Roll Faraoned Egipt

Wikimedia roll
(Adkaset eus Rouanez Egipt)

Setu amañ roll Faraoned Henegipt, adal ar marevezh raktierniezh (a-raok 3000 kt JK) betek dibenn Tierniezh Ptolemaios, pa zeuas Henegipt da vezañ ur broviñs roman dindan ren an impalaer roman Aogust er bloavezh - 30.

  • Merkomp diouzhtu ez eus war ar roll teir maouez bet e penn Henegipt o doa dibabet chom hep bezañ anvet faraon rak un titl gourel e oa. Ne oant ket priedoù rouaned ptolemaek ; setu int : Sobeknefrou, Hatshepsout ha Twosret. Merket int war a roll evel  Rouanezed 
  • Notenn : gant evezh bras e ranker degemer an deiziadoù merket amañ. Meur a reizhiad deiziata zo evit studioù Egipt, hervez ar mod m'int bet savet ha war peseurt diazez int savet. Ur c'hinnig zo amañ a-is, met n'eo ket an hini nemetañ, anat eo.
  • Adnotenn : en Istor Egipt e vez graet gant Goueled evit envel norzh ar vro ha gant Gorre evit ar su.
Tierniezhioù faraoned
e Henegipt
Prantad raktierniezh
Prantad prototierniezh
Prantad thinit
1añ 2
Rouantelezh kozh
3de 4re 5vet 6vet
I marevezh etre
7vet 8vet 9vet 10vet
11vet (Teba nemetken)
Rouantelezh krenn
11vet (Egipt a-bezh) 12vet
II marevezh etre
13vet 14vet 15vet 16vet 17vet
Rouantelezh nevez
18vet 19vet 20vet
IIIde marevezh etre
21 22 23de 24re 25vet
Maread izel
26vet 27vet 28vet
29vet 30vet 31
Prantad Gresian
Aleksandr Veur
Tierniezh ar Btolemeed
Prantad Roman

Henvarevezh

kemmañ

 Henvarevezh  a reer eus ar marevezh raktierniezhel, pa oa dispartiet Goueled Egipt diouzh Gorre Egipt, a oa div rouantelezh distag betek Iañ tierniezh Henegipt hagEil tierniezh Henegipt.

Raktierniezh: Goueled Egipt

kemmañ

Goueled Egipt, anvet ivez  ar Vro Zu , a oa rann norshañ an Nil gant he delta. Diglok moarvat eo ar roll-mañ.

Tiu
e hieroglifoù
t i
w
Anv Evezhiadennoù Deiziadoù
Tiu (faraon) ?
Thesh ?
Hsekiu ?
Wazner E-tro 3100 kt JK ?

Raktierniezh: Gorre Egipt

kemmañ

Gorre Egipt, anvet ivez  ar Vro Ruz , a oa lodenn suañ an Nil hag ar gouelec'hioù. Diglok moarvat eo ar roll-mañ, rak kalz muioc'h ag anvioù diasur zo.

Anv Evezhiadennoù Deiziadoù
Ro Bezañs diasur. E-tro 3200 kt JK ?
Serket II Anavezet ivez dre an anv a "Roue Krug" pe "Krug Egipt".
Marteze e oa an hevelep den ha Narmer.
Ur faraon lec'hel all anvet Serket I zo bet ivez. Renet en deus war-dro daou gantved diwezhatoc'h.
E-tro 3100 kt JK.
Narmer Lod a sell outañ evel ouzh ar roue en deus unanet Goueled ha Gorre Egipt. E-tro 3100 kt JK.

I Tierniezh

kemmañ

Ar I Tierniezh zo bet o ren etre e-tro 3050 kt JK ha 2890 kt JK.

Anv Evezhiadennoù Deiziadoù
Hor-Aha Anvet Menes ivez. Moarvat an hini bet unanet gantañ Gorre ha Goueled Egipt.
Anavezet ivez evel "Min" ha "Meni" e rolloù gwechall.
E-tro 3050 kt JK.
Djer 2 vloaz
Merneith Adroue evit Djet ha Den.
Djet 23 bloaz.
Den 14 da 20 vloaz.
Anedjib 26 vloaz.
Semerc'het 9 da 18 vloaz.
Qa'a 2916?–2890.

Eil Tierniezh

kemmañ

An Eil Tierniezh a oa bet o ren etre 2890 ha 2686 kt JK.

Anv Evezhiadennoù Deiziadoù
Hotepsec'hemwy 2890 – ?
Raneb 39 bloaz.
Nynetjer 23 bloaz.
Wneg 8 vloaz.
Senedj 20 vloaz.
Seth-Peribsen 17 vloaz.
c'hasec'hemwy ? – 2686 kt JK

Henimpalaeriezh

kemmañ

"Henimpalaeriezh" pe "Rouantelezh kozh" a reer eus ar mare, en IIIe milved kt JK, m'eo bet Egipt en he barr kentañ evit ar pezh a sell ouzh live diorroadur he sevenadur ha kemplezhded he c'hevredigezh.
Ar c'hentañ mare eo eus an tri marevezh anvet "impalaeriezh" pe "rouantelezh" a verk tri barr diorren ar sevenadur e traoñienn an Nil), e-doug ur prantad amzer em astennas eus ar mare ma oa renet ar vro gant an IIIe Tierniezh betek diwezh ar VIvet Tierniezh (26302151 kt JK).
Kalz egiptourien a renk ar VIIvet hag an VIIIvet Tierniezh en Henimpalaeriezh (pe "Rouantelezh Kozh") ivez pa gendalc'he ar velestradurezh da vezañ kreizennet e Menfis d'ar mare-se.
Merket eo bet diwezh an Henimpalaeriezh gant ur prantad a zizunvaniezh politikel hag a ziskaras eus al live sevenadurel anvet ar marevezh etre kentañ gant an Egiptourien.

