Enez Sant-Martin

(Adkaset eus Sant-Martin (enez))

Sant-Martin (galleg : Saint-Martin ; nederlandeg : Sint Maarten) zo un enezenn e biz an Antilhez, 250 km eus enezeg Gwadeloup ha 240 km er reter da Buerto Rico. Rannet eo etre div stad, Bro-C'hall hag an Izelvroioù :

"Saint-Martin" ha "Sint Maarten"
Enez Sant-Martin hag ar broioù tro-dro.

Yezhoù

kemmañ

Ar saozneg eo ar yezh muiañ komzet. Div yezh kenofisiel all zo : ar galleg en hanternoz, e Saint-Martin, hag an izelvroeg er c'hreisteiz. Ar yezhoù all n'int ket ofisiel, nag ar spagnoleg, komzet gant tud deuet eus ar Republik Dominikan, nag ar c'hreolegoù.

Ar galleg eo yezh ar skolioù en hanternoz, evit mad ar bihanniver gall-ha-gwenn, diwar-goust ar bobl saoznek izel, a glask kas he bugale da skolioù saoznek ar c'hreisteiz.(Daveoù a vank)

Kreolegoù

kemmañ

Kreolegoù a vez komzet ivez :

  • kreoleg saoznek, komzet gant tud an enezenn hag an dud deuet eus an inizi saoznek a dro-war-dro ;
  • kreolegoù gallek, gant tud deuet eus Gwadeloup, Martinik, pe Haiti ;
  • kreoleg spagnolek, gant tud deuet eus an inizi spagnolek a dro-war-dro hag eus ar Republik Dominikan dreist-holl.

Irma e 2017

kemmañ

D'ar 6 a viz Gwengolo 2017 e voe skoet Saint-Martin, war-lerc'h Saint-Barthélemy gant ar gorventenn Irma : renket er rumm 5 e-pad 33 eurvezh, 300 km en eur, 9 den lazhet ha 50 gloazet, ur bern tier diskaret.