Roll ar rouaned c'hall

(Adkaset eus Rouaned c'hall)
Setu ur pennad diechu hag a denn d'an istor. Gallout a rit reiñ un tamm skoazell, ha kreskiñ ar pennad : krogit e-barzh !

Setu amañ ur roll eus ar rouaned hag impalaerien a renas war zouar ar vro a vez graet Bro-C'hall anezhi e brezhoneg, France e galleg adalek 490 betek 1870, war-bouez daou amzervezh : hini ar Republik kentañ, (22 a viz Gwengolo 179218 a viz Mae 1804 ha hini an Eil Republik (24 a viz C'hwevrer 18482 a viz Kerzu 1851).

Merovingidi ne voe ket kalz anezho o ren, nemet en ul lodenn eus rouantelezh ar Franked, ha gant ur roue all alies pe meur a hini.

  • Ar re a zeuas a-benn da unvaniñ broioù ar Franked a zo skrivet o anv e lizherennoù tev.
Anv Ren Titloù Notennoù
  C'hlodwig I
(466 – 27 a viz Du 511)
481511 Roue ar Franked Goude e varv e voe rannet e rouantelezh etre e bevar mab : Klodomir, Thierry, Childebert ha Hlotar Iañ.
  Klodomir I
(war-dro 495 – 25 a viz Even 524)
511524 Roue Orleañs Lazhet en emgann Vézeronce. E vibien Thibault ha Gonthaire a voe lazhet war urzh o eontred Childebert ha Klotar, ha ne chomas nemet Klodoald, anavezet evel sant Cloud.
  Thierry I
(war-dro 485/90 – 534)
511534 Roue Reims
  Theodebert I
(war-dro 504 - 548)
534548 Roue Reims Mab Thierry I.
  Theodebald
(war-dro 535 – 555)
548555 Roue Reims Mab Theodebert Iañ. Mervel a reas divugel. Klotar I an hini a renas war e lerc'h.
  Childebert I
(war-dro 497 – 23 a viz Kerzu 558)
511558 Roue Pariz
  Klotar I
(war-dro 497 – 29 a viz Du 561)
511561
555561
558561
Roue Soissons
Roue Reims
Roue ar Franked
Mab Klovis, an hini diwezhañ chomet bev. Unaniñ a reas ar rouantelezh hag a voe rannet etre e 4 mab Karibert, Sigebert, Chilperig ha Gontran goude e varv.
  Karibert I
(war-dro 521 – 567)
561567 Roue Pariz
  Sigebert Iañ
(535 – 575)
561575 Roue Aostrazia
  Chilperig I
(539 – 584)
561584
567584
Roue Neustria
Roue Pariz
  Gontran
(war-dro 528 – 592)
561592
584592
Roue Bourgogn
Roue Pariz
  Childebert II
(570 – 595)
575595
592595
Roue Aostrazia
Roue Bourgogn
Mab Sigebert I.
  Theodebert II
(585 – 612)
595612 Roue Aostrazia Mab Childebert II.
  Thierry II
(587 – 613)
595613
612613
Roue Bourgogn
Roue Aostrazia
Mab Childebert II.
  Sigebert II
(war-dro 601 – 613)
613 Roue Aostrazia Mab Thierry II. Trec'het ha lazhet gant Klotar II.
  Klotar II
(584 – 18 a viz Here 629)
584629
595629
613629
Roue Neustrazia
Roue Pariz
Roue ar Franked
Mab Chilperig I. Unaniñ a reas ar rouantelezh frank.
  Dagobert I
(war-dro 602/5 – 19 a viz Genver 639)
623632
629639
632639
Roue Aostrazia
Roue ar Franked (nemet Akitania)
Roue ar Franked
Mab Klotar II.