E Menfis e oa bet lec'hiet kêr-benn Egipt e-kerzh marevezh ar Rouantelezh Kozh. Eno e oa bet staliet e lez gant ar Faraon Djoser. Perzh anavezetañ an Henimpalaeriezh eo savidigezh ar piramidennoù avat. Savet int bet d'ar mare-se ha talvezout a raent da vezioù evit ar Faraoned. Setu perak e vez graet alies "Oadvezh ar piramidennoù" eus marevezh an Henimpalaeriezh.

IIIe Tierniezh

kemmañ

An IIIe Tierniezh a oa bet o ren eus 2686 betek 2613 kt JK.

 
Djoser
Anv Evezhiadennoù Deiziadoù
Sanac'hte 2686-2668
Djoser Gourc'hemennet gantañ savidigezh ur biramidenn derezek empentet gant Imhotep. 2668-2649
Sec'hemc'het 2649-2643
C'haba 2643-2637
Huni 2637-2613

IVe Tierniezh

kemmañ

Ar IVe Tierniezh a oa bet o ren eus 2613 betek 2498 kt JK. Gant he Faraoned ez eus bet savet piramidennoù meur : re C'houfou (C'heops / Keops), C'hafra (C'hefren / Kefren) ha Menkaoura (Mycerinus / Mikerinos).

Anv Evezhiadennoù Deiziadoù
Sneferu 2613-2589
C'houfou Ar stumm gresianek Cheops a vez brezhonekaet e Keops a-wechoù. 2589-2566
Djedefra (Radjedef) 2566-2558
C'hafra Ar stumm gresianek Chephren a vez brezhonekaet e Kefren pe C'hefren a-wechoù. 2558-2532
Amañ e vez renket Bic'heris gant lod gouizieien, heuliet gant Manetho.
Menkaoura Ar stumm gresianek Mycerinus, a-wechoù dindan ar stumm Mikerinos er skridoù brezhonek. 2532-2503
Shepseskaf 2503-2498
Amañ e vez renket Thampthis gant lod gouizeien, heuliet gant Manetho.

Vvet Tierniezh

kemmañ

Ar Vvet Tierniezh a oa bet o ren eus 2498 betek 2345 kt JK.

Anv Evezhiadennoù Deiziadoù
Userkaf 2498-2491
Sahure 2487-2477
Neferirkare Kakai 2477-2467
Shepseskare Isi 2467-2460
Neferefre 2460-2453
Nyuserre Ini 2453-2422
Menkauhor Kaiu 2422-2414
Djedkare Isesi 2414-2375
Unas 2375-2345

VIvet Tierniezh

kemmañ
 
Pepis II Neferkare
gant e vamm Anc'hnesmeryre II

Ar VIvet Tierniezh a oa bet o ren eus 2345 betek 2181 kt JK.

Anv Evezhiadennoù Deiziadoù
Teti 2345-2333
Userkare 2333-2332
Pepi I Merire 2332-2283
Merenre Nemtyemsaf I 2283-2278
Pepi II Neferkare 2278-2184
Merenre Nemtyemsaf II Diasur eo e oa ur faraon. 2184
Nitiqret Ur rouanez, evit doare. 2184-2181

Kentañ marevezh etre

kemmañ

Marevezh etre kentañ a reer eus ar mare etre dibenn ar Rouantelezh Kozh ha penn-kentañ ar Rouantelezh Kreiz.

Ne voe ket ar Rouantelezh Kozh evit padout pell goude marv Pepi II. A-hed 94 vloaz e oa bet o ren, pelloc'h eget nep monark all en Istor, ha mervel a reas d'an oad a 100 vloaz. Abalamour d'e oad e oa bet direizhet mont en-dro ar rouantelezh e-pad ar bloavezhioù diwezhañ.

Torret e voe unaniezh an div rouantelezh, ha ret e voe d'ar Pennoù lec'hel talañ ouzh an naonegezh.

E-tro 2160 kt JK e klaskas ul lignez faraoned adunaniñ Goueled Egipt adal o c'hêr-benn, Herakleopolis Veur. E-keit-se avat e teuas a-benn ul lignez all diazezet e Teba da adunaniñ Gorre Egipt hag anat e voe e c'hoarvezje brezel etre an div dierniezh.

War-dro 2055 kt JK, e voe trec'h un diskennad eus ar faraon Intef III war faraoned Herakleopolis; bodet e voe an div vro en-dro ha diazezet an XIvet Tierniezh. Mentuhotep II a gemeras da anv ren, kentañ faraon ar Rouantelezh Kreiz.

VIIvet hag VIIIvet Tierniezh (bodet)

kemmañ

Ar VIIvet hag VIIIvet Tierniezh a oa bet o ren eus 2181 betek 2160 kt JK.

