Republik Pobl Sina

(Adkaset eus Republik poblel Sina)

Ar riez gant an eil poblañs stankañ er bed eo Republik Pobl Sina[1] (sinaeg: 中华人民共和国, pinyin: Zhōnghuá Rénmín Gònghéguó). Pa 'z eus bet meur a riez war an tiriad ma reer gant an anv-se, unanet eo bet e-pad prantadoù bras e istor a gaver roudoù anezhi 3 mil bloaz kent Jezuz-Krist. Abaoe 1949 eo Sina ur "republik ar bobl" dindan renadur Strollad Komunour Sina.

Republik Pobl Sina
stad emveliek, socialist state, secular state, constitutional republic, bro, people's republic, Diktatouriezh ar broleteriezh, state with limited recognition, communist state
Rann eusSina, Azia ar Reter, Azia Kemmañ
Deiziad krouiñ1 Her 1949 Kemmañ
Anvꠌꠣꠄꠘꠣ Kemmañ
Anv ofisiel中华人民共和国 Kemmañ
Anv er yezh a orin中华人民共和国 Kemmañ
Anv berr中国 Kemmañ
Treuzskrivadur APIˈfɔɽkərɛpʉblɪkən ˈçiːnɑ Kemmañ
Perzhiad eBASIC countries, Group of Five, China-CELAC Forum Kemmañ
Diellaouet gantHong Kong Baptist University Library Special Collections & Archives Kemmañ
Anvet diwarTierniezh Qin, center Kemmañ
DiazezerStrollad Komunour Sina Kemmañ
General secretaryXi Jinping Kemmañ
Yezh ofisielStandard Mandarin, yezhoù sinaek, languages of China Kemmañ
Kan broadelMarch of the Volunteers Kemmañ
SevenadurChinese culture Kemmañ
KevandirAzia Kemmañ
StadRepublik Pobl Sina Kemmañ
Kêr-bennBeijing Kemmañ
Gwerzhid-eurChina Standard Time, UTC+08:00, Asia/Shanghai, Asia/Urumqi Kemmañ
Lec'hiadurSina Kemmañ
Territory claimed byTaiwan Kemmañ
Daveennoù douaroniel35°50′41″N 103°27′7″E Kemmañ
Kenurzhiennoù al lec'h pellañ er reter47°44′7″N 134°46′7″E Kemmañ
Kenurzhiennoù al lec'h pellañ en norzh53°33′30″N 123°16′0″E Kemmañ
Kenurzhiennoù al lec'h pellañ er su18°9′35″N 109°34′30″E Kemmañ
Kenurzhiennoù al lec'h pellañ er c'hornôg39°22′48″N 73°29′59″E Kemmañ
Poent uhelañMenez Everest Kemmañ
Lowest pointAyding Lake Kemmañ
Office held by head of statePresident of the People's Republic of China Kemmañ
Penn ar StadXi Jinping Kemmañ
Post dalc'het gant penn ar gouarnamantPremier of the People's Republic of China Kemmañ
Penn an aotrouniezhLi Qiang Kemmañ
Korf melestradurelState Council of the People's Republic of China Kemmañ
Korf lezenniñNational People's Congress Kemmañ
Highest judicial authoritySupreme People's Court of the People's Republic of China, Supreme People's Procuratorate of the People's Republic of China Kemmañ
Central bankPeople's Bank of China Kemmañ
MoneizRenminbi Kemmañ
Lec'h diazezTiananmen Kemmañ
Driving sideDehoù Kemmañ
Seurt lugell dredanNEMA 1-15, Europlug, AS/NZS 3112 Kemmañ
Raklec'hiet gantRepublik Sina (1912-1949) Kemmañ
Erlec'hiañ a raRepublik Sina (1912-1949), Inner Mongolian People's Republic, Q15904324, Kingdom Shunzheng, Q15909533 Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttps://www.gov.cn/, https://english.www.gov.cn/, https://www.gov.cn/ Kemmañ
HashtagChina Kemmañ
Domani internet.cn, .中国, .中國, .公司 Kemmañ
Testenn ar pennreolennoùConstitution of the People's Republic of China Kemmañ
Banniel (deskrivadur)Flag of China Kemmañ
ArdamezioùEmblem of China Kemmañ
Douaroniezh an danvezgeography of China Kemmañ
Dezverket drenot-free country Kemmañ
Istorhistory of the People's Republic of China, history of China Kemmañ
Railway traffic sidekleiz Kemmañ
Ekonomiezh an danvezeconomy of China Kemmañ
Poblañsouriezh an danvezdemographics of China Kemmañ
Mobile country code460 Kemmañ
Araogenn bellgomz ar vro+86 Kemmañ
Trunk prefix0 Kemmañ
Niverenn bellgomz sikour119, 110, 120 Kemmañ
GS1 country code690-699 Kemmañ
Kod plakenn varilhRC Kemmañ
Maritime identification digits412, 413, 414 Kemmañ
Tikedenn Stack Exchangehttps://travel.stackexchange.com/tags/china Kemmañ
Arouezenn Unicode🇨🇳 Kemmañ
Rummad evit ar c'hartennoùCategory:Maps of China Kemmañ
Map

Rannet eo ar vro etre 22 broviñs, 5 rannvro damemren, ha 3 c'hêr damemren. Ur sevenadur gwriziet e don an Istor ha gant perzhioù dibar a zo bet o ren war an tiriadoù aloubet gant ar Sinaiz. Levezonet o-deus kalz ar Sinaiz ar pobloù nesañ evel ar Goreiz, Japaniz hag an Indez-Sinaiz (Viêtnamiz, Kambodjiz ha Laosiz).

Abaoe m’eo bet krouet Republik Pobl Sina 1949 ez eo renet gant Strollad Komunour Sina. Ar vro an hini eo zo ar muiañ a dud o chom enni er bed, en tu-hont da 1,3 milion a annezidi. Tud eus an etniezh Han eo an darn vrasañ eus an dud zo o chom enni. 9 574 479 km² eo ar gorread anezhi. Ar vro vrasañ eus Reter Azia eo eta hag ar pevare bro a-fet ment er bed a-bezh, dres war-lerc’h Rusia, Kanada ha Stadoù-Unanet Amerika. Harzoù zo etre Republik Pobl Sina ha 14 bro : Viêt Nam, Laos, Birmania (Myanmar), India, Bhoutan, Nepal, Pakistan, Afghanistan, Tadjikistan, Kirgizstan, Kazakstan, Rusia, Mongolia, Korea an Norzh. Daoust ma soñjer ez eo ur vro gomunour he deus degemeret Republik Pobl Sina un « armerzh nevidel sokialour » ma vez mesket ar frankizouriezh armerzhel hag ar politikerezh kontrollet hervez ur formulenn dibar.

Kudennoù a bep seurt zo gant Sina evit a sell ouzh bonnañ he harzoù. Kudenn an harzoù etre Republik Pobl Sina ha Republik Sina, hemañ ur proviñs, enezenn Taiwan hag un nebeud enezennoù, bet disrannet eus Sina goude 1949, n’eo ket an disterañ anezho ha, pell ac’hano, n’eo ket diroueslet c’hoazh, ma lavar eo ul lodenn dizisrannus anezhi. Dizemglev zo ivez etre Sina ha teir bro all – Malaizia, Viêt Nam, Indonezia – evit a sell kontrollañ Mor Su Sina. Goulenn a ra Sina, evit gwir, derc’hel beli war un nebeud inizi strategel, en o zouez an Inizi Spratly hag an Inizi Paracel.

