Istor ar yuzevien e Breizh

Yuzevien zo e Breizh abaoe pell zo met biskoazh n'int bet niverus. A-hed ar c'hantvedoù ez eus bet kavet meur a roudenn eus o bezañs, didrouz met gwirion, etre tolerañs ha skarzhadegoù, a-raok ma voent un tamm niverusoc'h goude an Dispac'h gall. Evel e pep lec'h o doa gouzañvet enep-yuzevouriezh ar bloavezhioù 1930 hag ar politikerezh drastus lakaet e plas gant ar Stad c'hall e-pad ar brezel. Kalzig anezho a oa bet kaset da vervel da neuze. Yuzevien vreton a voe ivez er Rezistañs. Hiziv an deiz ez eus peder sinagogenn e Breizh, e Naoned, e Roazhon, en Oriant hag e Brest.

Henamzer ha KrennamzerAozañ

Testeniekaet eo bezañs Yuzevien e Gwened e 465 pa voe berzet d'ar Gristenien debriñ asambles ganto e-giz ma oant kustum d'ober.[1] Bezañs ar Yuzevien zo testeniekaet a-hed ar Grennamzer gant an anvioù-lec'h a gaver er vro (rue de la Juiverie e Naoned pe e Gwenrann, da skouer), met ivez gant diviz Yann Iañ ar Rouz da skarzhañ ar Yuzevien eus an Dugelezh. Ne gaver roud ebet eus bezañs ar Yuzevien a-raok un nebeud kantvedoù war-lerc'h p'en em stalias marc'hadourien, a-wezhioù gant diaesterioù gant o amezeien, e Breizh-Uhel.

Amzerioù modernAozañ

Familhoù yuzev a-orin eus Spagn ha Portugal a gomañsas d'en em staliañ adalek ar XVIvet kantved, met dreist-holl goude ar XVIIvet kantved (ur wezh paseet an ordrenañs diwezhañ evit skarzhañ ar Yuzevien eus Frañs). Ne oant ket gwall niverus avat : 11 en Il-ha-Gwilun a-bezh e penn-kentañ an XIXvet kantved.[2] Kumuniezh Naoned a voe buan a-walc'h an hini stankañ hag eno e voe savet ar sinagogenn gentañ e 1834. Lakaet e voe Breizh dindan sklêrijenn e fin an XIXvet kantved pa voe dilec'hiet eil-prosez an Afer Dreyfus da Roazhon e 1898 e-kreiz ur wagenn enepyuzev.

XXvet kantved ha bremañAozañ

Evel e pep lec'h e savas an enep-yuzevouriezh e Breizh, e n'eus forzh peseurt metoù, ha gouzañv a reas Yuzevien Breizh muzulioù drougziforc'hañ evel e n'eus forzh peseurt lec'h all. Ne voe ket glan luskad an Emsav d'ar mare-se, dreist-holl an tu politikel gant ar PNB a savas a-du gant an naziegezh, met n'haller ket lavaret e voe enepyuzev-krenn kennebeut. Lod eus emsaverien brudet ar mare a sinas pennadoù enepyuzev, a-wezhioù kontrol da spered skridoù o doa graet bloavezhioù a-raok, evel Morvan Marchal.

Evel e pep lec'h e voe lakaet diskred war ar Yuzevien, gwerzhet e voe darn anezho, skrabet ha kaset da vervel evel ar Familh Perper, a veve e Menez Are, harzet e 1942 gant archerien Montroulez ha kaset da Sobibor e-lec'h ma varvjont holl[3] met lod a voe kuzhet, sikouret ha savetaet memestra.

Hiziv ez eus un tregont familh bennak e Brest o deus savet ur greizenn-gumuniezh, tra ma vev sinagogenn Naoned diouzh al lid sefarad dre ma teu ar brasañ-niver eus ar feizidi eus Afrika an Norzh. En Oriant ez eus ul lec'h-pediñ bihan hag e Roazhon e laka ur c'hant familh bennak ar sinagogenn da vevañ.[2]

LevrlennadurezhAozañ

  • (fr) LAMBERT, Annie ; TOCZE, Claude, 2018. Les Juifs en Bretagne : Vième - XXième siècles, Rennes, Presses Universitaires de Rennes. ISBN : 2753565562.

DaveoùAozañ

  1. (fr) Jérôme Enez-Vriad, « Sonia Gameroff : « La communauté juive bretonne c’est un peu la hutte d’Assurancetourix dans le village gaulois d’Astérix » », Bretagne Actuelle, 04.04.2017. Lennet d'an 2 a viz Mae 2020
  2. 2,0 ha2,1 (fr) Marc Knobel, « Une petite histoire des Juifs en Bretagne », Blog du Crif / Histoire, 03.03.2020. Lennet d'an 2 a viz Mae 2020
  3. (fr) POSTIC, Marie-Noëlle, 2007. Sur les traces perdues d'une famille juive en Bretagne. Spezed, Coop Breizh.