Anv Raganv Evezhiadennoù
? Neferkara I
Nebi Neferkara
? Djedkara Shemai
? Neferkara C'hendu
Amañ emañ renket Merenhor gant gouizieien zo.
Seneferka Neferkamin
? Nikara
? Neferkara Tereru
? Neferkahor
? Neferkara Pepyseneb
? Neferkamin Anu
Iby Qakara
? Neferkara II
C'huwihap Neferkawhor
? Neferirkara

IXvet Tierniezh

kemmañ

An IXvet Tierniezh a oa bet o ren eus 2160 betek 2130 kt JK.

Anv Evezhiadennoù Deiziadoù
Meryibre C'hety (Achthoes I) 2160- ?
Meribre C'hety II ?
Neferkare III ?
Nebkaure (Acthoes II) ?
Setut ?
Wac'hare C'hety I ?
Merykare ?
Wanc'hare C'hety II ?
Menethoupe I ?
Wanc'hare C'hety III ?
C'hety II ?
Merc'h C'hety II ?
Merc'h Merikare ? - 2130

Xvet Tierniezh

kemmañ

An Xvet Tierniezh a yae d'hec'h ober ur strollad lec'hel a astennas e veli war Gorre Egipt etre 2130 ha 2040 kt JK.

Anv Evezhiadennoù Deiziadoù
Meryhathor 2130 - ?
Neferkare IV ?
Wankare (Acthoes III) ?
Merykare ?
? - 2040

XIvet Tierniezh

kemmañ

Mont a rae d'ober an XIvet Tierniezh ur strollad lec'hel gwriziennet e Goueled Egipt ha bet o ren eno etre 2134 ha 1991 kt JK.

Anv Evezhiadennoù Deiziadoù
Intef I 2134-2117
Intef II 2117-2069
Intef III 2069-2060
Nebhetepre Mentuhotep I Paket Egipt a-bezh dindan e c'halloud e 2040 kent JK, deroù ar Rouantelezh Kreiz. 2060-2010
Sanc'hkare Mentuhotep II 2010-1998
Nebtawyre Mentuhotep III 1997-1991

Krennimpalaeriezh

kemmañ

"Krennimpalaeriezh" pe "Rouantelezh Kreiz" a reer eus ar mare etre dibenn ar Marevezh etre kentañ ha deroù an Eil marevezh etre. Ouzhpenn an XIIvet Tierniezh e vez renket an XIvet, XIIIvet hag ar XIVvet Tierniezh er C'hrennimpalaeriezh gant lod skiantourien.

Kalz gwanoc'h eo bet an XIIIvet Tierniezh eget an XIIvet Tierniezh ha divarrek eo bet da ren war holl zouaroù Egipt. Terriñ a reas an tiegezh proviñsel a oa o ren e Xois, lec'hiet e geunioù kornôg an Delta, gant an aotrouniezh kreiz. Savet e voe ganto ar XIVvet Tierniezh, o verkañ evel-se deroù an Eil marevezh etre.

XIIvet Tiernezh

kemmañ

An XIIvetTierniezh a oa bet o ren eus 1991 betek 1802 kt JK. Sellet e vo outi gant Egiptiz an amzerioù diwezhañ evel ouzh an Dierniezh veurdezusañ.

Anv Evezhiadennoù Deiziadoù
Amenemhet I 1991-1962
Senousret I (Sesostris I) 1971-1926
Amenemhet II 1929-1895
Senousret II (Sesostris II) 1897-1878
Senousret III (Sesostris III) 1878-1860
Amenemhet III 1860-1815
Amenemhet IV Gant ur c'henrenezh a badas bloaz da nebeutañ, diouzh un enskrivadur e Knossos. 1815-1807
Rouanez Sobeknefru Unan eus rouanezed dibaot Egipt. 1807-1803

Eil marevezh etre

kemmañ

Ur marevezh reuzeudik eo bet an Eil marevezh etre, etre dibenn ar C'hrennimpalaeriezh ha penn-kentañ an Nevezimpalaeriezh. En amzer-se ec'h aloubas an Hiksosed rouantelezh Egipt. Ren a rejont etre ar XVvet hag ar XVIvet Tierniezh.

Gwan-mat e oa bet an XIIIvet Tierniezh e-keñver an XIIvet Tierniezh. Divarrek e oa da ren war ar vro a-bezh. Terriñ a reas an tiegezh proviñsel a oa o ren e Xois, lec'hiet e geunioù kornôg an Delta, gant an aotrouniezh kreiz. Savet e voe ganto ar XIVvet Tierniezh, o verkañ evel-se deroù an Eil marevezh etre.

En em ziskouez a reas an Hiksosed en Egipt evit ar wezh kentañ e-pad ren Sobec'hotep IV, hag e-tro 1720 kent JK e oant mestr war kêr Avaris (Tell ed-Dab'a, Khata'na hiziv). Gant Salitis en o fenn, krouer ar XVvet tierniezh, e voent mestr war Egipt e-pad ren Dudimose I.

E-tro ar mareoù-se e kouezhas Menfis etre daouarn an Hiksosed. Disklêriañ a reas al lignez Egiptiz o ren e Teba o dizalc'hiezh ha sevel a rejont ar XVIIvet Tierniezh. A-benn ar fin e teuas a-benn an dierniezh-mañ da argas an Hiksosed kuit da Azia en-dro.

XIIIvet Tierniezh

kemmañ

XIIIvet Tierniezh (oc'h heuliañ Roll rouaned Turin) bet o ren eus 1803 betek e-tro 1649 kt JK hag a badas 153 pe 154 bl. diouzh Manetho.

