Karger (armoù-tan)

Ur c’harger a zo ur pezh eus un arm-tan hiniennel, e roll pourvezañ anezhañ gant munisionoù. Gellet a ra bezañ fiñv evel war ar braz eus an armoù-tan modern, pe diabarzh, evel war an armoù-tan koshoc’h pe war armoù daomaotomatek modern savet evit ar chase. Ur c'harger diabarzh a c'hall bezañ anvet pourvezer ivez. Ar revolverioù a vez pourveziet gant un daboulin.

Ur bistolenn CZ 75 stumm P-01 hag he c'harger.

Doareoù kargerioù

kemmañ

Kargerioù diabarzh

kemmañ

Karger korzennek

kemmañ

Ar c'hargerioù diabarzh kentañ deuet war-wel e kreiz an XIXvet kantved (war ar fuzuilh Volcanic da skouer) a oa korzennek, da lavaret eo e oa ur gorzenn dindan ar c'hanol, enni kartouchennoù renket an eil war-lerc'h eben. Abalamour da se e ranke o boledoù bezañ ront, evit mirout ouzh o emors da vezañ skoet gant beg ar boled a oa a-dreñv. Poblek-tre e voe ar sistem-mañ war an armoù hir evel ar fuzuilhoù dezhe ul loc'henn-grogenn en eil hanterenn an XIXvet kantved (Winchester M1873, fuzuilhoù Henry). Implijet e vez ivez war ar fuzuilhoù-pomp (Winchester M1897, Mossberg 500) ha war ar fuzuilhoù-chaseal damaotomatek modern (Browning Auto-5 da skouer). Gellet a ra ur c'harger korzennek bezañ leuniet deus tu ar gulasenn (Benelli M4) pe eus tu beg ar c'hanol (Marlin M60).

 
Laonenn-gargañ evit ur fuzuilh Mauser, warni munisionoù 6,5 × 55 mm

Laonenn-gargañ

kemmañ

Adalek dibenn an XIXvet e krogas al laonennoù-kargañ da vezañ implijet evit pourveziañ kargerioù diabarzh an armoù-skoaz. Un nebeud kartouchennoù a c'halle bezañ raklakaet war al laonenn, hag a veze bontet e pourvezer an arm evit heñchañ ar munisionoù. Pa oa echuet e oa tennet al laonenn kuit eus an arm. Un araokadenn e oa al laonennoù-kargañ war an tachennoù-emgann pa c'halle ar soudarded prientiñ laonennadoù-kargañ ouzhpenn a-raok an emgannoù hag uhelaat o lusk-tennañ. Implijet eo bet ar sistem-mañ e dibenn an XIXvet kantved ha war fuzuilhoù-morailh pennañ ar Brezel-bed Kentañ evel al Lebel, ar Gewehr 98, ar Mosin-Nagant pe ar Springfield M1903.

Kargerioù-fiñv

kemmañ

E deroù an XXvet kantved e voe ijinet ar sistem kargerioù-fiñv eeun implijet gant armoù damaotomatek evel ar bistolenn Browning M1900 pe al Luger P08. Seurtoù boestoù eo ar c'hargerioù-fiñv, toullet eus tu ar gulasenn, enne ur winterell hag a vount war ar munisionoù a-feur ma vez tennet gant an arm. Kromm e c'hall bezañ ar c'harger-fiñv pa vez lakaet ennañ kartouchennoù stumm ur voutailh, evel war an AK-47 pe ar fuzuilhoù-arsailh doare AR-15.

Treuzwelus e c'hall bezañ ar c'hargerioù-fiñv evit ma c'hallfe an tenner gwelet pet tenn a chom gantañ. Enne e c'hall bezañ renket ar c'hartouchennoù en unan pe div golonenn evit uhelaat o endalc'h.

Evit an armoù aotomatek e c'hall bezañ implijet kargerioù-fiñv uheloc'h o endalc'h ha disheñvel o stummoù eus ar c'hargerioù eeun : kargerioù ront (evel er PPSh 41), enne renket ar c'hartouchennoù er memes tu holl, pe kargerioù-taboulin, enne renket ar c'hartouchennoù e doare ur steredenn.

Kargerioù-fiñv nebeut-implijet

kemmañ

E deroù an XXvet kantved e voe implijet war armoù 'zo ur sistem klip, a veze lakaet ar c'hartouchennoù ennañ ha sanket en arm. Kaset e veze ar c'hlip kuit eus an arm ur wech tennet an holl voledoù. An M1 Garand zo e-touez an armoù brudetañ a rae gant ar sistem klipoù. War armoù-skoaz modernoc'h eus merkoù 'zo (Winchester, Steyr, Ruger) e c'hall bezañ implijet ur c'harger-tro a vez sanket en arm.

 
Ur revolver 6 tenn Smith & Wesson Model 29 gwintet e daboulin

Taboulinoù

kemmañ

Ar revolverioù, ha karabinennoù 'zo produet en XIXvet kantved, a ra gant un daboulin evit pourveziañ an arm. Enni e vez lakaat ar c'hartouchennoù en o c'hambr war-eeun. Pemp pe c'hwec'h kartouchenn a c'haller lakaat e taboulinoù ar revolverioù a-vremañ peurliesañ.



Lezenn

kemmañ

Da glokaat.

Gwelet ivez

kemmañ

Daveennoù

kemmañ
  • (fr) Cours de maniement des armes à feu pour débutant (lennet d'an 21/09/2024)
  • (fr) Mc NAB Chris, Armes à feu Encyclopédie Visuelle, L'Imprévu, 2022, 304 p.
  • (fr) VENNER Dominique, Les armes de combat individuelles, Jacques Grancher Éditeur, 1978, 310 p.
   Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan