Botswana
Botswana (bro ar bobl Swana) a zo ur vro e su kevandir Afrika, harzoù dezhi gant Namibia er c’hornôg hag en norzh, gant Zambia en norzh, gant Suafrika er su, ha gant Zimbabwe er biz. Gaborone eo ar gêr-benn. Gwechall e oa dindan gwarezveli ar Rouantelezh Unanet, hag anvet e oa Bechuanaland, betek 1966, ar bloavezh ma teuas da vezañ dizalc’h.
Republic of Botswana Lefatshe la Botswana Republik Botswana | |||||
| |||||
Ger-stur : "Pula" (glav) | |||||
Kan broadel: Fatshe leno la rona (Benniget ra vezo ar Vro Nobl-mañ) | |||||
Kêr-benn (ha kêr vrasañ) |
Gaborone | ||||
Yezh(où) ofisiel | saozneg (yezh ofisiel), setswana (yezh vroadel) | ||||
---|---|---|---|---|---|
Gouarnamant | Republik | ||||
- Prezidant | Mokgweetsi Masisi | ||||
- Kentañ ministr | |||||
Dizalc’h | diouzh ar Rouantelezh Unanet | ||||
- Deiziad | 30 a viz Gwengolo 1966 | ||||
Gorread | |||||
- Hollad | 600 370 km² (48vet) | ||||
- Dour (%) | 2,5% | ||||
Poblañs | |||||
- istimadur 2006 | 1 639 833 () | ||||
- Stankter | 3/km² (231vet) | ||||
Moneiz | Pula (BWP )
| ||||
Gwerzhid-eur | (UTC+ 2) | ||||
Kod kenrouedad | .bw | ||||
Kod pellgomz | +267 |
Liammoù armerzhel strizh a-walc’h he deus Botswana gant Suafrika, ha pinvidik eo e gondon (diamantoù).
Botswana a zo unan eus ar stadoù stabilañ a zo en Afrika. Un demokratelezh eo, hag hervez an aozadurioù etrebroadel e vez doujet da wirioù mab-den eno.
Hinad
kemmañBerr-berr eo koulzad ar glaveier ha hanter grin eo an hinad. Daoust da se, abalamour da uhelder keñverel ar vro, ha d'al ledred, emañ an hinad da vezañ renket e-touez an hinadoù istrovanel. Er pep brasañ eus ar bloaz n'hall ket ar redoù-avel gleb tizhout ar vro. Ar c'houlz-amzer krin a bad eus miz Ebrel da Here er su ha betek miz Du en norzh (koulskoude e ra muioc'h a c'hlav dre eno). Digor eo ar rann su d'an avelioù yen er goañv, eus miz Mae da fin miz Eost, gant ur gwrezvark krenn a 14 °C. Tomm e vez an hañv dre holl gant gwrezvrek krenn a 26 °C. Heoliet eo ar vro a-hed ar bloaz, ha muioc'h c'hoazh er goañv. Avelek ha poultrennek e vez e-pad ar c'houlz-amzer krin.
Rannoù melestradurel
kemmañRannet eo Botswana e 9 distrig.
Ouzhpenn d'an distrigoù-se ez eus distrigoù-kêr meret gant kuzulioù-kêr : Gaborone, Francistown, Lobatse, Selebi-Phikwe.
Liammoù diavaez
kemmañ
Tiriadoù dalc'het
Ceuta • Inizi Kanariez • Madeira • Melilla • Mayotte • Reünion • Saint Helena • Inizi Tchagos
Azawad • Sahara ar C'hornôg • Somaliland