Kaozeadenn Implijer:Y-M D/Dielloù

Evezhiadenn diwezhañ: 14 vloaz zo gant Trec'hlid mitonet e kaozeadenn Bro-C'hall / Frañs

Er bajenn-mañ e renk an implijer Y-M D dielloù e bajenn gaozeal.

Dilec'hiet ganin da c'houlenn evit e lakaat er sizhun-mañ. Bianchi-Bihan 29 Du 2008 da 17:55 (UTC)Respont

Jóhanna Sigurðardóttir

kemmañ

Pa lakaez un deiziad ( [[1]]) e rankez lakaat "da" dirak pa vez ur renadenn-amzer. Atav e vez skrivet anv ar miz gant ur bennlizherenn. A galon. Bianchi-Bihan 3 Mae 2009 da 03:13 (UTC)Respont

Trugarez evit da gemmenadenn. Ne oan ket sur ken ma oa ezhomm ur bennlizherenn evit ar mizioù, setu perak. A galon --Y-M D 3 Mae 2009 da 07:49 (UTC)Respont

Pladenn : patrom

kemmañ

Unan a zo : [[2]]. A galon.--Ex-Smith 23 Mae 2009 da 15:46 (UTC)Respont

sed peadra da vont pelloc'h :[[3]] --Ex-Smith 23 Mae 2009 da 16:50 (UTC)Respont
Labouret eo bet war ar patromoù gant ur mignon din, Belvar, graet en deus unan a dalvoudegez ha bravoc'h. Sellit ouzh ar bajenn T.N.T. (pladenn), laosket eo bet an hini kozh hag an hini nevez evit gellout keñveriañ. Marteze e klasko sevel re all. Kinnig a rin an araokadenn-se, en un doare hiroc'h, en davarn diwezhatoc'h. --Y-M D 9 Gou 2009 da 16:51 (UTC)Respont

Patrom:pegement a bennadoù...

kemmañ

Salud dit! Spi 'm eus eo sklaeroc'h bremañ.--Gwendal 16 Mez 2009 da 13:55 (UTC)Respont

Derc'hel soñj, traoù dedennus...

kemmañ

Rummadoù

kemmañ

Salud dit! N'am eus ket c'hoant bezañ "pounner" met just evit resisaat, war ar wikipedia-mañ e vez graet gant rummadoù el liester evel: Rummad:Ganedigezhioù 1970, Rummad:Aktourien pe c'hoazh Rummad:Kanerien. A galon.--Gwendal 6 Eos 2009 da 20:03 (UTC)Respont

O ya digarez, petra am boa lakaet me ? N' ez eus kudenn ebet evidon, klask a rin derc'hel soñj evit lakaat an traoù el liester. Trugarez bras da vezañ graet un evezhiadenn, un dra vat eo evit ober ul labour reizh hag a galite (hag evit mont war-raok). --Y-M D 6 Eos 2009 da 20:09 (UTC)Respont

Damrespontet 'm eus da 'z koulenn war va bajenn kaozeal (e-keñver ar merourien).--Gwendal 6 Eos 2009 da 20:49 (UTC)Respont

Organeg

kemmañ

Din eo "un organeg kemmet e c'henomoù" pe "organegoù kemmet o genomoù". Meur a si a gavan e dibab an Ofis, ha ne gomprenan ket perak e tleje bezañ benel: ur bronneg, un troadeg, den pe loen, ya; ur valaneg, ur goadeg, evit ul lec'h, ya. Met ul lec'h eo an organeg? Bianchi-Bihan 11 Eos 2009 da 10:23 (UTC)Respont

Aze emañ an diazez: Jener an dibennoù-gerioù e brezhoneg‎. Bianchi-Bihan 11 Eos 2009 da 11:16 (UTC)Respont

Gironde (departamant)

kemmañ

Krouet eo.Bianchi-Bihan 18 Eos 2009 da 08:37 (UTC)Respont

Les Aventures de Tintin et Milou

kemmañ

Adkasoù diezhomm zo pa vezont graet en ur yezh ha n'eo ket brezhonek d'ur pennad dezhañ un anv brezhonek. D'am soñj. Perak? Peogwir a-hend-all n'eus fin ebet d'ar c'hoari, pa soñjer nag e pet yezh eo bet lakaet Tintin, ha nag a levrioù all zo c'hoazh evel-se. A galon. Bianchi-Bihan 26 Eos 2009 da 14:21 (UTC)Respont

Digarez met war wikipedia e brezhoneg e reer gant anv orin hag gant an anv brezhoneg. Les Aventures de Tintin et Milou a zo anv orin ar rummad levrioù-se. D'am soñj eo pouezus ober un adkas d'an nebeutañ. Ne goust seurt ober kemment-se, ne c'hell nemet servij, e ken kas. D'am soñj n'eo ket ur c'holl. A galon
Ne goust netra? Nann, ma ne ya ket pelloc'h. Bevennoù zo da lakaat d'an traoù diezhomm, rak ma n'eus bevenn ebet e vo gwelet tud o c'hoari gant adkasoù forzh pegement e-lec'h labourat war ar pennadoù.
Mar deo aesaat ar c'hlask, n'eus nemet gwelout Tintin ha Milou, anvioù kalz berroc'h. Piv a yelo da glask un titl ken hir ha ken gallek? A galon. Bianchi-Bihan 26 Eos 2009 da 15:41 (UTC)Respont

Bianchi-Bihan 26 Eos 2009 da 15:41 (UTC)Respont

Galvadenn: Dilennadeg merourion/ezed nevez (pazenn gentañ)

kemmañ

Savet eo bet ganin ur c'hinnig evit boulc'hañ gant an argerzhadur evit dilenn merourion/ezed nevez . Pedet out da reiñ da ali war ar bazenn gaozeal stag ouzh ar c'hinnig-se (amañ) diwar-benn ar c'hraf kentañ a denn d'an doare ma ranker lakaat anv unan bennak evel kannad/ez evit dont da vezañ merour/ez. Ur wezh sklaeraat ar bazenn gentañ-se ha tizhet ur c'henemglev ledan e vo tu da vont pelloc'hig o tigeriñ ar argerzhadur da vat o pediñ digant an implijerion/ezed lakaat o anv pe anv unan bennak all evit gallout mouzhiañ diwar ofenn da c'houde. Da achuiñ neuze e vo ret da c'houde dont a-benn d'ur c'henemglev diwar-benn mont-en-dro ar vouzhiadeg hec'h-unan a-raok stagañ ganti da vat. Neal (Kaozeal) 30 Eos 2009 da 18:04 (UTC)Respont

Gouere / Gouhere

kemmañ

Salud, an daou stumm a zo. A galon.--Ex-Smith 31 Eos 2009 da 16:11 (UTC)Respont

N'implijan nemet Gouere, met ul liamm a oa dija en ur pennad all gant ar stumm Gouhere, ha n'em eus ket cheñchet anezhañ.--Ex-Smith 31 Eos 2009 da 16:54 (UTC)Respont

Patrom tennet

kemmañ

Me an hini eo en doa tennet ar patrom Galv merourion diwar da bajenn-gaozeal peogwir e oiuen e oa bet gwelet ar c'halvadenn ganit diouzh un tu ha peogwir ez eus ur fazi bihan er patrom a laka an holl traoù da c'houde war ar bajenn da vezañ skrivet gant lizherennoù bihanoc'h. Neal (Kaozeal) 31 Eos 2009 da 18:41 (UTC)Respont

Okay mat eo n'eus kudenn ebet, met diluget e oas hag en em c'houlenn a raen perak e oa unan mod-se o lakaat e fri. Ha gwir eo 'm eus gwelet anezhañ. Petra 'vo ar mont en dro bremañ ? Ar bazennoù all ha peur ? Evit gouzout dre ma ne vin ket atav amañ (er sizhun o tont), gant an distro; A galon --Y-M D 31 Eos 2009 da 18:51 (UTC)Respont

Ha fellout a ra dit mont da vezañ merour/ez?

kemmañ

Lakaet eo bet da anv war ar renk evit dont da vezañ merour. Mar fell dit bezañ kannad da vat ur wezh digoret ar votadeg eo ret dit sevel a-du gant ar c'hinnig bet graet gant un implier/ez all, a-hendall e ranko bezañ disklêriet null. Digor e vano ar prantad-kinnig betek ar 27 a viz Gwengolo. A galon, Neal (Kaozeal) 9 Gwe 2009 da 07:10 (UTC)Respont

Hini

kemmañ

E ser an dilennadeg

kemmañ

Da gregiñ ganti e kinnigin un tamm arroudenn eus ar reolennoù a sell ouzh kefridi ar verourion : Dre vras ne zle ket ur merour kemer divizoù hep ali hag asant ar gumuniezh en a-raok. Arabat eo dezhañ implijout e ostilhoù evit ur gounid personel ivez pe en un doare dizonest. Ma vez seurt emzalc'hioù gant ur merour e c'haller soñjal e kammimplij e veli.[4]

Mat. Bremañ, petra eo orin an dilennadegeg a-vremañ ? War a greder e vefe gant emouestl Wikipedidi laouen da skoazellañ Neal, a labour e-unan evel merour. Jentil –frommus zoken-, neketa ?

Bianchi-Bihan, prest bepred da labourat evit ar Brezhoneg (gant ur bennlizherenn mar plij), en em ginnigas kerkent. Brav eo, neketa ?

Sellomp 'ta un tamm a-dostoc’h bremañ. Da heul tabutoù savet ganin a-zivout krefen lieseurt –diwar-benn rieion Kembre pergen, a zo berzet ouzhin labourat diwar o fenn– e kavas B.-B. ur respont : en em ginnig da verourez[5]. Pezh a ziskouez n’eo ket tamm ebet evit "skoazellañ" Neal en em ginnig B.-B., evit ober un arver personel eus ur galloud brasoc’h ne lavaran ket. Fentus eo lenn diwar he fluenn -o komz diwar va fenn- gerioù evel "vandalerezh", "margodenniñ", "kunujennoù", "tagadennoù" ha me oar-me. BB a oar eus petra emañ o komz hep mar : pa seller ouzh obererezh merouriezh kent[6] e lenner dres, etre ar 4 Mezheven 2007 hag ar 5 C'hwevrer 2008 (hag a-raok, d'an 22 Du 2006, gant e "geneil" Bernez Bernioù), stankadennoù diniver en abeg dres da seurt emzalc'h. Da c’hoarzhin eo lenn tamalloù a-berzh BB evel “margodenniñ” ! Ha petra eo soñj Implijer:Bernez Bernioù, Implijer:Tangi Gwegen, Implijer:Shelley Konk, Implijer:Alan Delo, Implijer:Rufus, Implijer:Nihil Obstat, Implijer:Ab Ostol, Implijer:Kergidu, Implijer:Lola Kola, Implijer:Alfoñs ar C'hlas, Implijer:Alfoñs ar Werenn…diwar-benn kement-se ? Fentus eo a-hend-all lenn Neal skrivañ "Krediñ a reer e c'hellfe bezañ implijet ar gont-mañ evit margodenniñ". Kinnig a rafen a-walc'h un doare gwelloc'h c'hoazh : "Krediñ a reer, hervez tud zo, a c'hellfe, marteze (gallus a c'hallfe bezañ), bezañ implijet, dre ma vefe diskred...". Pe ur stumm all un tamm berroc'h : "Bianchi-Bihan he deus lavaret din skrivañ...". Hag un tamm pelloc'h : "goulennet eo bet gwiriekaat IP ar gont-mañ". Emeur bepred o c'hortoz disoc'h an enklask, me'gred...

Bremañ e rankomp dilenn merourion nevez. Evel-just e oa BB an hini gentañ d'en em lakaat war ar renk...a-raok ar prantad kefridiel embannet zoken ! Mall zo ganti pakañ ur galloud nevez c'hoantaet bras ganti abaoe pell zo, war a hañval...

Petra eo stad an traoù, bremañ ? E-touez ar verourion kent, Kadwalan, Benoni, Paotr, Fulub ha C.Rogel a hañval bezañ "steuziet". Ne chom oberiant nemet Neal, a zo penn-da-benn e dorn BB.

E-touez an emstriverion e weler diouzh un tu ur skipailhig tud en em anavez mat war a hañval, hag oc'h en em kinnigañ pep hini an eil evit egile : BB (kinniget gant Kdbzh, Ex-Smith ha Neal), Ex-Smith (kinniget gant Neal ha BB), Llydaw (kinniget gant Ex-Smith, BB ha Neal) ha Kadbzh (kinniget gant BB, Neal, Ex-Smith) (an daou diwezhañ o vezañ nullet o c’hinnig diwar o goulenn) : bravat tiegezh, neketa ? Diouzh un tu all, estregedon, Y-M D (kinniget gant Bolivar, "Gweñlc'h"), Gwendal P. ha Malo (kinniget ganto o-unan). Ha neuze e teu an traoù da vezañ kemplesoc'h evit BB hag e sujidi ! Neal ha BB zo ar re o deus kinniget ar muiañ a emstriverion (BB, Ex-Smith, Llydaw ha Kdbzh gant Neal ; Ex-Smith, Llydawr ha Kdbzh gant BB), pa oa asur e oa tud eus o skipailhig. Ha bremañ pa welont tud all -ne hañvalont ket anavezout ken mat- e skriv Neal : Ret eo anzav on souzhet bras gant an niver a dud a fell dezhe dont da vezañ merour... hag en em c'houlenn a ran hag-eñ e c'houvezont int-i holl pe re eo kefridioù ar c'harg-se? N'eus forzh penaos, ne gav ket din e vefe un dra vat kaout re a verourion rak ret eo dezhe en em glevet ivez ha, d'am soñj atav, e vefe aesoc'hig kas an traoù war-raok en un doare sioulig ma vefe un nebeud merourion oc'h ober war-dro ar raktres atav.[7] Ya, sur ! Gwelloc'h eo "un nebeud merourion oc'h ober war-dro ar raktres atav". Un nebeut tud dibabet mat na petra 'ta !

Ha petra eo "labour" BB a-benn ar fin ? Evel am eus bet tro da verkañ ergentaou e skriv war pep tra, daoust dezhi na c'houzout tra diwar o fenn. Evel-just, anat deoc'h, ne c'haller ket "gouzout pep tra". Padal eo souezhus gwelout unan bennak bezañ dizesk war pep tra evelti. Pezh a ra hepken zo klask treiñ pennadoù diwar Wikipediaoù all. Hogen, evel 'm eus bet tro da lavarout, ne c'haller ket treiñ ervat un destenn pa ne gomprenner ket anezhi. Levrlennadur nemetañ BB zo...ar Wikipediaoù all ! Hag ul levr bennak he defe digoret en he buhez ?. Evit pezh a sell ouzh an diskibezhioù on boas da bleustriñ -an Istor, am eus un tamm stummadur warnañ, da skouer- pe an dodennoù a gav din bezañ bet studiet kalzig -ar reizhiad amaezhel saoz da skouer- e c'hallan lavaret en un doare diogel ez eo nul live ar brizhpennadoù savet gant BB. Ne vin ket evit barnañ disklibezhioù all estrenoc'h ouzhin, goulakaat a c'hallan ez eo heñvel he live diwar o fenn. Ha Wikipedia a vefe tonket da vezañ troidigezhioù -fall- eus ar Wikipediaoù all ? Padal ar Wikipediaoù all zo bouedet gant titouroù hag imbourc'hioù diavaez, n'int ket troidigezhioù hepken eus ar Wikipediaoù all. Gwell a se evit ar Wikipediaoù-se n'eo ket o fennadoù troidigezhioù diouzh ar Wikipedia brezhonek !

Ar pep gwashañ eo n'eo ket evit gouzañv e vefe tud all o klask kas war-raok ul labour sirius : e Wiki dezhañ an hini eo, hag ur pennad en deus savet zoken evit addegas kement-se da soñj da gement hini en defe ankouaet un dra ken anat, anvet en un doare souezhus Wiki-ni e-lec’h Ma Wiki din-me ! Hag emaomp amañ e rouantelezh an Tad Ubu : dizesk, sot, drouk eo...met ar galloud zo ganti ! Ha neuze e c'hall mac'homañ ar Wiki, heskinañ kement ali disheñvel diouzh hec'h hini. Un doare emskiantek eo moarvat da gaout an dizober eus ar re n'int ket e "linenn" BB hag he lakezed, a-hend-all : o digalonekaat hag o heugiñ dre o rediañ da asantiñ dibaboù tidel ne c'haller ket asantiñ, kement-se a-benn o lakaat da baouez da gemer perzh. Ha den n'en deus klasket kompren perak e oa kement a dud bet oberiant ergentaou ha dilezet ganto Wikipedia abaoe ur prantadig ?

Evit pezh a sell ouzhin, n'em eus biskoazh klasket rediañ an termenadurezh reizh d'ar pennadoù savet araozon gant ar re all, ha pa oufen pegen lu e c'hallont bezañ. Kinnig ha netra ken, da skouer evit pezh a sell ouzh an anvioù-lec'h iwerzhonek -dic'hallus da zistagañ da gement ne oar ket iwerzhoneg- ha roet dezho gant poell ur stumm brezhonek gant Loeiz Andouard, evel Limnac'h e-lec'h Luimneach). Padal e kav din e ranker tennañ korvo eus an holl re o deus kaset hor yezh war-raok araozomp, eus geriadurourion an 18vet kantvet betek Preder, hag o tremen dre Frañsez Vallée, Gwalarn ha Roparz Hemon, SADED ha Guy Etienne, pe c'hoazh etre Ebrel 1991 hag Here 1992 Bodad ar Yezh Arnevez (BAYA), heuliad emvodoù kaset war-raok gant Herve Kerrain (ha ne oa ket, eñ, ur brizhvrezhoneger)...Ne lakan mammenn ebet a-gostez, an holl o deus o splet. Hogen tud dizesk zo bepred feuket pa lennont traoù n'int ket evit kompren hag a live uheloc'h eget o hini. Ha neuze e ranker skrivañ ur ger gallek war zigarez n'eur ket evit kompren kefridiel (a gaver e Geriadur An Here, pe e Tintin. Afer Klaskato, p. 43 : "En un notenn gefridiel e sav Maodiernezh an Aferioù Diavaez kreñv he mouezh a-enep..." : moarvat e vo lavaret e oa Divi Gervella ha Martial Ménard awenet gant ur gealiadurezh diaoulek !). Neuze e ranker skrivañ lec'hienn e-lec'h load pa rankfe klotañ "ez-naturel" ha "dre ret" lec'hienn (dereat-tre evit ul lec'hienn henoniel da skouer) ouzh ar galleg site, ha pa n'eo ket load anavezet gant ar veulkeed-se. Ha koulskoude e vez kavet ar ger-se e Geriadur ar Stlenneg embannet e 1995, pe e Aber abaoe krouidigezh he load (load gwe a vez kavet abaoe an niv. 15, Nevez-Amzer 2004) ; biskoazh n'em eus kavet, e saozneg, site e-lec'h website. Rediañ a reer c'hoazh dibaboù diboell-krenn diwar-benn an anvioù-rieion, ha dislavarus dreist-holl : treiñ evit broioù zo (Loeiz XIII...), berzañ skrivañ e brezhoneg evit broioù all zo, evit Kembre pergen. Ha koulskoude roue Gwynedd an 10vet kantved ha kont Kernev an 11vet kantved o doa an hevelep anv, ar skoueriekadurioù brezhonek ha kembraek a-vremañ hepken a grou un diforc'h ne oa ket anezhañ d'ar c'houlz-se pa oa c'hoazh ur gumuniezh predenek bev-mat. Merkañ a c'haller a-hend-all e skriv Divi Gervella e Emblèmes et symboles des Bretons et des Celtes, Coop Breizh, 1998, p.26 Hoel Dda (zoken ma c'haller bezañ souezhet e chom e kembraeg da). Heñvel e vefe ar gudenn evit anvioù-tud lec'hlennat evel Olaf/Olof...disheñvel hiziv an deiz e daneg, norgeeg, svedeg hag islandeg, ne oant ket ken dispartiet er Grennamzer avat. Kement-se n'eo ket ur gudenn a yezhoniezh-rik, ur gudenn a Istor ne lavaran ket, pezh ne c'hall ket beulkeed evel BB intent...

Ne c'hallomp ket mui plegañ dirak diktatouriezh brizhkefredourion dizesk ha tagnous. Poent eo ober eus Wikipedia brezhonek ur benveg sirius a c'haller fiziañ ennañ.

DIEUBOMP AR WIKIPEDIA, HA DIEUBET E VO PEP TRA !