  Karibert II
(war-dro 606/10 – 632)
629632 Roue Akitania Mab Klotar II.
  Sigebert III
(631 – 1 a viz C'hwevrer 656)
632656 Roue Aostrazia Mab Dagobert I.
  Klovis II al Lezireg
(633 – 657)
639657 Roue Neustria ha Bourgogn Mab Dagobert I.
  Childebert III an Advabet
(† 662)
656662 Roue Aostrazia Advabet gant Sigebert III.
  Klotar III
(war-dro 652 – 673)
657673 Roue Neustria ha Bourgogn Mab Klovis II.
  Childerig II
(war-dro 655 – 675)
662675
673675
Roue Aostrazia
Roue ar Franked
Mab Klovis II.
  Thierry III
(war-dro 657 – 691)
673 ha675687
687691
Roue Neustria
Roue ar Franked
Mab Klovis II.
  Klovis III
(† 676)
675676 Roue Aostrazia Sañset mab Klotar III, lakaet war tron Aostrazia gant Ebroïn, maer ar palez.
  Dagobert II
(war-dro 652 – 23 a viz Kerzu 679)
676679 Roue Aostrazia Mab Sigebert III. Anvet da sant e 892.
  Klovis IV
(war-dro 680 – 695)
691695 Roue ar Franked Mab Thierry III.
  Childebert IV
(war-dro 683 – 711)
695711 Roue ar Franked Mab Thierry III.
  Dagobert III
(war-dro 699 – 715)
711715 Roue ar Franked Mab Childebert IV.
  Chilperig II
(war-dro 670 – 721)
715719
719721
Roue Neustria ha Bourgogn
Roue ar Franked
Moarvat mab Childerig II. Dilennet da roue Neustria e 715, e gwarez Rainfroi, maer ar palez. Roue an holl Franked goude marv e gevezer Klotar IV e 719.
  Klotar IV
(war-dro 685 – 719)
717719 Roue Aostrazia Moarvat mab Thierry III, lakaet war tron Aostrazia gant Karl Martel. Stourm a reas ouzh an Neustrianiz Chilperig II ha Rainfroi.
  Thierry IV
(† 737)
721737 Roue ar Franked Mab Dagobert III, lakaet da roue gant Karl Martel war-lerc'h marv Chilperig II.
Etre-ren (737743)
  Childerig III
(† war-dro 754/5)
743751 Roue ar Franked Lakaet da roue gant Pepin Grenn, diroueet gantañ e 751 ha serret en ur manati.
Anv Ren Titloù Notennoù
  Pepin III Pepin Grenn
(war-dro 715 – 24 a viz Gwengolo 768)
751768 Karolingidi Maer ar palez e Neustria da varv e dad Karl Martel, e 741, hag en Aostrazia p'en em dennas Karloman. Skarzhañ a reas ar Merovingad Childerig III ha dilennet e voe da roue ar Franked e miz Du 751.
  Karl Veur
(2 a viz Ebrel 742 – 28 a viz Genver 814)
768814 Karolingidi Roue ar Franked goude marv e dad, asambles gant e vreur Karloman Iañ hag a varvas e 771. Sakret impalaer ar C'hornôg gant ar pab Leon III e Roma d'ar 25 a viz Kerzu 800. Marvet en Aix-la-Chapelle.
  Loeiz I an Deol
(778 – 20 a viz Even 840)
814840 Karolingidi Roue Akitania e 781 hag impalaer ar C'hornôg d'an 11 a viz Gwengolo 813, a-gevret gant e dad. Sakret gant ar pab Étienne IV e Reims d'ar 5 a viz Here 816. Skarzhet e 833 gant e vab Lotar I, distroet war an tron ar bloaz goude.
  Karl II ar Moal
(13 a viz Even 823 – 6 a viz Here 877)
840877 Karolingidi Roue Frankia ar C'hornog goude feur-emglev Verdun (843). Sakret impalaer ar C'hornôg e Roma d'ar 25 a viz Kerzu 875 goude marv e niz Loeiz II ar Yaouank.
  Loeiz II Besteod
(1 a viz Du 846 – 10 a viz Ebrel 879)
877879 Karolingidi Roue Akitania e 867, ha roue ar Franked goude marv e dad Karl II. Sakret e Compiègne d'an 8 a viz Kerzu 877.