Abaoe m’eo bet eilroet Hong Kong ha Macao e ra « Sina ar c’hevandir » dave peurliesañ da Republik Pobl Sina war-bouez an div rannvro velestradurel ispisial-se.

Er pevare renk emañ evit a sell PDK, dres war-lerc’h ar Stadoù-Unanet, Japan hag Alamagn. Abaoe 2005 emañ Sina dirak Frañs hag ar Rouantelezh-Unanet.

Goude an Eil Brezel-bed, e 1949, e voe lakaet un termen d’ar brezel diabarzh etre Strollad Komunour Sina ha Guomindang pe Kuo-Min-Tang, p’o doa lakaet ar Gomunourien o beli war Sina ar C’hevandir (enezenn Hainan e-barzh), ha p’en doa lakaet ar Guomindang e veli war Taiwan, kerkoulz hag un nebeud inizi tal ar Fujian. D’ar 1añ a viz Here 1949 en doa disklêriet Mao Zedong diazezadur Republik Pobl Sina war ar Plasenn Tiān'ānmén, e Beijing, ha krouet en doa ar Stad komunour hag embannet en doa ivez : « Sinaiz zo aet en o sav ».

Un dra anat a denn d’ar prantad kentañ eus ar riez yaouank-se eo renadur Mao Zedong. Dizemglevioù taer pe taeroc’h a sav etre an dud diwar-benn an hêrezh-se, dreist-holl pa vez graet anv eus ar politikerezh aotrouniek a veze kaset gantañ d’ar mare-se (an dud a spered bannet er-maez da-heul ar c’houlzad Koulzad ar C’hant Bleunienn), ar mankoù evit a sell merañ armerzh ar vro (hervez ar mammennoù, etre 20 ha 30 milion a dud a oa marvet da vare an naonegezhioù bras a gouezhas war ar vro e-pad Ar pezh mell Lamm war-raok), hag ar sevenadur gwallgaset (preizhet e oa bet ul lodenn vras eus an traoù a yae d’ober glad sevenadurel Sina da vare ar Dispac’h sevenadurel). Koulskoude e sav tabutoù etre an dud c’hoazh diwar-benn ar prantad-se, dreist-holl evit a sell an niver a dud zo bet lazhet hag evit a sell ar rag hag ar perag eus Ar pezh mell Lamm war-raok.

Da-heul ar reuz a oa bet e Sina abalamour d’ar politikerezh armerzhel kaset gantañ, Mao Zedong a zilezas e garg a brezidant eus Republik Pobl Sina. Liú Shàoqí a voe dilennet neuze gant ar C’hendalc’h broadel poblel evit erlec’hiañ Mao. Mao, a rene atav Strollad Komunour Sina, e voe lakaet tamm-ha-tamm da bellaat diouzh merañ aferioù armerzhel ar vro. Fiziet e oa bet e garg e Deng Xiaoping ur vegenn habaskoc’h, a veze levezonet-kaer gant Moi Shaoqi. Kregiñ a reas Deng Xiaoping gant tud all d’ober adreizhoù armerzhel.

E 1966 e roas Mao lañs d’an Dispac’h sevenadurel hag evel-se e oa bet tu dezhañ dont en-dro er galloud en ur gemer harp war yaouankiz ar vro hag en ur dagañ ar begennoù etre a oa er galloud d’ar mare-se. Trubuilhoù a oa bet er vro da-heul met tamm-ha-tamm e voe lakaet an traoù Zhou Enlai war o reizh. Goude marv Mao e teuas a-benn Deng Xiaoping, a seller outañ evel blenier an adreizherien, da vont er galloud. Da-heul e voe harzet ha barnet Jiang Qing, anezhi intañvez Mao, hag he c’henseurted, a reer Bagad ar Pevar anezho. Abaoe an amzer-se e vez kontrollet kalz nebeutoc’h buhez prevez an dud gant ar gouarnamant ha ne vez ket mui meret ar vro gant un armerzh steuñvet met gant un armerzh mesket.

Leitmotiv an dud zo a-du gant an adreizh armerzhel eo digeriñ tamm-ha-tamm marc’had Sina evit dont a-benn da sevel ur renkad etre kêrel (15% eus annezidi Sina hiziv an deiz), evit gwellaat ar barr bevañ (ar pezh zo deut da wir dre ma’z eo bet kresket kalz ar c’horvoder bloaziek, ar barr beveziñ, an hoali, ar skolegezh).

Peurliesañ e vez kavet abeg en adreizhoù armerzhel-se gant ar gouerien baourañ, an arsellerien estren hag an disrannerien a stourm ouzh ar renad komunour. Merkout a ra an dud-se ez eus bet krouet diforc’hioù bras etre an dud, ez vez gwall saotret ar vro, e vez prenet muioc’h-mui a gargidi, ez eus muioc’h-mui a dud en dilabour hag e vez meret fall an embregerezhioù-Stad. Dre-benn da se emañ ar renad en arvar da vezañ distabilaet. Hervez obererien zo, a vez kaset ar vuhez politikel ganto e Sina, kazetennerien ha tud a lezenn ne vez ket graet trawalc’h a adreizhoù potitikel evit mont war-zu muioc’h a zemokratelezh.

Daoust m’eo aet Sina tre en un armerzh marc’had hollekaet, an ABK (Aozadur bedel ar c’henwerzh), emañ bepred Strollad Komunour Sina o kontrollañ ar vro e-unan-penn ha kerderc’hel a ra da ren ar vro gant ur politikerezh a laka ar wask war ar strolladoù a c’hallfe lakaat e bennaotrouniezh en arvar. An darn vrasañ eus hec’h eneberien zo izili eus minorelezhioù zo (eus Tibet ha Xinjiang dreist-holl. Tud eus an etniezh Han, anezho izili eus ar renkad kêrel, zo ivez, pe disrannerien zo o vevañ en estrenvro. Komzet e vez kalz diwar-benn ar gudenn a sav e Republik Pobl Sina evit a sell « Gwirioù Mab-den » hag abalamour da se ez eus tu da lakaat ar wask war armerzh ar vro evit ma vefe doujet muioc’h outo.

Da-heul ar manifestadegoù a voe aozet war ar blasenn Tian Anmen d’ar 4 a viz Mezheven 1989, ma voe tamallet d’ar gouarnamant ne zouje ket ouzh Gwirioù mab-Den, e oa bet lakaet an embargo war gwerzh an armoù da Sina.

D’ar 4 a viz Kerzu 1982 e voe degemeret ar vonreizh zo e talvoud en deiz a hiziv gant Republik Pobl Sina.

Politikerezh diabarzh

kemmañ

Al lodenn amañ dindan a sell Sina ar c’hevandir.

Ur Stad komunour eo bet Republik Pobl Sina e-pad an darn vrasañ eus an XXvet kantved, hervez terminologiezh ar skiantoù politikel. Kalz a arsellerien, war-bouez an dud a studi ar politikerezh, a soñj dezho ez eo bepred ur Stad komunour. Diaes eo gouzout da vat petra eo natur framm politikel Republik Pobl Sina. Tud zo o deus lavaret ez eo ur renad aotrouniek, komunour, sokialour. Kalz a dud, koulskoude, a gav gwelloc’h dezho ober war un dro gant ar gerioù « komunouriezh » ha « kevalouriezh » evit deskrivañ Republik Pobl Sina. Kinniget en doa Deng Xiao Ping ober gant an droienn « Sokialouriezh nevidel » evit deskrivañ emdroadur Republik Pobl Sina.