Meven 2 Her 2009 da 15:03 (UTC)Respont

An tri arzh

kemmañ

Marteze ec'h eus gwelet ar pennad. Bianchi-Bihan 8 Her 2009 da 12:00 (UTC)Respont

Ya, gwelet 'm eus. N'eo ket fall tamm ebet. Trugarez. A galon --Y-M D 8 Her 2009 da 12:05 (UTC)Respont
Hag anv an oberour? Bianchi-Bihan 8 Her 2009 da 12:00 (UTC)Respont

Mona Ozouf

kemmañ

Souezhet on. D'am soñj e skrivan ar memes tra, gant gerioù all. 82.251.165.202 10 Her 2009 da 22:18 (UTC)Respont

Ya digarez n'am boa ket lennet mat, lammet 'm boa ar frazenn e lec'h ma poa lakaet an titouroù-se. Me eo 'm eus faziet. A galon --Y-M D 11 Her 2009 da 08:20 (UTC)Respont
N'eus droug ebet. Gant sioulder hag amzer A-benn da zibunañ pep kudenn e teuer. Pe un dra bennak evel se. Bianchi-Bihan 11 Her 2009 da 08:30 (UTC)Respont
Un drolavar brav-tre eo a gavan, ouzhpenn e ro ur sell seder war an traoù. Plijus-tre eo gellout komz mod-se ha ket atav eus pennadoù hag eus disemglevioù. Trugarez --Y-M D 11 Her 2009 da 15:16 (UTC)Respont
Ar gimiezh, paotr. Bianchi-Bihan 11 Her 2009 da 16:53 (UTC)Respont

Difaziañ

kemmañ

... ne ran nemet se amañ abaoe 4 bloaz. Em fennadoù-me evel er re all. Met war a seblant ne blij ket d'an holl. Evit ar pennadoù mat, n'hall ket bezañ mat ur pennad pa ne vez disi ar yezh ennañ. Neuze, kentañ d'ober, difaziañ. Piv a ray? Bianchi-Bihan 12 Her 2009 da 04:17 (UTC)Respont

Ne gomprenan ket penn-da-benn ar pezh emaout o tisplegañ din. --Y-M D 12 Her 2009 da 08:06 (UTC)Respont
Kalz amzer am eus roet d'ar wikipedia abaoe meur a vloaz, difaziet ha savet pennadoù e-leizh. Met evel ma welan eo efedusoc'h droukprezeg Meven eget al labour ne gredan ket am bo c'hoant da chom betek fin ar sizhun. Netra ken. Bianchi-Bihan 12 Her 2009 da 15:25 (UTC)Respont

N'eo ket tamm ebet prezegenn Meven en deus stummet va ali. Goullo eo ar brezegenn pa brederier. Ouzhpenn n'hon eus aon ebet da gaout eus Meven, ur c'henlabourer evel ar re all eo. Ar pezh en deus lakaet ac'hanon da votiñ neptu a zo :
- Gwir eo e peus graet ul labour vras war hor wiki-ni abaoe bloavezhioù, n'eo ket direbech gwechigoù 'zo, met ne ra forzh.
- Merzhet em eus ez out techet da vezañ un tamm "feulz" (e lakaat a ran etre krochedoù dre ma n'eo ket ar gêr wellañ evit displegañ va mennozh), "arbitraire" pe "pennek" (marteze ?), setu ne gav ket din ez out ar gwelañ evit bezañ merour (evit poent, marteze e cheñcho).
Larout a ran dit eo oan prest da votiñ a-enep zoken, met n'am eus ket graet dre ma peus graet ul labour memestra.
Gwellet 'vo, n'eo ket fin ar bed kenebeut. --Y-M D 12 Her 2009 da 17:18 (UTC)Respont

Pelec'h n'eo ket direbech ma labour, din da c'houzout?
Pelec'h on bet feuls? en afer Meven ? Marteze war ar bajenn-mañ? Sikour ac'hanon da welout.

82.255.23.216 12 Her 2009 da 18:25 (UTC)Respont

Pep hini a c'hell votiñ evel ma kar, evel-just, ha n'on ket evit lakaat an dud da votiñ evit hemañ-pe-hemañ. Ur pikol golle vefe d'am soñj avat chom hep ur merour gantañ amzer ha youl vat d'ober war-dro ar raktres anavezet mat-kenañ gantañ, daoust ha ma c'hell bezañ rust a-walc'h. Keuz am eus me zoken da vezañ klasket chom hep bezañ re rust ma emzalc'h, rak a-wezhoù eo trenket ar soubenn kentoc'h evit troc'hañ ar c'hudennoù krak-ha-berr kerkent ha ma oant savet. Ma ali personel an hini eo, evel-just. A galon, Neal (Kaozeal) 12 Her 2009 da 19:00 (UTC)Respont

Goude un nozvezh, eo deuet gerioù gwelloc'h. Lavarout a rafen "sec'h" hag a-wechoù gant ur mank a "diplomaterezh". N'on ket gouest reiñ skouerioù resis dit, dre ma 'vez ur pennadig bremañ e labouran amañ. Marteze skouer hor gaozeadenn evit ar pennad C dans l'air, me oa bet souezhet un tamm gant an doare 'poa bet da echui gant ar gaoz. Tremenet eo bremañ, ret eo mont da draoù all a soñj din, hag ober ar gwelañ posubl.
N'eo ket peogwir ne vezer ket merour ne c'heller ket ober traoù vat hag a galite, met ivez kas hor wiki-ni war-raok. Ma vezan merour e vin digor d'an holl eveljust, ha d'an holl ginnigoù (keit ma 'z eo traoù a c'heller degemer). Me 'zo digor d'ar c'henlabour ivez. Dalc'homp ganti. A-benn nebeut e vo tizhet 30 000 pennad, un devez pouezhus e vo evit ar brezhoneg hag hor wiki-ni. Ezhomm 'zo eus an holl evit kas ar raktres da benn, gant doujañs hag eskemm eveljust. A galon --Y-M D 13 Her 2009 da 11:02 (UTC)Respont

Mar kredez eo pouezusoc'h un dizemglev dister war ul listennad en ur pennad eget ma labour sevel tost d'ur 1/4 eus an 30 000 pennad zo er wiki, ha sikour d'an dud da reizhañ o fennadoù (ha labour zo! adalek an titl zoken), ne welan ket petra respont, se zo sur. Bianchi-Bihan 13 Her 2009 da 18:58 (UTC)Respont
Doujañs am eus evit da labour eveljust, ar pezh am boa c'hoant lavar eo em eus merzhet e poa doareoù un tamm sec'h a-wechoù da repont en divizoù, ar pezh a 'zo un tamm displijus. Met evel ma 'm eus lavaret a-us e kemer an dud evel ma vezont, ma c'heller ober strivoù evit diwall d'an doare respont eo gweloc'h c'hoazh (hervez ar sujed, an dud e tall...). Ne oa ket ar pal lakaat disemglev etrezomp (nag war hor wiki-ni, just ober un evezhiadennig, ha d'am soñj n'eus ket a zisemglev da gaout. Kendalc'homp da labourat ha da greskiñ. Ar vuhez a gendalc'h. Traoù brav a chom deomp d'ober.
PS: n'ouzon ket ma talvez ar boan kenderc'hel gant an diviz-mañ, n'on ket sur e servijfe d'un dra bennak ? Me 'zo prest d'en ober (n'on ket chalet tamm ebet ma peus c'hoant) ma 'peus traoù da c'houlenn, da ginnig pe da eskemm. Dit da welet. A galon --Y-M D 14 Her 2009 da 06:14 (UTC)Respont

E ser doareoù Bianchi-Bihan

kemmañ

E ser va stankadennoù

kemmañ

Kalz buanoc'h e vin diwar-benn "respont"[8] Bianchi-bihan, a skriv er wezh-mañ diwar bluenn Neal.

  • Da gentañ-holl n'eo ket gwall dener treuzkompradennoù BB "Neal" a lenner en he "respont" pa n'em eus kaset netra dezhi. Da veur a zilenner 'm eus kaset va zestenn, tamm ebet dezhi avat.
  • Kompren a c'haller aes a-walc'h n'eur ket gwall blijet gant pezh 'm eus skrivet. Hogen goulenn a ran da bep hini adlenn va zestenn ha lavarout din hag-eñ e kavo enni un emzalc'h "tagus ha kunujennus" eus va ferzh. An div arroudenn nemeti meneget gant BB zo "Ne c'hallomp ket mui plegañ dirak diktatouriezh brizhkefredourion dizesk ha tagnous" hag an devoud m'emañ Neal "e dorn Bianchi-Bihan". Gwirionezioù anat da'm meno, d'ar gwashañ un ali ha n'eo ket BB a-du gantañ...Hogen, kunujennoù ? Gwall vuan ez erruer e domani ar c'hunujennoù, gouez da vBB/"Neal", a hañval gwall gizidik... Abalamour da se on bet stanket 3 miz da gentañ, ur bloaz da c'houde, diverket eus roll an emstriverion ha zoken eus an dilennerion ! Mendare petra vefe ur vro renet gant tud a-seurt-se. Er broioù dieub e vez asantet d'ar re n'int ket a-du gant ar re a zo er galloud da ezteurel o savpoent. Naturel a-walc'h e kavan bezañ kaset va savpoent d'an dilennerion. BB en defe gallet mouezhiañ a-enep din, goulenn digant ar Wikipedidi all ober kement-all da ziskouez d'an holl pegen enebet ez int ouzhin, kas ul lizher kevatal -n'eo ket evel merour (dindan anv Neal), evel n'eus forzh petore Wikipediad ne lavaran ket. Krediñ a reer amañ bezañ e Frañs da c'hrez "enstriverezhioù kefridiel" Napoleon III pa ne oa asantet d'en em lakaat war ar renk nemet ar re a-du gant ar galloud staliet. Pelec'h eo bet stummet BB -ha pa vefe amañ dindan anv "Neal" ? E Tirana pe e Minsk ? En ur Republik bennak eus Suamerika (evel an San Teodoros, da skouer) ? Pe e Brussel gant ar re a zo boas da dremen e-biou disoc'h mouezhiadennoù pa n'int ket a zo gortozet (evel e Danmark, Izelvroioù, Frañs, Iwerzhon...) : nec'het e vez d'an tu enep d'ezteurel e savpoent, dilamet eus o gwir da vouezhiañ ar re n'int ket a-du gant ar re zo penn ar galloud. Estregedon ez eo bremañ tro Gwilhmod[ http://br.wikipedia.org/wiki/Wikipedia:Kumuniezh/votadeg_evit_merourien_Gwengolo_2009].
  • Kement-all a c'haller gwelout evit ar wiriekadenn IP bet goulennet. An disoc'h oa e oa disheñvel an IPoù arveret ganin ha gant reoù all tamallet. Neuze e oa eilgeriet ne broue ket an IPoù disheñvel e oa disheñvel o arverion. A zo gwir moarvat. Met neuze perak ober un enklask ? An disoc'h n'en deus talvoudegezh nemet ma 'z eo diouzh an tu mat. Kaerat reizhiad varnerezhel e rouantelezh BB -hag e sekreour Neal- ! Ha pa vefe bet heñvel an IPoù, petra a vefe bet lavaret ? Ha ! Setu ar brouenn !...

E ser an dilennadeg

kemmañ
  • ...dres ! An disoc'hoù ne hañvalont ket pezh a oa gortozet gant BB "Neal", gant tud enebet ouzh BB ha ne oant ket gortozet. Ha neuze BB -bepred dindan anv "Neal"- da glask hag-eñ ne vefe ket un tamm irienn bennak : Kement a dud a-enep BB ? Ne c'hall ket bezañ ! Ha neuze BB "Neal" da c'houlenn un tamm enklask diwar-benn ar stankadennoù hag an IPoù digant un atebeg bennak eus ar Wikipedia gallek[9] ha [10]. Ha disoc'h e enklask a voe e voe heñvel IPoù...Bianchi-Bihan ha Kdbzh, arveret stank ganto an hevelep urzhiataer e-pad ur sizhunvezh bennak e miz gouere ! Nag un dichañs ! Ha neuze BB "Neal" da douiñ n'eo ket Bianchi-Bihan ha Kdbzh an hevelep den ! Neuze, disheñvel talvoudegezh an enklaskoù hervez piv zo e kont : diouzh un tu IPoù disheñvel ne vir ket ouzh un hevelep arverer da vezañ a-dreñv, diouzh an tu all un hevelep IP ne brou ket ez eo an hevelep hini a zo a-dreñv...Ne lavaran ket ez eo Bianchi-Bihan ha Kdbzh an hevelep hini -pezh n'int ket din da c'houzout-, met petra vefe lavaret ma vefe merket va IP e-touez an dilennerion ? Pe IPoù heñvel e-touez ar re "n'o deus mouezhiet mat" ? Emichañs e vo plijet ar re-se -ar re o deus mouezhiet a-enep BB- da zeskiñ an diskred zo warno da vezañ keniriennourion ganin...Mouezhiet 'm eus gant ur c'hont savet a-ratozh evit se, hogen dindan un lesanv splann a-walc'h -Mewenn-, n'em eus ket klasket kuzhat piv oant : kement-se a dalveze mat, da vihanañ, ur bloaz stanket, ken grevus ma'z eo kement-se, anat deoc'h ! Dreist-holl e lenner diwar bluenn "Neal" Goût a ra an holl, da skouer, n'hall ket ar verourion kemer divizoù diwar-benn kaozeadennoù m'o deus kemeret perzh enne? [11]. Met kement-se n'eo ket un arver personel eus e c'halloud, anat deoc'h !
  • Petra mouezhiañ ? Disorc'hoù kentañ ar vouezhiadeg a ziskouez mat ne c'hall ket mui meur a hini gouzañv diktatouriezhig BB war Wikipedia. Met an holl a hañval krediñ ne vefe nemet dindan e anv ez eo noazus. Evel-se en deus Ex-Smith -a hañval dizañjer- mouezhioù tost an holl dilennerion. Ha padal e ranker merkañ ez eo e-touez ar re o deus kinniget BB da verour, mouezhiet en deus eviti, ha BB hec'h-unan he-deus mouezhiet ha kinniget Ex-Smith. Arvar zo e vefe eta Ex-Smith evel Neal, eleze un anv hepken a sevenefe doujus kement a lavaro dezhañ BB ober. Erbediñ a ran eta mouezhiañ a-enep dezhañ. Hag ar re all ? Amjestr eo lec'hiadur Y-M D, pa hañvale kenlabourat digudenn gant BB. Skrivañ a ra [12]. A-du penn-da-benn gant ar mennozh da geñver ar fiziañ a ranker kaout er merourien. Dre-se ez on a-du evit ma vefe skarzhet eus ar votadeg ar re bet stanket e-pad ar prantad-kinnig, da lavarout eo neuze me. N’on ket feuket gant kement-se, hag ar gwir en deus Y-M D da vezañ displijet ganin, hogen kement-se a dalvez kement ha sevel a-du gant tuad BB. Kement-all n’en deus ket miret outañ a resev un tamm evezhiadenn dismegañsus a-zoare a-berzh BB : Ne welan ket penaos e vo gallet ober pennadoù eus an dibab hep peurvestroniañ ar yezh[13]. Padal en deus Y-M D mouezhiet neptu da geñver BB, tra ma vouezhie Belvar -en deus e ginniget- a-enep da vBB. Gwendal P. ha Malo, diouzh o zu, ne lavaront netra. Mat e vefe d'an tri-se sklaeraat o emzalc'h hag o lec'hiadur a-zivout ar reuz degaset gant BB abaoe re bell zo bremañ. Gwelout a reer daou duad : diouzh un tu skipailhig BB, a vod tud en em anavez mat-tre, a vouezh bepred ez-emskiantek en hevelep doare, diouzh un tu all "ar re all", n'o deus da voutin nemet an devoud ma ne asantont ket diktatouriezhig BB hep en em glevout kentrezo, pezh a zo yac'h pa dalvez kement-se chom stag ouzh ar frankiz. Hogen da vezañ strewet evel-se e weler ne c'hall hini ebet anezho bezañ dilennet da verour ha da gempouezañ galloud skipailhig BB. En tu-hont d'o diforc'hioù reizh e vefe mat dezho en em glevout ha mouezhiañ evito-holl : Gwendal P., Y-M D ha Malo. Met, pa n'hon eus netra da zibab dirak BB hag Ex-Smith, ez erbedan da c'hortoz mouezhiañ evit an tri-se, gant ar spi e c'hallfent kempouezañ ar skipailgig a-vremañ.

Bianhi-Bihan hag he sekretour Neal a glask lakaat da grediñ ne vefe amañ nemet ur gudenn a vennozhioù pe a emzalc'h. UR GUDENN A C'HALLOUD N'EO KEN, hag int -evel an Tad Ubu- a ra pezh a garont pa 'z eo ar galloud ganto, ha mat pell zo.

Meven

Porchedoù

kemmañ

Salud dit ! N'eo ket bet re ziaes sevel ar porched evit Alamagn. Kemeret em eus skouer war hini Aostria ha cheñchet em eus an danvez ennañ, lakaet titloù pennadoù a denne da Alamagn e-lec'h pennadoù diwar-benn Aostria. Sellet em boa ivez ouzh porchedoù all, e yezhoù all, diwar-benn Alamagn, hag e brezhoneg, diwar-benn traoù all (lennegezh, Japan). Aesoc'h em eus kavet ober gant ur skouer eeun evel Porched Aostria, ha n'eus ennañ nemet rolloù pennadoù a-benn ar fin, kentoc'h eget klask sevel un dra luzietoc'h, gant tammoù pennadoù (pennad ar miz...) rak ret e vez heuliañ an traoù-se goude ! A galon, --Llydawr 17 Her 2009 da 14:52 (UTC)Respont

Rummadoù unpennadek

kemmañ

Ne gomprenan ket e vije krouet rummadoù evit lakaat ur pennad hepken. N'eus nemet er wiki-mañ e weler traoù seurt-se. Da gentañ, sevel pennadoù. Da eil krouiñ ar rummadoù ma'z eus danvez d'ober. Ma n'eus ket, chom hep ober. N'haller ket krouiñ ur rummad dre bennad!Bianchi-Bihan 22 Her 2009 da 06:43 (UTC)Respont

Marplij gortoz em befe lakaet liammoù adalek pennadoù all. Ouzhpenn-se ez eo ar rummad-se unan eus ar re pouezusañ evit Breizh hag hor wiki-ni, ar gallaoueg a zo trede yezh Breizh memestra. A galon --Y-M D 22 Her 2009 da 06:48 (UTC)Respont
Trede yezh Breiz, ne gredan ket. Bianchi-Bihan 22 Her 2009 da 06:50 (UTC)Respont
Perak ta ? Petvet yezh Breizh neuze ? --Y-M D 22 Her 2009 da 06:53 (UTC)Respont
Ma konter an niver a dud a brezeg hag a implij ar yezh-mañ-yezh e lavarfen ez eo ar 5vet pe ar 6vet hini. Sur-mat ez eus muioc'h a saoznegerien a-vihanik. Marteze ivez kastilhanegerien pe alamanegerien pe me' oar. A galon. --Ex-Smith 22 Her 2009 da 07:02 (UTC)Respont
A-du ganit evel-just. Ret eo gouzout eus petra e komzer hag eus pegoulz. Anat eo hiziv n'emañ ket ar brezhoneg e-touez an teir yezh komzet ar muiañ e Breizh (galleg, saozneg, arabeg), pa'z eo bet an eil. Hag ar gallaoueg zo un tamm war-lerc'h, keta ... Ur skeudenn vat eo ar gallaoueg hiziv da gompren petra e teuy ar brezhoneg da vezañ ma ne reer netra evitañ. Rak ne vez graet netra evit ar gallaoueg, na zoken komz anezhañ etre e zifennerien. Bianchi-Bihan 22 Her 2009 da 07:13 (UTC)Respont

Er fin pa gomzen eus trede yezh Breizh e oan o soñj all yezhoù a orin pe a bouez e Breizh (d.l.eo gant ar galleg hag ar brezhoneg) ha n'eo ket eus ar renk a fed niver a zud a vez o komz. C'hoant am befe ivez lavar n'eo ket gwir ne vez graet seurt evit difenn ar Gallaoueg (gwir eo ne vez ket kement ha gant ar brezhoneg memestra). Kavout a reer un nebeut a gentelioù, levrioù, ur geriadur, ur "grammaire" ... Ar pezh n'eo ket fall dija. Ar rannvro a ro ivez arc'hant evit ar gallaoueg hag an difenn a ya war gresk. Da geñver ar rummad e soñj din ez eo talvoudus kaout unan. A galon --Y-M D 22 Her 2009 da 15:35 (UTC)Respont

Ober un dra bennak evit ur yezh ha komz anezhi zo daou dra un tamm mat disheñvel. Ha stourm a zo un dra all c'hoazh.
Adalek ma vo daou bennad en ur rummad eo dereat a gredan. E wikioù all eo uheloc'h an niver. Bianchi-Bihan 23 Her 2009 da 21:04 (UTC)Respont
Ok, spi 'm eus e vo pennadoù all er rummad-mañ ivez. --Y-M D 23 Her 2009 da 21:07 (UTC)Respont

Pennadoù mat

kemmañ

Salud dit. Me' soñj din e c'hall neb a gar kinnig pennadoù d'o lakaat da bennadoù mat pe mat-tre. Marteze e c'hallfes dibab un nebeud re ha kinnig anezho amañ [[14]]? A galon. --Ex-Smith 23 Her 2009 da 20:09 (UTC)Respont

Marteze e vije mat a) lenn ar re a oa bet kinniget er bloavezhioù all a-raok kinnig re nevez; b) gwellaat anezho. Bianchi-Bihan 23 Her 2009 da 21:07 (UTC)Respont
Ya evel-just, setu perak e kinnigen e rafe ur merour war-dro kas an traoù, lakaat urzh, hag adlañsañ marteze ? (n'ouzon ket ma ranker bezañ merour evit ober al labour-se, mod all hon a-du en ober). Me gav ne vefe ket fall kaout pennadoù arouezius ha klok mat amañ. --Y-M D 23 Her 2009 da 21:11 (UTC)Respont
Marteze e vefe koulz dit adembann ar gaoz en davarn, ma vo lennet gant muioc'h a dud. Bet on o lenn ar pennad Go (c'hoari) : unan bennak a oar penaos bihanaat an div skeudenn bras-divent a zo ennañ? --Ex-Smith 23 Her 2009 da 21:27 (UTC)Respont
Ya me oar. Ret eo lakaat ar ment e px, me 'zo vont da glask. --Y-M D 23 Her 2009 da 21:30 (UTC)Respont
Opala n'eo ket ur skeudenn boaz. Me gav din ez eo barrek Implijer:Belvar war ar c'hodiñ. Ret e vefe goulenn gantañ --Y-M D 23 Her 2009 da 21:32 (UTC)Respont

Ma, ha, hag-eñ

kemmañ

Ne fell ket din bezañ kentelius met klask bezañ war soñj rak un diforc'h a zo etre :

