Lars Norén, Sang, L'Arche, 1999, (ISBN 978-2-8518-1424-1) (fr)
  27. Wajdi Mouawad, Incendies, Actes Sud, 2009, (ISBN 978-2-7427-8336-6) (fr)
  28. Friedrich Dürrenmatt, La mort de la Pythie, L'Âge d'Homme, 1990, (ISBN 978-2-8770-6034-9) (fr)
  29. Jacqueline Harpman, Mes Œdipe, La Renaissance du Livre, 2006, (ISBN 978-2-87415-641-0) (fr)
  30. Henry Bauchau, Œdipe sur la route, Éditions 84/J'ai Lu, 2000, (ISBN 978-2-290-30152-4) (fr)
  31. Didier Lamaison, Œdipe roi, Folio Policier, 2006, (ISBN 978-2-07-030292-5) (fr) — Ur romant polis skrivet diwar pezh-c'hoari Sofokles eo.

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.