Ar gomunourien a soñj dezho e rank ur gevredigezh komunour bezañ renet, evit gwir, gant al labourerien. Nac’het o deus anavezout Sina evel ur vro gomunour hag a-wechoù e kavont gwelloc’h komz eus « kevalouriezh-Stad ».

Strollad Komunour Sina an hini eo a ren gouarnamant Republik Pobl Sina. Daoust ma’z eus bet graet kammedoù war-du frankizaat ar politikerezh, dreist-holl gant an dilennadegoù a vez kavet abeg enno er c’hêriadennoù, e vez bepred kontrollet divizoù ar gouarnamant gant ar Strollad komunour. Implijout a ra ar Stad doareoù aotrouniek evit dont a-benn eus an disenterien. Klask a ra-hi lakaat niver an disrannoù da zigreskiñ en ur wellaat an armerzh hag e-se e ro aotre d’an dud – un nebeudig tud, evit gwir – da gavout abeg e tra pe dra pa ne vez dispac’hus o abegadennoù.

Kontrolliñ a ra Strollad Komunour Sina an holl vediaoù ha sevel a ra enep an holl aozadurioù a c’hallfe lakaat ar renad en arvar, evel ma oa c’hoarvezet da vare darvoudoù Tian Anmen. N’hall ket Strollad Komunour Sina, koulskoude, ober kement tra a ra pe a fell dezhañ ober evit a sell ar c’hastizañ. En deiz a hiziv o devez ar mediaoù un tamm frankiz da labourat, ha pa ne glaskfent ket tizhout a-gevret an hevelep pal, hag embann a reont war ar groaz un niver bras a gudennoù deuet diwar ar breinadurezh ha diwar al labourioù diefedus kaset da benn gant eilsternererien ar Strollad. Petra bennak ma ne vez ket aotreet sevel e vouezh a-enep ar Strollad hervez lezenn e vez ingal tud oc’h embann ar pezh a soñjont hag a-wechoù e vezont lezet d’ober met ne vez ket aotreet ar mediaoù da skignañ keleier diwar o fenn. Ministrerezh ar propaganda a gendalc’h da gontrollañ ar binvioù eztaoliñ, en zouez ar Genrouedad. Ensellet e vez skignañ ar filmoù gant Burev ar filmoù : goulennet en deus, da skouer, digant renerien salioù sinema paouez da skignañ ar film amerikan Da Vinci Code e miz Mezheven 2006[2]. Gouzout a reomp e vez kontrollet ar skinwel ivez : divizet en deus ar gouarnamant ma vo berzet skignañ tresadennoù-bev (amerikan pe japanat an darn vrasañ anezho) etre 17e ha 20e adalek ar 1añ a viz Gwengolo 2006[3]. Kontrollet e vez ar Genrouedad ivez. Silet e vez an holl gevreadennoù hag e-se n’haller ket kevreañ ouzh lec’hiennoù zo war ar Genrouedad evel, da skouer, al lec’hienn www.freetibet.org (dieubidigezh Tibet) pe Wikipedia ivez : soñjal a ra renerien Sina moarvat ez eo re zañjerus doare mont en-dro an holloueziadur-se, a c’hall bezañ maget gant an holl dud o deus c’hoant da gemer perzh ennañ.

Diaes eo gouzout pet a dud er vro a sav a-du gant Strollad Komunour Sina, pa ne vez aozet dilennadeg vroadel ebet. Pa gomzer gant Sinaiz ha pa roont o savboent war tra pe dra e santer ne soñjont ket memes doare. Kalz anezho, war a seblant, a blij dezho ar pezh a vez graet gant ar gouarnamant evit a sell stabilaat ar gevredigezh, a ro tu dizehan da ziorren armerzh ar vro. Ur gudenn bolitikel a bouez eo kresk an diforc’hioù zo etre an dud paour hag an dud binvidik. Ne blij ket kennebeut da galz a dud gouzout e vez gounezet kalzik a sternerien eus ar Strollad gant arc’hant.

Strolladoù politikel all zo e Republik Pobl Sina, daoust ma soñjer ez int is-strolladoù eus Strollad Koumunour Sina. En em vodañ a ra Strollad Komunour Sina gant ar strolladoù-se da-geñver Prezegenn guzuliata politikel pobl Sina. N’o devez ket ar strolladoù-se kalz a levezon, petra bennak ma c’hallont degas savboentoù diavaez met n’o deus ket ur gwir c’halloud.

Politikerezh diavaez

kemmañ

Kenderc’hel a ra Republik Sina da gaout darempredoù diplomatel gant an darn vrasañ eus ar broioù e pevar c’horn ar bed, nemet gant ar re a vir darempredoù gant Republik Sina. Evit skoulmañ darempredoù ofisiel gant Republik Pobl Sina ez eo ret d’ar broioù anavezout Republik Sina evel ul lodenn anezhi. Difenn a ra groñs ouzh sternerien bolitikel Taiwan dont da Sina, met roet e oa bet aotre dezho da vont tre e Sina da-geñver an emvodoù a oa bet aozet du-hont e 2005, kerkoulz ha da dTenzin Gyatso ha d’ar 14vet Dalai Lama. Berzet e vez ouzh Li Hongzhi, bet krouet al lusk speredel Falun gong gantañ, mont da Sina ivez.

E 1971 e voe erlerc’hiet Republik Sina gant Republik Pobl Sina er Broadoù Unanet. Unan eus 5 ezel-pad ar C’huzul-surentez eo. P'eo bet Republik Pobl Sina unan eus izili diazezerien Aozadur ar Broadoù Unanet, petra bennak ma n’he deus morse kemeret perzh e krouidigezh ar Broadoù Unanet.

Unan eus izili pennañ eus Luskad ar broioù n’int ket a-steud eo bet Sina met en deiz a hiziv n’eo nemet arsellerez. N’eo ket dreist an darempredoù etre Sina ha Japan abaoe meur a zekvloaziad abalamour d’an torfedoù bet graet gant Japan gwechall, lazhadeg Nankin peurgetket. Kalz a vroadoù eus ar c’hornôg a gav abeg e Sina peogwir e vez gwallet gwirioù Mab-den ganti. Aet e oa an darempredoù diplomatel war washaat etre ar broioù-se ha Sina e 1989, pa oa bet freuz ha reuz war ar blasenn Tiān'ānmén. Koulskoude, abaoe m’eo bet kreñvaet liammoù armerzhel Republik Pobl Sina gant Europa hag ar Stadoù-Unanet, ne vez ket mui pouezet kement-se warni evit goulenn diganti doujañ da wirioù Mab-den ken. E miz Mae 1999 he doa lakaet ur bombezer B-2 teir bombezenn, heñchet dre loarell, da darzhañ war kannati Sina e Beograd, e-pad ar brezel e Kosovo. Tri c’heodedour sinat a oa bet lazhet. Disklêriet o doa ar Stadoù-Unanet e oant faziet dre ma oa bet implijet kartennoù kozh a zeue eus an Ajañs Vroadel evit ar skeudennerezh hag ar gartennouriezh (deuet da vezañ Ajañs Vroadel an naouegezh douaroniel-hag-egorel hiziv). Droukkemeret o dije ar c’hannati evit un ti a oa perc’hennet gant gouarnamant Yougoslavia. Ne gred gouarnamant Sina tamm ebet en displegadenn-se. Soñjal a ra dezhañ kentoc’h e oa bet graet ar gwalldaol-se a-ratozh-kaer. E miz Ebrel 2001 e oa bet un nijerez-spiañ amerikan EP-3E Aries, a oa oc’h anavezout en egorenn vilourel Sina, tost da enez Hainan, o stekiñ en un nijerez vilourel sinat. Flastret e oa bet an nijerez sinat ha lazhet e oa bet al loman, da c’houde he doa leuriet prim an nijerez amerikan war enez Hainan. Klevout a reer ur son nemetken gant pennadurezhioù an div vro-se : diskleriañ a ra renerien ar Stadoù-Unanet e oa o nijerez o nijal a-us d’an doureier etrebroadel, tra ma tisklêr renerien Republika Pobl Sina e oa o nijerez o nijal a-us d’he Zakad Armerzhel Dispellaus (TAP). Ouzhpenn-se e laka an eil skipailh ar “gwallzarvoud” war gont egile. E-pad 12 devezh e voe dalc’het ar skipailh 24 Amerikan gant Sinaiz a-raok reiñ o frankiz dezho, tra ma oa deuet tennoc’h an darempredoù etre an div vro. Tenn e oa bet an traoù etre an div vro ivez pa oa deuet er-maez an danevell Cox e 1999. Diskêriet e oa bet en danevell-se e oa bet lakaet ar sekredoù nukleel amerikan en arvar gant servijoù spiañ Republik Pobl Sina e-pad meur a zekvloaziad.