  • Ma sav ur pennad e vimp laouen. Ma implijet da zegas un diviz.
  • N'ouzon ket ha sevel a ray ur pennad / N'ouzon ket hag-eñ e savo ur pennad. Ha / hag-eñ + un darvoud martezeüs da-heul (ha gwelout ivz plas ar verb displeget). A galon. --Ex-Smith 23 Her 2009 da 21:35 (UTC)Respont
Ne gav ket din ez eo bezañ kentelius tamm ebet, me gav plijus zoken e lavarfe ar re a oar muioc'h egedon pa ran fazioù. Ha posubl e vefe dit reiñ din ur skouer e lec'h ma 'm eus graet ar fazi-se (aesoc'h eo kompren pa vez hor skouerioù deomp, pe bezañ sur kompren). Trugarez --Y-M D 23 Her 2009 da 21:40 (UTC)Respont

Ma

kemmañ

Mar plij, taol ur sell: http://br.wikipedia.org/wiki/Wikipedia:Fazio%C3%B9_stanka%C3%B1#Ma . Bianchi-Bihan 23 Her 2009 da 21:51 (UTC)Respont

Sur da gompren. Bianchi-Bihan 23 Her 2009 da 21:44 (UTC)Respont
Adarre ur fazi, dipitet bras e krogan bezañ. --Y-M D 23 Her 2009 da 21:48 (UTC)Respont
Sell ouzh : [[15]]. --Ex-Smith 23 Her 2009 da 21:53 (UTC)Respont
Ma gomprenan mat em eus an doare galleg da lavar an traoù (demander si...), klask a rin ober strivoù, met hir e c'hell bezañ. Trugarez deoc'h o taou memestra (hag evit ar skouer nevez ivez). --Y-M D 23 Her 2009 da 21:56 (UTC)Respont

AFER MALLUS: RO DA SOÑJ, MAR PLIJ

kemmañ

Da lenn

Dre m'az eo bet komzet war-eeun diwar da benn-te en afer-mañ e vefe mat dit marteze reiñ da soñj a-raok ma'z afe an traoù re bell. A galon, Neal (Kaozeal) 25 Her 2009 da 17:56 (UTC)Respont

Renk hor Wiki

kemmañ

Salud dit ! E-touez an 51 raktres Wikipedia o deus muioc'h a bennadoù eget hon hini e kaver unan e "simple English", ha n'eo ket ur yezh disheñvel diouzh ar saozneg. Se zo kaoz ez omp an 52vet wiki, met an 51añ yezh. A galon, --Llydawr 26 Her 2009 da 17:15 (UTC)Respont

Ya gwir eo, goude bezañ skrivet dit em boa prederiet war-se. Dre ma vezañ o skrivañ lizhiri d'ar c'hazetennoù e oa pouezus evidon. Trugarez bras dit. --Y-M D 26 Her 2009 da 17:23 (UTC)Respont

Postel

kemmañ
Kuzhet mat eo sur, ne welan seurt. Bianchi-Bihan 27 Her 2009 da 17:45 (UTC)Respont
Petra ne wellez ket ? --Y-M D 27 Her 2009 da 19:20 (UTC)Respont
Ar postel. Bianchi-Bihan 28 Her 2009 da 10:50 (UTC)Respont

Gwel

kemmañ

Gwelloc'h eo skrivañ gwelout. Betek 50 000 pennad pe netra! A galon.--Ex-Smith 27 Her 2009 da 19:45 (UTC)Respont

Ok, ne lakaer nemet un "l" da gwelet neuze ? Morse n'hon sur. Bremañ e ouezin d'an nebeutañ. Trug' --Y-M D 27 Her 2009 da 19:47 (UTC)Respont
Verb bezañ:on. Hon a zo e-barzh hon wiki-ni. Met e brezhoneg e ranker laret morse ne vezan sur. Bianchi-Bihan 28 Her 2009 da 10:11 (UTC)Respont
Ur wech c'hoazh trugarez evit ar rezihañ a reoc'h pa ran fazioù, tamm-ha-tamm e deskan traoù. Dre vras e ran an dibab fall etre ar stummoù a zo. Gouzour a raen e oa ar stummoù hon/on, met n'ouzen ket petra implij peur. --Y-M D 28 Her 2009 da 10:18 (UTC)Respont

Izelvroioù

kemmañ

Truagez. C'hoant'm boa d'ober bravoc'h c'hoazh, tamm ha tamm e vo gwellaet an traoù.--Ex-Smith 28 Her 2009 da 10:41 (UTC)Respont

Keleier ar Wiki

kemmañ

Salud. Mat, taolet em eus ur sell. N'ouzon ket hag-eñ eo dav ober bruderezh diwar-benn ma labour, tud all a zeu amañ alies ivez da gas ar raktres war-raok. A galon.--Ex-Smith 28 Her 2009 da 21:34 (UTC)Respont

Ya, met te ra ur sapre labour er mare-mañ ha n'eo ket fall komz eus an dud-se ur wech an amzer. Komz a zo ivez eus Gouerouz hag all loened. Hag ouzhpenn ez out bet dilennet merour, n'eo ket netra. Pa vo traoù nevez e cheñcho an titouroù ha dre-se e vo tennet da anv. Touiñ a ran e tenin da anv pa vo tizhet 40 000 pennad (a-benn nebeut), nemet ma rez c'hoazh ul labour ramzel, klok hag a galite :-). Trugarez bras evit ar reizhañ memestra, arabat eo kaout re a loc'h ;-). --Y-M D 28 Her 2009 da 21:44 (UTC)Respont

Keit ha ma soñjan

  • D'ur mare e poa labouret kalz war an Eil Brezel-bed, d'as soñj e vefe danvez a-walc'h da sevel ur porched.
  • Hag evit afer anvioù ar brezel (un diviz a oa bet) [16], un doare vot a zo bet. Hag an disoc'hoù a c'heller implijout evit urzhiañ ar pennadoù hervez an dibaboù graet ? Pe e vefe ret advotiñ hag all. Mod all e vefe a-du ober war-dro.
  • Ha prederiet 'peus da geñver ar pennadoù mat hag all. Amañ ivez on prest da sikour.
  • Ur patrom a c'helfemp sevel evit Proviñsoù an Izelvroioù, da lakaat e traoñ pep proviñs. Evit ma peus graet evit Alamagn hag e Lander.
Ya!--Ex-Smith 28 Her 2009 da 22:10 (UTC)Respont
Savet am eus ur raktres hag a zo e Wikipedia:Poull-traezh. N'eo ket ar skeudenn wellañ am eus lakaet, ret e vefe kavout unan all. Ha laosket e vez kêr-benn bep tro pe get ?

Er mare-mañ em eus ur bern mennozhioù ha goulennoù, spontus eo, ha torr-penn evidoc'h marteze ? Lavarit din ma egasan ac'hanoc'h. --Y-M D 28 Her 2009 da 21:54 (UTC)Respont

N'eus tra ebet hegasus, bremañ m'on bet anvet da verour e rankan plediñ gant goulennoù an dud.
  • Eil Brezel-Bed : n'eus bet disoc'h ebet. Goulennet em eus ouzh kelennerien ist-douaroniezh skolajoù zo : pennlizherennoù a implijont, ket ar varrennig. Bremañ em eus dilezet un tammig an dodenn-se, kenderc'hel a rin un deiz bennak. Din-me ez eo anat e rankfemp kaout ur porched diwar-benn ar brezel-se, hag unan all diwar-benn an hini kentañ. Met ramzel eo an danvez a zo da lakaat, taol ur sell ouzh porchedoù Eil Brzel-Bed ar wiki all. Martez e vo broudet an dud da labourat war an aodenn-se ma welont ez eus bet savet ur porched? Pe marteze ur porched diwar-benn an istor, ma vo graet anv eus an daou vrezel-bed? Un diskoulm e c'hallfe bezañ.
  • Evit a sell ouzh ar pennadoù mat e respontfen evel m'en deus graet Bianchi-Bihan : kemer divizoù a-zivout ar re bet meneget ur pennad' zo da gentañ, ouzhpennañ re all goude. Sellet em eus - buan- ouzh ar re a zo bet kinniget, din-me ez int talvoudus, evel an hini diwar-benn Anne Frank da skouer. Kentañ tro. --Ex-Smith 28 Her 2009 da 22:08 (UTC)Respont
Ur porched Istor a zo. Ne vefe ket diposubl sevel ar porchedoù memestra, met ret eo e vefe un tamm danvez memetra.
Da geñver an anvioù n'eo ket sklaer ha splan, met ret eo ober un dibab, amañ e oa bet damzibabet. Posubl eo implij an disoc'hoù-se ? Ne vefe ket fall ober war-dro.
Warc'hoaz ez in da studiañ ar pennadoù kinniget hag e roin va ali. --Y-M D 28 Her 2009 da 22:16 (UTC)Respont
Tennañ a rafen anvioù ar c'hêrioù-penn, da skañvaat an traoù. Tenn skeudenn ar stad ha lak bannieloù ar proviñsoù e plas. Da gousket me ivez!--Ex-Smith 28 Her 2009 da 22:22 (UTC)Respont

Translatewiki

kemmañ
  • trugarez dit evit bezañ lakaet da anv, roet eo bet dit ar gwirioù troer bremañ.

setu aze dindan un nebeud titouroù evit mont war-raok

  • AL liamm war-du porched ar brezhoneg evit heuliañ araokadennoù ar brezhoneg Porched ar brezhoneg. Ul liamm zo er marz ivez.
  • Ul liamm all stadegoù ar brezhoneg ma kavi ar pezh a chom da dreiñ (klik war ul liamm glas hag e weli ar c'hemennadennoù zo da dreiñ evit pep lodenn). Kalon dit

Brezelioù!

kemmañ
  • Kaer am eus lenn ne gomprenan ket mat. Un dibab a oa bet graet a-benn ar fin pe get ? Me am eus kavet ar rummad eil brezel-bed da vezañ diverket war pajenn ar pajennoù da vezañ idverket. Setu on krog da adrenkañ pep tra dindan ur rummad hepken. Ne'm eus ket ur soñj resis diwar-benn pehini eo an doare gwellañ da ober met ar pezh zo sur eo gwelloc'h renkañ an holl bennadoù enur rummad hepken evit ma c'hallfent bezañ kavet gant an dud. Echui~a rin da adrenkañ. Ma vez da cheñch an dibab war-lerc'h e vint aes da gavout pa vint holl er memes lec'h. An aesañ a vefe ober gant ur bot evit se. --Fulup 30 Her 2009 da 18:20 (UTC)Respont
Ya, ya evel-just kendalc'h gant ar pezh a rez. Evidon ez eus tu lavar ez eo an dibab a zo bet graet, met morse n'en deus lavaret merour ebet e oa un dibab neuze n'ez eus ket ur ster ofisiel gant an dibab ha dre-se n'eo ket aes labourat gant anvioù ar pennadoù. Ar pezh a c'houlennfen a zo e vefe lakaet sklaer ma 'z eo un dibab pe get an doare votadeg a zo bet. Ma 'z eo unan ez eo mat, ha ma n'eo ket e vefe ret sevel un dibab. E-mod-se e vefe tu ober war-dro urzhiañ ha renkañ an traoù (evel ma rez). Trug' --Y-M D 30 Her 2009 da 18:26 (UTC)Respont

Lik Ha Lik

kemmañ

Mat e vije gouzout pe anv eo ar strollad, da lavarout eo penaos eo skrivet ganto. Ha lemel an adkas diezhomm. Bianchi-Bihan 2 Du 2009 da 16:49 (UTC)Respont

Me n'ouzon ket re, met ar mintin-mañ em eus gwelet e oa bet krouet Lik Ha Lik hag en ur furchal em eus merzhet e oa dija Lik ha lik. Ar pezh 'm eus graet a zo mont war o lec'hienn internet, ganto e vez graet gant LIK HA LIK pep tra a zo gant lizherennoù bras. Ha me gave din e oa tostoc'h ar stumm Lik Ha Lik, met e gwir marteze n'eo ket an dibab wellañ. Petra eo da soñj ? --Y-M D 2 Du 2009 da 17:13 (UTC)Respont
Lik ha lik, evel Kan ha diskan. Met mat e vez atav kaout alioù all.
da-geñver: http://br.wiktionary.org/wiki/da-ge%C3%B1ver. Bianchi-Bihan 2 Du 2009 da 17:35 (UTC)Respont
Ya ma fell dit, kavout a ran stummoù a bep seurt war internet, mat aliesoc'h Lik ha Lik pe Lik Ha Lik. --Y-M D 2 Du 2009 da 17:42 (UTC)Respont

Montevideo

kemmañ

Salud, ne oa tra ebet, nemet an den o lavarout salud.--Ex-Smith 2 Du 2009 da 19:17 (UTC)Respont

Stankañ

kemmañ

Salud, stanket 190.11.5.35 evit un devezh, ha ma plant reuz en-dro e vo stanket da viken. A galon.--Ex-Smith 4 Du 2009 da 16:19 (UTC)Respont

Botoù

kemmañ

Demat, gwelet 'm eus e labourez war ar Wikipedia gall hag ez out merour. Marteze e c'helfez sikour ac'haneomp. Ezhomm hon defe ur bot war ar Wikipedia brezhonek. Ha gouzout a rafes penaos ober ? Pe marteze e anavezez tud a ouife. Trugarez bras evit da respont --Y-M D 11 Du 2009 da 16:13 (UTC)Respont

Demat,
Deraouad e brezhoneg on (studian abaoe a viz Du…) ; marteze ne gomprenan ket mat. Ha a-dra-sur ran kalz a fazioù !
N’ouzon ket ober ur bot. Petra fellez ober gant ar bot : interwiki, reizhskrivadur, rummad ?
(désolé de poursuivre en français, mais j'ai du mal à trouver mes mots… Le fait de savoir l'usage prévu de ce bot me permetrra de t'orienter vers la personne la plus apte à t'aider à le mettre en place. Si c'est un breton à peine bretonnant, ce serait mieux)
Ar wezh all ! Pymouss Breutaat 11 Du 2009 da 21:34 (UTC)Respont

Dipit

kemmañ

Dipitet on, bep tro pa glaskan diskoulmañ traoù pe sioulaat an aer-gelc'h e vez rebechet din hag ez eo me a bak. Morse n'am eus me ar mennozh lakaat ali pe ali da vezañ a-us ar re all. C'hoant 'm eus e yafe war-raok Wikipedia hep kudennoù ha disemglevioù ha setu ar pezh a glaskan ober. A galon --Y-M D 13 Du 2009 da 19:13 (UTC)Respont

Ne vo diskoulmet an traoù en doare-se nemet gant tud a feiz vat, ha netra gant tud a feiz fall: n'eus nemet muzuliañ niver ar pennadoù graet ganto e-keñver an niver a dabutoù savet gante. Reolennoù zo d'ar mont en-dro : ma vezont heuliet n'eus netra da ziskoulmañ. Ha mont a ra ar wikipedia war-raok daoust da bep tra. Pet pennad nevez abaoe ar mintin? Bianchi-Bihan 13 Du 2009 da 19:50 (UTC)Respont
Evel-just e rank bezañ an dud a feiz vat. N'on ket sur bezañ komprenet mat, met hervezout e vefen ket a feiz vat ? Hag an diazez evit priziañ kement-se a vefe an niver a bennadoù savet da geñver an niver a dabutoù. Gwir eo ez eo un doare dispar da vuzuliañ ar feiz vat pa vez diazezet war an niver a bennaoù. War ur sifr. Me gave din eo oa ar feiz vat denel ha ket matematikel. Ha neuze petra 'rez eus al labour klokaat ha reizhañ da skouer ?
Ez personel e seblant din kaout ur bolontez vat a-walc'h, ne lavaran ket kenebeut on direbech. Bep tro pa vez un eskemm e tisplegan ar gwelañ posubl an traoù, respont a ran d'an holl goulennoù hep serriñ an nor (zoken pa 'z eo diaes), evel ma 'm boa lavaret ur wech dija ne blij ket din pismigañ diabeg ha diarguzenn, gouzout a ran mat ne tegas netra seurt emzalc'h. Setu perak e klaskan atav ober ur c'hinnig da heul (adlenn an divizoù pennañ am eus kemeret perzh enno). Me 'zo prest ivez da anzav em eus graet fazioù pe ez on bet re bell (pe war an hent fall) a-wechoù. Klask a ran lakaat Wikipedia da dreiñ brav, en ur respont pa vez goulennoù a c'helan respont outo. Er mare-mañ emaon o klask gwelet penaos ober ur bot evit hor wiki-ni, gwir eo ne savin pennad ebet gant kement-se, met n'eo ket didalvoud ?
Marteze e kavez n'am eus ket graet kalz a labour war Wikipedia, met ha ret eo evit-se dispriziañ al labourioù bihan. Ma 'm eus soñj mat em eus klevet un devezh tud o lavar e vefe tu sevel un dra bras ha brav ma rae pep hini un tamm labour. Me gav din ez eo ivez talvoudus evit Wikipedia.
Evel ma lavarez ez eus reolennoù ha talvezout a reont evit an holl. Marteze e pefe c'hoant lavar ne doujan ket d'ar reolennoù, ha pelec'h 'ta ?
Wikipedia a dalc'h da vont war-raok, met diwar goust petra, pe piv ? D'am soñj en defe gellet mont war-raok buanoc'h c'hoazh ha bezañ a galite gweloc'h.
"Pet pennad nevez abaoe ar mintin?" Setu ur goulenn vat. Ha droad am beus kaout nebeutoc'h a amzer dieub er mare-mañ ? Evidon n'eo ket hepken an niver a bennadoù a gont met al live, an danvez.
Da betra servij kaout ur pennad diwar-benn Paol 18 eus ar blanedenn Yaou e lec'h ma vo lakaet hepken peur eo ganet. Ne raio den kalz tra gant seurt titouroù. Setu perak e kavan ez eo pouezus krouiñ pennadoù nevez (evel-just eo ret sevel re nevez), met gant danvez (damglok pe klok da vat d'an nebeutañ), hag un tammm hiroc'h ha skuizhusoc'h eo.
Eus an tu all n'eo ket aes din atav skrivañ pennadoù dre ma n'on ket ur gwir mailh a fed yezh (ha n'am eus mezh ebet d'e venegiñ) ha poaniañ a ran a-wechoù.
Nag entanus e kavan geltout eskemm hep tamm gwask lakaet warnon. Ha perak pas lakaat kotaioù a bennadoù dre zevezh.
Marteze em eus da brederiañ un tamm war va emzalc'h (ma 'z eus kudennoù a vez diskouezet splann din), met va unan on a rankfe en ober ? Ha ne vefe ket tud all ?
N'oc'h ket aet skuizh gant an emgannigoù hag an tamalloù disehan ? N'on ket sur e tegasfe kalz tra. Na deomp, na deoc'h, na da Wikipedia, na d'ar brezhoneg. Me gav din e vefe mat prederiañ un tamm war petra en deus c'hoant pep hini ac'hanomp, perak ha penaos. --Y-M D 14 Du 2009 da 17:01 (UTC)Respont

Ne welan liamm ebet etre ar pezh a skrivan hag ar pezh a gomprenez. Me ne ran nemet komz eus ur pennad, hag eus amzer gollet gant un tabut eno. D'am soñj ez eus un tamm bec'h gant un tabuter ha ne ra ket foeltr forzh gant ar reolennoù labour. Te a gomz diwar da benn, n'ouzon ket perak. Labour da gentañ. Bianchi-Bihan 14 Du 2009 da 17:38 (UTC)Respont

Mat eo neuze. Kavout a rae din e oas o komz ouzhin gant ar frazenn "Ne vo diskoulmet an traoù en doare-se nemet gant tud a feiz vat". Me gav ne oa ket sklaer ha splan, peadra a oa s'en em santout taget.
Neuze eo da respont dit n'eo ket liammet gant an evezhiadenn gentañ am boa graet, ha setu perak on bet touellet. --Y-M D 14 Du 2009 da 17:42 (UTC)Respont

Tagadennig

kemmañ
  1. Pep hini a c'hall faziañ, n'eo ket ret lakaat un dagadenn dagnous ouzhpenn, trugarekaat.
  2. Pa vez graet un evezhiadenn d'ober, n'eo ket ret ober en un doare trenk: n'eo ket sin vat. Ha ne respontin ket en hevelep doare.
  3. Evel ma lavarez tu bennak: n'eo ket ret breinañ an aergelc'h el labour evit ar blijadur.
  4. Goulennet em boa e vije lakaet da reolenn afer ar rummadoù gant ur pennad hepken. Am boa graet en un doare demokratel, n'eo ket ur reolenn c'hoazh, pep hini a ra pezh a gar neuze, te pe me.
  5. Pep hini a c'hall kaout un ali war un ober bennak, hag un dizemglev war un ober n'eo ket un dagadenn bersonel. Er wikipedia siwazh e tro an disterañ dizemglev da vrezel personel gant tud zo. Evit kas al labour war-raok n'eus ket gwelloc'h.
  6. Komzomp eus labour kentoc'h. Pezh a welan aze zo daou adkas diezhomm.
  • •(diforc'h) (ist) . . ND Rainbow Warrior II‎; 22:31 . . (+25) . . Y-M D (kaozeadenn | degasadennoù) (Adkas war-du Rainbow Warrior)
  • •(diforc'h) (ist) . . ND Rainbow Warrior I‎; 22:31 . . (+25) . . Y-M D (kaozeadenn | degasadennoù) (Adkas war-du Rainbow Warrior)

Graet eo an adkasoù evit aesaat ar c'hlask. Pezh a glasker eo Rainbow Warrior, netra ken. Goulenn a rin o diverkañ, pep hini a c'hallo reiñ e ali en un doare demokratel, ha n'eus ket tagadenn bersonel ebet en afer. Bianchi-Bihan 15 Du 2009 da 03:24 (UTC)Respont

An evezhiadenn-se am eus graet dre ma ouezen ne blijfe ket dit. C'hoant am boa diskouez dit pegen displijus e c'hell bezañ an evezhiadennoù dagnous ha trenk, ha ne tegasont netra. Alies pa rez din evezhiadennoù war disemglevioù (ha d'ar re all marteze ?) o deus ar stumm-se. C'hoant am boa e soñjfes da-se tra ken. Evit a sell ouzh ar rummad n'eus kudenn ebet, n'eo ket pouezus evidon. A galon --Y-M D 15 Du 2009 da 10:35 (UTC)Respont

  • Un anzavadenn vrav a welan aze eus un dagadenn dagnous. Pardonet e vo d'ar bec'herien a anavez o fec'hedoù avat, a zo skrivet en ul levr bennak. Ne vo ket ret adkregiñ re alies.
  • Faziañ a rez war un dra: n'on ket na plijet na displijet, kalz gwashoc'h am eus gwelet dre amañ. Met un tamm bugelel e kavan seurt emzalc'h. N'eus netra all d'ober er wikipedia?
  • A-hend-all ne welan prouenn ebet eus an tamall a rez din, ha ne welan ket pelec'h em bije graet kemend-all. Pa'z po un evezhiadenn d'ober pe un tamall bennak, ma n'eo ket klask c'hwezhañ tan evit ar blijadur a fell dit ober, diwar skouerioù a anavezomp un tamm, out pedet da reiñ un arguzenn bennak. Un dra n'eo ket prouet n'eo nemet avel. A-hend-all e vo mat dit lenn : wikipedia: tagadennoù personel. A galon.