  Loeiz III
(war-dro 864 – 5 a viz Eost 882)
879882 Karolingidi Dilennet roue ar Franked asambles gant e vreur Karloman II goude marv o zad Loeiz II. Sakret e Ferrières e miz Gwengolo 879. Marvet dihêr.
Karloman II
(war-dro 866 – 12 a viz Kerzu 884)
879884 Karolingidi Dilennet da roue ar Franked asambles gant e vreur Loeiz III goude marv o zad Loeiz II. Sakret e Ferrières e miz Gwengolo 879. Roue nemetañ goude marv e vreur d'ar 5 a viz Eost 882. Marvet dihêr.
  Karl III an Tev
(839 – 13 a viz Genver 888)
884887 Karolingidi Mab Loeiz II Germania, galvet evit seveniñ rejañs Charlez Eeun, mab diwezhañ Loeiz II. Tennet e holl ditloù digantañ d'an 11 a viz Kerzu 887.
  Odo I
(war-dro 860 – 1 a viz Genver 898)
888898 Robertidi Dilennet da roue ar Franked goude skarzhet Charlez an Tev. Sakret e Compiègne d'an 29 a viz C'hwevrer 888.
  Charlez III Eeun[1]
(17 a viz Gwengolo 879 – 7 a viz Here 929)
893922 Karolingidi Mab Loeiz II, skarzhet diouzh an tron goude marv e vreur Karloman II en abeg d'e oad tener. Pa voe skarzhet Karl III e oa re yaouank c'hoazh hag e voe dibabet Odo, kont Pariz, en e lec'h. Padal e voe sakret e Reims d'an 28 a viz Genver 893 pa oa Odo o ren c'hoazh. En em glevet a rejont evit ma renje Charlez goude marv Odo : deuet da vezañ roue ar Franked d'an 1 a viz Genver 898. Skarzhet gant uhelidi ar rouantelezh a zilennas ha lakaas Roperzh, kont Bourgogn, da vezañ sakret d'an 30 a viz Even 922. Prizoniad e 923. Marvet er vac'h.
Roperzh I
(war-dro 866 – 15 a viz Even 923)
922923 Robertidi Breur Odo, ne c'houlennas ket gwiskañ ar gurunenn goude marv hemañ. Gant meur a uhelad e savas a-enep Charlez Eeun e 921. Sakret e Reims d'an 30 a viz Even 922. Marvet en emgann Soissons.
  Raoul
(war-dro 890 – 15 a viz Genver 936)
923936 Bosonidi Roue ar Franked goude marv Roperzh Iañ dre ma nac'has an uhelidi daskoriñ ar gurunenn da Charlez Eeun. Sakret d'an 13 a viz Gouere 923 e Soissons. Marvet divab diwar laouegezh.
  Loeiz IV Tramor
(10 a viz Gwengolo 921 – 10 a viz Gwengolo 954)
936954 Karolingidi Mab Charlez eeun, roue goude marv Raoul hepken, pa nac'has Huon ar Bras gwiskañ ar gurunenn. Sakret e Laon d'an 19 a viz Even. Marvet goude bezañ kouezhet diwar ur marc'h.
  Lotar
(war-dro 941 – 2 a viz Meurzh 986)
954986 Karolingidi Roue ar Franked goude marv e dad Loeiz Iv d'an 10 a viz Gwengolo 954. Sakret e Reims d'an 12 a viz Du.
  Loeiz V an Didalvez
(war-dro 967 – 22 a viz Mae 987)
986987 Karolingidi Sakret e Compiègne d'an 8 a viz Even 979. Roue ar Franked goude marv e dad Lotar d'an 2 a viz Meurzh 986. Marvet dihêr goude bezañ kouezhet diwar ur marc'h.
Anv Ren Titloù Notennoù
  Huon Capet
(war-dro 940 – 24 a viz Here 996)
987996 Kapesianed Dug ar Franked adalek 960, dilennet roue ar Franked goude marv Loeiz V ha sakret e Noyon (?) d'an 3 a viz Gouere (?) 987.
