Stêranvadurezh Breizh

Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

Studiet eo bet lec'hanvadurezh Breizh hag e skourr stêranvadurezh Breizh dre glask penngefioù galianek pe vrezhonek. Koulskoude ne c'heller ket bezañ sur ne vije ket penngefioù en ur yezh indezeuropek pe nann-indezeuropek koshoc'h eget ar galianeg ha marteze eo c'hoarvezet d'ar brezhoneg degemer ha treuzwiskañ elfennoù ar yezh keltiek kevandirel (predeneg? galianeg?) ken tost e oa dezhi.

Mareadur an anvioù

kemmañ

Hervez Herve ar Bihan e c'heller renkañ stêranvioù Breizh e tri maread :

  • Mare an henindezeuropeg etre 2000 ha 1000 kent Jezuz-Krist
  • Mare ar stêranvioù keltiek adalek 1000 kent Jezuz-Krist
  • Mare ar stêranvioù brezhonek

Ret eo ouzhpennañ mare an anvioù gallek.

An anvioù stêrioù koshañ

kemmañ

Evit an Don e kaver ar stumm latin Ultone e kartennaoueg abati Redon. Marteze e endalc'h anvioù kozh Oud ha Don (Breizh ha Rusia) ar wrizienn *ol- = flodiñ ivez

  • Renk : war Taolenn Peutinger e weler Reginea pe Reginca. Hervez Herve ar Bihan e teufe eus ur wrizienn rakkeltiek kavet e saozneg (rink), e kembraeg (rhinc), e latin (ringi) dezhi ar ster krozal.

An anvioù stêrioù keltiek

kemmañ
  • Aon, Av hag Aven : eus ar ger keltiek *aban hag *abn. E Bro-Gembre emañ ar stêr Avan hag e Bro-Saoz ar stêr Avon. Dont a ra eus ar wrizienn indezeuropek *abon (predeneg *abona, galianeg ambe, gouezeleg abhainn, kembraeg afon, latin amnis, sañskriteg ambu). Talvezout a ra kement ha stêr war a seblant.
  • Argenon : gwelet eo bet ar ger genou a gavfemp ivez en anv kêr Geneva. Hervez Léon Fleuriot e vije "tost d'ar genou". Indezeuropek e c'hell bezañ ar wrizienn.
  • Ik : tost e vefe d'ar ger latin acqua hag anv kozh ar stêr Yonne, Icauna.

Met re zisheñvel eo ar stumm heniwerzhonek esc evit bezañ rakkeltiek.

  • Intel : Hervez Léon Fleuriot, ar spisc'her euripi (dave d'ur wazhenn-vor c'hresian) evit en henvrezhoneg ectolli a vije evit stumm ur strizh-mor a zo gant ar stêr.
  • Goued ha Gouedig : E Vita Sancti Brioci e weler anv ar Goued troet gant al latin sanguis. (brezhoneg gwad, kembraeg gwaed, gwenedeg goed, predeneg *waito).
  • Leñv : Eus ar wrizienn a gaver e kerneveureg lef, e kembraeg llef hag e brezhoneg leñvañ. Pa eztaoler ur c'hlemm e c'heller ober un trouzig, trouz an dour o hiboudiñ.

Penngefioù

kemmañ
  • Aber : ur ganol-vor hir ha strizh a-walc'h e diwezh traonienn ur stêr. Roet eo bet an anv-mañ d'ur stêr e Kraozon a ya d'ober un aber (stêr an Aber). E Bro-Leon e kaver an Aber-Ac'h, an Aber-Benead (pe Benniget) hag an Aber-Ildud. Aberioù a zo e-leizh e Breizh, met n'eo ket chomet bev ar ger en eñvor ar bobl. Setu perak, dindan levezon an douaroniezh c'hallek e vez komzet eus les rias bretonnes evit an Aon, ar Belon, ar Blavezh, ar Gwilen, an Oded, ar Renk (dourredenn) hag all. Kavet e vez ar memes ger e Bro-Gembre.
  • Ben- : Kavet eo e-barzh anvioù kêrioù ha kêriadennoù lec'hiet war genou ur stêr :
    • Banastêr : genou ar stêr (e Sarzhav)
    • Ban-Gavr : e-kichen Gavr (Bro-Wened - Mor-Bihan)
    • Banintel : ur maner aet da get en Intel e genou ar stêr Intel
    • Benoded : ur gêr e genou an Oded
    • Binig : ur gêr e genou an Ik
  • Kember : troet e Kemper evit lec'hioù ma ya div dourredenn da gejañ : Kemper (Bro-Gerne - Penn-ar-Bed), Kemper-Gwezhenneg (Bro-Dreger - Aodoù-an-Arvor)
  • Ladrun

Hervez Jean-Yves Plourin ha Pierre Hellocou, ar stêr a ya eus feuteun Toullaeron betek an Ele (etre Ar Faoued ha Lannejenn) a zo Stêr-Laeron e gwir anv (ha n'eo ket an Inam, ur fazi graet er XIXvet kantved). Dont a rafe eus lad- = flodiñ ha gronn = lagenn. Ur seurt geun eo gant dour o tont er-maez dioutañ. Ha n'en deus netra da welout gant al laeron o defe laeret ar stêr gwechall.