Bianchi-Bihan 15 Du 2009 da 13:17 (UTC)Respont

Ne gav ket din tamm ebet e oa un dagadenn. Ne oa ket ar pal tagañ met diskouez dit un dra am boa merzhet. Me 'zo plijet gant un dra en da respont : "Met un tamm bugelel e kavan seurt emzalc'h. N'eus netra all d'ober er wikipedia?" mat eo e pefe merzhet ez eo bugelel ha ne servij da netra evezhiadennoù 'zo, dre ma rez se alies (ha n'out ket da unan).
C'hwezhañ 'ran war an tan, a ya ? peseurt tan ? Un doare eo bet evidon evit ober un evezhiadenn dit. N'eus pal tagañ ebet. Met diskouez dit ez eo displijus da zoare da respont ha d'ober evzhiadennoù a-wechoù. Un ali personel eo ha c'hoant 'm boa diskouez dit dre ma gavan-se torr-penn. Me ne welan kudenn ebet, un evezhiadenn eo ha gra ar pezh a fel dit ganti, c'hoant 'm eus bet sikour tra ken (ha n'eo ket ar wech kentañ).
Adlennet 'm eus tamm pe damm al liamm a peus roet din, kavet 'm eus : "Evezhiadennoù a c'heller skrivañ diwar-benn ar pezh a vez graet gant an implijerion/ezed all, met ret eo chom hep o zagañ en un doare personel ha sevel arguzennoù poellek.". Ar pezh am eus graet a gav din, neuze n'eo ket un dagadenn. --Y-M D 15 Du 2009 da 15:56 (UTC)Respont
Gwelloc'h e vije lenn mat. Betek ar fin. Bianchi-Bihan 15 Du 2009 da 18:25 (UTC)Respont
Talvoudus e kavan derc'hel soñj eus : ret eo ... sevel arguzennoù poellek. Bianchi-Bihan 16 Du 2009 da 12:15 (UTC)Respont
Evit ma vefe laouen an holl e klaskin reiñ dit un nebeut arguzennoù a-raok klozañ. Ken luzhiet eo deuet da vezañ an eskemm n'ouzon ket mui war peseurt sujed e peus c'hoant arguzennoù. --Y-M D 16 Du 2009 da 17:33 (UTC)Respont

Arguzenn

kemmañ

Ne'm eus ket gwelet beg lost un arguzenn e-barzh ar gaoz uheloc'h. Komprenet em eus ne blij ket dit an evezhiadennoù, netra ken. Peogwir ne lavarez ket pehini, na pelec'h na pegoulz, e komprenan eo an holl evezhiadennoù. Ur gudenn zo neuze, rak pep hini a c'hall ober evezhiadennoù d'ar re all hervez reolennoù ar wikipedia. Bianchi-Bihan 15 Du 2009 da 17:40 (UTC)Respont

Ha te a zo ar wirionez bedel ganit ? Perak ne vefe ket te a veskfe tagadennoù tagnous diabeg hag evezhiadennoù ? N'on ket a-du penn-da-benn pa lavarez ez eo un evezhiadenn diazezet war arguzennoù. Ma lavaran n'eo ket brav an daolenn ez eo un evezhiadenn. C'hoant 'peus e kendalc'hfemp da eskemm war-se ? N'on ket sur e talvezfe ar boan ? Ne zeomp neblec'h ! Ha ne tegaso netra. --Y-M D 15 Du 2009 da 18:04 (UTC)Respont
A-du ganit: e-lec'h ma n'eus arguzenn ebet n'eus ket a gaozeadenn. Ober a rez ur goulenn, ha respont a ran: nann, n'emañ ket ar wirionez ganin, met n'eo ket se a oa danvez ar gaoz en deroù, keta? Goulennet em boa arguzennoù (hervez ar bajenn Wikipedia:tagadennoù personel lennet ganit), ha ne roez hini ebet. Sklaer hag echu. Bianchi-Bihan 15 Du 2009 da 18:13 (UTC)Respont
Mat eo neuze ma 'z eo echu. D'am soñj e vi a-du ganin ma lavaran ez eus bet kollet a-walc'h a amzer. Gellout a rafen kenderc'hel ganti met n'am eus ket c'hoant lakaat reuz, ne tagaso netra. Gant ar spi e c'hellimp kenderc'hel da genlabourat, A galon --Y-M D 15 Du 2009 da 19:19 (UTC)Respont

RB

kemmañ

Al lest RB "n'eas ket d'ar strad" ("faire naufrage", war ar reier da skouer), rak difiñv e oa, ken e oa, pa oa eoriet er porzh, sklaer eo. Kaset eo bet d'ar strad gant ur vombezenn, n'eo ket memes tra. Bianchi-Bihan 19 Du 2009 da 20:05 (UTC)Respont

A-du ganit penn-da-benn. Poan am boa kavout an doare vat da lavaret kement-se e brezhoneg. --Y-M D 19 Du 2009 da 20:08 (UTC)Respont

Rio, Rio Grande, Rio Negro, ...

kemmañ

Ne gomprenan netra er pezh a c'hoarvez eno gant ar patromoù. Ma kerez e ri ur sell. Bianchi-Bihan 22 Du 2009 da 03:11 (UTC)Respont

Labour a feson: bravaet eo ar pennadoù. Patromoù Galicia hag Andalucia a vo ezhomm ivez, me gred . Bianchi-Bihan 22 Du 2009 da 10:26 (UTC)Respont
El Salvador eo ar pennad. Ur pennad digejañ Salvador a rin a-raok pell. Bianchi-Bihan 22 Du 2009 da 10:38 (UTC)Respont
N'eo ket an à gall a zo e Panamá. Bianchi-Bihan 22 Du 2009 da 18:35 (UTC)Respont

Lammoù-dour ar bed

kemmañ

Trugarekaat. Ma plij dit al labour-se e kavi muioc'h c'hoazh er pennad Lammoù-dour ar bed: patromoù Bro-Skos ha Belize da skouer. Bianchi-Bihan 23 Du 2009 da 05:39 (UTC)Respont

Bot (2)

kemmañ

Ar pezh on defe ezhomm evit ar poent a zo ur bot evit ober war-dro ar rummadoù. Met dedennus e vefe kaout unan evit ar reizhskrivañ goude-se. Ma c'helles sikour ac'hanon e vefe brav . Trugarez.
P.S : Ma 'peus kudennoù evit kompren ar pezh a lavaran e c'hellan skrivañ e galleg. A galon --Y-M D 15 Du 2009 da 11:34 (UTC)Respont

Désolé de m'exprimer en français, mais c'est plus simple pour moi, et je suis à peu près sûr d'être compréhensible :) Surtout que je t'écris vite fait avant de partir à mon cours... de breton.
Je vais voir ce soir un wikipédien qui est sûrement plus doué que moi en ce qui concerne les bots. Je pense qu'il pourra être plus apte à t'aider. J'ai quand même regardé les différentes pages d'aide concernant les bots, notamment fr:Wikipédia:Créer un bot ou Créer un bot (Wikibooks).
À mon avis, ce ne doit pas être compliqué de développer un bot pouvant réaliser des requêtes simples comme Alecs.bot (en coma sur br:wp...) ou Analphabot (pas de compte sur br:wp). Le problème est qu'il faudrait demander le code à leurs dresseurs pour mieux l'adapter en breton.
Je continue à regarder de mon côté et je te tiens au courant (en espérant pouvoir peu à peu améliorer mon niveau de breton et pouvoir avoir une conversation plus élaborée que "Salud, mat ar jeu ?" ou "Eus pelec'h out ?").
Ar wezh all, Pymouss Breutaat 26 Du 2009 da 18:07 (UTC)Respont

Patrom

kemmañ

OK. Trugarez. A galon. Klaod Kadbzh 28 Du 2009 da 17:32 (UTC)Respont

Yezh

kemmañ
  • N'haller ket lavarout "bet on da wiriañ", evel displeget er bajenn ad hoc, met bet on o wiriañ. Rak gant ar verb bezañ n'haller ket implij da. Me zo bet o welout/Aet e oan da welout eo an doare brezhonek. A galon. Bianchi-Bihan 28 Du 2009 da 18:57 (UTC)Respont
OK, trugarez --Y-M D 28 Du 2009 da 19:51 (UTC)Respont

Diwall

kemmañ

Pa gemmer anv ur pennad pe ur patrom oc'h implijout un anv bet implijet dija evit envel ur pennad pe ur patrom (d.s. Patrom:Sina evit patrom ar porched, implijet evit adenvel patrom ar banniel) eo , ret eo diwall da gemmañ an holl pajennoù liammet ouzh ar pennad pe ar patrom kent da gentañ. Neal (Kaozeal) 28 Du 2009 da 19:22 (UTC)Respont

Ya gwir eo soñjet em eus e se goude bezañ bet enrollet, met raktreset am eus en ober. --Y-M D 28 Du 2009 da 19:26 (UTC)Respont

Patromoù

kemmañ

Mat eo bremañ ?

Danvez merour

kemmañ

Evel Fulup e kavfen mat e teufes da vezañ merour ivez. Ezhomm 'zo eus tud prest da sikour ha da gompezañ an traoù pa vez ret hag a heuilh mat buhez ar wiki brezhonek.Trec'hlid mitonet 29 Du 2009 da 17:33 (UTC)Respont

Trugarez bras, plijet bras on o welet ar souten-se. Me 'zo prest da sikour evel atav. N'ouzon ket ma ouezez met en em ginniget e oan da vezañ merour e miz Gwengolo 2009. N'on ket bet dilennet, sell amañ. Emaon o vont da brederiañ un tamm a-raok kemer un diviz. Trugarez deoc'h --Y-M D 29 Du 2009 da 20:27 (UTC)Respont

Waterloo

kemmañ

Trugarez dit evit an tamm kempenn 'peus graet er bajenn-se ! --Llydawr 29 Du 2009 da 21:16 (UTC)Respont

Gant plijadur. Goulenn din adarre pa 'vo kudennoù all. A galon --Y-M D 29 Du 2009 da 21:18 (UTC)Respont
Goulenn (di)gant : un ober, un dra fetis. Skouer : goulenn gantañ digeriñ ar prenestr. Goulenn ouzh : un titour, un dra difetis. Skouer : goulenn an eur ouzh da vreur. A galon. --Ex-Smith 1 Kzu 2009 da 19:05 (UTC)Respont
Ya gwir eo, anavezout a ran ar reolenn a lavar eo ret goulenn (di)gant (hag ne ran ket ar fazi dre gomz). An hini all avat n' am boa ket soñj outi. Trugarez. --Y-M D 2 Kzu 2009 da 07:12 (UTC)Respont

Tébéo

kemmañ

Skrivañ skinwel. Bianchi-Bihan 1 Kzu 2009 da 15:05 (UTC)Respont

Ok, trugarez --Y-M D 1 Kzu 2009 da 15:24 (UTC)Respont

Breizhobot

kemmañ

Salud,

Komzet em eus gant Ash Crow. Eñ zo mat da evit sikour. War ar Wikipedia gall gallez komz gantañ ; a-boan brezhoneg komz.

Kenavo, Pymouss Breutaat 3 Kzu 2009 da 14:15 (UTC)Respont

Patrom:Yezh

kemmañ

Salud dit ! Trugarez dit evit al labour a rez da reizhañ an traoù a-dreuz gant ar patromoù. Er pennad Roumaneg eo mat bremañ. Met er pennad Akkadeg n'eo ket gwall vrav... Marteze e c'halli ober un dra bennak ? A galon, --Llydawr 4 Kzu 2009 da 16:30 (UTC)Respont

Trugarez dit ! --Llydawr 4 Kzu 2009 da 17:18 (UTC)Respont

Vandalerezh

kemmañ

Stanket 86.90.165.179. ha 193.51.143.24 --Ex-Smith 4 Kzu 2009 da 19:30 (UTC)Respont

Patromoù

kemmañ

Trugarez da vezañ graet war-dro ar patromoù d'am heul. Ur bern traoù a van dirummad war ar wikipedia-man (patromoù, pennadoù, isrummadoù...) ha fellout a reas din kregiñ da lakaat un tamm urzh evit gallout kavout pep tra un tammig aesoc'h ha nueze aesaat an implij dre vras. Siwazh din, avat, n'em boa ket taolet pled pegen pouezus e oa lakaat an teir linenn c'houllo daonet-se, ha bremañ e rank unan bennak adwelet pep kemm bet kaset da-benn ganin... N'on ket gwall sur memestra e plec'h resis emañ an dalc'h gant ar patromoù? N'eo nemet afer an teir linenn-se, pe un dra bennak all e rankfen goût a-raok adstagañ ganti deiz-pe-deiz? Labour a-bouez eo labour a-seurt-se evel-just, met meur a wezh ne vez ket priziet koulz ha sevel pennadoù daoust d'an torr-revr ma'z eo e gas da benn. A galon, Neal (Kaozeal) 5 Kzu 2009 da 17:50 (UTC)Respont

Kalz traoù a bouez zo da'm soñj: sevel pennadoù, sevel patromoù, lakaat luc'hskeudennoù, reizhañ pennadoù, hag un toullad re all c'hoazh. Ha d'am soñj e vez priziet al labour gant an dud a anavez ar wikipedia. Gant ar genlabourerien a bell da bell avat ne gredan ket. Bianchi-Bihan 5 Kzu 2009 da 18:49 (UTC)Respont

E gwir ar pezh a ranker diwall gant ar patromoù a zo lakaat an traoù pouezusañ ha derc'hel d'ur framm. Dre ma vezont implijet e patromoù all goude eo trawalc'h kemmañ un draig amañ evit ma 'vefe reuz e pep lec'h. Arabat eo mont d'al linenn er patromoù a-raok lakaat an <noinclude> peogwir e vez goude lakaet ar patromoù all da vont d'al linenn hag e za pep tra a dreuz hag e vezont ledet e pep lec'h. Graet 'm eus ar reizhadennoù neuze hag ouzhpennet (evel m'en doa kroget Fulup) ur gemenadenn kelaouiñ war ar patromoù evit ma ne 'vefe kudenn ebet ken. Ma welez kudennoù all goulenn ganin. --Y-M D 5 Kzu 2009 da 20:14 (UTC)Respont

Bertaèyn Galleizz

kemmañ

Reizhet em eus tammoù traoù en da bennad a-fet stil. Gallout a rez keñveriañ an daou stumm mar fell dit. Taol evezh da chom hep kregiñ tout da frazennoù gant ar rener evel ma vez graet e galleg. Pa adlennez, sell mat pegen alies e implijez zo e-lec'h eo, pe ar rannig-verb a e-lec'h ar rannig e ha klask kempouezañ oc'h eilpennañ da frazennoù.

Ya gwelet 'm eus e poa graet ur bern reizhadennoù. Ret 'vo din klask lakaat-se e pleustr. --Y-M D 5 Kzu 2009 da 20:14 (UTC)Respont

dilennadeg

kemmañ

Un bot

kemmañ

Demat,
Je suis Utilisateur:Y-M D du Wikipedia breton.
Actuellement nous aurions besoin d'un robot pour nous aider dans les travaux répétitifs ou automatique, tel que le changement de catégories par exemple.
Recherchant ainsi une solution, je n'en ai pas trouvées parmi mes collègues de Wikipedia en breton. Aussi j'ai eu l'idée de contacter Utilisateur:Pymouss qui par sa fonction devait pouvoir m'aider.
Il m'a dit avoir discuté avec toi et que tu avais la possibilité de m'aider dans ma recherche d'un bot. Je ne te cache pas que je n'y connais pas grand chose en programmation ou autre, mais un ami a moi pourrais m'aider si nécessaire.
Ma page d'utilisateur sur Wikipedia en breton : [17]
A galon --Y-M D (d) 3 décembre 2009 à 18:36 (CET)

Demat !
Effectivement, Pymouss m'avait parlé de cette demande. Je peux effectivement créer un bot pour la Wikipédia en breton (ou en adapter un existant), et me pencher sur sa programmation m'intéresse, encore faut-il définir quelles tâches il devra accomplir.
Désolé de ne pas répondre en breton mais mon niveau est encore trop faible pour ça...
A galon, Ash Crow 6 Kzu 2009 da 16:18 (UTC)Respont
Il n'y a pas de mal. J'ai demandé dans notre "tavarn" quels étaient les besoins. Pour le moment je sais que nous avoins besoin de faire un changement de catégorie (rummad en breton). C'est possible ? --Y-M D (d) 6 décembre 2009 à 18:44 (CET)
Oui, c'est possible, ça devrait même être assez facile... Par contre, cette semaine risque d'être pas mal chargée, je ne te promets pas de pouvoir m'y pencher tout de suite :( -Ash Crow 7 Kzu 2009 da 08:54 (UTC)Respont

Kumunioù

kemmañ

Demat. Trugarez. Anavezet ganin dija. A galon. Klaod Kadbzh 12 Kzu 2009 da 20:20 (UTC)Respont

Digarez met ne gomprenan ket re da respont, tu 'vefe dit displegañ din mar plij ;-) --Y-M D 12 Kzu 2009 da 20:23 (UTC)Respont
Ar gêrig-mañ bet skrivet ganeoc'h:Merzhet 'm eus e poa tro alies a-walc'h da sevel pennadoù, pe d'ober kemmoù war kumunioù Breizh. Setu e roan dit al liamm da heul hag a zo dedennus-tre ([18]), trawalc'h eo klask ar gumun a peus c'hoant hag e kavi ur bern titouroù a-fed poblañs, a-fed kresk... N'ouzon ket anavezez al lec'hien, met talvoudus e c'helfe bezañ.Kadbzh 12 Kzu 2009 da 20:40 (UTC)Respont
A ya gwir eo. Dizoloet e oa bet ganin ha dre ma ne oueze ket re ma oa anvezet gant an holl e gave din e oa dedennus mengiñ al lec'hienn en dro. Mat-tre neuze ma anavezez anezhañ dija. --Y-M D 12 Kzu 2009 da 20:42 (UTC)Respont

Patrom:Kêr Turkia

kemmañ

Trugarez, sellet a rin ouzh se 'benn warc'hoazh hag e kasin ma evezhiadennoù dit. --Gouerouz 12 Kzu 2009 da 21:14 (UTC)Respont

Ya, mat-tre, un tamm amzer 'zo, n'eus ket pres. --Y-M D 12 Kzu 2009 da 21:16 (UTC)Respont
brav-mat, gourc'hemennoù dit. sed amañ un nebeud evezhiadennoù :
  • al livioù : oaran ket hag ur reolenn a zo evit livioù an taolennoù. Ma n'eus ket vefe ket fall ober gant livioù Turkia (gwenn ha ruz) marteze ?
  • uhelder : kaoz zo eus ur gêr, da lâret eo e kav din n'eo ket talvoudus uhelder bihanañ hag uhelder brasañ
  • titl : goude bezañ sellet ouzh taolennoù all (Kumunioù Breizh da skouer) e vefe gwelloc'h, daoust d'am c'hinnig kent, ober Kêrioù Turkia anezhi.
Trugarez dit evit da sikour. A galon,--Gouerouz 13 Kzu 2009 da 08:11 (UTC)Respont
Emaon o vont da glask ober gant livioù ar bro neuze. Skarzhet e vo uhelder bihanañ hag uhelder brasañ evit lakaat uhelder hepken. C'hoant 'peus lakaat Kêrioù Turkia e penn uhelañ ar patrom ? Ober a rin kement-se ha lavar din ma 'z eo-se 'peus c'hoant. --Y-M D 13 Kzu 2009 da 10:47 (UTC)Respont
oooooo, truez, dallet ma daoulagad gant al liv ruz-flamm. Marteze vefe gwelloc'h lakaat just ar bandennoù Anv ar gêr ha perzhioù douaroniel e ruz (ha ruz un tammig... humm... dousoc'h pe deñvaloc'h ?). Mod all, adlak al livioù kent ha mat pell zo.--Gouerouz 13 Kzu 2009 da 11:12 (UTC)Respont
Mat eo emaon o vont da glask. --Y-M D 13 Kzu 2009 da 11:13 (UTC)Respont
Me gav din 'vefe gwelloc'h leuskel an testennoù e gwenn (adalek proviñs betek Vali hag adalek gorred betek lec'hienn) ha just an div vandenn anv ar gêr ha perzhioù douaroniel e liv. Met gortoz, emaon o vont da glask cheñch se ma-unan (ret din deskiñ ivez !).--Gouerouz 13 Kzu 2009 da 11:27 (UTC)Respont

Dispar, trugarez vras dit (ha da Kadbzh evit bezañ roet lañs d'an daolenn-se) ! Ur sapre sikour e vo. A galon, --Gouerouz 13 Kzu 2009 da 12:11 (UTC)Respont

Pal

kemmañ
Trugarez evit ar poent yezhadur. --Y-M D 13 Kzu 2009 da 10:43 (UTC)Respont

Stadskanaal

kemmañ

Salud. An daolenn (disoc'hoù an dilennadeg) pe an hini diwar-benn ar gumun? An hini gentañ am eus tapet war ar bajenn nederlandek, an eil hini a zo bet savet gant KaD. --Ex-Smith 13 Kzu 2009 da 20:03 (UTC)Respont

Perak ket? N'on ket gwall varrek war seurt traoù. Kemmoù a vo da zegas : en Izelvroioù ez eo pouezus menegiñ gorread an douar ha hini an dour, evit a sell ouzh broioù all ne servij da netra. --Ex-Smith 13 Kzu 2009 da 20:09 (UTC)Respont

T/D

kemmañ

Salud. Ur fed (anv-kadarn) a vez skrivet, met a-fet (araogenn) a vez skrivet ivez (gw. pennad Brezhoweb). A galon. --Ex-Smith 14 Kzu 2009 da 14:20 (UTC)Respont

Ni 'zo o filmañ gant France 3, neuze n'on ket kalz war evezh. Gwelet a rin goude. --Y-M D 14 Kzu 2009 da 14:29 (UTC)Respont

Sultaned

kemmañ

Brav-mat eo al labour 't eus kaset da benn war gwezenn-lignez ar sultaned otoman. Gourc'hemennoù dit. Gwiriaet 'm eus hag e seblant din e klot mat pep skeudenn lakaet. A galon. --Gouerouz 19 Kzu 2009 da 14:16 (UTC)Respont

Ok, trugarez bras dit. --Y-M D 19 Kzu 2009 da 14:22 (UTC)Respont

Patrom

kemmañ

Salud. Ya, daou dra disheñvel a zo : kêr ha kumun. En ur gumun e kaver meur a gêr / gêriadenn. Sell ouzh : [19]. Tost echu gant kumunioù Groningen. A galon. --Ex-Smith 20 Kzu 2009 da 18:21 (UTC)Respont

Patromoù Demografiezh

kemmañ

Demat. An Italianegerion a ra traoù brav: [[20]]. Penaos gober? Trugarez en a-raok. A galon. Klaod. Kadbzh 22 Kzu 2009 da 11:30 (UTC)Respont

Ya gwir eo ez eo splanoc'h an traoù ganto. Ar pezh a reont a zo implijout grafikoù luzietoc'h. Tu 'zo din klask ober ar memestra amañ ma fell dit. Ret 'vo din kompren ar pezh a skirvont evit trein an traoù, n'ouzon ket ma 'z out barrek war ar yezh-se ? Krouiñ a ran neuze ar patromoù da heul : Patrom:Demografiezh hag Patrom:Demografiezh/Bollezele evit amprouiñ anezhañ.