Roperzh II an Deol
(972 – 20 a viz Gouere 1031)
9961031 Kapesianed Sakret d'ar 25 a viz Kerzu 987 e Orléans, evel roue a-gevret. Roue ar Franked goude marv e dad Huon Capet d'ar 24 a viz Here 996.
  Huon II
(1007 – 17 a viz Gwengolo 1025)
10171025 Kapesianed Sakret d'an 9 a viz Even 1017 e Compiègne evel roue a-gevret.
  Herri I
(1008 – 4 a viz Eost 1060)
10311060 Kapesianed Sakret d'ar 14 a viz Mae 1027 e Reims evel roue a-gevret. Roue ar Franked goude marv e dad Roperzh II d'an 20 a viz Gouere 1031.
Rejañs (1060 – 1066) : Anne Kiev, pried Herri I.
  Fulup I
(23 a viz Mae 1052 – 29 a viz Gouere 1108)
10601108 Kapesianed Sakret d'an 23 a viz Mae 1059 e Reims evel roue a-gevret. Roue ar Franked goude marv e dad Herri I d'ar 4 a viz Eost 1060.
  Loeiz VI Tev
(1 a viz Kerzu 1081 – 1 a viz Eost 1137)
11081137 Kapesianed Roue ar Franked d'an 29 a viz Gouere 1108 goude marv e dad Fulup I. Sakret e Orléans d'an 3 a viz Eost.
  Fulup
(29 a viz Eost 1116 – 13 a viz Here 1131)
11291131 Kapesianed Mab henañ Loeiz VI. Sakret d'ar 14 a viz Ebrel 1129 e Reims evel roue a-gevret.
  Loeiz VII ar Yaouankañ
(1120 – 18 a viz Gwengolo 1180)
11371180 Kapesianed Eil mab Loeiz VI. Sakret d'ar 25 a viz Here 1131 e Reims evel roue a-gevret. Roue ar Franked goude marv e dad d'an 1 a viz Eost 1137.
  Fulup II an Aogust
(21 a viz Eost 1165 – 14 a viz Gouere 1223)
11801223 Kapesianed Sakret e Reims d'an 1 a viz Du 1179 evel roue kevret. Roue ar Franked goude marv e dad Loeiz VII d'an 18 a viz Gwengolo 1180. An hini kentañ oc'h ober gant an titl roue Bro-C'hall.
  Loeiz VIII al Leon
(5 a viz Gwengolo 1187 – 8 a viz Du 1226)
12231226 Kapesianed Roue Bro-C'hall goude marv e dad Fulup II d'ar 14 a viz Gouere 1223. Sakret e Reims d'ar 6 a viz Eost. Marvet diwar red-kof.
Rejañs (1226 – 1235) : Blanca Kastilha, pried Loeiz VIII.
  Loeiz IX pe Sant Loeiz
(25 a viz Ebrel 1214 – 25 a viz Eost 1270)
12261270 Kapesianed Roue Bro-C'hall goude marv e dad Loeiz VIII d'an 8 a viz Du 1226. Sakret e Reims d'an 29 a viz Du 1226. Marvet diwar red-kof.
  Fulup III an Hardizh
(30 a viz Ebrel 1245 – 5 a viz Here 1285)
12701285 Kapesianed Roue Bro-C'hall goude marv e dad Loeiz IX d'ar 25 a viz Eost 1270. Sakret e Reims d'an 30 a viz Eost 1271.
  Fulup IV ar C'hoant
(1268 – 29 a viz Du 1314)
12851314 Kapesianed Roue Navarra dindan an anv Fulup Iañ dre e zimez gant ar rouanez Janed Iañ d'ar 14 a viz Eost 1284, ha roue Bro-C'hall goude marv e dad Fulup III d'ar 5 a viz Here 1285. Sakret e Reims d'ar 6 a viz Genver 1286.
  Loeiz X ar Chikaner
(4 a viz Here 1289 – 5 a viz Even 1316)
13141316 Kapesianed Roue Bro-C'hall ha Navarra dindan an anv Loeiz Iañ goude marv e dad Fulup IV d'an 29 a viz Du 1314. Sakret e Reims d'ar 24 a viz Eost 1315. Marvet pa oa e wreg o tougen.