Anv Evezhiadennoù Deiziadoù
Sec'hemre C'hutawy Sobec'hotep pe Wegaf Krouet e oa gantañ an XIIIvet Tierniezh.
Testeniekaet eo e ren dre veur a rekord eus an Nil ha papiruzoù.
1803-1799
Sec'hemkare Amenemhat V Senebef, breur Sec'hemre C'hutawy. 3 bloaz.
Amenemhat 1795-1792
Sehetepre ? - 1790
Iufni ?
Seanc'hibre ?
Semenkare ?
Sehetepre ?
Sewadjkare ?
Nedjemibre 7 miz. ?
Sobec'hotep I ?
Renseneb 4 miz E-tro 1775
Hor E-tro 1775
Sedjefakare Ur roue brudet-kaer,
a zo testeniekaet e anv war mein-koun niverus ha dielloù all.
Etre 5 bloaz ha 7 vloaz.
Sec'hemre C'hutawy Sobec'hotep Keñveriañ get Wegaf. E-tro 1767
C'hendjer Da nebeutañ 4 bloaz. E-tro 1765
Imyremeshaw ?
Antef V ?
king Seth ?
Sobec'hotep III 4 bloaz & 2 viz. E-tro 1755
Neferhotep I 11 vloaz. 1751-1740
Sobec'hotep IV 10 pe 11 vloaz. 1740-1730
Sobec'hotep V E-tro 1730
Wahibre Ibiau 10 bl. & 8 miz E-tro 1725-1714
Merneferre Ai 23 bloaz & 8 miz E-tro 1714-1691
Merhetepre Ini 2 vloaz & 2 viz ?
Seanc'henre Sewadtjew ?
Mersec'hemre Ined ?
Sewadjkare Hori ?
  • Diasur eo urzh ar rouaned a zo listennet amañ da heul.
Anv Evezhiadennoù Deiziadoù
Dudimose I E-tro 1654
Dudimose II ?
Senebmiu ?
Mentuhotep V ?
Senaayeb ?

XIVvet Tierniezh

kemmañ

Mont a rae d'ober ar XIVvet Tierniezh ur strollad lec'hel genidik eus reter an delta diazezet e Xois (Avaris), ha bet o ren tro-war-dro 1705 betek e-tro 1690 kt JK.

Anv Evezhiadennoù Deiziadoù
Nehesy E-tro 1705
C'hac'herewre? ?
Nebefawre E-tro 1704
Sehebre ? ?
Merdjefare E-tro 1699
Sewadjkare ? ?
Nebdjefare E-tro 1694
Webenre ? ?
? ?
Djefare ? ?
Webenre E-tro 1690

Pourchas a ra Roll rouaned Turin 25 anv ouzhpenn, lod diglok ha hep deiziad. Hini ebet anezho n'eo testeniekaet e lec'h all ebet. Arvarus-tre eo ar roll-se.

XVvet Tierniezh

kemmañ

Ganet eo ar XVvet Tiernezh a-douez an Hiksosed, anezho Bedouined eus an dezerzh deuet eus ar Greskenn strujus evit diazezañ ur renadur berr war douaroù bras en-dro d'an Nil ha bet o ren etre 1674 ha 1535 kt JK.

Anv Evezhiadennoù Deiziadoù
Sheshi Bet o ren bloaz pe dri. 1674- ?
Yakubher ?
C'hyan 30-40 vloaz
Apepi I 40 vloaz pe vuioc'h.
C'hamudi ? - 1535

XVIvet Tierniezh

kemmañ

Mont a rae d'ober ar XVIvet Tierniezh ur strollad lec'hel genidik eus hanternoz aod ar Sinai (Pelusium). Bet e oa o ren etre 1663 hag e-tro 1555 kt JK:

Anv (Raganv) Evezhiadennoù Deiziadoù
? Diank eo anv ar roue kentañ amañ war Roll rouaned Turin, ha n'hall ket bezañ adkavet.
Djehuty (Sec'hemresementawy) 3 bloaz.
Sobec'hotep VIII (Sec'hemresewosertawy) 16 vloaz.
Neferhotep III (Sec'hemresanc'htawy) 1 bloaz.
Mentuhotepi (Sanc'henra) 1 bloaz.
Nebiryraw I (Sewadjenra) 26 vloaz.
Nebiryraw II 3 miz ?
? (Semenra) 1 bloaz ?
Bebianc'h (Sewoserenra) 12 vloaz.
? (Sec'hemreshedwaset) 3 miz ?
? Diank eo anv pemp roue amañ war roll rouaned Turin, dibosupl o adkavout.

Betek 6 anv ouzhpenn a gaver er mammennoù : Semqen, C'hauserre, Seket, Ahetepre, Amou, ha Nebc'hepeshre (Apepi III).
N'int ket testeniekaet e lec'h all. Seblantout a ra pobl an Hiksosed bezañ aet diwar wel penn-da-benn a-c'houde 1555 kent JK.

XVIIvet Tierniezh

kemmañ

E Gorre Egipt e oa diazezet ar XVIIvet Tierniezh. Etre 1650 ha 1550 kt JK eo bet o ren.