Kudennoù taolennoù

kemmañ

er pennadoù Roll an 10 c'hoarier echedoù gwellañ ag ar bed ha Roll an 10 c'hoarierez echedoù gwellañ ag ar bed. 'Benn p'ho amzer... Trugarez en a-raok. A galon. Klaod. Kadbzh 22 Kzu 2009 da 19:51 (UTC)Respont

Bet on d'ober un dro. Ar gudenn a teu eus ar patromoù "flagicon". Ne blij ket din ar patromoù-se. Reizhañ a rin an traoù pa 'm bo un tamm amzer, a-benn un nebeut devezioù. --Y-M D 22 Kzu 2009 da 22:05 (UTC)Respont
Trugarez. Ma lezit d'ober, m.p. A galon. Klaod. Kadbzh 23 Kzu 2009 da 20:45 (UTC)Respont
Mat eo leuskel a ran unan dit hag ober a ran war-dro an hini all. Mod-se e c'helli gwelet 'penaos ober. Ma 'peus goulennoù, sav anezho. --Y-M D 23 Kzu 2009 da 22:15 (UTC)Respont
Graet 'm eus war-dro ar pennad gentañ, dit te d'ober war-dro an eil ma fell dit. --Y-M D 24 Kzu 2009 da 12:01 (UTC)Respont

Wikipedia:Mediaoù

kemmañ

Gwelet em eus e oa bet degaset ar pennad gallek-se ganit. Ne welan liamm ebet gant ar wiki orin. Bianchi-Bihan 24 Kzu 2009 da 02:07 (UTC)Respont

Gwir eo em eus me savet ar pennad-se. Ar pal a oa kaout ul lec'h a responfe d'ar goulennoù savet an aliesañ gant an implijerien nevez (pe kozh). Alas, torr-penn eo da dreiñ hag hanter disoñjet 'm boa ar pajenn-se. Me 'zo vont da dreiñ anezhi un tamm muioc'h, met ma c'helles sikour ac'hanon e vefe plijus. --Y-M D 24 Kzu 2009 da 10:59 (UTC)Respont
Teurel a rin ur sellig. Un afer merourien eo ar pennad, keta? Sur-mat e kavi kenskoazell efedusoc'h digant ar verourien all. Bianchi-Bihan 24 Kzu 2009 da 12:47 (UTC)Respont
N'ouzon ket ma 'z eo un afer merouien avat. N'on ket sur ez int dedennet gant kement-se kenebeut. Trugarez evit da sikour. --Y-M D 24 Kzu 2009 da 12:53 (UTC)Respont

Patromoù

kemmañ

OK. Trugarez. A galon. Klaod. Kadbzh 24 Kzu 2009 da 16:27 (UTC)Respont

Demografiezh. N'eus ket pres. A galon. Klaod. Kadbzh 26 Kzu 2009 da 10:08 (UTC)Respont

Respont

kemmañ

Klasket em eus, ha sed am eus kavet hag a oa embannet gant ur merour en davarn n'eus ket gwall belloù : evit cheñch traoù. Ne gomprenan ket perak ne c'houlennez ket seurt traoù war-eeun digant merourien avat. Bianchi-Bihan 26 Kzu 2009 da 08:27 (UTC)Respont

Ya-se eo e oan o klask war e lec'h, trugarez. Me gav din ne oar ket an holl verourien pep tra, me 'zo merour bremañ ha n'eo ket evit-se e ouezan pep tra. D'am soñj n'eo ket ar merour un den dreist d'ar re all, gellout a ra ober traoù 'zo dreist-ordinal, met an holl implijerien o deus kement a dalvoudegezh evit Wikipedia he kement a ouiziegezhioù da zegas. Ouzhpenn-se em boa soñj e poa kemeret perzh er gaoz-se (ha n'ouzon ket gant piv), neuze e kav din e oa tu din sevel ar goulenn ouzhit. --Y-M D 26 Kzu 2009 da 09:55 (UTC)Respont

Taolenn kumun kartenn

kemmañ

Salud. E-keñver ar patromoù poblañsouriezh em eus respontet amañ. Bremañ ma 'peus amzer e c'hellfes marteze teurel ur sell war ar batrom taolenn kumun a implijer evit kumunioù Breizh da geñver ar gartenn. An doare implijet evit lec'hiañ ar gêr war ur gartenn gant ar wiki gallek a zo luziet a-walc'h: patromoù 'zo implijet enno patromoù all. Tro 'peus bet da welet dija, kizidik e c'hell bezañ patromoù 'zo. Klasket em eus bet dija komprenn mont-en-dro ar patromoù implijet er wiki gallek hep bezañ bet komprennet netra. Ma, marteze ne oan ket bet chomet pell a-walc'h. Neuze ma c'hellfes gwelout gant Belvar marteze e teufe brav ar sistem lec'hiañ war kartennoù kumunioù Breizh war hor wiki. Ken ar c'hentañ.--Gwendal 28 Kzu 2009 da 16:03 (UTC)Respont

Se eo rik hon eus kroget da glask kompren, n'ouzon ket ma zeuimp a-benn. Kemmet 'm eus un tamm ar patrom evit amprouiñ, dre-se ez eus un tamm reuz, met amzer deomp kompren eo. --Y-M D 28 Kzu 2009 da 16:06 (UTC)Respont

Armerzh Groe

kemmañ

Demat. Savet un daolenn ganin. Da wellaat, èl-rezon. Mat 'vefe ouzhpennañ un istitl a-raok "Brezhili"... "Dastumad (talvoudegezh e Lurioù gall". 'Benn p'ho amzer... A galon. Klaod. Kadbzh 31 Kzu 2009 da 13:00 (UTC)Respont

Amzer 'm eus evit ober war-dro, met ne gomprenan ket penn-de-benn penaos e felfe dit aozañ an traoù. Displeg din un tamm --Y-M D 31 Kzu 2009 da 13:05 (UTC)Respont
Setu al linenn da lakaat ouzhpenn. Trugarez en a-raok. A galon. Klaod. Kadbzh 31 Kzu 2009 da 13:34 (UTC)Respont

Ha-se eo a poa c'hoant ? --Y-M D 31 Kzu 2009 da 14:03 (UTC)Respont

Ket. Lakaat al linennDastumad (talvoudegezh e Lurioù gall)' just a-raok "Brezhili" evit ma vo un istitl o talvezout evit kement danvez dindan. Trugarez. A galon. Klaod. Kadbzh 31 Kzu 2009 da 14:17 (UTC)Respont
N'eo ket fall dija. Trugarez. A galon. Klaod.Kadbzh 31 Kzu 2009 da 17:06 (UTC)Respont

Armerzh Groe e 1893

kemmañ

Dastumad (talvoudegezh e Lurioù gall) |- |Brezhili fresk[1] |4 266 532 |24 560 |- |Sardin[2] |12 481 831 |56 000 |- |Toun[3] |2 577 434 |1 055 000 |- | |Ligistri ha grilhed-traezh[4] |3 410 338 |185 000 |- |Chevr[5] |1 623 162 |2 250 |- |Pesked fresk[6] |35 602 325 | - |Bezhin ha temz[7] |5 921 770 |4 414


[8]

Daveoù

kemmañ
  1. e Lurioù gall
  2. e Lurioù gall
  3. e Lurioù gall
  4. e Lurioù gall
  5. e Lurioù gall
  6. e Lurioù gall
  7. e Lurioù gall
  8. La Croix de l'Ile de Groix, 2 a viz Eost 1896

Brezel-bed kentañ

kemmañ

Demat. Trugarez. Faziet e oan... Mont a ran da gerc'hat ur banne kafe... A galon. Klaod. Kadbzh 30 Kzu 2009 da 11:26 (UTC)Respont

Luziet eo derc'hel soñj eus pep tra, ret eo ober gant Brezel-bed kentañ hag Eil brezel-bed, ma 'm eus soñj mat eus an diviz a oa bet. --Y-M D 30 Kzu 2009 da 11:28 (UTC)Respont
Kollet on lip-ha-lip. A galon. Klaod Kadbzh 30 Kzu 2009 da 12:01 (UTC)Respont

Demografiezh

kemmañ

Demat. trugarez. Mont a ra en-dro, cf. Domloup. Gourc'hemennoù! A galon. Klaod. Kadbzh 28 Kzu 2009 da 16:11 (UTC)Respont

Mat-tre neuze. Laouen on. Un nebeut goulennoù a rankomp respont outo c'hoazh (cf. pajenn kaozeal ar patrom). --Y-M D 28 Kzu 2009 da 16:18 (UTC)Respont

Diwallit gant al linennoù diezhomm "e re"

kemmañ

Kustum out da reiñ ar frazenn-mañ da beuriñ d'al labourerien met digomprenus da vat eo ar gerioù din-me. A-hend-all, "e re", implijet aze, zo gallek. Traoù pe tud a re e brezhoneg. Gwelout Geriadur an Here, pajenn 1094.Bianchi-Bihan 28 Kzu 2009 da 17:01 (UTC)Respont

Trugarez evit ar reizhadenn a-fet yezhadur. Displegañ a ran dit neuze.


Arabat eo lakaat linennoù goullo e kreiz ar pennadoù, mod all e tistum ar c'hinnig hag e ro ur framm displijus (dres ar pezh am eus graet war ar bajenn-mañ evit diskouez dit an efedoù). N'eo nemet ur boaz da dapout. Setu, sklaeroc'h eo ? --Y-M D 28 Kzu 2009 da 17:08 (UTC)Respont
Me wel linennoù goullo lakaet ganit er rannbennad-mañ koulskoude. Ha ne gavan ket se a bouez. Bianchi-Bihan 28 Kzu 2009 da 17:56 (UTC)Respont
Al linennoù bet lakaet ganin a zo graet evit diskouez dit (sañset e vefe arabat lakaat muio'h evit unan). Ne gavez ket se a bouez, met ken a bouez eo hag ar reolennoù a denn d'ar poentaouiñ. Ouzhpenn ne ra ket sirius ul labour leun a doulloù. Me gav din n'eo ket labour re ziaes d'ober, trawalc'h eo diwall pa saver ur pennad tra ken. Ha laouen e vo an holl. A galon --Y-M D 28 Kzu 2009 da 18:06 (UTC)Respont

Gortoz

kemmañ

Mat e vije gortoz un tamm a-raok dont da lakaat kemmoù hollbouezus er pennadoù a labouran warne: netra displijusoc'h eget koll ar skrid nevez ouzhpennet hag a vije ret adsevel. Unan all a ray em lec'h? Gray neuze. Bianchi-Bihan 1 Gen 2010 da 13:51 (UTC)Respont

Gouzout a ran mat-tre eo ret diwall gant seurt traoù, met gwellet 'm boa e oas loc'het d'ober ar 5 Pab all neuze em eus soñjet ne poa ket afer ken gant Leon I. Ouzhpenn-se ne oa ket kollet an destenn, ne poa nemet ober "précédent" hag e pefe kavet pep tra en dro, goude-se e pefe adlakaet ar pezh a poa graet e stumm nevez ar pennad. Ha setu duskoulmet pep tra. An holl doare kemmoù a zo pouezus, zoken ar re vihanañ. Ne soñj ket din e poa bet amzer treiñ ur bern traoù dindan 3mn, n'eus ket ur bern labour da adober neuze. --Y-M D 1 Gen 2010 da 13:59 (UTC)Respont
War a seblant on amparfal war seurt traoù ha bep taol e kollan ar skrid. Ha ne rin ket en-dro. Ha goude 10 pennad nevez hiziv emaon o vont da ziskuizhañ un tamm. Bianchi-Bihan 1 Gen 2010 da 14:30 (UTC)Respont

Poltriji evit Kumunioù Breizh

kemmañ

Akord. Prederiet on gant an diouer skeudennoù. Kentañ tra: klask 'ba' Commons , mod-se 'ran gwezhoù. Mod-all, an ti-kêr, ur straed bras pe ur blasenn, un iliz, h.a. Ne blij ket re din pa vez lakaet an iliz da gentañ-toud, gwelloc'h eo he lakaat er "monumantoù heverk". Luc'hskeudennoù-paper eus an dielloù perso a c'hellfe bout skannet ivez. A galon. Klaod Kadbzh 2 Gen 2010 da 16:33 (UTC)Respont

Montroulez, da skwer:[[21]] Kadbzh 2 Gen 2010 da 16:44 (UTC)Respont
Gell a rit gober war-dro?Marteze e vefe tu goulenn gant ar re all a labour ganeomp ober al labour-se evit ar c'humunioù tro dro d'al lec'h m'emaint o chom pe d'o labour... Gellout a rafe bouetañ un tamm ar pajennoù. A galon. Klaod. Kadbzh 4 Gen 2010 da 13:29 (UTC)Respont
Me 'zo a-du en ober ma fell dit. N'ouzon ket re petra 'vefe ar gwellañ, skrivañ en davarn, pe goulenn war eeun da bep implijer war e bajenn kaozeal ? Soñjal a ra din e vo diefedus a-walc'h an doare gentañ d'ober, met an eil a c'helfe bezañ pounner evit tud 'zo. Ma 'm befe me da zibab va unan e rafen gant an eil, hag ur gemenadennig en davarn memestra. Ha te petra soñjez ? --Y-M D 4 Gen 2010 da 19:49 (UTC)Respont
Klask e Commons hag er pennadoù er yezhoù all a c'hell degas frouezh dija. A galon. Klaod. Kadbzh 12 Gen 2010 da 18:54 (UTC)Respont
Ya evel-just, talvoudus e c'hell bezañ. Degarez met n'am eus ket bet amzer ober war-dro goulenn eus an implijerien all. Raktresoù liesseurt am eus er mare-mañ (re marteze) ha neuze n'am eus ket amzer sevenniñ anezho holl e koulz. Emaon o vont da glask urzhiañ an traoù un tamm. Mat 'vefe ivez ma lavarfes din peseurt doare da c'houlenn gant an dud a vefe ar gwellañ.
Mod all lennet 'm eus ur gemenadenn bet postet war pajenn kaozeal LLydaw a c'helfe bezañ dedennus, [22] (e traoñ ar bajenn). Plijet e vefen ma rofes din da ali. --Y-M D 12 Gen 2010 da 19:02 (UTC)Respont
Akord, èl-rezon. A galon. Klaod. Kadbzh 12 Gen 2010 da 19:05 (UTC)Respont

Merourien

kemmañ

Skrivet 'feus an dra-mañ d'ar verourien: Lennet 'm eus ivez e oa bet dibabet ober gant Lukius Iañ, .... Gallout a rafes diskouez din pelec'h ha gant piv eo bet graet an dibab a venegez el linenn-se? Kaer am eus klask, ne gavan ket. A galon. Bianchi-Bihan 2 Gen 2010 da 18:31 (UTC)Respont

Ya evel-just e c'hellan lavar dit pelec'h em eus lennet kement-mañ. Er bajenn Kaozeal:Lukius Iañ sellout a rez adalek ar 5 linenn ziwezhañ a-raok ar rannbennad Eilet diwar Wikipedia:Pajennoù da nullañ gant --Neal (Kaozeal) 10 Du 2008 da 15:31 (UTC). E gwir e-barzh an afer-se n'on nag evit nag a-enep diskoulm ebet. C'hoant 'm eus kompren perak e vez kaoz eus un tu eus un dibab ofisiel ha goude-se e vez graet un dra all eus un tu all. Ha dre-se petra a rankomp ober. Setu tout, ken eeun a-se eo an afer evidon. --Y-M D 2 Gen 2010 da 19:22 (UTC)Respont
Emaout o lavarout eo un dibab personel graet gant un den, neketa ? Gallout a rez lavarout dibab piv ? Ha war betra eo diazezet ? Bianchi-Bihan 2 Gen 2010 da 19:27 (UTC)Respont
Pa lennan an destenn e seblant din ez eo dibab ur merour (Benoni) diazezet war un eskemm a ziskouez ez eus muioc'h a dud a-du eget a dud a-enep. Setu penaos e komprenan an traoù. --Y-M D 2 Gen 2010 da 19:33 (UTC)Respont
Setu. Un dibab personel (ha n'eo ket unan graet gant voterien) evel a laren. Graet hep diazez skiantel. Goude ur vot hag a roe pep gouiziegezh d'ur merour, un dra bennak evel ar Spered Santel. Aze emaomp e barr an holloueziadurouriezh.
An traoù a denn d'an anvadurezh, goulenn digant ar re o deus prenet un tammig skiant, n'int ket ken eeunik-se. 3 Gen 2010 da 10:15 (UTC)
Da zoare da welet an traoù eo marteze. War a seblant e oa a-du al lod vrasañ war ur stumm neuze eo bet lakaet ar stumm-se da hini Wikipedia. Ar pezh a stadan eo. Ma 'z eo se un dibab personel... Goude ma gav dit n'eo ket an dibab vat a zo bet graet e c'hell an holl goulenn digeriñ ar gaoz adarre. E lec'h mont da furchañ en traoù tremenet klask sevel dibaboù an dazont. --Y-M D 3 Gen 2010 da 11:10 (UTC)Respont
War a seblant ne fell ket dit klozañ an afer ha me gred ec'h eus komprenet fall un toullad traoù (anat din pa skrivez Lennet 'm eus ivez e oa bet dibabet ober gant Lukius Iañ, un dra faos). Koulskoude em boa klasket displegañ, ha me soñje ez poa komprenet, e oa daou zibab personel disheñvel a oa bet kinniget gant daou verour disheñvel. Din-me eo bet hir a-walc'h ar gaoz-se, hag un toullad pennadoù nevez am eus savet abaoe. A galon. Bianchi-Bihan 4 Gen 2010 da 13:48 (UTC)Respont
Pelec'h peus lennet n' em boa ket c'hoant klozañ gant ar gaoz-se ? Ha gwir eo e vez skrivet splan gant ur merour e sav al lodenn vrasañ a-du gant un dibab. Goude-se me n' am eus ket galloudoù hud ha ne c'hellan ket gouzout da vat petra a c'hoarveze rik d'ar mare-se. Setu perak em boa goulennet gant merourien all reiñ ho ali war an afer-se dre m'o doa kemeret perzh d'ar mare-se. Evidon e oa sklaer e oa daou dra disheñvel ivez, eus un tu e oa ret doujañ d'ar reolennoù ha diouzh an tu all e oa tu kemmañ anezho. Ha daou dra disheñvel mik, daou mont endro e oa 'vidon, daou gaoz disheñvel da gaout. Setu an doare am eus bet da wellat an traoù. A galon --Y-M D 4 Gen 2010 da 19:46 (UTC)Respont

Patromoù

kemmañ

Salud dit! Un Okitan en deus kinniget din traoù a seblant bezañ dedennus. Sell ouzh ma fajenn gaozeal. A galon, --Llydawr 19 Gen 2010 da 17:03 (UTC)Respont