Rejañs (1316) : Fulup Poitiers, breur Loeiz X.
  Yann I an Dalif
(15 a viz Du – 19 a viz Du 1316)
1316 Kapesianed Mab dalif Loeiz X ; ne vevas nemet 5 devezh.
  Fulup V an Hir
(17 a viz Du 1293 – 3 a viz Genver 1322)
13161322 Kapesianed Eil mab Fulup IV. Roue Bro-C'hall ha Navarra dindan an anv Fulup II goude marv e niz Yann I. Sakret e Reims d'an 11 a viz Genver 1317. Marvet divab.
  Charlez IV ar C'hoant
(18 a viz Even 1294 – 1 a viz C'hwevrer 1328)
13221328 Kapesianed Trede mab Fulup IV. Roue Bro-C'hall ha Navarra dindan an anv Charlez I goude marv e vreur Fulup V. Sakret e Reims d'an 21 a viz C'hwevrer. Marvet divab. Ar c'hudennoù a savas evit renkañ e susit a voe kaoz eus Brezel Kant Vloaz.
Anv Ren Titloù Notennoù
  Fulup VI
(1293 – 22 a viz Eost 1350)
13281350 Valois Roue Bro-C'hall goude marv e genderv Charlez IV. Sakret e Reims d'an 29 a viz Mae.
  Yann II ar roue mat
(26 a viz Ebrel 1319 – 8 a viz Ebrel 1364)
13501364 Valois Roue Bro-C'hall goude marv e dad Fulup VI. Sakret e Reims d'ar 26 a viz Gwengolo. Marvet er vac'h e Londrez.
  Charlez V ar Fur
(21 a viz Genver 1338 – 16 a viz Gwengolo 1380)
13641380 Valois Roue Bro-C'hall goude marv e dad Yann II. Sakret e Reims d'an 19 a viz Mae.
  Charlez VI ar Foll
(3 a viz Kerzu 1368 – 22 a viz Here 1422)
13801422 Valois Roue Bro-C'hall goude marv e dad Charlez V. Sakret e Reims d'ar 4 a viz Du. Paket gant ur barrad follentez e 1392.
  Charlez VII an Trec'hour pa Pourvezet mat
(22 a viz C'hwevrer 1403 – 22 a viz Gouere 1461)
14221461 Valois Roue Bro-C'hall goude marv e dad Charlez VI, dre ma nac'has asantiñ da feur-emglev Troyes a lakae Herri V Bro-Saoz war an tron. Sakret e Reims d'ar 17 a viz Gouere 1429 gant sikour Janed Ark.
  Loeiz XI an Evezhiek
(3 a viz Gouere 1423 – 30 a viz Eost 1483)
14611483 Valois Roue Bro-C'hall goude marv e dad Charlez VII. Sakret e Reims d'ar 15 a viz Eost 1461.
Rejañs (1483 – 1491) : Anne de Beaujeu, merc'h Loeiz XI.
  Charlez VIII ar Sichant
(30 a viz Even 1470 – 7 a viz Ebrel 1498)
14831498 Valois Roue Bro-C'hall goude marv e dad Loeiz XI. Sakret e Reims d'an 30 a viz Mae 1484. Marvet divab.
  Loeiz XII Tad ar bobl
(27 a viz Even 1462 – 1 a viz Genver 1515)
14981515 Valois-Orléans Roue Bro-C'hall goude marv e genderv Charlez VIII. Sakret e Reims d'ar 27 a viz Mae 1498. Marvet divab.
  Frañsez I
(12 a viz Gwengolo 1494 – 31 a viz Meurzh 1547)
15151547 Valois-Angoulême Roue Bro-C'hall goude marv e genderv ha tad-kaer Loeiz XII. Sakret e Reims d'ar 25 a viz Genver 1515. Marvet diwar gwadlestegezh.
