C'hoarioù Olimpek
Ar C'hoarioù Olimpek (henc'hresianeg : Οἱ Ὀλυμπιακοὶ ἀγῶνες Oi Olympiakoí agónes) zo un hollad kenstrivadegoù sport bedel aozet bep 4 bloaz. Skedusañ darvoud sport ar bed eo a-fed skignañ er skinwel, a-live gant Kib vell-droad ar bed ha Tro Bro-C'hall. Medalennoù a vez evit an drec'herien e pep sport : ur vedalenn aour evit an hini kentañ, arc'hant evit an eil, hag arem evit an trede.
Iskevrennad eus | international competition, multi-sport event, recurring sporting event |
---|---|
Deiziad krouiñ | 1896 |
Sponsor | Visa Inc. |
Sport | Olympic sport |
Luskad | Olympic Movement |
Kan broadel | Olympic Hymn |
Ger-stur | Citius, Altius, Fortius – Communiter |
Lec'h | Olympic venue |
Trophy awarded | Olympic medal |
Raklec'hiet gant | C'hoarioù Olimpek an Henamzer |
Organizer | Poellgor Olimpek Etrebroadel |
Perzhiad | Viet Nam Sports Team |
Lec'hienn ofisiel | https://olympics.com/en/ |
Testenn ar pennreolennoù | Olympic Charter |
Banniel (deskrivadur) | Olympic flag |
Istor | history of the Olympic Games, timeline of the Olympic Games |
Anaouder WordLift | http://data.thenextweb.com/tnw/entity/olympic_games |
Er C'hoarioù kentañ e oa 42 sport hag un tammig nebeutoc'h eget 250 sportour en holl, padal e Beijing e 2008 e oa war-dro 10 500 sportour ha sportourezed o tont eus 204 Stad disheñvel hag o kenstrivañ e 302 sport disheñvel.
Diazezet eo ar C'hoarioù Olimpek war emgavioù a veze en Henamzer en Olimpia e Gres, ha savet e voent er stumm m’emaint bremañ gant ur Gall, Pierre de Coubertin (1863-1937), e dibenn an XIXvet kantved.
En Henamzer
kemmañKalz mojennoù zo diwar-benn C'hoarioù Olimpek an Henamzer. Ur vojenn a gont ez eo Herakles a savas ar stadion olimpek hag ar savadurioù tro-dro evit enoriñ Zeus, e dad, goude bezañ graet e 12 labour. Baleet en doa 600 paz hag anvet an hirder-se ur stad, ar pezh a zo kement ha 192,27 m hiziv an deiz. Lavarout a reer e oa kroget ar c'hoarioù olimpek e 776 kent J.-K diwar atiz Ifitos, roue Elis. Ar bloavezh-se a verk penn-kentañ an deiziataer olimpek. Bloavezh kentañ an deiziataer gresian eo ivez.
Program ar c'henstrivadegoù zo redadegoù war varc'h hag embregerezh-korf (redadeg war droad war hedoù disheñvel, bannañ ar bladenn, lammm pell, bannañ ar speg, pentathlon, gouren). Koroibos Elis a voe an den kentañ o c'hounez un titl olimpek : gounez a reas ar redadeg war droad e 776 kent J.-K. Adalek ar 7vet C'hoarioù Olimpek, an den a zo trec'h a c'hounez ur gurunenn wezenn-olivez.
Hiziv an deiz
kemmañEn daolenn amañ dindan e renabler an holl emgavioù a zo bet abaoe 1896, ar bloaz ma voe adsavet ar C'hoarioù Olimpek, betek ar C'hoarioù diwezhañ hag ar re zo da zont e-kerzh ar bloavezhioù a zeu. C'hoarioù Olimpek 1916, 1940 ha 1944 ne voent ket aozet abalamour d’an daou Vrezel-bed a oa o ren da neuze.
Liammoù diavaez
kemmañ- (en) (fr) 'International Olympic Committee'. Kavet : 23 Gen 24.
- (en) 'Olympian Database'. Kavet : 23 Gen 24.
- (en) (fr) 'Dicolympique – Geriadur ar C'hoarioù Olimpek. Kavet : 02 C'hwe 24.