Ya lennet 'm boa, met ne ran ket re war-dro merañ pajennoù ar c'humunioù, neuze ne ouezan ket ma 'z eo efedus. Emaon o vont da adlenn ha da furchal un tamm, goude-se e lavarin dit petra soñjan. --Y-M D 19 Gen 2010 da 18:53 (UTC)Respont
Moarvat e vefe talvoudus goulenn gantañ sevel deomp unan (evit Breizh da skouer) evit gouzout penaos e implijout ha ma 'z eo dedennus. Petra soñjez ? --Y-M D 19 Gen 2010 da 19:02 (UTC)Respont
Graet en deus evit al Liger-Atlantel (http://oc.wikipedia.org/wiki/Modèl:Popfr44). Met ne gomprenan ket re an traoù-se ha ne ran ket war-dro ar c'humunioù kennebeut. Kadbzh a c'hallfe kaout ur soñj marteze ? Llydawr 28 Gen 2010
Trugarez dit ! --Llydawr 29 Gen 2010 da 07:14 (UTC)Respont
Gant plijadur. --Y-M D 29 Gen 2010 da 07:18 (UTC)Respont

Eil brezel-bed

kemmañ

Salud. D'am soñj eo "Eil brezel-bed" hag oa bet divizet. A galon. Klaod Kadbzh 31 Gen 2010 da 18:56 (UTC)Respont

Bet on da adlenn, hag evel ma soñjen e oa bet dibabet ober gant ar stumm "Eil Brezel-bed" ha ket "Eil brezel-bed". Amañ e vez displeget pep tra. --Y-M D 1 C'hwe 2010 da 18:08 (UTC)Respont
OK. Faziet oan. Kudenn ebet neuze. A galon. Klaod. Kadbzh 1 C'hwe 2010 da 21:04 (UTC)Respont

Bet

kemmañ

Da lenn:

Bianchi-Bihan 1 C'hwe 2010 da 18:22 (UTC)Respont

Ok bet on o lenn. Trugarez --Y-M D 1 C'hwe 2010 da 18:28 (UTC)Respont

Bianchi-Bihan 1 C'hwe 2010 da 18:29 (UTC)Respont

Brezhonekaat skeudenn "Korf an den"

kemmañ

Taol ur sell ouzh ar pezh am boa skrivet en davarn (aet eo diwar wel bremañ) : Wikipedia:Kumuniezh/An davarn/sizhunvezh 53 bloaz 2009#Brezhonekaat. --Yun (kaozeal) 8 C'hwe 2010 da 14:47 (UTC)Respont

Nemet

kemmañ

Skrivet 'feus meur a wech: ... ne vo nemet da grouiñ ar rummad a zere : ne vo nemet krouiñ, e brezhoneg. Bianchi-Bihan 16 C'hwe 2010 da 15:18 (UTC)Respont

Klask a rin derc'hel soñj evit ar wechoù o tont. Trugarez --Y-M D 16 C'hwe 2010 da 15:19 (UTC)Respont

Sinadur

kemmañ

Evit sinañ gant ur sinadur personelet, kae er bajenn penndibaboù. Ret e vo dit askañ Sinadurioù diliamm (hep liamm emgefre) el lodenn sinadur, ha goude e c'helli skrivañ ar pezh ar gari er c'hombodig Ho lesanv. Setu amañ ar pezh em eus skrivet : [[Implijer:Yun|Yun]] <small>[[Kaozeadenn Implijer:Yun|(kaozeal)]]</small>. Lod o deus kalz a ijin, hag a laka skeudennoù en o sinadur zoken. --Yun (kaozeal) 16 C'hwe 2010 da 15:57 (UTC)Respont

Komprenet em boa e oa ret mont d'ober se du-se, met n'am boa ket soñjet lakaat Sinadurioù diliamm (hep liamm emgefre). Emaon o vont da glask. Trugarez. --Y-M D 16 C'hwe 2010 da 16:38 (UTC)Respont

D'ober, da welet

kemmañ

Asantiñ ur reked

kemmañ

Hag asantiñ a rafes (pe get) ar goulenn(où) am eus savet amañ? Trugarez.--Gwendal 6 Meu 2010 da 18:22 (UTC)Respont

Marc'hegezh

kemmañ

Salud dit ! Marteze e c'hallfes goulenn ouzh aozer(ez) ar pennad Marc'hegezh petra a dalvez "An eun denn-gezeg" evitañ pe eviti ? Petra eo ar ger "eun" ? Trugarez dit en a-raok ! --Llydawr 13 Meu 2010 da 09:15 (UTC)Respont

En ober a rin. Ma gavez tammoù frazennoù all ha n'int ket sklaer sav ar goulenn er bajenn kaozeal, mod-se e vo aesoc'h din pa rin war-dro ar frammañ, ha goulennet e vo ganto. Trugarez --Y-M D (kaozeal) 13 Meu 2010 da 11:49 (UTC)Respont

Merzout

kemmañ

N'eus verb ebet a vefe skrivet merzHout. --Ex-Smith 13 Meu 2010 da 16:13 (UTC)Respont

Ok. Ha n'eus ket eus ar ger Merzher pe un dra mod-se... --Y-M D (kaozeal) 13 Meu 2010 da 16:15 (UTC)Respont
Eo, merzher, hag ar verb merzheriañ, met disheñvel penn-da-benn eo o ster! --Ex-Smith 13 Meu 2010 da 16:19 (UTC)Respont
Merzher, evel Merthyr. Bianchi-Bihan 13 Meu 2010 da 16:42 (UTC)Respont

Botoù hep statud

kemmañ

Setu amañ roll ar robotoù o deus labouret nevez 'zo er wikipedia brezhonek hep statud :

Lod anezho o deus graet ur goulenn er bajenn Wikipedia:Bot, met n'o deus ket bet respont ebet betek-henn. Ret eo bezañ bureviad da vihanañ evit gallout reiñ ar statud-se ha ne vez ket gwelet Neal dre amañ ken. Marteze e c'hellfemp skrivañ dezhañ pe goulenn gant ur penn bras dont amañ d'ober war-dro. A-galon. --Yun (kaozeal) 14 Meu 2010 da 12:10 (UTC)Respont

Patrom:Infobox poellad

kemmañ

Salud dit. Implijet em eus ar bajenn gozh {{Infobox Meziant}} evit ober un taol esae. Menel a rae daou bennad gant an infobox-se enno am eus kempennet : Blender ha Rainlendar. Meur a gudenn a zo savet met ne vezont ket gwelet, marteze e kavi an draen... A-galon. --Yun (kaozeal) 15 Meu 2010 da 02:52 (UTC)Respont

Tennet ganin

kemmañ

Un dra diezhomm am eus kavet amañ: http://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Jose%C3%ADto_Fern%C3%A1ndez&action=historysubmit&diff=551112&oldid=524316 Bianchi-Bihan 24 Meu 2010 da 03:52 (UTC)Respont

Mat eo din, trugarez dit evit bezañ astennet ar pennad. A galon --Y-M D (kaozeal) 24 Meu 2010 da 07:13 (UTC)Respont
Tennañ a ran an arouez-se seul wech ma kavan anezhañ diezhomm: astenn ur pennad a c'haller atav. Hag ar pennad brezhonek a oa keit hag er yezhoù all , hag a zo hiroc'h eget er re all bremañ. Bianchi-Bihan 24 Meu 2010 da 09:02 (UTC)Respont
OK. --Y-M D (kaozeal) 24 Meu 2010 da 17:00 (UTC)Respont

Kenurzhiennoù geografek

kemmañ

Salud dit. Emaon o labourat war ar c'henurzhiennoù geografek (e-giz-se e vez lavaret e Lise Diwan ?) hag ar patrom {{Coord}}. Ha gallout a ri kemer ar 25 linenn gentañ er bajenn Implijer:Yun/monobook.css, a-raok

/**************************
 ***     Infobox v2     ***
 **************************/

ha lakaat al linennoù-se er bajenn MediaWiki:Common.css, a-raok "*** Infobox v2 ***" ivez ? Ret eo bezañ merour evit gallout kemmañ ar bajenn-se. Gant se e vo diskwelet ar c'henurzhiennoù geografek er stumm derez-munutenn-segondenn pe er stumm degel. Trugarez. --Yun (kaozeal) 24 Meu 2010 da 10:20 (UTC)Respont

  Setu graet an traoù, mat 'vo gwiriañ ez eo bet graet mat memestra. --Y-M D (kaozeal) 24 Meu 2010 da 19:39 (UTC)Respont
Trugarez. Mat eo. Ne weler ket an efedoù c'hoazh, marteze e rankimp gortoz un tamm. --Yun (kaozeal) 25 Meu 2010 da 06:32 (UTC)Respont
Mat eo bremañ. Displeget e vo pep tra er bajenn {{Coord}}. Ha diwar-benn ar c'heriaoueg : kenurzhiennoù geografek a vez lavaret el lise ? Evel se emañ e geriadur ar skiantoù hag an teknikoù. --Yun (kaozeal) 26 Meu 2010 da 06:14 (UTC)Respont
Digarez ma n'am boa ket respontet dit en un doare klok, met kudennoù am boa gant internet. Ne vez ket komzet eus kement-mañ el Lise neuze n'ouzon ket ha reizh eo. Met en ur prederiañ un tamm e savan a-du gant an dibab-se. Pa 'vez kaoz eus ordonnées el Lise e lavaromp urzhiennoù, neuze coordonnées a zo kenurzhiennoù. Ur goulennig am eus mod-all, perak 'peus dalc'het ar stumm gall d'ober evit envel ar patrom ({{Coord}}) ha ket klasket e vrezhonekaat ? Hag echuet eo ar patrom-se bremañ, pe e chom labour ? Un draig all c'hoazh. Un tamm amzer 'zo em boa klasket ouzhpennañ kartennoù ar gumunioù en daolenn kumun, met ne oa ket deuet a-benn. Neuze ma 'peus un tamm amzer un devezh bennak evit teurel ur sell ([23]), al lodenn da heul eo a vefe dedennus gellout ober amañ ivez :
 | géoloc-département = 
Trugarez --Y-M D (kaozeal) 26 Meu 2010 da 07:44 (UTC)Respont
Trugarez evit da respont. E gwironez ez eo ar stumm saoznek a zo bet dalc'het evit envel ar patrom {{Coord}}. Krouet e oa bet er wikipedia brezhonek gant Damien Perrotin hag implijet e veze dija e meur a bennad. Ne vo ket implijet war-eeun peurvuiañ met galvet e vo gant ar patrom {{Kenurzhiennoù/dms2dec}}, galvet d'e dro gant {{Infobox/Linenn gemmesk ledred hedred diret}} a zo ur vrikenn evit sevel patromoù infobox. Labouret em eus war ar c'henurzhiennoù evit echuiñ gant ar vrikenn-se. Echu eo ar rummad patromoù a denn d'ar c'henurzhiennoù, menel a ra un nebeud pajennoù displegañ da sevel c'hoazh, ha gwellaennoù ivez, met mont a ra en-dro.
Evit ouzhpennañ kartennoù en daolenn gumun e c'hellimp ober gant ar vrikenn ziwezhañ a chom da sevel e-touez an 22 vrikenn a servijo da sevel patromoù infobox. Ret e oa din echuiñ gant ar c'henurzhiennoù da gentañ. Ur sapre chanter e vo hag ezhomm am bo da gaout sikour evit treiñ an holl batromoù lec'hiañ. Da c'hortoz e c'heller sevel patromoù infobox gant ar brikennoù a zo. Pa vo prest ar vrikenn {{Infobox/Geolec'hiadur}} e vo trawalc'h ouzhpennañ anezhi er patrom hep cheñch netra er pennadoù evit diskwel ar c'hartennoù lec'hiañ, rak implijout a ray ar c'henurzhiennoù (led[red] hag hed[red]) a vo bet roet dija er pennadoù.
--Yun (kaozeal) 26 Meu 2010 da 09:08 (UTC)Respont

Patrom géoloc

kemmañ

Mat 'vije kaout ur patrom da lec'hiañ kumunioù Breizh war ur gartenn e-giz ar wiki manavek [24]. N'eus ket a gartenn gant Breizh a-bezh war commons ken resis hag amañ da skouer, dav vije goulenn digant unan e sevel, gant ar pemp departamant ar wech-mañ... Pe neuze e reer gant an departamantoù nametken.--Gwendal 26 Meu 2010 da 09:04 (UTC)Respont

Savet em eus div (torosennadur ha melestradur) met n'int peurvat c'hoazh. Ar pep gwellañ a vefe kaout div gartenn e projektadur kranennel. Aesoc'h eo ober gant ar re-se evit lec'hiañ ur poent daveet gant e genurzhiennoù war ar gartenn. --Yun (kaozeal) 26 Meu 2010 da 09:15 (UTC)Respont
Setu, eilet em eus anezho er wikipedia brezhoneg : Skeudenn:Breizh geo.png ha Skeudenn:Breizh departament.png. Gallout a reer gwelet n'eo nag eeun na parallek al ledredoù hag an hedredoù. --Yun (kaozeal) 26 Meu 2010 da 09:22 (UTC)Respont

Republik Soviedel ar Menezioù

kemmañ

Salud dit ! Stanket 'peus kont un implijer dianav o welet e oa dizemglev etre an den-se hag un implijer all abalamour d'ur gartenn e daou bennad, Republik Soviedel ar Menezioù ha OE Osetia ar Su. Da'm soñj n'eus ket da zibab mont a-du gant an eil pe gant egile eus an daou implijer-se. Aferioù diabarzh Osetia pe Jorjia ne sellont ket ouzh ar Wikipedia brezhonek. Ar gartenn-se a gaver er pennadoù e yezhoù all ha n'eus netra direizh ganti (taol ur sell, ma kerez, ha taol ur sell ivez ouzh ar c'hemmoù degaset gant "Geagea" er Wikipedia saoznek[25]). A galon, --Llydawr 24 Meu 2010 da 16:49 (UTC)Respont

Faziet 'm eus neuze. En ur lenn ar pezh en doa skrivet an den e seblante din e oa an implijer dianv o lakaat reuz. Distanket 'm eus an implijerien. Hag ouzhpennet 'peus ar gartenn en-dro ? Marteze e vefe mat respont d'an implijer Geagea. A galon --Y-M D (kaozeal) 24 Meu 2010 da 17:07 (UTC)Respont

Implijer:Anna-vari

kemmañ

... bet lennet un draig eus e berzh nevez 'zo, p'en doa krouet e bajenn. Diotaj, me ' gred. Marese e c'hellfec'h adkavet ar bajenn. Trugarez en a-raok. A galon. Klaod Kadbzh 27 Meu 2010 da 21:57 (UTC)Respont

Eus ar pezh a oa skrivet war ar bajenn implijer emaout o komz ? Diverket eo bet ar frazenn gant Yun. Emaon o vont da skrivañ da Implijer:Anna-vari evit displegañ an traoù. --Y-M D (kaozeal) 28 Meu 2010 da 10:16 (UTC)Respont
Kazimant sur on n'eo ket ganti e oa bet skrivet ar sotonioù, met gant ur c'hanfard all eus al lise. Da'm meno e vefe gwelloc'h chom hep adskrivañ ar frazenn divalav-se adarre. --Yun (kaozeal) 28 Meu 2010 da 13:14 (UTC)Respont
Ok, emaon o vont da dennañ ar frazenn. --Y-M D (kaozeal) 28 Meu 2010 da 13:31 (UTC)Respont

Denez Prigent

kemmañ

Mat an traoù ganit ? Emaon o treiñ Denez Prigent diwar ar « pennad mat » em eus savet e galleg. Gouzout a ran mat n'on ket barrek war ar brezhoneg, neuze, emaon o klask unan bennak a c'hellfe adlenn ha kempenn ar pennad. Gallout a rafes, pe ober an dra-se, pe lavaret din piv a c'hellfe bezañ intereset ? D'am soñj em eus troet war-dro hanter ar pennad, kenderc'hel a rin pa vo din amzer. Oy 28 Meu 2010 da 18:54 (UTC)Respont

Mat ar jeu ganin, ha ganit penaos 'mañ kont ? Ne gav ket din ez hon an hini barrekañ war ar brezhoneg er Wiki, mont a rin da deurel ur sell memestra. Kinnig a rafen dit sevel ar goulenn ouzh Implijer:Bianchi-Bihan, Implijer:Ex-Smith pe Implijer:Llydawr, e gwir ez eus un toullad tud barrek war ar brezhoneg du-mañ. Gwelet 'm eus e poa graet ur sapre labour treiñ hiziv, gourc'hemennoù. Plijus eo atav kaout tud ouzhpenn o labourat ganeomp. A galon --Y-M D (kaozeal) 28 Meu 2010 da 19:09 (UTC)Respont

Ya

kemmañ

Pep den a c'hall kemm. Bianchi-Bihan 31 Meu 2010 da 06:36 (UTC)Respont

N'on ket sur em eus komprenet ar pezh 't eus lavaret. Gallout a rez kemmañ ar pennad, sur a-walc'h, fazioù a ran ha kontant on pa vezont reizhet. Oy 31 Meu 2010 da 09:06 (UTC)Respont
Eus un dra all e oa kaoz . Bianchi-Bihan 31 Meu 2010 da 10:13 (UTC)Respont

Tagadenn

kemmañ

Tennet ganin un dagadenn bersonel , adlakaaet unan all gant ar memes den. Ma ne vez ket tennet gant ur merour, en anv reolennoù wikipedia, daoust hag aotreet on d'ober eveltañ? Bianchi-Bihan 5 Ebr 2010 da 05:53 (UTC)Respont

Din n'eo ket splann ez eo un dagadenn. Displegañ a ra abeg e zibab. Ha n'eo ket falloc'h e ouife an dud perak. Marteze ne gav ket dit e peus graet te tra ebet dezhañ, met eñ a sant ar c'hontrol war a seblant. Ne gav ket din ez eo un dagadenn lavaret pa vezer lakaet diaes gant un den. Hogen arabat eo mont re vuan ganti, ne 'z eus ket aotre da dagañ ar re all. Aze ne ra ket a gav din, ne vez ket o tagañ ac'hanout, menegiñ a ra un abeg tra ken. Ha peurliesañ pa dager unan bennak ez eo peogwir ez eus bet darvoudoù a-raok, war am eus komprenet n'ez eus ket a abeg resis, hervezout, evit ma dagfe ac'hanout... Ouzhpenn-se n'eo ket meneget da anv, nag hini den ebet. A galon --Y-M D (kaozeal) 5 Ebr 2010 da 16:27 (UTC)Respont
Degas a ran da soñj dit ez poa lavaret sklaer dezhañ e oa aotreet kemmañ ar pennadoù. Goude-se ez poa lavaret e oa furoc'h gortoz. Ha soñjal a ra dit e oas bet komprenet gantañ? Bianchi-Bihan 5 Ebr 2010 da 16:34 (UTC)Respont
Perak e komzez din eus se ? N'eus tra ebet da welet. --Y-M D (kaozeal) 5 Ebr 2010 da 16:48 (UTC)Respont
Perak e respontez evel-se? Gouzout a rez eo aze emañ gwrizienn an afer. Ma oa aotreet kemmañ n'eus ket aotre da gomz eus taol-nerzh, keta ? Bianchi-Bihan 5 Ebr 2010 da 17:16 (UTC)Respont
Amañ ivez e vez mesket an traoù. Tremen eus tagadenn gant ar frazenn "...abalamour d'ar memes den" d'an aotre da gemmañ traoù ha d'un taol nerzh. Zoken ma 'z eo liammet ne c'heller ket meskañ pep tra. Ne vez ket mesket ar bara gant ar soubenn zoken ma 'z eo mat debriñ soubenn ha bara war ar memes tro. Traoù all 'm eus d'ober eget komz difin, dreist-holl pa ouezan ne zaio ket an traoù war-raok. Ken ur wech all --Y-M D (kaozeal) 5 Ebr 2010 da 19:31 (UTC)Respont

Taol-nerzh

kemmañ

Fentus eo: pa oa un den o komz eus taol-nerzh pa'm boa graet UR c'hemm ne oa ket bet lavaret dezhañ ez ae re bell. Ne gomzin ket ken eus an tagadennoù, peogwir ne welez hini ebet. Ha ne gavez ket iskis unan dianav ha n'en deus netra d'ober nemet kavout abeg e labour un den (ha n'eo ket daou na tri)? Pa van kousket an neptuegezh war-lerc'h he skudellad soubenn ne vez ket fall he dihuniñ. Bianchi-Bihan 11 Ebr 2010 da 06:18 (UTC)Respont

Me ne gavan ket-se fentus, pe ket ar memes fent d'an nebeutañ. Perak e kavfe ar c'hemmoù-se abeg e labour unan bennak ? Ma ne oa ket klok ar pennadoù e oa un abeg resis evit lakaat ar patrom. Ha penaos gouzout ma 'vez klasket abeg e labour un den ? Tra ken peogwir eo bet ouzhpennet e 4 pennad bet savet ganit ? Treut un tamm eo evel arguzenn. N'eo ket ur gudenn ouzhpennañ ar patrom 'zo kaoz outañ er pennadoù, pell alese. Pa savan pennadoù ec'h ouzhpennan ar patrom-se me va unan gwechoù 'zo. Kavout a ran ez eo er c'hontrol un ostilh labour talvoudus ha da implijout en un doare efedus (pe an efedusañ posubl). A galon --Y-M D (kaozeal) 14 Ebr 2010 da 22:29 (UTC)Respont


Infobox

kemmañ

Setu lakaet ar piktogramm a-zoare evit an Infobox C'hoariva (tud)‎. Lakaet em boa anezhañ dija evit an Infobox Sinema (tud) (Emichañs teu mat war-wel ganez, gw. amañ da skouer Nicole Kidman. Mat e vefe din labourat war karta al livioù... Mat eo bremañ evit al liammoù etrewiki ivez. A galon. --Matilin 25 Ebr 2010 da 14:00 (UTC)Respont

Mat eo evidon, trugarez. Tu 'vo gwelet evit karta al livioù, gwir eo, met diwezhatoc'h em bo un tamm muioc'h a amzer. --Y-M D (kaozeal) 25 Ebr 2010 da 19:03 (UTC)Respont

Bannieloù

kemmañ

Salud, ma kavez hir da amzer e vank un nebeud patromoù bannieloù. Dre zegouezh em eus kavet : [26]. A galon. --Ex-Smith 2 Mae 2010 da 19:17 (UTC)Respont