Estreget Taiwan ez eus dizemglevioù gant Republik Pobl Sina ha tiriadoù all. Hervez gouarnamant Republik Pobl Sina e teu ar c’hudennoù abalamour d’al luskadoù broadelour. Er c’hontrol e vez lavaret gant al luskadoù-se e klask Republik Pobl Sina tennañ he mad eus barregerzhioù naturel an takadoù-se pe eus perzh strategel an takadoù-se.

En inizi zo e mor Sina :

  • inizi Paracel, melestret gant Sina, goulennet gant Viêtnam ha Korea
  • inizi Spratley : goulennet gant Republik Pobl Sina, Taiwan, Viêtnam ; Ul lodenn eus an inizi-se a vez goulennet gant Malaysia, Filipinez ha Brunei.
  • inizi Senkaku / Diaoyu, melestret gant Japan, goulennet gant Republik Pobl Sina ha Korea.

E 2004 ez asantas Rusia reiñ enez Yinlong hag an hanter eus enez Haixiazi da Sina hag e-se e voe paouezet gant ar rendael a oa savet etre an div vro abaoe pell-pell amzer. An div enezenn-se zo el lec’h ma kej ar stêr Amour (e sinaeg e vez anvet Heilong jiang, da lavaret eo stêr an Aerouant Du) hag ar stêr Ousouri zo bet pennkaoz d’un dizemglev bras etre Sina ha Rusia er bloavezhioù 1960. Roet he deus Rusia an enez Yinlong da Sina en-dro evit divroc’hañ hag evit kreñvaat al liammoù armezhel etrezo. Abeg zo bet kavet en dra-se eus an daou du. Pleustradegoù-brezel a oa bet graet gant ar Rusianed hag ar Sinaiz e 2005, ar pezh a ziskouez mat e oa youl en em glevet ganto. Ar gouerien gazak o deus kavet abeg en dra-se. Kollet o deus, evit gwir, o ziriad war an ezennoù-se, tra m’o deus ar Sinaiz ha kumuniezhioù sinaat kavet abeg en emglev-se. Talvezout a ra an emglev-se, hervezo, da reizhekaat beli ar Rusianed war Vanchouria an diavaez, bet roet da Rusia gant an diernezh Qing da-heul an Emglevioù digevatal, en o zouez an Emglev bet sinet e 1858 en Algun hag ar c’hendivizad bet sinet e Beijing e 1860, gant ma vo implijet tireoul rusian ganto hepken.

Ingal e vez ar vroadelourien sinaat o c’houlenn Mongolia, Touva ha Manchouria an diavaez, an inizi Ryukyu, Bhoutan, Sikkim, Ladakh, an draoñienn Hukawng, norzh Birmania.

Proviñsoù ha rannvroioù

kemmañ
 
Kartenn velestradurel Sina (e katalaneg evit ar poent)

Rannet eo Sina ar C’hevandir e 22 broviñs (省) (23 en ur gontañ Taiwan evel ma vez graet gant Republik Pobl Sina ; Evit gouzout hiroc’h, lenn ar pennad diwar-benn Taiwan). 5 rannvro emren (自治区) zo, ouzhpenn ar proviñsoù, ha meur a vinolerezh vroadel zo un dregantad bras eus o izili o vevañ enno. 4 rann-gêr zo (直辖市) e kêrioù brasañ Sina ha 2 rannvro velestradurel dibar (特别行政区).


Proviñsoù

Rannvroioù emren

  • Guangxi (广西壮族自治区), evit ar vinorelezh Zhuang
  • Mongolia an Diabarzh (内蒙古自治区)
  • Ningxia (宁夏回族自治区), evit ar vinorelezh Hui
  • Xinjiang (新疆维吾尔自治区) (Republik emren ouigour Xinjiang), pe Turkestan ar Reter, pe Ouigouristan, evit ar vinorelezh ouighour
  • Xizang pe Tibet (西藏自治区)


Kêrioù bras


Rannvroioù melestradurel dibar

Douaroniezh

kemmañ
 
Karta Sina

Sina (ma vernier gorreadoù Republik Pobl Sina ha Taiwan) zo unan eus broioù brasañ ar bed, evit a sell ar gorreadoù. En trede renk emañ dres war-lerc’h Rusia ha Kanada.

Hinoù ha gweledvaoù liesseurt zo e Sina. Er reter, a-hed glannoù ar mor Melen ha mor Sina ar Reter ez eus plaenennoù ec’hon ma’z eo niverus-tre an dud zo o chom enno. Uheloc’h eo ar menezioù war glannoù mor Sina ar Reter, tra ma vez muioc’h a dakadoù naou-dinaou hag a aradennadoù izel a-walc’h e Sina ar Su. Er greizenn-reter emañ deltaioù an div stêr hirañ eus Sina, ar stêr Huang He hag ar stêr Chang Jiang. Ar stêrioù Xi Jiang, Mekong, Brahmapoutra, Amour zo stêrioù bras all eus Sina.

Er c’hornôg ez eus aradennoù bras all, an Himalaya peurgetket – ar menez uhelañ eus Sina eo (eus ar Bed zoken) –, menez Everest, kerkoulz ha pladennoù zo krin a-walc’h an hin war o zaoledadoù evel dezerzh Taklamakan ha dezerzh Gobi. Abalamour d’ar sec’hor a bad, ha moarvat ivez abalamour d’an douaroù a vez labouret fall, e vez barradoù uloc’h en nevez-amzer bremañ e Sina. Aet eo dezerzh Gobi war ledanaat, hervez an Ajañs evit gwareziñ an endro e Sina hag e-se e vez barradoù uloc’h dreist-holl e Sina hag e taoleadoù all e biz Azia evel e Korea hag e Japan.

Korc’hwezhioù, da lavaret eo barradoù-avel trovanel taer, a vez en arvor Sina ar Reter. E 2004 e voe lazhet 164 den ha gloazet e voe 1800 den all gant ar c’horc’hwezh Rananim. Jedet ez eus bet dre-vras e oa bet kollet 18 miliard a euroioù evit a sell amerzh ar vro.