  Herri II
(31 a viz Meurzh 1519 – 10 a viz Gouere 1559)
15471559 Valois-Angoulême Roue Bro-C'hall goude marv e dad Frañsez I. Sakret e Reims d'ar 26 a viz Gouere 1547. Marvet goude bezañ gloazet en un tournamant.
  Frañsez II
(19 a viz Genver 1544 – 5 a viz Kerzu 1560)
15591560 Valois-Angoulême Roue Bro-C'hall goude marv e dad Herri II. Sakret e Reims d'an 18 a viz Gwengolo 1559.
  Charlez IX
(27 a viz Even 1550 – 30 a viz Mae 1574)
15601574 Valois-Angoulême Roue Bro-C'hall goude marv e vreur Frañsez II. Sakret e Reims d'ar 15 a viz Mae 1561.
  Herri III
(19 a viz Gwengolo 1551 – 2 a viz Eost 1589)
15741589 Valois-Angoulême Dilennet da roue Polonia d'an 11 a viz Mae 1573 ha distroet da Vro-C'hall goude marv e vreur Charlez IX. Sakret e Reims d'an 13 a viz C'hwevrer 1575. Muntret gant Jacques Clément.
Anv Ren Titloù Notennoù
  Herri IV ar Meur
(13 a viz Kerzu 1553 – 14 a viz Mae 1610)
15891610 Bourboned Roue Navarra e 1572, roue Bro-C'hall goude marv e genderv Herri IIIhag an doa e zibabet evel susitour. Dinac'h ar brotestantelezh d'ar 25 a viz Gouere 1593 evit bezañ sakret e Chartres d'ar 27 a viz C'hwevrer 1594. Muntret gant François Ravaillac.
Rejañs (1610 – 1622) : Maria de' Medici, pried Herri IV.
  Loeiz XIII ar Reizh
(27 a viz Gwengolo 1601 – 14 a viz Mae 1643)
16101643 Bourboned Roue Bro-C'hall ha Navarra goude marv e dad Herri IV. Sakret e Reims d'ar 17 a viz Here. Marvet diwarkleñved Crohn.
Rejañs (1643 – 1651) : Anna Aostria, pried Loeiz XIII.
  Loeiz XIV ar Meur pe ar Roue-Heol
(5 a viz Gwengolo 1638 – 1 a viz Gwengolo 1715)
16431715 Bourboned Roue Bro-C'hall ha Navarra goude marv e dad Loeiz XIII. Sakret e Reims d'ar 7 a viz Even 1654. Ne grogas da ren da vat nemet goude marv Mazarin e 1661. Marvet diwar brein-krign.
Rejañs (1715 – 1723) : Fulup Orléans, niz Loeiz XIV.
  Loeiz XV
(15 a viz C'hwevrer 1710 – 10 a viz Mae 1774)
17151774 Bourboned Roue Bro-C'hall ha Navarra goude marv e dad-kuñv Loeiz XIV. Sakret e Reims d'ar 25 a viz Here 1722. Marvet diwar gwadlestegezh.
  Loeiz XVI
(23 a viz Eost 1754 – 21 a viz Genver 1793)
17741792 Bourboned Roue Bro-C'hall ha Navarra goude marv e dad-kozh Loeiz XV. Sakret e Reims d'an 11 a viz Even 1775. Roue ar C'hallaoued d'an 10 a viz Here 1789. Krennet e c'halloud gant Bonreizh an 3 a viz Gwengolo 1791, asantet gantañ d'an 13. Skarzhet diouzh an tron d'an 21 a viz Gwengolo 1792. Dibennet dre ar Guillotine da heul e brosez.
(Loeiz XVII)
(27 a viz Meurzh 1785 – 8 a viz Even 1795)
17931795 Bourboned Ne renas ket, met anavezet e voe evel roue gant e eontr Loeiz XVIII hag ar roueelourien. Marvet er vac'h e Tour an Templ.
