Brazil

bro eus Suamerika
(Adkaset eus Bresil)

Republik Kevreel Brazil (República Federativa do Brasil e portugaleg) zo ur vro dizalc'h, ar stad vrasañ ha pobletañ a zo en Amerika Latin, ha Brasília eo he c'hêr-benn. En em astenn a ra adalek arvor biz Amerika ar Su betek ar c'hreiz anezhi. Bevennoù he deus en norzh gant Venezuela, Guyana, Surinam ha gant Gwiana, a zo un departamant e dalc'h Bro-C'hall; an Arvor Atlantel a zo er reter. Er su he deus bevennoù gant Uruguay, Arc'hantina ha Paraguay ; er c'hornôg gant Bolivia, Perou, hag er gwalarn gant Kolombia. Setu emañ stok ouzh holl vroioù Suamerika war-bouez Chile hag Ecuador. Ouzhpenn an tiriadoù kevandirel-se eo lodek ivez eus Brazil enezennoù tost d'an aod, ha tammoù enezegoù hag inizigoù e kreiz ar Meurvor Atlantel.

República Federativa do Brasil
Republik Kevreel Brazil
Banniel ardamezioù
Banniel ardamezioù
Ger-stur : (pt) Ordem e Progresso  
"Urzh hag araokaat"
Kan broadel: Hino Nacional Brasileiro
Lec'hiadur
Lec'hiadur
Kêr-benn Brasília
Kêr vrasañ São Paulo
Yezh(où) ofisiel Portugaleg
Gouarnamant Republik kevreadel
 - Prezidant Luiz Inácio Lula da Silva
Dizalc'hded diouzh Portugal 
 - Disklêriet 7 Gwengolo 1822 
 - Anavezet 29 Eost 1825 
Gorread
 - Hollad 8 515 770 km² (6vet)
 - Dour (%) 1,85
Poblañs
 - istimadur 2017 207 353 391 ()
 - niveradeg 2000 189 799 170
 - Stankter 24,35/km² (182)
PDK (PGP) 2017 (istimadur)
 - Hollad $3,23 trilion (9vet)
 - Keidenn $15,577 (110vet)
FDD  (2015) 0.754 (uhel) (79vet)
Moneiz Real (BRL)
Gwerzhid-eur (UTC-2 da -5)
Kod kenrouedad .br
Kod pellgomz +55
Kartenn Brazil

Araok ma oa deuet an Europeaned, dibaoe penn-kentañ ar pempvet milved a-raok J.-K., e oa Amerindianed o chom war diriad Brazil, meuriadoù hanter-gantread an darn vrasañ anezho.

Pedro Álvares Cabral, ur merdeer eus Portugal, a vije bet an European kentañ deuet betek aodoù ar vro, d'an 22 a viz Ebrel 1500. An tiriad a zeuas diwar neuze da vout un drevadenn portugalat. Hepdale, a-benn korvoiñ danvezioù naturel an drevadenn, dreist-holl ar c'hoad "brazil", ha reiñ tud da labourad evit an drevadennourien nevez-staliet, e oa bet degaset gant ar Bortugaliz sklaved bet paket war aodoù Afrika. E-pad ouzhpenn tri c'hantved e oa bed paket ha divroet milionoù à Afrikaned a-benn poblañ ar c'hevandir nevez. Ar sklavelezh-se zo bet torret d'an 13 a viz Mae 1888.

Brazil zo dizalc'h, ez-ofisiel, dibaoe ar 7 a viz Gwengolo 1822. Goude an drevadenn ez eus bet un Impalaeriezh, betek ar bloaz 1889, ha neuze e oa bet embannet Republik Brazil. Ur republik gant putschoù ha renadoù kreñv ingal a-walc'h, e-giz er broioù all en Amerika Latin d'an ampoent.

D'ar 27 a viz Here 2002 eo bet dilennet Luís Inácio da Silva (lesanvet Lula) da brezidant, kentañ prezidant sokialour Brazil, gant 61,4 % eus ar mouezhioù. Dilennet eo bet adarre d'an 29 a viz Here 2006 (a-enep da Geraldo Alckmin) gant ouzhpenn 60 % eus ar mouezhioù. War e lerc'h eo bet tro Dilma Rousseff, eus ar memes strollad, dilennet div wech ivez.

Douaroniezh

kemmañ
 
Kartenn hollek Brazil

Ar goadeg amazonian a c'holo an darn vrasañ eus ar vro. Graet e vez anezhañ « o mar interior » (ar mor diabarzh). An Amazon, an eil stêr hirañ a zo er bed hag an hini kentañ evit he fonnder, a dreuz ar goadeg a-bezh kent mont d'en em daoler e-barzh ar Meurvor Atlantel e norzh ar vro.

Memestra e vez kavet ardremezioù a bep seurt e Brazil : hanter krin, meneziek, trovanel, istrovanel, gant hinoù à beb seurt ivez, sec'h e-barzh ar Sertão (biz), glavek (tomm ha dourek-kenañ) e kreiz ar vro, un tammig yenoc'h er Su.

Politikerezh

kemmañ

Hervez Bonreizh 1988 eo Brazil ur Republik Kevredel Prezidantelour, ag awen stadunanat evit a sell stumm ar Riez. Memestra e heuilh ar reizhiad lezennel brasilian an hengoun roman-ha-german. Ar Galloud Seveniñ a zo embreget gant ar prezidant, dilennet bep pevare bloaz. Er memes mare hag an dilennadeg-prezidant e vez mouezhiet evit ar C'hendalc'h Broadel, sez ar Galloud Lezennel, dasparzhet etre div gambr : hini ar Gannaded, dezho ur leuriadur a bevar bloaz, hag ar Sened, a vez renevezet un trederenn ha div drederenn eus e izili a beb eil.

P'emañ heñvel pouez pep mouezh en dilennadegoù-seveniñ, n'eo ket an degouezh evit a sell ar re lezennel. Eus un tu, bez' ez eus tri Senedour evit dileuriañ pep UF (unvez eus ar c'hevread — 27 a zo anezho hiziv an deiz). Eus an tu all, ma seller ouzh ar patrom kevreadel klasel, e rank dileuriadur ar Gannaded bezañ diouzh poblañs peb UF; an niver-se a zo, evelato, bevenet etre 8 da nebeutañ ha 70 d'ar muiañ. A hend all, lakaet eo e pleustr ar reizhad muianiverek evit dilennadeg ar Senedourien hag hini kenfeurel evit ar Gannaded.

Evit echuiñ, bez' ez eus ar Galloud Barnerezhel, a zo e ensav uhelañ al Lez-Veur Kevreadel, ouzh e ober unnek barner anvet gant ar Prezidant goude ali ar Sened. N'eo ket renevezet penn-da-benn barnerien al LVK gant peb prezidant ; envel a ra ar prezidant ur barner nevez pa en em denn pe pa varv unan anezho.

Rannadurioù

kemmañ
 Pennad pennañ: Stadoù Brazil
 
Rannadurioù Brazil a-vremañ

Ar 27 unvezh eus ar c'hevread a zo strollet, evit abegoù stadegel hag ivez evit a bep seurt traoù all, da heñchañ an obererezh kevreadel, e pemp rannvro vras: Centro-Oeste, Nordeste, Norte, Sudeste ha Sul. Pep stad, ar Distrig Kevreadel hag all, he deus he frammoù seveniñ dezhi hec'h-unan (pennadurezh ar Gouarnour), lezennel (Bodadenn Lezennel ur gambr hepken) ha barnerezhel (lez-varn stadel).

D'o zro e vez rannet ar stadoù e Kumunioù, hag a gemm o niver etre 15 (Roraima) ha 853 (Minas Gerais). An unvezhioù emzalc'h bihanañ eus ar C'hevread o deus hepken ur galloud seveniñ, embreget gant ur Prefed, ha lezennel, a zo e sez er c'huzul-kêr. An ensavadur diwezhañ-mañ en deus kantvloazioù a istor el Ledenez Iberek hag en takadoù trevadennet ganti.

Armerzh

kemmañ

Liesaet a-walc'h eo armerzh ar vro ha ennañ e kaver a bep seurtoù obererezh armerzhel ha greantel, a gaver e-touez ar re bennañ anezho :

Poblañsouriezh

kemmañ

Poblañs Brazil a gaver enni meur a ouenn hag a sevenadur : an Amerindianed, kentañ pobl ar vro ; an Europeaned, alouberien pe divroerien ; Afrikaned degaset da sklaved. Deuet 'z eus ivez un nebeudig tud eus Azia : ar brasañ diaspora Japaniz er bed holl, ouzhpenn 900 000 a dud, zo o chom e São Paulo.

Hiziv an deiz e tisklêr ar Vrazilianed o orin evel-henn : 53,7% gwenn ; 38,5% hironed, 6,2% du, 0,5% melen, 0,4% henvroidi ha 0,7% anspisaet. Ar meskañ gouennoù zo diazezet e sevenadur ar vro, sañset - mes an arc'hant a chom c'hoazh e-barzh daouarn ar re wenn, ha n'eo ket un tammig.

Meurgêrioù Pennañ

kemmañ
  1. São Paulo - 19,7 million a annezidi
  2. Rio de Janeiro - 11,6 million a annezidi
  3. Belo Horizonte - 4,6 million a annezidi
  4. Porto Alegre - 3,6 million a annezidi
  5. Recife - 3,5 million a annezidi
  6. Curitiba - 3,1 million a annezidi

Enbroañ-Divroañ

kemmañ

Sevenadur

kemmañ
Deizioù-gouel
Deiziad Anv Evezhiadenn
1 a viz Genver Kenvreudeuriezh hollvedel
21 a viz Ebrel Tiradentes Bri da verzherien an Inconfidência Mineira
1 a viz Mae Devezh al labour Bri d'ar renkad micherour
7 a viz Gwengolo Dizalc'hidigezh Diskêriadur an Dizalc'hidigezh diwar Bortugal
12 a viz Here Nossa Senhora Aparecida Paeron Brazil
2 a viz Du Finados Devezh koun ar re varv
15 a viz Du Diskêriadur ar Republik Treuzfurmadur eus Impalaerezh e Republik
25 a viz Kerzu Nedeleg Lid ganedigezh ar C'hrist
Kemmus Meurlarjez Fest pobl hag a zeu a-raok ar C'horaiz katolik ; daoust ma n'eo ket ur gouel broadel eo merket meurlarjez Brazil gant an deizioù-gouel betek ar Meurzh derc'hent Merc'her al Ludu, evelato ne vez ket labouret dre hengoun al Lun a-raok kennebeut, pezh a ra evel-se pevar devezh evit Meurlarjez.
Kemmus Pask Deiziad ma lider dasorc'hidigezh ar C'hrist.
Kemmus Corpus Christi Deiziad ma lid an Iliz katolik Sakramant an aoter.
Kemmus Dilennadegoù Bepred e vez an dro gentañ d'ar Sul kentañ a viz Here (lezenn niv. 9.504/97).

Liammoù diavaez ofisiel

kemmañ