Gwelet ivez : Kêrioù Sina

Gwelet ivez :

Deizioù gouel ha gouelioù

kemmañ
Deizioù-gouel
Deiziad Anv brezhonek Anv sinaek Evezhiadennoù
1 Genver Bloaz nevez 元旦 yuán dàn Deiz-gouel
1 deiz 1 eus ar miz-loar Gouel an nevezamzer (Bloaz nevez Sina) 春节 Chūnjié diazezet war an deiziadur sinaat
1 Mae Gouel al Labour 劳动节 Láodòngjié
14 a viz Mae Gouel ar Yaounkiz 青年节 Qīngniánjié Lid-kounañ Lusk ar Pevar a viz Mae
1añ a viz Mezheven Gouel ar Vugale 儿童节 Értóngjié
1añ a viz Gouere Krouidigezh Strollad Komunour Sina 建党节 Jiàndǎngjié Stummadur ar 1 Kendalc’h broadel d’ar 1 a viz Gouere 1921
1 Eost Devezh an arme 建军节 Jiànjūnjié Emsavadeg Nanchang (南昌起义)
d’ar 1 a viz Eost 1927
1 Here Gouel broadel 国庆节 Guóqìngjié Stummadur Republik Pobl Sina (RPS) d’ar 1 a viz Here 1949
Gouelioù hengounel (节日, Jiérì)
Deiziad Anv brezhonek Anv sinaek Evezhiadennoù
15vet deiz eus ar 1 miz-loar Gouel al Leternioù 元宵节 Yuánxiāojié Hervez an deiziadur sinaat
Deroù miz Ebrel Qīngmíng, Gouloù glan 清明节 Qīngmīngjié Hervez an deiziadur sinaat.

War-dro 15 deiz a-raok Kedez-Veurzh
Deiz evit dougen doujañs d’ar re varv

5vet eus ar 5vet miz-loar Gouel ar bagoù erenved (Gouel an aerouant) 端午节 Duānwǔjié Hervez an deiziadur sinaat
15vet deiz eus ar 7vet miz-loar Gouel ar spesoù marnaoniet 中元节 Zhōngyuánjié hervez an deiziadur sinaat
15vetdeiz eus an 8vet miz-loar Gouel Hanter Diskar-amzer (Gouel al Loar) 中秋节 Zhōngqiūujié Hervez an deiziadur sinaat
9vetdeiz eus an 9vet miz-loar Gouel an doubl nav 重阳节 Chóngyángjié Hervez an deiziadur sinaat

Ar boblañsouriezh hag an etniezhoù e Sina

kemmañ

Republik Pobl Sina zo ur Stad liezetnek ma’z eus 56 broadelezh. "Gwelet Broadelezhioù Sina.

E Republik Pobl Sina e vez graet ur politikerezh a ro spletoù d’ar minorelezhioù etnek, evel an niver a dud degemeret el liseoù, er skolioù-meur hag er melestradurezhioù foran. N’eus ket mui eus ar chaovinegezh Han ent ofisiel avat. Luskadoù dizalc’hour zo, koulskoude, e Tibet, e Xinjiang kerkoulz hag e Mongolia ma n’int ket ket stank. Kavet e vez abeg gant ar strolladoù dizalc’hour hag an arsellerien estren niverus e politikerezh etnek Republik Pobl Sina. Da gentañ-penn e vez kavet abeg en doareoù aozañ an etniezh Han hag en arc’hant roet ganti evit trevadenniñ an toleadoù sinat ma’z eo bihanoc’h niver an dud a orin estren eget tud an etniezhioù all. Hiviziken emañ niver an dud eus an etniezh Han o kreskiñ en toleadoù-se, ar pezh n’eo ket gwall vat evit ar minorelezhioù. Kavet e vez abeg er politikerezh-se e Sina zoken : ar Sinaiz Han eus Xinjiang pe eus Mongolia an diabarzh, da skouer, a soñj dezho ez int « kraskkeodedourien » peogzir e vez roet spletoù d’ar minorelezhioù. Sinaiz a soñj dezho eo mat kas ar politikerezh-se evit Broadezhioù Sina ha gallout a rafe seurt politikerezh lakaat unvaniezh ar vro en arvar.

An etniezh muianniver Han (93 %) n’eo ket ket unvan-se ha gallout a reer lavaret ez eus enni meur a is-strolladoù etnek a zo tost an eil d’eben ken evit ar sevenadur ken evit ar yezhoù.

Dibabet he deus Republik Pobl Sina kemer diarbennoù evit lakaat harz da gresk an niver a dud enni. Lezennoù zo bet degemeret gant ar Stad evit ma ne vefe ket mui a familhoù bras er c’hêrioù (war-bouez e Tibet) ma vez aotreet an dud da gaout ur bugel nemetken, na war ar maez ma vez aotreet ar familhoù da gaout 2 vugel ma’z eo plac’h o bugel kentañ. Kalz a Sinaiz a soñj dezho eo gwelloc’h kaout ur paotr evit mad armerzh ar maezioù ha rak-se e tivizont lakaat termen da vrazezded ar vaouezed zo brazez war ur verc’h pe e vez dilezet ar merc’hed nevez-ganet. Rak-se e vez ganet re a baotred da vugel kentañ pe da eil bugel e Sina. Lakaet e vez al lezenn-se da dalvezout ivez evit an etniezh Han. Kalz a diez-emzivaded zo e Sina evit degemer ar vugale dilezet. Ne vez ket advugelet 98 % eus ar vugale-se. Gant-se e chomont da vevañ en tiez-emzivaded betek o oad-gour. Krouet he deus Republik Pobl Sina ur programm evit reiñ tro da dud an estrenvro da advugelañ met n’o deus ket graet al lezennoù-se un efed ken bras-se war an niver a vugale advugelet betek-henn.

E 2000, da-heul an diarbennoù-se e oa ganet 117 paotr evit 100 plac’h, ar pezh a zo muioc’h eget geidenn naturel (106 paotr evit 100 plac’h). Klask a ra gouarnamant Republika Pobl Sina lakaat an traoù da cheñch hiziv dre aozañ koulzadoù evit kizidikaat Sinaiz gant skoazell steuñviñ ar genel. Displeget e vez neuze ez eo pouezus roll ar merc’hed er gevredigezh ha berzet eo bet ivez ouzh ar Sinaiz mont da welet ar vedisined evit gouzout hag-eñ o do paotr pe plac’h a-raok o ganedigezh. Etre 30 ha 40 milion a Sinaiz n’hallont ket dimeziñ gant ur wreg hiziv an deiz. Mont a ra an traoù war washaat dre ma’z eus muioc’h-mui a Sinaiz en o aez a zimez gant meur a wreg hag abalamour d’al lieswregiezh-se e vez diorroet ar gastaouerezh ha skrapet e vez muioc’h-mui a vaouezed evit gwerzhañ anezho e kêriadennoù diamen.

D’an 28 a viz Meurzh 2006 en doa asantet Zhang Weiqing, e karg eus ar « Bodad-Stad evit ar boblañs hag eus steuñviñ ar genel », respont d’un atersadenn evit lec’hienn Genrouedad ar gouarnamant sinat. Gant skoazell ar politikerezh kaset gant steuñviñ ar genel, hervezañ, e oa bet ganet 400 milion a vabigoù nebeutoc’h e Sina e-pad an tri dekvloaziad diwezhañ. Lavaret en doa ivez en doa gouarnamant Sina lakaet tregont vloaz evit tizhout ar pal-se, da lavaret eo kontrollañ paotañ an dud, tra ma oa bet lakaet kant vloaz gant ar broioù diorroet evit tizhout ar pal-se. « Ne vije ket bet tu da Sinaiz da vevañ gant muioc’h a aezamantoù ma vijemp bet 400 milion a dud ouzhpenn », en doa pouezet an Aotrou Zhang. Er mare-mañ ez eo uhel-tre niver ar ganedigezhioù er vro hag e-se ne vo ket cheñchet politikerezh an unvugel a-barzh pell.