1792-1795 : Bodadenn vroadel
1795-1799 : Directoire
1799-1804 : Koñsulerezh
Anv Ren Titloù Notennoù
  Napoleon I
(15 a viz Eost 1769 – 5 a viz Mae 1821)
18041814 Bonaparte Pennkoñsul adalek 1799, koñsul e vuhez-pad adalek 1802, impalaer ar C'hallaoued dre Bonreizh an 18 a viz Mae 1804. Sakret e Notre-Dame-de-Paris d'an 2 a viz Kerzu. Tennet e c'halloud digantañ gant ar Sened d'an 3 a viz Ebrel 1814.
Anv Ren Titloù Notennoù
  Loeiz XVIII
(17 a viz Du 1755 – 16 a viz Gwengolo 1824)
18141815 Bourbons Emzisklêriet roue goude marv e niz Loeiz XVII ha roue da vat adalek ar 6 a viz Ebrel 1814 goude dilez Napoleon. Tec'hel a reas kuit eus Pariz da noz an 20 a viz Meurzh 1815.

Impalaeriezh kentañ (Ar C'hant Deiz)

kemmañ
Anv Ren Titloù Notennoù
  Napoleon I 1815 Bonaparte Distroet d'an Tuileries d'an 20 a viz Meurzh, nebeut goude tec'hadenn Loeiz XVIII. Trec'het e Waterloo d'an 18 a viz Even, dilezet ar galloud d'an 22 a viz Even evit reiñ e lec'h d'e vab[2].
Anv Ren Titloù Notennoù
  Loeiz XVIII 18151824 Bourbons Adc'halvet gant ar gouarnamant-da-c'hortoz d'an 22 a viz Even 1815 goude eil dilez Napoleon, erruet e Pariz d'an 8 a viz Gouere.
  Charlez X
(9 a viz Here 1757 – 6 a viz Du 1836)
18241830 Bourbons Roue Bro-C'hall goude marv e vreur Loeiz XVIII d'ar 16 a viz Gwengolo 1824. Sakret e Reims d'an 29 a viz Mae 1825. Rediet da reiñ e zilez goude an Trois Glorieuses d'an 2 a viz Eost 1830.
  (Loeiz XIX)
(6 a viz Eost 1775 – 3 a viz Even 1844)
1830 Bourbons Lavaret e vez a-wechoù eo bet Loeiz Bro-C'hall, mab henañ Charlez X, roue Bro-C'hall gant an anv Loeiz XIX e-pad an 20 munutenn a voe etre sinadur an akt a zilez gant Charlez X ha sinadur an daofin.
  (Herri V)
(29 a viz Gwengolo 1820 – 24 a viz Eost 1883)
1830 Bourbons Lavaret e vez eo bet roue eus an 2 a viz Eost betek ar 7 a viz Eost, etre dilez e dad-kozh Charlez X evitañ ha galv Loeiz-Fulup Iañ gant Kambr an dilennidi.
Anv Ren Titloù Notennoù
  Loeiz-Fulup I ar Roue-Sitoyan
(6 a viz Here 1773 – 26 a viz Eost 1850)
18301848 Tiegezh Orléans Goude dispac'h miz Gouere 1830 e voe disklêriet roue ar C'hallaoued d'an 9 a viz Eost. Roet e zilez goude dispac'h miz C'hwevrer 1848 evit e vab-bihan Fulup Orléans. Hemañ ne voe ket anavezet gant ar Vodadenn a zisklêrias an Eil Republik.
1848-1852 : an Eil Republik
Anv Ren Titloù Notennoù
  Napoleon III
(20 a viz Ebrel 1808 – 9 a viz Genver 1873)
18521870 Bonaparte Dilennet da brezidant an Eil Republik c'hall e 1848, ha graet gantañ taol-stad an 2 a viz Kerzu 1851 a gasas d'an Eil Impalaeriezh e miz Kerzu 1852 hag eñ impalaer ar C'hallaoued. Trec'het en emgann Sedan e voe bac'het d'an 2 a viz Gwengolo 1870. Embannet e voe an Trede Republik daou zevezh goude.

Liammoùdiavaez

kemmañ

Notennoù

kemmañ
  1. Carolus Simplex : Charlez Euun, Charlez Didro.
  2. Pemzektez e padas ren ofisiel e vab.