Anv Evezhiadennoù Deiziadoù
Rehotep 1650- ?
Intef V an Henañ 3 bloaz
Intef VI ?
Sobekemsaf II 16 vloaz
Thuty 1 bloaz
Mentuhotep VI 1 bloaz
Nebiryerawet I 6 vloaz
Nebiryerawet II ?
Semenmedjatre ?
Seuserenre 12 vloaz
Shedwast ?
Intef VII 3 bloaz pe vuioc'h
Senac'htenre ?
Tao I an Henañ E-tro 1633 ?
Tao II ar C'haloneg E-tro 1554
Kamose 1553-1550

Nevezimpalaeriezh

kemmañ

"Nevezimpalaeriezh" pe "Rouantelezh Nevez" a reer eus ar prantad etre XVIIIvet hag XXvet Tierniezh Henegipt, adal ar [[XVIvet kantved kent JK]] betek an XIvet kantved kt JK, etre an Eil marevezh etre hag an Trede marevezh etre.

E-pad an Nevezimpalaeriezh eo e voe impalaeriezh Egipt en he brasañ. Betek pell en em astenne e-barzh Nubia er su, ha dalc'het e oa ganti kalz a zouaroù er Reter-nesañ. En em gannañ a reas armeoù Egiptiz ouzh re an Hittited evit bezañ mistri war Siria a-vremañ.

E-touez faraoned ar Rouantelezh Nevez ez eus daou a zo anavezet gwelloc'h evit ar re all : Ac'henaton, anvet ivez Amenhotep IV, a vez sellet alies ouzh e azeulerezh nemetañ d'an doue Aton evel diorroadur kentañ an undoueegezh, ha Ramses II, a glaskas adtapout an tachennoù bet kollet en Israel, Liban ha Siria hiziv an deiz hag a oa bet dalc'het gant Egiptiz e-pad an XVIIIvet Tierniezh. Mont a reas a benn gant e arme ouzh Muwatalli II, ar roue Hittit, e-kerzh Emgann Kadesh.

XVIIIvet Tierniezh

kemmañ

An XVIIIvet Tierniezh a oa bet o ren eus 1550 betek 1295 kt JK:

Anv Evezhiadennoù Deiziadoù
Ahmose I, Ahmosis I Warlerc'hiad Kamose, a-us. 1550-1525
Amenhotep I 1525-1504
Thoutmose I 1504-1492
Thoutmose II 1492-1479
Hatchepsout Unan eus ar rouanezed dibaot. 1473-1458
Thoutmose III Anvet e vez alies "Napoleon Egipt."
Kabestret e oa bet gant e lezvamm Hatshepsout e deroù e ren.
Goude he marv e voe astennet gantañ tiriad Egipt war-du ar Sav-heol.
1479-1425
Amenhotep II 1427-1400
Thutmose IV 1400-1390
Amenhotep III 1390-1352
Amenhotep IV/Ac'henaton Bet diazezet gantañ ur prantad undoueegezh berrbad (Atonegezh). 1352-1336
Smenc'hkare Adroue Ac'henaton. 1338-1336
Toutanc'hamon Lakaet peurliesañ da vab Ac'henaton. 1336-1327
Kheperkheprure Ai 1327-1323
Horemheb Bet jeneral ha kuzulier Toutanc'hamon. 1323-1295

XIXvet Tierniezh

kemmañ

An XIXvet Tierniezh a oa bet o ren etre 1295 ha 1186 kt JK, enni unan eus ar Faraoned vrasañ : Ramses II pe Ramses Veur :

Anv Evezhiadennoù Deiziadoù
Ramses I 1295-1294
Seti I 1294-1279
Ramses II (Ramses Veur) Ar faraon-se a vez liammet ouzh Moizez peurliesañ.
Bet e oa trec'h-didrec'h gant an Hittited e-kerzh Emgann Kadesh e 1275 kt JK.
Sinet e voe da-heul an Emglev peoc'h kentañ anavezet en Istor, e 1258 kt JK.
1279-1213
Merneptah Deskrivet eo e argadegoù dre Libia ha Palestina war ur maen-koun.
Warnañ emañ an dave kentañ da Israeliz.
1213-1203
Amenemses 1203-1200
Seti II 1200-1194
Merneptah Siptah 1194-1188
Rouanez Twosret Unan eus ar rouanezed dibaot. 1188-1186

XXvet Tierniezh

kemmañ

An XXvet Tierniezh a oa bet o ren etre 1185 betek 1070 kt JK.

Anv Evezhiadennoù Deiziadoù
Setnac'hte 1186-1183
Ramses III Bet oc'h en em gannañ a-enep da Tud ar Mor (Filistined) e 1175 kt JK. 1183-1152
Ramses IV 1152-1146
Ramses V 1146-1142
Ramses VI 1142-1134
Ramses VII 1134-1126
Ramses VIII 1126-1124
Ramesses IX 1124-1106
Ramses X 1106-1102
Ramses XI 1102-1069

Beleien Veur Amon e Teba

kemmañ

Ha pa ne vefe ket sellet outo evel ouzh un dierniezh per se, e oa ken bras galloud ha levezon Beleien Veur Amon e Teba ma oant gwir renerien Gorre Egipt etre 1080 ha 945 kt JK.