Yec’hed foran

kemmañ

Kudennoù yec’hed foran bras zo hiziv an deiz e Republik Pobl Sina. Ar c’hudennoù yec’hed a zeu dreist-holl diwar saotradur an aer hag an dour, hag ivez abalamour d’ar SIDA ha d’ar butun. Muioc’h-mui a dud zo bet kontammet gant viruz ar SIDA abalamour ma ne evezhie ket an dud ouzh ar yec’hedoniezh ha deuet e oa kudennoù yec’hed all war ar maezioù abalamour d’an tennañ gwadt, ouzhpenn an doareoù kontammañ klasel. Kudennoù bras a yec’hed zo ivez abalamour d’ar butun peogwir emañ unpiaou gant ar Stad war dasparzhañ ar sigaretennoù. Termal a ra ar gouarnamant evit kemer diarbennoù redius dre ma tennont o c’horvoderioù diwar ar gwerzhañ butun. Kavout a ra gwelloc’h plediñ gant kudennoù yec’hed foran all.

An Hepatit B zo ur c’hleñved-bro e Sina ar c’hevandir : war-dro 10 % eus an dud zo klañv gantañ. An dud klañv gant an hepatit B a vez degaset direizhadennoù en o yec’hed pe a dap krign-bev an avu ha kalz a dud anezho a ya da Anaon abalamour da se. Studiadennoù war an hepatit B zo bet graet ha dre-se e ouzer ne vez ket ganet merc’hed a-walc’h abalamour d’ar c’hleñved-se. Evel-se e c’haller displegañ perak e vez ganet nebeutoc’h a verc’hed eget a baotred e Sina. Ur programm a oa bet lakaet war-sav e 2002 evit vaksinañ an holl vabigoù nevez-ganet e Sina ar C’hevandir.

E miz Du 2002, e proviñs Guangdong, e oa kouezhet klañv an dud kentañ gant ar skeventfo anrizhek. Koulskoude o doa divizet pennadurezhioù Sina chom mut war ar c’hleñved-se hag gant se en em ledas fonnus ar c’hleñved-se er broioù amezek – Hong Kong, Viêtnam – kerkoulz hag e broioù pelloc’h abalamour d’an dud a veaje gant nijerezioù. E Sina e oa kouezhet klañv 5327 den gant ar c’hleñved-se. Marvet e oa 348 den ent ofisiel en o zouez. E miz Mae 2004 en doa embannet an Aozadur bedel ar yec’hed ne oa ket mui eus ar skeventfo anrizhek e Republik Pobl Sina.

Ur c’hleñved-red all, anvet grip an evned, a vez oc’h ober reuz e Sina abaoe un nebeud mizioù. An evned, ar yer peurliesañ, a oa bet klañv da gentañ penn hogen un nebeudig tud o deus paket ar c’hleñved-se ivez. Er mare-mañ e studier grip an evned evit gouzout hag eñ e c’hallfe tud kontammet gant evned kontammiñ tud all.

Ur gudenn all zo e Sina a-hend-all. Nevez zo e vije bet kontammet tud gant streptokokoù ar moc’h hag, a-hervez. Abalamour da se e vije marvet tud a-leizh er broviñs Sichuan.

Armerzh

kemmañ

Dielfennañ a ra Strollad Komunour Sina armerzh Sina evel un « armerzh nevidel sokialour », ur « seurt sokialouriezh giz Sina ». Eus 1978 da 1989 e oa bet adreizhet armerzh ar vro. Tremenet e oa an amerzh eus ur « steuñverezh|armerzh steuñvek]] giz Rusia d’ur « sokialouriezh nevidel », en ur virout ar framm strizh zo bet lakaet da dalvezout gant Strollad Komunour Sina evit kontrollañ ar vro.

Evit tizhout ar pal-se ez eo bet erlerc’hiet boutineladur al labour-douar gant ur reizhiad atebekaat hiniennel war an douaroù, ar sternerien lec’hel zo bet roet muioc’h a frankiz ober dezho ha merourien zo bet lakaet e penn ar gennadoù greantel. Evel-se ez eus bet roet lusk d’an embregerezhioù bihan ha niverus, a vez anvet « getihu » (个体户), ha kenwerzhourien ha posterien estren niverus zo bet sachet da vont da Sina. Ne vez ket kontrollet ar prizioù ent strizh ken, war-bouez priz ar produioù diazez kentañ evit ar gouerien.

E 1992 e oa deuet anvadur ofisiel ar reizhiad da vezañ « armerzh nevidel sokialour » ha merkañ a ra ar cheñchamant anvioù-gwan-se eo krog natur renkad ar Stad da cheñch. Kregiñ a ra ar gennad foran da veuziñ e mor an armezh marc’hadourel, o tremen eus 73 % eus ar produadur greantel e 1988 da 35 % e 1992. Evel-se ez eus bet tu da dremen eus un armerzh steuñvek d’un armerzh kemmesk ha tu zo bet da zizoleiñ diazezadurioù ar frankouriezh armerzhel en-dro, en ur saveteiñ komunouriezh ofisiel ar renad.

N’en deus ket ar gouarnamant dalc’het kont eus kevatalded ar renkadoù e-pad an amzer-se ha heuliet eo bet ger-stur Deng Xiaoping : « Deuit pinvidik ! ». Deuet eo ar pinvidikaerezh personel (hiniennelouriezh) hag ar bevezerezh (skoazellet gant politikerezhioù nevezkeneysian adalek 1997) ) da vezañ an daou geflusker amerzhel nevez. Ambrouget eo bet tamm-ha-tamm an daou geflusker-se gant teknikoù merañ evit gwellaat ar c’henderc’husted (rannañ al labour) aet war vicherelaat. Labouret en deus ar gouarnamant ivez evit sachañ kevalaoù estren, zo pouezus-kenañ evit diorren armerzh ar vro : Takadoù armezhel ispisial (TAI), kuit a dailhoù, zo bet krouet evit se, ha ledanaet int bet tamm-ha-tamm en arvor a-bezh. Gant ar frankeskemmerezh-se eo bet lieskementet ar Proadudur diabarzh Kriz (PDK) dre bevar abaoe 1978. E 1999 e oa 1,3 miliard annezidi hag ar c’horvoder dre zen a oa 3800 a zolarioù amerikan ar bloaz. Gant-se e oa deuet Republik Pobl Sina da vezañ ar c’hwec’hvet broad armerzhel ar bed evit a sell ar c’hementad marc’hadourezhioù eskemmet hag an trede broad evit a sell beveziñ ar gremmoù, dres war-lerc’h ar Stadoù-Unanet ha Kumuniezh Europa. Sevel a ra korvoder keitat ur micherour sinat da 1300 dollar amerikan ar bloaz. Armerzh Sina zo unan eus an armerzhioù a vez diorroet ar muiañ er bed a-bezh er mare-mañ ; kreskiñ a ra etre 7 hag 8 % bep bloaz ha tostaat a-wechoù da 10 %, hervez ar stadegoù a vez graet e Sina. Abaoe 2001 eo ezel Republika Pobl Sina eus Aozadur Bedel ar C'henwerzh (OMC).