Ne gavan ket hir va amzer, met kroget 'm eus d'ober war-dro ar patromoù a vanke avat. --Y-M D (kaozeal) 2 Mae 2010 da 19:47 (UTC)Respont
Trugarekaat. Bet o lenn ar pennad diwar-benn Shanghai dre zegouezh peogwir e oa meneget er bajenn degemer. El lise e vin a-benn ar Merc'her 19, diouzh ar mintin nemetken. --Ex-Smith 2 Mae 2010 da 19:56 (UTC)Respont

Tu

kemmañ

Gant pezh ac'h eus skrivet e-barzh ma fajenn e kav din eo ret dit lenn: http://br.wikipedia.org/wiki/Wikipedia:Ar_fazio%C3%B9_stanka%C3%B1#Tu . A galon. Bianchi-Bihan 2 Mae 2010 da 19:44 (UTC)Respont

Bet on o lenn. Trugarez --Y-M D (kaozeal) 2 Mae 2010 da 19:50 (UTC)Respont

Carla Bruni

kemmañ

Kavet ganin ha skarzhet : Roll gwregoù des présidents de la République française . Bianchi-Bihan 16 Mae 2010 da 14:24 (UTC)Respont

Digarez ac'hanon, met e lec'h skarzhañ tout al labour am eus graet dec'h e pefe gellet adframmañ ha kempenn anezhañ. Ne lavaran ket e oa direbech ar pezh am boa graet, met traoù ouzhpenn am boa degaset. Ar pennad a zo gant ur stumm doare katalog betek re ha traoù amspis a zo ivez (perak lavarout ez eo dimezet gant ur politikour gall hep menegiñ e anv hag e statud ?). Ha war a seblant em boa disoñjet treiñ traoù 'zo, Oups. --Y-M D (kaozeal) 16 Mae 2010 da 14:33 (UTC)Respont
Marteze e vanke anv ar politikour, bremañ emañ er pennad. Ar "ger" gwregoù n'emañ ket c'hoazh e brezhoneg. Bianchi-Bihan 16 Mae 2010 da 14:56 (UTC)Respont

Fulup ha Kaozeal : Redadeg 2010

kemmañ

Pa vez un evezhiadenn d'ober d'un den e vije mat ober war e bajenn, ha n'eo ket en davarn. Diouzh a welan, n'eus ket bet hini ebet war e bajenn. Moarvat peogwir ne oa ket ezhomm. Bianchi-Bihan 16 Mae 2010 da 15:13 (UTC)Respont

Kontet em eus e c'halle Fulup lakaat betek c'hwec'h tagadenn en ur pennad, hep sachañ evezh ar verourien:

  • Dilezet em boa ar wikipedia brezhoneg un toullad mizioù zo (abalamour da emzalc'h mantrus an Ao Blanchi dreist-holl) : displegadenn ebet, tagadenn bersonel diabeg
  • lezel ur betis e-giz-se da dremen : tagadenn bersonel adarre

*"Ar redadeg 2010" an hini zo reizh ha n'eo ket "redadeg 2010" (ha n'eo ket gwall vrezhoneg 'm eus aon): marteze n’eo ket an hini kavet mat gantañ, met reizh eo, ha brezhoneg a ouzon, goude ma c'hallan faziañ, hag eñ ivez;

  • an ao. Blanchi: ne gontan ket ken an distummadurioù eus un anv hag a zisplij dezhañ
  • Klasket en deus an ao. Blanchi bezañ glepoc'h eget ar glav : ster ar ger glep zo anavezet mat gant brezhonegerien zo, hag ur gunujenn eo;
  • Ne gomprenan ket petra zo kaoz ne vez ket enebet muioc'h ouzh an den-se? … Ma 'm eus un ali da reiñ deoc'h, eo diwallit outañ … Sed aze un ali neptu hag ur galv d'an dud da vont a-enep d'un den, difennet groñs er reolennoù (deuet da vezañ didalvoud?). Bianchi-Bihan 16 Mae 2010 da 15:35 (UTC)Respont
N'eo ket re wir lâret n'eo ket bet sachet evezh ar verourion gant e emdalc'h, rak skrivet em eus me e rankfe difenn e savpoent hep mont da gununjenniñ an dud (aman:[27]). Gwir n'on ket bet gwall oberiant war ar raktres ar bloaz-mañ, met grevus e kavan gwelet e teufe en-dro tud all ken dioberiant all evit tagañ implijerion all a labour ingal diouzh o zu. Neal (Kaozeal) 16 Mae 2010 da 18:08 (UTC)Respont
Evel am eus bet lavaret n'eus bet kunujennet den ebet. ("gleb" e "glepoc'h eget ar glav" (plus royaliste que le roi), n'eo ket ur gunujenn, din da c'houzout). Un tammig goap (farsus?) am eus graet, ya, en anzav a ran. Met daoust ha ne zellez ket hor mignon oberiant ha tagnous e vefe graet fent gantañ ur wechig dre vare. Ma 'm eus soñj mat, e oar an aotrou ober gant tagadennoù ha kunujennoù fogn. Ne oa ket bet gourdrouzet ar paotr gant ar verourien meur a wech? Ma, mar lavarit ne fell ket deoc'h gwelet tagadennouigoù bihan eus ma ferzh. Ne rin ket mui.
Ar ger betis n'eo ket un dagadenn, lavaret en deus bet "Ar redadeg 2010 n'eo ket brezhoneg." Ha Llydawr hag an ao. ex-Smith war e lerc'h. Ur betis o deus lavaret o-zri. Souezhet on o welet ne oa deuet merour ebet da reizhañ ar betis-se, ur betis en doa lakaet ac'hanon da vont diwar ma zreid, gwir eo.
Evit a sell eus anv an ao. Mar fell dezhañ e rafen gant ao. Blanchi e-lec'h ao. Bianchi, mat eo din. Ober a rin gant ao. Blanchi diwar vremañ. Ne fell ket din feukañ den ebet amañ.
A galon. Fulub-Cayenne"sotoc'h eget an den hen kelenn" 16 Mae 2010 da 18:37 (UTC)Respont

Hep sachañ evezh ar verourien ? Gant tri merour ez eus bet graet un evezhiadenn da Fulup Cayenne evit goulenn gantañ chom hep kunujenniñ hag evit chom reizh gant an implijerien all. Hag ar respontoù en deus roet da-heul an evezhiadennoù-se a zo bet doujusoc'h. D'am soñj eo ret tremen dreist d'an traoù-se ha mont war-raok gant an hent, traoù all a zo d'ober eget koll amzer da chikanañ, met en ur chom reizh, seven, ha doujus evel-just. A galon --Y-M D (kaozeal) 16 Mae 2010 da 19:50 (UTC)Respont

Ne gomprenan ket. Ma soñj a oa reizhañ un dra diwir bet embannet er wikipedia. Gwir am eus graet kement-se en ur implijout un ivinadig goaperezh e-keñver an ao. B*anchi met goulennet em eus bezañ digarezet (meur a wech) ha chomet on seven penn-da-benn. E mod ebet em eus kunujennet den ebet. Betis a oa re greñv? Ur wech ouzhpenn e c'houlennan bezañ digarezet.
Met c'hwi eus ho tu mar plij, paouezit da lavaret e kunujan an dud. N'eo ket gwir. Sed amañ ar pezh emaon o paouez resev :
==Redadeg, Blanchi e-lec'h Bianchi ha kunujennoù== Salud. E-giz merour e c'houlennan ganit paouez gant da evezhiadennoù a denn da gunujennoù. --Ex-Smith 16 Mae 2010 da 19:44 (UTC)Respont
Ne gomprenan ket ha mantret on. Diouer geriaoueg ez eo? Ma evezhiadennoù ne dennont ket da gunujennoù. Nemet ha dall e vefen?
A galon memes tra. Fulub-Cayenne"sotoc'h eget an den hen kelenn" 16 Mae 2010 da 20:11 (UTC)Respont

Evel ma 'm eus lavaret e soñj din eo poent tremen dreist d'an afer kunujennoù-se. Fulup a zo bet kelaouet da-geñver ar c'hunujennoù hag en em zigarezet eo. Me lavarfe, mat an traoù evit ar wech-mañ. Deomp da draoù all, komzomp eus an danvez. --Y-M D (kaozeal) 16 Mae 2010 da 20:14 (UTC)Respont

Evit an danvez, a gredan, em boa graet ma c'hont dec'h, ha kemer a rin ar gwir da zrailhañ kaoz a-hed hag a-dreuz evel ar paotr Filipig, sur ha n'eo ket marteze. Bianchi-Bihan 17 Mae 2010 da 05:53 (UTC)Respont

Demat, trugarez

kemmañ

Capsot 15 Mez 2010 da 08:53 (UTC)Respont

Gant un "n" ouzhpenn e kemm pep tra

kemmañ

Diwall: kanañ pe kannañ? Bianchi-Bihan 17 Mez 2010 da 08:31 (UTC)Respont

Lennet em eus an dra-se goude bezañ cheñchet ar bajenn. Telepatiez ? OyP· 17 Mez 2010 da 10:14 (UTC)Respont
Evel-just e cheñch pep tra, ha gouzout a ouien ouzhpenn, spi 'm eus ez eo ur fazi dievezh... --Y-M D (kaozeal) 18 Mez 2010 da 19:02 (UTC)Respont

Patrom nevez Poull

kemmañ

Trugarez evit ar patrom Poull. Graet em eus un taol-esae gant strollad C Kib vell-droad ar bed 2010. Aes eo da implijout. An diskoulm am eus kavet evit lakaat anv ar blanterien palioù (n'eo ket raktreset er patrom) eo kodiñ se war-eeun e-barzh (lammat ul linenn gant <br/> ha lakaat etre kromelloù an anv + e peseurt munutenn eo bet lakaet ar pal. Ar c'hod n'eo ket ken sklaer marteze, n'ouzon ket petra a soñjez. Simploc'h c'hoazh e vefe ma vefe raktreset se er patrom (goude skor= ha skipailh= e vefe pal= )met diouzh an tu all se a dalvez 1. lammat ul linenn dre ret padal ne vez ket palioù dre ret 2. kaout un dra ouzhpenn n'eo ket talvoudus evit krogadoù rugbi pe mell-baner da skouer. Peotramant un diskoulm a c'hallfe bezañ eo e savfen ur patrom nevez anvet paler pe lakaer palioù. Evel-se diouzh ma vefe lakaet ur pal pe get (ha diouzh ar c'hoant resissat pe get) e vefe posupl d'an traoù bezañ skor= skipailh= paler=
A-hend-all daou draig a-dreuz zo em zaol-esae ha na gomprenanan ket : ur c'hrogad Slovenia-Slovenia a zeu war-wel e plas Slovenia - SUA, padal em eus merket mat SUA. Ur bitrak all : ne zeu ket war wel ar varennig stagañ en disoc'h diwezhañ (?)
Un dra diwezhañ, gwelet em eus e rez gant MEX e plas Mec'hiko evit ar patrom banniel, ul lec'h zo evit kavout roll berradurioù ar broioù ? Glombzh 18 Mez 2010 da 13:54 (UTC)Respont

Me gav ez eo efedus an doare ac'h eus implijet evit lakaat piv an hini en deus lakaet ar pal, ha ne soñj ket din ez eus ezhomm eus ur patrom nevez all. Evit ar bitrakoù meneget ganit avat e choman divouezh, dre ma n'am eus ket graet nemet adkemer ar patrom gall ha treiñ anezhañ n'ouzon ket eus pelec'h emañ ar gudenn o tont, n'am eus kemmet tra ebet all. Gwelet 'm eus e poa reizhet ur fazi dievezh am boa graet, ha setu reizhet ur gudenn neuze (Slovenia/SUA). Evit al lodenn all e vefe ret sellet un tamm donoc'h, me n'am eus kavet tra.
Evit ar pezh a denn d'an anvioù implijet evit ar patromoù ez eus 2 ziskoulm. Pe ec'h implijez anv brezhonek ar vro (graet 'm eus war-dro sevel anezho, setu e rank al lodenn vrasañ anezho bezañ prest, ma n'int ket goulenn ganin) (evel Mec'hiko, da skouer), pe mod all e c'helles ober gant berradur etrevroadel anv ar vro (evel MEX da skouer). Ha sklaeraet 'm eus an traoù ?
Lavar din ma gavez pehini eo kudenn ar patrom poull. --Y-M D (kaozeal) 18 Mez 2010 da 20:43 (UTC)Respont
Evit Slovenia-Slovenia eo renket : kavet em eus un ui-koukoug er patrom. Mat eo evit ar varennig-stagañ ivez Glombzh 18 Mez 2010 da 20:39 (UTC)Respont
Ma 'z eo diskoulmet ar gudenn n'eo ket falloc'h. Gant ma servijo dit (pe d'ar re all  ) ar patrom... --Y-M D (kaozeal) 18 Mez 2010 da 20:45 (UTC)Respont

Patrom:Infobox Album v2

kemmañ

Ha gellout a rafez lakaat bravoc'h ar patrom-mañ, evel ma 'peus graet evit ar re all. Trugarez --Y-M D (kaozeal) 2 Mez 2010 da 06:26 (UTC)Respont

  Gwelloc'h a c'haller ober, kredapl, met un tammig propoc'h eo bremañ. D'ar c'hentañ tro. --Matilin 19 Mez 2010 da 13:33 (UTC)Respont

Mariachi Vargas de Tecalitlán

kemmañ
C'hoant am boa bezañ sur. Diverket e vo neuze ar bajenn. --Y-M D (kaozeal) 24 Mez 2010 da 20:43 (UTC)Respont

Wikimammenn

kemmañ

J’ai répondu sur ma page de discussion. Cdlt, VIGNERON 25 Mez 2010 da 13:13 (UTC)Respont

Pibien

kemmañ

Dec'hel a rin soñj evit ar patrom "stumm an titl", trugarez. Evit ar patrom pab ez eus kudennoù gant merdeerioù 'zo (da skouer Google Chrome a implijan alies), setu perak ne implijan ket anezhañ. C'hoant em boa labourat warnañ ha kemer skouer diwar an hini gallek. Met diwezhatoc'h.--Gwendal 26 Mez 2010 da 16:20 (UTC)Respont

Virgulenn

kemmañ

Daou zoare disheñvel da vihanañ, hervez ar wikioù. En hini saoznek e vez graet muioc'h gant ar virgulennoù. Marteze zoken ez eus reolennoù. Ma'm eus soñj mat e oa bet votet ivez war se amañ, en amzer ar spazhañ laou, ha plijet e oa bet d'ur merour serriñ ma c'hont abalamour d'ur virgulenn kontrol d'ar reolenn. Pa savan ur pennad diwar ur yezh all e kemeran doare ar yezh orin, hep terriñ ma fenn, pezh a gont eo danvez holloueziadurel ar pennad, keta. N'em eus ket gwelet e save kudenn ebet bepred. Bianchi-Bihan 26 Mez 2010 da 22:05 (UTC)Respont

Salud, ha trugarez evit da respont.
Evidon kennebeut ne seblant ket bezañ ur gwall afer pa 'vez sellet ar pennadoù unan hag unan, ne vez kollet tra ebet (na gounezet) gant an eil stumm pe egile.
Evel ma 'peus lavaret e oa bet votet amañ ivez diwar-benn ar sujed-mañ, Gwendal en deus lavaret deomp e peseurt pajenn e veze displeget ar reolenn : Wikipedia:Kendivizoù reolata/Anvioù-tud, Reolenn 2.
Pa brederier un tamm n'eo ket ken didalvoud ha-se ar reolenn. Un abeg frammañ hag urzhiañ diabarzh Wikipedia brezhonek eo ! Unvan eo e-mod-se an doare da ginnig an traoù war Wikipedia, hag an holl a ra gant ar memes mod ober. Met n'eo ket an elfenn pennañ. Gant ur skouer eeun e vez gwelet diouzhtu. Pa 'vez al liamm Yann Iañ (dug Normandi) en ur pennad ne vo ket skeudennaouet ez eus eus ar pennad, padal ez eus eus Yann Iañ, dug Normandi. Kudennoù disheñvel a vez neuze :
  • Ur riskl a zo e vefe adsavet ar pennad gant un implijer all hag a golo nerzh en ur adober ul labour graet dija, e lec'h klokaat ar pennad a oa outi a-raok pe e lec'h sevel ur pennad nevez all.
  • Ne vez ket ur gwir rouedad o liammañ pennadoù diwar-benn ar memes sujed, dre ma ne vez ket atav ar memes doare da envel ar pennadoù, ha ne gloto ket al liammoù. Kollet e vo neuze danvez evit al lennerien.
En abeg da se eo ez eus ezhomm eus ur reolenn doujet gant an holl. Goude ma gav lod eo direizh, fall pe diboell an dibab bet graet e c'hellont ober kinnigoù hag e c'hellfe ar gumuniezh divizout en dro. Met evit poent eo ret doujañ ouzh ar reolenn hag a oa bet divizet a-stroll, dre ma 'z eus un abeg. --Y-M D (kaozeal) 28 Mez 2010 da 09:01 (UTC)Respont

Latveg

kemmañ

Trugarez evit da c'hourc'hemennoù! Dre forzh studiañ e oan krog da vezañ dedennet gant Latvia hag al latveg, setu perak em eus bet c'hoant da eskemm an traoù-se gant ar vrezhonegerien. Ouzhpenn-se e c'heller keñveriañ stad ar brezhoneg gant hini al latveg, ha ne vez ket graet peurliesañ. Aze ne ran nemet kempenn an holl ditouroù a gaver diwar-benn al latveg e saozneg, alamaneg ha galleg. Fellout a ra din e vefe ar pennad brezhonek an hini klokañ e Wikipedia. Gwelet e vo! Mod-all emaon o soñj sevel pennadoù kar diwar-benn Latvia dre vras, ha kenderc'hel evel-just gant ma fennadoù diwar-benn ar skrivagnerien, dreist-holl eus Aostria. A galon! --Spudnik 29 Mez 2010 da 07:17 (UTC)Respont

Plijet bras e vezan atav o welout un implijer nevez oc'h erruout, ha dedennus kennañ e kavan e vefe savet pennadoù war temoù a bep seurt, evit ledanaat tachenn ar brezhoneg ha Wikipedia brezhonek. Me gav din ez eo dedennet a-walc'h Implijer:Ex-Smith gant al lennegezh hag ar skrivagnerien, ket dre ret re Aostria, met dit da c'houzout e c'hellez mont e darempred gantañ war an tem-se ma 'vez ezhommoù ganit. A galon --Y-M D (kaozeal) 29 Mez 2010 da 10:17 (UTC)Respont

Latveg

kemmañ

Salud dit, o paouez lakaat listenn Swadesh al latveg emaon, met sikour am befe ezhomm evit kempenn anezhi un tamm. N'eus bet graet patrom ebet evit seurt listennoù war a seblant. --Spudnik 29 Mez 2010 da 10:04 (UTC)Respont

Bet on o welet, ha gwir eo e seblant direizh. Klask a rin sikour ac'hanout, met ezhomm am befe gouzout diwar peseurt yezh ha peseurt pennad e peus kemeret an daolenn-mañ. Mont a rin neuze da furchal du-se evit gwelet penaos e reont, ha klask a rin en ober amañ. --Y-M D (kaozeal) 29 Mez 2010 da 10:13 (UTC)Respont

Trugarez dit! Kavet em eus an daolenn-se er wikipedia brezhonek, amañ: http://br.wikipedia.org/wiki/Listenn_Swadesh Ret eo bet din kemer homañ peogwir ne oa nemet patromoù er yezhoù all. --217.112.52.40 30 Mez 2010 da 07:51 (UTC)Respont

Reizhadenn

kemmañ
Trugarez evit ar reizhadenn-mañ. --Y-M D (kaozeal) 9 Gou 2010 da 11:41 (UTC)Respont
Wikipedia:Fazioù stankañ#Fellout --Y-M D (kaozeal) 14 Gou 2010 da 21:06 (UTC)Respont

anvioù-stêrioù

kemmañ

Ezhomm am-eus da c'houvezout ha bez' ez eus ur reolenn-yezhadur a denn da reizh an anvioù-stêrioù e brezhoneg. Ha gourel ez int holl ? Amañ e c'heller lenn "ar Mur" hag "ar Marne". Perak ez eo ar stummoù-mañ gourel ? Diwar-benn an dra-se ez eo bet kaozeet eno. Trugarez en araok. --Katolik Breizh 9 Gou 2010 da 01:35 (UTC)Respont

Ne c'hell ket ur merour respont d'ur goulenn eus ar seurt muioc'h evit forzh peseurt implijer. N'eo ket e roll divizout, met hentañ, frammañ hag aozañ an diviz. Gant ma gavi ar respont memestra. A galon --Y-M D Y-M D (kaozeal) 9 Gou 2010 da 11:40 (UTC)Respont

Roll ar pennadoù a ra diouer d'ar Wiki brezhonek

kemmañ

Salud dit ! "Roll ar 1000 pennad a rankfed kaout war an holl wikipediaoù" eo ar roll-se. Lakaat a ran ar roll brezhonek da glotañ gant ar pezh a gaver er yezhoù all. Rak kozh e oa ar roll zo ganimp er Wikipedia brezhonek ha ne glote ket ken gant roll ar 1000 pennad diazez er yezhoù all. Setu perak e klaskan kempenn anezhañ un tamm. Kroget em eus en deroù ha mont a rin war-raok tamm-ha-tamm, betek ma vo heñvel ouzh ar roll er yezhoù all. Hervez ar roll-se e vez barnet pep Wikipedia amañ. Gallout a rafed lavaret n'eo ket peurvat ar roll 1000 ger diazez, peogwir ez eo bet savet e saozneg da gentañ hag evit saoznegerien dreist-holl, sklaer eo din. Met evel-se emañ hag hervezañ e vez barnet pep Wikipedia ! Ar c'hentañ e vo glasaet an holl ditloù er roll, ar gwellañ neuze. Pennadoù all (a c'haller kavout pouezus, a-hend-all) am eus tennet eus ar roll peogwir n'emaint ket er roll "etrebroadel". Soñjet em boa menegiñ anezho er bajenn gaozeal. Setu an displegadenn evit klask respont da'z koulenn. Emichañs eo sklaeroc'h dit. A galon, --Llydawr 14 Gou 2010 da 21:40 (UTC)Respont