Anv Evezhiadennoù Deiziadoù
Herihor 1080-1074
Pianc'h 1074-1070
Pinedjem I 1070-1032
Masaherta 1054-1046
Menc'heperre 1045-992
Nesbanebdjed II Anvet ivez Smendes II. 992-990
Pinedjem II 990-969
Psusennes III Tost sur an hevelep den ha Psusennes II. 969-945

XXIvet Tierniezh

kemmañ

Diazezet e oa galloud an XXIvet Tierniezh e Tanis. Gwan a-walc'h e oa bet an dierniezh-se. War ar paper e oant mistri war Egipt a-bezh met e gwirionez ne'z ae ket pelloc'h o levezon eget Goueled Egipt. Bet int o ren etre 1069 ha 945 kt JK

Anv Evezhiadennoù Deiziadoù
Nesbanebdjed I Anvet ivez Smendes I. 1069-1043
Amenemnisu 1043-1039
Psusennes I 1039-991
Amenemope 993-984
Osorkon an Henañ 984-978
Siamun 978-959
Psusennes II 959-945

Trede marevezh etre

kemmañ

Merkañ a ra an Trede marevezh etre fin an Nevezimpalaeriezh. Meur a dierniezh eus ar prantad-se zo bet genidik eus Libia, alese an anv all a Varevezh libian.

XXIIl Tierniezh

kemmañ

Genidik eus Libia e oa faraoned an {{XXIIlt Tierniezh]]. Bet int o ren etre e-tro 945 ha 720 kt JK.

Anv Evezhiadennoù Deiziadoù
Shoshenq I Shishaq ar Bibl. 945-924
Osorkon I 924-889
Shoshenq II 890-890/889
Takelot I 889-874
Harsiese Emsaver, e Teba. 875-862
Osorkon II 874-833
Shoshenq III 833-794
Shoshenq IV 794-781
Pami 781-775
Shoshenq V 775-739
Osorkon IV 739-720

XXIIIe Tierniezh

kemmañ

Bet eo an XXIIIe Tierniezh ur strollad lec'hel genidik eus Libia ivez ha diazezet e Leontopolis; bet int o ren etre 836 ha 720 kt JK:

Anv Evezhiadennoù Deiziadoù
Takelot II Gwelet gwechall evel ur faraon eus an XXIIl Tierniezh, met anavezet bremañ evel krouer an XXIIIe. 836-812
Pedubast Un emsaver, preizhet Teba gantañ digant Takelot II. 826-801
Iuput I 812-811
Shoshenq VI Warlerc'hiad Pedubast. 801-795
Osorkon III Breur Takelot II ; adc'hounezet Teba gantañ, hag emanvet Roue da-c'houde. 795-767
Takelot III 773-765
Rudamon 765-762
Iuput II 762-728

Al Libued

kemmañ

Ne vez ket sellet outo evel ouzh un dierniezh da vat. Bez' e oa eus al Libued ur strollad ergerzherien all eus kornôg Libia, bet oc'h ober o annez e kornôg delta an Nil etre 805 ha 732 kt JK.

Anv Evezhiadennoù Deiziadoù
Inamunnifnebu 805-795
? 795-780
Niumateped 780-755
Titaru 763-755
Ker 755-750
Rudamon 750-745
Anc'hor 745-736
Tefnac'ht 736-732

XXIVe Tierniezh

kemmañ

Bet eo ar XXIVe Tierniezh un dierniezh kevezerez all berrbad lec'hiet e kornôg an delta (Sais), gant daou faraon bet o ren hepken, eus 732 betek 720 kt JK.

Anv Evezhiadennoù Deiziadoù
Tefnac'hte 732-725
Bakenrenef (Bocchoris) 725-720

Marevezh diwezhañ

kemmañ

Marevezh diwezhañ a reer eus ar prantad etre 732 kt JK hag ar mare ma teuas Egipt da vezañ ur broviñs eus Roma e 30 kt JK gant prantadoù dindan Nubiaiz, ar Bersed, ha Makedoniz.

XXVvet Tierniezh

kemmañ

Aloubet e oa bet Egipt gant Nubia e 732 kt JK hag azezañ a reas Nubiaiz war an tron en ur ziazezañ ar XXVvet Tierniezh zo bet o ren betek 656 kt JK.

Anv Evezhiadennoù Deiziadoù
Piye Roue Nubia ; aloubet Egipt gantañ e-pad 20 vloaz ; bet o ren klok 24 bloavezh-pad da nebeutañ, marteze ouzhpenn 30 vloaz. 752-721
Shabaka 721-707
Shebitku Kempred gant Sargon II eus Asiria a verk e zonedigezh war an tron e 707/706 kt JK. 707-690
Taharqa 690-664
Tantamani Marv e 653 664-656

Argaset da Nubia en-dro a-benn ar fin, e voe diazezet ganto ur rouantelezh e Napata (656-590), ha, diwezhatoc'hik, e Meroe (590 kt JK-IVe kantved goude JK).

XXVIvet Tierniezh

kemmañ

Ar XXVIvet Tierniezh a oa bet o ren etre war-dro 672 ha 525 kt JK.