Sachet gant Sina e vez an embregerezhioù dre ma c’hallont enfredañ tud hesent na vezont ket gopret uhel ha n’int ket izili eus sindikadoù. Ur micherour n’eo ket perzhek a vez gopret war-dro 1$ US an eurvezh labour, ar pezh zo izel a-walc’h e-keñver goproù ar vicherourien er broioù greantelaet. N’eus unvaniezh micherourien ebet e Sina. Evit ar vicherourien ez eo un dra vat eo rak tennañ korvo eus gwevnded al labour e c’hallont ober, ar pezh ne vefe ket posupl dezho ober e demokratelezhioù frankizour n’int ket ken sokial ha Sina koulskoude.

N’hall ket an disrannerien nag an dispac’herien en em unaniñ abalamour da strollad komunour Sina a virfe outo d’en ober. Setu perak, e-touez traoù all, n’eus ket eus seurt unvaniezhioù e Sina.

Un dalc’h all zo gant armerzh Sina : ne zeu ket ar prizioù izel eus an nerzh labour. Evel-se emañ an traoù rak kontrollet e vez ar prizioù ha gwarantet e vez ar mammennoù pourchas a oa anezho d’ar mare ma veze meret ar vro gant un armerzh giz an Unaniezh Soviedel : kenderc’hel a reer da ziskar an embregerezhioù-Stad ha kaset e vez ar vicherourien a labour enno da labourat er gennadoù kevezusted aet da greskiñ hag e-se e kendalc’h an digresk-moneiz da lakaat gwask war ar prizioù.

Tailhoù dibar a zo bet krouet gant gouarnamant Sina evit broudañ ar c’hreanterien da broduiñ er vro, pe e vefe evit enporzhiañ marc’hadourezhioù pe evit produiñ marc’hadourezhioù er vro evit bastañ da ezhommoù 1,3 miliard a dud. Klask a ra Republik Pobl Sina kempouezañ reizhiad an tailhoù hag ar reolennoù lakaet da dalvezout evit an embregerezhioù sinat pe an embregerezhioù estren. Neuze emañ ar gouarnamant oc’h adwelet an tailhoù dibar da lakaat da baeañ d’ar c’hreanterien evit ezporzhiañ marc’hadourezhioù er ZES hag er c’hêrioù war an aod. Marc’hadourezhioù a oa bet ezporzhiet eus Sina d’ar Stadoù-Unanet evit 125 miliard a zolarioù e 2002, tra ma ne oa bet enporzhiet marc’hadourezhioù eus ar Stadoù-Unanet evit 19 miliard a zolarioù hepken. Dleet eo an digempouez-se d’ar Stadoù-Unanet dre ma n’eo ket gwall vat, a-hervez, ar feur eskemmañ lakaet da dalvezout etre ar yuan hag an dollar. D’an 21 a viz Gouere 2005 en doa kemennet Bank Sina krouidigezh ur reizhiad ma c’hall feur ar yuan kreskiñ hep mont en tu all da 0,3% an deiz e-keñver feur an dolar, e-skoaz 3% d’ar muiañ e-keñver ur banerad moneizoù all, en o mesk ar yen hag an euro.

E 2005 e oa bet kresk e PDK Sina ha gant-se e oa tremenet eus ar 6vet renk d’ar 4e renk war skeul armerzhioù bras ar bed, dre war-lerc’h ar Stadoù-Unanet, Japan hag Alamagn met dres dirak ar Rouantelezh-Unanet ha Frañs hiziv an deiz.

Er reizhiad armerzhel nevez-se o deus poan an embregerezhioù foran d’en em gavout ha diaesoc’h-diaesañ emañ an traoù evito. 102,6 miliard a yuanioù (12,75 miliard a zolarioù) a oa bet kollet ganto e 2005. Ur gwall rekord ! Ur c’hresk a 56,7% a oa bet er bloaz-se, diouzh Burev-Stad ar Stadegoù (BSS). A-hed an daou viz kentañ eus 2006 e oa bet kollet 26,2 miliard a yuanioù, eleze 3,25 miliard a zolarioù, gant an embregerezhioù foran pe an embregerezhioù kontrollet gant ar Stad. Kresket eo ar c’houstoù produiñ, n’eo ket bet gwall vat ar reizhiad graet gantañ evit merkañ ar prizioù, e-touez traoù all, zo pennkaoz da se, hervez Jiang Yuan, stadegour gant BSS.

Labour-douar

kemmañ

Diorroet-mat eo bet gennad al labour-douar e Sina evit magañ an dud zo o chom enni. Ouzhpenn 800 milion a Sinaiz zo o chom war ar maez, en o zouez 323 milion a dud oberiant a labour e gennad al labour-douar, unan eus gennadoù armerzhel pouezusañ e Sina, daoust m’eo bet diorroet-mat gennad ar greanterezh nevez zo.

Abaoe 5000 bloaz e vez gounezet riz dreist-holl war ar maezioù e Sina. N’ouzer ket kalz a draoù diwar-benn orin ar plant-se, zo deuet da vezañ boued diazez an darn vrasañ eus ar Sinaiz .

22 % eus poblañs ar bed zo o chom e Sina met ne vez gounezet enni nemet 7 % eus an douaroù gounezus eus ar bed a-bezh. Abalamour d’ar c’hêrioù zo atav o kreskiñ, d’ar saotradur ha d’an douaroù a ya e goueziri e tigresk an douaroù gounezus a 2500 km2 bep bloaz, a-hervez.

Ouzhpenn-se ez eus kalz a dud o kuitaat ar maezioù. Evit gwir, diaesoc’h-diaesañ e teu buhez ar gouerien da vezañ hag e-se ez eont d’ober o annez war-du an takadoù kêrel. Soñjal a reer ez eus war-dro 8 milion a gouerien o vont kuit eus ar maezioù bep bloaz evit mont da glask labour. Abaoe 1979, a-hervez, e vefe aet etre 80 ha 200 milion a gouerien kuit d’ober o annez e kêr.

Daoust m’o doa ar gouerien roet skoazell d’ar Strollad Komunour, lusket gant Mao Zedong, evit kemer ar galloud, e vez start ha kalet ar vuhez evito, dreist-holl abalamour d’an dibaboù zo bet graet a-fet ideologiezh er bloavezhioù-mañ. Evezhiek-tre eo gouarnamant Sina, koulskoude, ouzh ar gouerien ha klask a ra plediñ ouzh o zonkadur a-raok kalz traoù all.

D’ar 14 a viz Meurzh 2006, da-geñver un displegadenn dirak ar wask, a zo bet dalc’het e Beijing nebeut war-lerc’h kloazadur dalc’h bloaziek an 10vet Bodadeg Boblek Vroadel (Gouarnamant Sina) en deus embannet Ministr kentañ Sina Wen Jiabao e vo kastizet strizh nep piv bennak a glaskfe kemer douaroù digant kouerien zo en un doare direizh.