Kompren a ran gwelloc'h ar pezh emaout oc'h ober, ha rezon 'peus d'en ober d'am soñj, ezhomm 'oa. Gwir eo ne vo ket klok tamm ebet ar roll-se a 1 000 bennad, evel ma 'peus lavaret e vefe dedennus ouzhpennañ ar re n'emaint ket er 1 000 en ur bajenn all pe er bajenn kaozeal. Kalon dit, --Y-M D (kaozeal) 15 Gou 2010 da 21:37 (UTC)Respont

Ar c'hinnig

kemmañ

Ya, gwelloc'h eo evel-se gant ar vandenn evel m'eo bet graet ganit. A-raok, war ma skramm da vihanañ, ez ae ar vandenn war ar skeudenn ha divalav-spontus e oa, ha setu perak e oan aet da skarzhañ anezhe pa gave din e oant didalvoud a-walc'h war ar marc'had. Daoust ha talvezout a ra ar boan lakaat ar patrom "Labour zo" evit pep pennad diechu? Dav e vefe ouzhpennañ ur bern neuze, evel amañ, ha kant all moarvat. Pe neuze lakaat ar meneg-se nemet pa vez pennadoù a vefe mat ma vefe puilh a-walc'h an danvez enno (broioù bras, tud brudet, etc.)?--Trec'hlid mitonet 15 Gou 2010 da 10:11 (UTC)Respont

Ar memes gudenn ha te am boa gant ar vandenn pa veze lakaet goude an daolenn.
N'eo ket sot tamm ebet ar goulenn savet ganit diwar-benn implij ar patrom. Evit an holl diechu ? Pe evit an holl diechu hag o deus ur pouez bras ? N'ouzon ket re petra respont. D'an taol sell gentañ e vefe techet da lavaret evit an holl, met pa brederier un tamm e seblant din ez eo talvoudusoc'h e c'hellfe an dud kavout buan peseurt pennadoù a-bouez n'int ket klok. Ha pa 'vo c'hoant klokaat ar pennadoù all gant den-mañ den e kavo anezho buan. Moarvat n'eo ket 'vit-se eo ret tennañ ar patrom eus ar pennadoù o deus anezhañ dija, met arabat koll amzer oc'h adlakaat anezhañ er pennadoù 'peus graet war-dro, met re all marteze. A galon --Y-M D (kaozeal) 15 Gou 2010 da 21:34 (UTC)Respont

Gourenn

kemmañ

Salud dit ! Sell ouzh ar pezh am eus skrivet er bajenn Kaozeal:Gouren. Ne dalvez ket ar boan lenn traoù heñvel e daou bennad, da'm soñj. Ma anavezez an hini zo bet o skrivañ traoù er pennad gouren ("Raktres lise Diwan"), e c'halli lavaret dezhañ pe dezhi marteze teurel ur sell ouzh ar pennad gouren breizhek ivez. A galon, --Llydawr 16 Gou 2010 da 06:59 (UTC)Respont

Klask a rin gouzout piv en deus graet war-dro an tem-se, met n'eo ket sur e kavin dre ma 'z eo ar vakañsoù. Ezhomm 'vo ober un tamm kempenn avat. --Y-M D (kaozeal) 16 Gou 2010 da 21:18 (UTC)Respont

Katolik

kemmañ

Salud dit. Evel em eus skrivet e pajenn KatolikBreizh e soñj din e rankfe kemmañ anv-implijer. Mat e vefe e lavarfe merourien all o soñj. A galon. --Ex-Smith 18 Gou 2010 da 13:16 (UTC)Respont

Bec'h dei, pajenn 197 : "Kemm a ra ivez an anvioù-gwan goude an anvioù gwregel unan hag an anvioù tudgourel lies. Pa vez un anv oc'h echuiñ gant ur vogalenn pe l, m, n, r, v, [e teu] (…) D (…) [eus an anv-gwan] da vezañ (…) Z (…)". --an abostol/petrooiicthuustaascleeidas 19 Gou 2010 da 11:45 (UTC)
Kemm va anv da "plantenn_neptu", mar plij !--Katolik_Breizh/petrooiicthuustaascleeidas 19 Gou 2010 da 11:56 (UTC)

Arguzennoù pe dagadennoù?

kemmañ

Va zaget en-deus Bianchi-Bihan abaoe ma'z on bet ur c'henlabourer amañ. Arguzennoù, mar plij, e lec'h tagadennoù !

  • Da skouer : "Ma ne vije ket primoc'h lod merourien da damall alioù ar re all e respontfen a-walc'h un draig bennak. Met ne fell ket din ober o labour, neuze kerzh da c'houlenn diganto en davarn 'ta: Wikipedia:Kumuniezh/An davarn. Chañs vat. Bianchi-Bihan 6 Gou 2010 da 23:40 (UTC)"
  • "Peogwir e c'hallfe ma respont bezañ tamallet din , goulenn digant ur merour. Bianchi-Bihan 8 Gou 2010 da 11:34 (UTC)"
  • "Ma ya skuizh an dud ganit eo te a vo pedet da ziskuizhañ. Soñj e niver ar pennadoù savet ganit. Et in terra pax hominibus bonae voluntatis. Bianchi-Bihan 18 Gou 2010 da 18:07 (UTC)"
Ne welan ket pelec'h emañ an tagadennoù: er frazennoù latin? Ne fell ket din lakaat ma fri en aferioù ar verourien, netra ken. Na respont d'az tagadennoù. Dezho d'ober war da dro. Bianchi-Bihan 19 Gou 2010 da 12:47 (UTC)Respont
Ne welez ket marteze peogwir n'ouzout ket petra a dalvez ar ger "doujañ" pe ar gerioù "labour-skipailh". --petrooiicthuustaascleeidas19 Gou 2010 da 13:24 (UTC)
D'ar verourien da lavarout pelec'h emañ da "labour-skipailh" er "reizhadennoù" lakaet ganit. 92.158.101.123 19 Gou 2010 da 16:20 (UTC)Respont

Doujañs katolik...

kemmañ

... ha "labour-skipailh" hep e bar aze: http://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Kaozeadenn_Implijer%3ARognogno&action=historysubmit&diff=773167&oldid=578260 . Bianchi-Bihan 22 Gou 2010 da 06:24 (UTC)Respont

Ne oan ket amañ en devezhioù tremenet setu n'am eus gwelet kement-mañ nemet hiziv, dipitus bras eo... Dizemglevioù a c'hell bezañ etre an implijerien, met mont betek lavarout seurt traoù a zo dipitus-tre. --Y-M D (kaozeal) 23 Gou 2010 da 15:05 (UTC)Respont

Evit

kemmañ

Diwar batrom ar galleg e rez gant evit da zisplegañ an abeg: n'eo ket brezhoneg, ha se zo kaoz e chom kalzig a draoù da reizhañ. Ne vez ket roet ur priz evit bezañ graet un dra bennak e brezhoneg, met gant un dra bennak: Koll am eus bet gant ma legumaj, ur priz am eus bet gant ma fladenn nevez. Ha ma ne gredez ket, goulenn digant unan bennak hag a oar. Bianchi-Bihan 19 Gou 2010 da 21:40 (UTC)Respont

Setu un dra all c'hoazh ha n'ouezen ket. Klask a rin derc'hel soñj hag ober gant ar stumm reizh. Trugarez --Y-M D (kaozeal) 19 Gou 2010 da 22:05 (UTC)Respont
Dre ma vez krouet fazioù nevez dizehan ne vez ket kavet an traoù nevez-se el levrioù-studi kozh. Dre ma ne vez ket studiet brezhoneg na lennet al levrioù-studi gant ar re a ra ar fazioù ne c'hallont ket en em reizhañ. Dre ma ne vez ket reizhet fazioù ar vugale gant ar vugale ne c'hallont kontañ nemet war o c'helennerien, ma reont o labour, met skuizhus eo reizhañ... ha bezañ reizhet zo evel deskiñ: ne blij ket da galz. Bianchi-Bihan 19 Gou 2010 da 22:17 (UTC)Respont
Gwir eo n'omp ket techet da lenn levrioù-studi brezhonek (met ne vezont ket kinniget d'an dud gant ar re 'vefe sañset en ober). Anat eo e vez "ijinet" fazioù nevez gant an dud, lavarout a rez ez eo skuizhus evit ar gelennerien reizhañ anezho, kompren a ran mat, met d'am soñj ma fell deomp e chomfe bev ar brezhoneg (ha brav) eo ret en ober memestra. Sklaer eo ivez ez eo bezañ reizhet evel deskiñ, ha n'eo ket ur sekred ne blij ket da galz. Evidon avat ne lavarfen ket e plij din, met ne zisplij ket da nebeutañ, klask a ran ober va seizh gwellañ evit mont war-raok, hag ober strivoù evit dont a-benn. Trugarez dit, a galon --Y-M D (kaozeal) 19 Gou 2010 da 22:25 (UTC)Respont

Galv

kemmañ

Un damrespont. Bianchi-Bihan 19 Gou 2010 da 22:46 (UTC)Respont

Elfenn gimiek

kemmañ

Stankañ

kemmañ

Salu dit. D'an 18 a viz Gouere e kasis ur gerig dit, da Neal ha da Fulub a-zivout anv-implijer Katolik Breizh. Kelaouet e oa bet an dud neuze. Me' gav din ivez eo mat kaout implijerien oberiant, met daoust hag oberiant eo bet Katolik Breizh? Pep hini a c'hall ober e soñj. Ar pezh a welan-me eo en deus lakaet an dud da goll amzer o kinnig kemmañ anv ur stêr eus Alamagn o veskañ reolennoù yezhadur ar brezhoneg ha re an alamaneg. A galon. --Ex-Smith 24 Gou 2010 da 11:50 (UTC)Respont

Demat. Kelaouet e oan da geñver afer e anv implijer, ha roet em boa va ali (ne oan ket direnket ezpersonel, met mat e vefe bet dezhañ cheñch, kuit da gaout kudennoù gant lod marteze), met ne oan ket bet kelaouet da-geñver da raktres stankañ anezhañ, nag e oas o vont d'en ober avat. Ne lavaran ket ne peus ket graet mat (anat eo e save ur gudenn), met plijet e vefen bet o c'houzout en a-raok. Sklaer eo ne oa ket bet oberiant da geñver krouiñ pe klokaat pennadoù, met n'ouzon ket re peseurt palioù a oa gantañ, plantañ reuz ? N'on ket sur, den na oar e gwir. Goulennet em boa gantañ sioulaat ha chom seven ivez, n'on ket bet selaouet war a seblant. Spi 'm eus ne vo ket kudennoù all, gant forzh piv. --Y-M D (kaozeal) 24 Gou 2010 da 16:52 (UTC)Respont
D'am soñj n'eo ket mat meskañ ar c'hudennoù, nag an dud. Lod a c'hoari gant ideologiezh, personel pe get, Stivell pe loadoù, lod all gant kunujennoù, lod all zo krog gant sorc'henn ar c'hemmadurioù. Tud zo a sav pennadoù, darn all a ya da valafenniñ a bennad da bennad. Darn a reizh fazioù, darn all a c'hoari spazhañ laou. N'eus ket da glask lenn planedenn den ebet, trawalc'h digeriñ an daoulagad, ha barn hervez an oberoù a zo dindan selloù an holl. Goulenn digant unan bennak chom seven pe digunujenn ne servijo biken da netra: un tamm ouzhpennik zo ret. Me ne welan kemm ebet etre an div skouer-mañ:

Bianchi-Bihan 25 Gou 2010 da 17:56 (UTC)Respont

N'out ket erruet skuizh o klask reiñ din kentelioù eus ar seurt ? Digor bras on da bep tra, met ne welan ket petra ober gant un evezhiadenn e-mod-se... Peadra a vefe evit kaozeal moarvat, met n'ouzon ket ha plijus e vo en ober, na zoken ha prest e vi d'am selaou sioul... Ouzhpenn-se ne gav ket din em bo amzer en devezhioù o tont. A galon --Y-M D (kaozeal) 25 Gou 2010 da 22:14 (UTC)Respont
Nann, n'out ket digor peogwir e lakaez da gentelioù (ur ger dismegañsus moarvat) un tamm evezhiadenn (displijus moarvat) graet gant ur c'henlabourer mann nemet peogwir eo un tammig disheñvel diouzh ar pezh a soñjez. ... n'ouzon ket ha plijus e vo en ober: setu bevennoù brav lakaet d'ur gaozeadenn gant ur merour. Echu e vo amañ eta. Bianchi-Bihan 25 Gou 2010 da 22:31 (UTC)Respont

Met perak e venegez dizehan va roll "merour" ? N'eus ket afer bezañ merour pe get, ouzhpenn da-se ez on un implijer evel ar re all. Ha ne implijomp hon roll merour nemet pa 'vez ezhomm (diverkañ pennadoù, stankañ IPoù, ober war-dro dizemglevioù, frammañ ar gumuniezh...). Hag aze n'emaon ket gant va c'hasketenn merour, n'eus abeg ebet... --Y-M D (kaozeal) 25 Gou 2010 da 22:42 (UTC)Respont
Ha lavarout a rez e oa da evezhiadenn evit kemmen un dra hag a zo un tammig disheñvel diouzh ar pezh a soñjan, me avat n'on ket a-du penn da benn gant an diellfenadenn 'peus graet, setu tout. --Y-M D (kaozeal) 25 Gou 2010 da 22:45 (UTC)Respont

D/Z

kemmañ

Gallout a ri lakaat da vennozhioù hag arguzennoù da dalvezout en aferioù kemmadurioù d/z a zo nevez adkrog. Chañs vat. Bianchi-Bihan 25 Gou 2010 da 19:22 (UTC)Respont

Petra 'peus c'hoant e rafen c'hoazh ? --Y-M D (kaozeal) 25 Gou 2010 da 22:09 (UTC)Respont
Tra ebet. Krediñ a raen e weles ar pezh a c'hoarveze, netra ken. Bianchi-Bihan 25 Gou 2010 da 22:17 (UTC)Respont
Moarvat emaout o komz eus an Implijer:Paris-Brest. Heuliañ a ran pep tra evel ma c'hellan, met evel ma ouezez ez eus arbennigourien barrekoc'h egedon war an dachenn-se, dezho da gomz eus an danvez. Met na rez ket biloù amañ evit ober al labour merañ ma vefe ezhomm. A galon --Y-M D (kaozeal) 25 Gou 2010 da 22:24 (UTC)Respont
Den ebet ne ra ma labour em lec'h. Ne rin ket, ha ne fell ket din ober, labour ar verourien en o lec'h. Bianchi-Bihan 25 Gou 2010 da 22:56 (UTC)Respont

Maville.com

kemmañ

Salud dit. Savet ez poa ar frazenn : "Setu roll ar c'hêrioù evit pere ez eus eus ul lec'hienn Maville.com " met n'eo ket reizh, pere a vez implijet pa vez savet goulennoù. Da skouer : Pere eo ar re wellañ ? Re Gerne eo ar re wellañ. Ur skouer eo nemetken, gallout a reer lakaat Leon e lec'h Kerne. A galon. --Ex-Smith 12 Eost 2010 da 21:38 (UTC)

Opala setu un dra a ne ouien ket, klask a rin diwall bremañ. Met gant peseurt troiennoù e c'heller lavaret an dra-se neuze ?
N'eo ket dispar ar skouer memestra... Gouzout a rez penaos e vez al Leoniz  .
Trugarez dit, talvoudus e vez atav seurt displegadennoù ha reizhadennoù... A galon --Y-M D (kaozeal) 12 Eos 2010 da 21:48 (UTC)Respont
Ul levrig yezhadur gant skouerioù ha poelladennoù reizhet zo anvet DAOUZEK KANT LAVARENN hag a zesk d'an dud ober frazennoù gant islavarennoù. Bianchi-Bihan 14 Eos 2010 da 15:05 (UTC)Respont

Genel

kemmañ

N'hallez ket skrivañ "genel a ra" evel ma rez e galleg moarvat (Il nait en Bretagne en 1920). 1 E brezhoneg n'haller ket implij an amzer-vremañ e-lec'h an amzer dremenet evel ma reer en ur galleg zo. 2 Genel zo ober bugale, pa gomzer eus ur vaouez peurvuiañ, gwilioudiñ. Bianchi-Bihan 6 Gwe 2010 da 06:25 (UTC)Respont

Job Lec'hvien

kemmañ

Salud dit ! "Meur a dra", "meur a zen", "meur a wech" a lavarer e brezhoneg : en unander emañ an anv-kadarn a zeu goude "meur a". Keñveriañ a c'haller gant ar galleg "plus d'un", "plus d'une fois"... "Meur a veleg" a lavarer ivez neuze. A galon, --Llydawr 6 Gwe 2010 da 07:01 (UTC)Respont

Translate Wiki

kemmañ

Salut dit,

War a seblant ez eus bet troet traoù zo er Wikipedia brezhonek ha n’int ket bet degaset da dTranslateWiki. Ha gallout a rafes en ober, ha tennañ anezho eus brwiki ? (Ret eo bezañ merour). Normalamant e rankfe an holl troidigezhioù bezañ graet e TranslateWiki, ha n’eo ket er wikioù. Evel-se e vint degaset d’an holl raktresoù : Wikeriadur, Wikiarroud, Wikimammenn. Kouign-amann 8 Gwe 2010 da 10:21 (UTC)Respont

A-du on ober war-dro, met n'ouzon ket eus petra gomzez hag e pelec'h emaint, na penaos kas anezho kennebeut. Gellout a rez titouriñ ac'hanon mar plij ? Trugarez. --Y-M D (kaozeal) 8 Gwe 2010 da 20:27 (UTC)Respont
N’ouzon ket, morse n'on bet merour. Marteze ez oufe ur merour all ? Gallout a rez ivez goulenn digant ur steward, gouzout a ront traoù eus ar seurt-se. Kouign-amann 8 Gwe 2010 da 21:02 (UTC)Respont
Ne soñj ket din e ouife ar re all, met klask a rin. Met penaos e c'hellez neuze gouzout ez eus bet troet traoù amañ ha n'int ket bet lakaet war traslatewiki ? Abaoe ur prantadig e labouran du-se, ha morse n'am eus klevet komz eus seurt traoù... --Y-M D (kaozeal) 8 Gwe 2010 da 21:07 (UTC)Respont
Peogwir em eus gwelet gerioù pe frasennoù en etrefas Wikipedia ha n'int ket heñvel ouzh re TranslateWiki. Da skouer : « dilugañ » (Wikipedia), « digevreañ » (Wikimammenn / Wiktionary / Wikiarroud). Goulenn digant ur steward, gouzout a ront, pe digant ur merour hollek evel Hercule, a ro dorn er raktresoù brezhonek a-wechoù. Kouign-amann 9 Gwe 2010 da 15:43 (UTC)Respont

Frañs/Bro-C'hall

kemmañ

Salud dit ! Taol ur sell, mar plij, ouzh ar pezh am eus skrivet e kaozeadenn ar bajenn Wikipedia:Kendivizoù reolata/Bro-C'hall pe Frañs ?. A galon, --Llydawr 21 Gwe 2010 da 16:49 (UTC)Respont

Salud dit, Kalzig a bennadoù em eus da skrivañ ha n'eo ket evit ar blijadur hepken met evit un abadenn skinwel a vo aozet evit krennarded. Ezhomm o do kalsk titouroù war wikipedia ha ret eo prientiñ ar pajennoù en a-raok. Kontant vefen da gaout un tamm skoazell ma zo tud prest da sikour.

Digant

kemmañ

Tavarn

kemmañ

Salud dit ! Taol ur sell ouzh [28] ha ro da soñj, ma kerez. A galon, --Llydawr 26 Her 2010 da 16:46 (UTC)Respont

Vandal

kemmañ

http://br.wikipedia.org/wiki/Dibar:Contributions/95.132.150.56 Trugarez en a-raok. A galon. Kadbzh 8 Du 2010 da 17:12 (UTC)Respont

Graet 'm eus war-dro, stanket eo bet an implijer. A galon --Y-M D (kaozeal) 8 Du 2010 da 21:06 (UTC)Respont

Common.css

kemmañ

Il faut que tu voies directement avec implijer:Emmanuel Raoult ce qu’il attend exactement. Je pense qu'il voulait que l'on copie les classes .img_toogle et .bandeau (mais à vérifier exactement). Je m'y connais en CSS mais honnêtement je suis pas sur d'avoir suffisamment de temps pour regarder cela de prêt (et en plus, je vais avoir suffisamment de CSS à mettre en place sur la Wikimammenn). Cdlt, VIGNERON 24 Du 2010 da 21:38 (UTC)Respont

Je vois qu’il t’a répondu sur sa propre page. Cdlt, VIGNERON 25 Du 2010 da 13:59 (UTC)Respont

Bro-C'hall / Frañs

kemmañ

Goulennet ez peus ma soñj. Gant ken nebeut a berzhidi ne welan ket penaos e c'haller lakaat un dra bennak da dalvezout. E meur a vro ne vez ket degemeret disoc'h ur referendom pa ne vez ket tapet un dregantad minimom a berzhidi. Amañ emañ kont evel-se. "Kumuniezh ar wikipedourien vrezhonek" n'emañ ket e chal gant an afer-se war a seblant. Dav 'vefe dezho lavaret perak n'o deus ket kemeret perzh.--Trec'hlid mitonet 14 Kzu 2010 da 12:26 (UTC)Respont

Distreiñ da bajenn an "implijer".