Anv Evezhiadennoù Deiziadoù
Necho I 672664 kt JK
Psamtik I 664610 kt JK
Necho II 610595 kt JK
Psamtik II 595589 kt JK
Wahibre 589570 kt JK
Ahmose II 570526 kt JK
Psammetichus III 526525 kt JK

XXVIIvet Tierniezh

kemmañ
 
Darius Iañ ar Meurdezus

Aloubet e voe Egipt gant Persia e 525 kt JK ha staget ouzh an Impalaeriezh betek 404 kt JK. Anavezet eo bet shahed Tierniezh an Achaemenided evel faraoned en amzer-se. Ganto eo bet savet ar XXVIIvet Tierniezh:

Anv Evezhiadennoù Deiziadoù
Cambyses II 525521 kt JK
Smerdis ar Skraper 522521 kt JK
Darius Iañ ar Meurdezus 521486 kt JK
Serses I ar Meurdezus 486465 kt JK
Artabanus an Hirkanian 465464 kt JK
Artaserses I 464424 kt JK
Serses II C'hoanteg 424423 kt JK
Sogdianus C'hoanteg 424423 kt JK
Darius II 424404 kt JK

XXVIIIvet Tierniezh

kemmañ

Padet eo an XXVIIIvet Tierniezh 6 vloaz hepken eus 404 betek 398 kt JK, gant ur faraon :

Anv Evezhiadennoù Deiziadoù
Amyrtaeus Diskennad e oa eus faraoned Saite an XXVIvet Tierniezh.
Ren a reas un emsavadeg a reas berzh a-enep d'ar Bersed.
404398 kt JK

XXIXvet Tierniezh

kemmañ

An XXIXvet Tierniezh a oa bet o ren eus 398 betek 380 kt JK:

Anv Evezhiadennoù Deiziadoù
Nefaarud I Anvet Nepherites ivez. 398393 kt JK
Psammuthes 393 kt JK
Hakor (Achoris) 393380 kt JK
Nefaarud II 380 kt JK

XXXvet Tierniezh

kemmañ

An XXXvet Tierniezh a oa bet o ren eus 380 betek ma teufe Egipt da vezañ dindan beli ar Bersed en-dro e 343 kt JK:

Anv Evezhiadennoù Deiziadoù
Nectanebo I Anvet Nec'htnebef ivez. 380362 kt JK
Teos 362360 kt JK
Nectanebo II 360343 kt JK

Persed ha Makedoniz

kemmañ

Dont a reas Egipt da vezañ dindan beli ar Bersed ha Makedoniz eus 343 betek 309 kt JK. Goude mare Manetho, eo bet anavezet, a-wechoù, ar Pennoù pers etre 343 ha 332 kt JK, evel an XXXIvet Tierniezh:

Anv Evezhiadennoù Deiziadoù
Artaserses III Egipt dindan beli ar Bersed evit an eil gwech. 343338 kt JK
Artaserses IV Arses Bet o ren e Goueled Egipt hepken. 338336 kt JK
C'habbabash Penn un emsavadeg Nubian e Gorre-Egipt. 338335 kt JK
Darius III Codomannus Distreiñ a ra Gorre Egipt dindan beli ar Bersed e 335 kt JK. 336332 kt JK
Aleksandr III ar Meurdezus Aloubet Egipt ha Persia gant Makedonia. 332323 kt JK
Fulup III Arrhidaeus Mab fursot da Fulup II Makedonia ; hanter-vreur Aleksandr III ar Meurdezus. 323317 kt JK
Aleksandr IV Makedonia Mab Aleksandr III ar Meurdezus ha Roksana. 317309 kt JK

Tierniezh Ptolemaek

kemmañ

E-pad ar marevezh Hellenek eo bet Tierniezh Ptolemaios o ren Henegipt eus 305 kt JK betek ma teuas da vezañ ur broviñs eus Roma e 30 kent J.-K. (pa vez daou zeiziad an eil war-c'horre egile e talvez ez eus bet kenrenerezh):