Gant Republik Pobl Sina e vez dalc’het unan eus armeoù brasañ ar bed. Kalz a arsellerien a gav abeg en dra-se. Koulskoude ne seblant ket an arme-se bezañ ken efedus-se abalamour d’an doare m’eo savet. Arme Dieubiñ ar Bobl (ADP) zo div rann d’e ober : ar morlu hag an aerlu. Budjed ofisiel ADP a oa 30 miliard a zollarioù e 2005. Ne gonter ket er budjed-se ar fontoù a dalvez da brenañ armoù digant ar broioù estren, ar fontoù a dalvez da arc’hantañ an enklask, an diorren milourel, ar frammoù damluel. Arsellerien a gav abeg en doare ma oa bet kinniget ar budjed-se gant Republik Pobl Sina. Ne oa ket bet priziet ar budjed-se evel ma oa dleet : dispignoù an armeoù a vije kalz-kalz uheloc’h, etre 140 ha 170 %, eget ar budjed ofisiel, hervez meur a vammenn.

En eil renk emañ budjed armeoù Sina, dres war-lerc’h budjed ar Stadoù-Unanet (zo 400 miliard a zolarioù da nebeutañ). Petra bennak m’he deus Republik Pobl Sina an arm nukleel ha dafar poulzañ e soñjer ne vefe ket ken galloudus-se m’he dije da vrezeliañ en estrenvro. Rak-se n’haller ket lavaret ez eo ur gwir vro « dreistgalloudus » a live gant broioù all tro-dro d’ar bed. Evit gwir, n’he deus ket kement-se a vagoù hag a nijerezed hag ouzhpenn-se n’int ket ken modern-se ken.

Aveiñ a ra Republik Pobl Sina e armeoù e ken kaz ma veze brezel tro-dro da enez Taiwan. Prenet ez eus bet nijerezed chaseal, en o mesk ar Su-27 hag ar Su-30, ouzhpenn an nijerezed a vez produet er vro. Difennet e vez ar vro ouzh an tagadennoù dre an aer dreist-holl gant fuc’helloù douar/aer modern-meurbet S-300, a ya d’ober unan eus reizhiadoù dastapout gwellañ ar bed. O wellaat emañ Republik Pobl Sina he nerzhioù hobregonet ivez ha lakaat a ra staliañ dafar bukañ eletronek enno. Soñjal a ra ar Stadoù-Unanet e c’hallfe bezañ lakaet en arvar gant Republik Pobl Sina. N’int ket plijet gant se kennebeut rak aon o deus ne vefent ket mui ar vistri war broioù ar Reter.

Skeudenn etrebroadel an ALP n’eo ket ken lufrus-se abaoe ma’z eus bet freuz ha reuz war ar blasenn Tian Anmen, ma’z eus bet lazhet manifesterien habask a-leizh.

Programm ispisial

kemmañ

Goude an disrann bet lakaet etre Sina hag an Unaniezh Soviedel he deus kroget Sina da ziorren he frogramm nukleel hag ar reizhiadoù poulzañ evit armoù nukleel. Ar programm bannañ loarelloù a ya d’ober un astenn d’ar raktres-se. E 1970 e voe bannet « Dong Fang Hong I », al loarell sinat gentañ. Deuet e oa Sina neuze da vezañ ar pempvet bro bannet ul loarell ganti ent dizalc’h en egor.

Ur programm evit lakaat tud da vevañ en egor a oa bet raktreset er bloavezhioù 1970. Anv a oa eus ar « Raktres 714 », ur raktres savet evit bannañ an egorvulzun Sjuguang. Ne oa ket bet kaset ar raktres-se da benn abalamour d’an diaesterioù politikel hag armerzhel a oa bet lerc’h-ouzh-lerc’h er vro.

E 1992 e voe aotreet ar « Raktres 921 », a anavezer hiziv. D’an 19 a viz Du 1999 e voe bannet an egorvulzun didud Shenzhou, ur vanadenn a yae d’ober test kentañ ar programm. Goude tri zest all e oa bet bannet Shenzhou 5 d’ar 15 a viz Here 2003, gant harp ar fuzeen “Baleadenn Hir 2F” hag an taikonot Yang Liwei (diwar ar ger sinaek 太空 taikong, da lavaret eo egor. Sina zo an trede bro bet bannet ganti un egorvulzun en egor hec’h-unan. An eil kefridi “Shenzhou 6” zo bet roet lañs dezhi d’an 12 a viz Here 2005 ha berzh he deus graet.

Arsellerien o deus soñjet dezho e oa bet savet ar fuzenn « Baleadenn Hir » diwar « Soyouz », ar pezh zo bet dinac’het gant Sinaiz. Un danevell zo bet embannet gant Kendalc’h ar Stadoù-Unanet da-heul bannadenn ar bloaz 2003. Skrivet e oa bet en danevell-se : « Ma’z eo gwir o deus c’hoant Sinaiz kas da benn ar raktres-se evit reiñ lufr d’o folitikerezh e yelo ar reizhiadoù egorel milourel war wellaat etre 2010 hag 2020 gant o strivoù. Abeg a vez kavet er raktres-se gant ar gazetennerien indian a gav dezho emañ Sinaiz oc’h implijout un teknologiezh zo daou-ugent vloaz en-dro. War ar memes tro ez eo luziet ha diasur statud an harzoù milourel en egor.

Sellet ivez : Programm Shenzhou

Relijion

kemmañ

Meur a relijion zo e Sina. Ar relijionoù pennañ zo : ar voudaegezh, an islam, ar gatoligiezh hag ar brotestantiezh. Gallout a reer ivez ober anv eus eus an daoegezh hag eus Relijion ar bobl, anezho div relijion dibar e Sina, hag ivez eus ar chamaniezh, an ortodoksiezh hag an Dongba. Ur seurt relijion bagan eo ar relijion Dongba ha krouet eo bet diwar ur relijion heuliet gant an Naxied, unan eus ar minorelezhioù etnek niverus zo anezho e Sina. Eus Tibet eo a orin eo ar relijion-se hag e Yunnan emañ tud ar vinolerezh Naxi o vevañ.

Ar voudaegezh a voe kelennet e Sina war-dro ar I kantved evit ar wech kentañ. Skignet e voe ar gelennadurezh-se er vro da vat war-lerc’h ar IVe kantved ha deuet eo da vezañ ar relijion vrasañ e Sina. Div skol zo : ar voudaegezh tibetan (pe lamaegezh), zo anezho e Tibet hag e Mongolia an Diabarzh dreist-holl, hag an hinamaya (boudaegezh an Doare-karr bihan. Istimañ a reer ez eus war-dro 13 000 templ boudaat e Sina.

Krouet e oa bet an taoism en Eil kantved. Krouet e oa bet, war a seblant, diwar skridoù ar prederour Lăo Zi (pe “Lao-tseu”). E-mesk ar skridoù emañ al levr hollvrudet “Levr al Levenez hag ar Vertuz”, (e sinaeg Dàodé Jīng) ha “Levr ar C’hemmadurioù” (易经 Yì Jīng), anezho mammennoù an ezoteregezh sinat. Ouzhpenn 1500 templ taoist zo e Sina, a-hervez.

Notennoù ha daveoù

kemmañ
  1. Distaget eo Sina (SAMPA) /"si:na/ pe /"Si:na/.
  2. Brice Pedroletti, « Difenn a ra pennadurioù Beijing skignañ ar film Da Vinci Code evit damantiñ da gristenien Sina » er gelaouenn Le Monde, 11/06/2006 Patrom:Lire en ligne
  3. Hélène Lepelletier, « Télévision chinoise : le nouvel ordre moral », er gelaouenn Le Point, niv. 1770, p.45, 17/08/06, Patrom:Lenn enlinenn




  中文世界門戶 Porched ar bed sinaat — 找到關於中國的頁面 Adkavit ar pennadoù a denn d'ar bed sinaat.