Anv Evezhiadennoù Deiziadoù
Ptolemaios Iañ Dilezet e garg e 285 kt JK; marv e 283 kt JK. 305285 kt JK
Berenike Iañ Gwreg Ptolemaios I. ? - 285 kt JK
Ptolemaios II Philadelphos 288246 kt JK
Arsinoe I Gwreg Ptolemaios II. 284/81 - E-tro 274 kt JK
Arsinoe II Gwreg Ptolemaios II. 277-270 kt JK
Ptolemaios III Euergetes I 246222 kt JK
Berenike II Gwreg Ptolemaios III. 244/3-222 kt JK
Ptolemaios IV Philopator 222204 kt JK
Arsinoe III Gwreg Ptolemaios IV. 220-204 kt JK
Ptolemaios V Epifanes Emsavadeg e Gorre Egipt 207186 kt JK. 204180 kt JK
Kleopatra I Gwreg Ptolemaios V, kenrenerezh gant Ptolemaios VI pa oa minor. 193-176 kt JK
Ptolemaios VI Philometor Marvet e 145 kt JK. 180164 kt JK
Kleopatra II Gwreg Ptolemaios VI. 173-164 kt JK
Ptolemaios VIII Evergetes II Staliet gant ar Seleukid Antiochus IV Epiphanes e 170 kt JK.
O ren a-gevret gant Ptolemaios VI Philometor ha Kleopatra II adal 169 betek 164 kt JK.
Marvet e 116 kt JK.
171163 kt JK
Ptolemaios VI Filometor Egipt dindan beli Ptolemaios VIII 164 kt JK163 kt JK.
Ptolemaios VI war an tron en-dro 163 kt JK.
163-145 kt JK
Kleopatra II Dimezet gant Ptolemaios VIII.
Bet o kas war-raok an emsavadeg a-enep dezhañ e 131 kt JK.
Deuet da vezañ renerez nemeti Egipt.
163-127 kt JK
Ptolemaios VII Neos Filopator Lakaet da genrener gant e dad.
Bet o ren diwezhatoc'h dindan adrenerezh e vamm Kleopatra II.
144-145 kt JK
Ptolemaios VIII Euergetes II Adlakaet en e garg. 145-131 kt JK
Kleopatra III Eil gwreg Ptolemaios VIII. 142-131 kt JK
Ptolemaios Memphitis Lakaet da roue gant Kleopatra II ; lazhet nebeut goude gant Ptolemaios VIII. 131 kt JK
Ptolemaios VIII Euergetes II Adlakaet en e garg. 127-116 kt JK
Kleopatra III Distroet war an tron gant Ptolemaios VIII.
Kenrenerez diwezhatoc'h gant Ptolemaios IX ha X.
127-107 kt JK
Kleopatra II Divroc'het gant Ptolemaios VIII.
O ren war un dro gant Kleopatra III ha Ptolemaios betek 116.
124-116 kt JK
Ptolemaios IX Soter II Marvet e 80 kt JK 116110 kt JK
Kleopatra IV Dimezet e-pad nebeut amzer gant Ptolemaios IX, met skarzhet gant Kleopatra III. 116-115 kt JK
Ptolemaios X Aleksandr I Marvet e 88 kt JK. 110109 kt JK
Ptolemaios IX Soter II Adlakaet en e garg. 109107 kt JK
Ptolemaios X Aleksandr I Adlakaet en e garg. 10788 kt JK
Ptolemaios IX Soter II Adlakaet en e garg en-dro. 8881 kt JK
Berenis III Dimezet dre heg da Ptolemaios XI ; bet muntret diwar e urzh 19 devezh diwezhatoc'h. 81-80 kt JK
Ptolemaios XI Aleksandr II Mab yaouankañ Ptolemaios X Aleksandr. Staliet gant Sulla.
Bet o ren e-pad 80 devezh kent bezañ krouget gant keodedourien evit bezañ lakaet lazhañ Berenis III.
80 kt JK
Ptolemaios XII Neos Dionysos (Auletes) Mab Ptolemaios IX ; marvet e 51 kt JK 8058 kt JK
Kleopatra V Tryphaena Gwreg Ptolemaios XII, mamm da Verenis IV. ?-57 kt JK
Kleopatra VI Merc'h Ptolemaios XII. ? - 58 kt JK
Berenike IV Merc'h Ptolemaios XII.
Dimezet dre heg da Seleucus Kybiosaktes, met lakaet ganti da vezañ mouget.
5855 kt JK
Ptolemaios XII Neos Dionysos Adlakaet en e garg ; bet o ren nebeut gant e verc'h Kleopatra VII a-raok mervel. 5551 kt JK
Kleopatra VII Bet o kenren gant he zad Ptolemaios XII, he breur Ptolemaios XIII, he breur-gwaz
Ptolemaios XIV, hag he mab Ptolemaios XV ; anvet Kleopatra ivez, hepmuiken.
5130 kt JK
Ptolemaios XIII Breur Kleopatra VII. 5147 kt JK
Ptolemaios XIV Breur yaouankañ Kleopatra VII ha Ptolemaios XIII. 4744 kt JK
Ptolemaios XV Caesarion Mab Kleopatra VII ; oadet a 3 bloaz pa voe lakaet da genrener gant Kleopatra. 4430 kt JK
Arsinoe IV A-enep Kleopatra VII. 48-47 kt JK

Dont a reas Egipt da vezañ ur broviñs roman dindan ren Aogust e 30 kt JK. Damani an impalaer e oa. Difennet e veze d'ar senedourien mont di.

Kronologiezh grafek tierniezhioù Henegipt

kemmañ
PtolemaeedHenegipt makedonianXXXIvet tierniezh HenegiptXXXvet tierniezh HenegiptXXIXvet tierniezh HenegiptXXVIIIvet tierniezhXXVIIvet tierniezh HenegiptXXVIvet tierniezh HenegiptXXVvet tierniezh HenegiptXXIVvet tierniezh HenegiptXXIIIvet tierniezh HenegiptXXIIvet tierniezh HenegiptXXIvet tierniezh HenegiptXXvet tierniezh HenegiptXIXvet tierniezh HenegiptXVIIIvet tierniezh HenegiptXVIIvet tierniezh HenegiptXVIvet tierniezh HenegiptXVvet tierniezh HenegiptXIVvet tierniezh HenegiptXIIIvet tierniezh HenegiptXIIvet tierniezh HenegiptXIvet tierniezh HenegiptXvet tierniezh HenegiptIXvet tierniezh HenegiptVIIIvet tierniezh HenegiptVIIvet tierniezh HenegiptVIvet tierniezh HenegiptVvet tierniezh HenegiptIVe tierniezh HenegiptIIIe tierniezh HenegiptEil tierniezh HenegiptIañ tierniezh Henegipt
Nota Bene : n'eo ket resis ar fedoù a-raok ar VIIvet kantved kent J.-K.

Daveoù

kemmañ
  • Sir Alan Gardiner Egiptian Grammar: Being an Introduction to the Study of Hieroglyphs, 3 Emb., Reizhet. London: Oxford University Press, 1964. Excursus A, pp. 71–76.

Gwelet ivez

kemmañ

Liammoù diavaez (e saozneg)

kemmañ
A56
Porched Egiptopedia
Adkavit pennadoù Wikipedia a denn da Henamzer Egipt :

Istor | Douaroniezh | Labour-douar | Aozadur politikel | Faraoned | Arz | Mitologiezh | Doueed | Buhez pemdez | Levrlennadur | Geriaoueg