Afrodite

(Adkaset eus Afrodit)

Afrodite (Ἀφροδίτη / Aphrodítê) eo anv doueez ar c'hellid, ar garantez, ar plijadurezhioù, hag ar gened, en Henc'hres.
Klotañ a rae gant an doueez fenikian Astarte.

Darn eus Ganedigezh Gwener
William Bouguereau (1879)

Venus a veze graet anezhi gant ar Romaned ; Gwener eo anv anv brezhonek. Ken brudet eo deuet an anv Venus da vezañ ma vez lakaet zoken war delwennoù hellazat, evel Venus Melos, a zo Afrodite Melos e gwirionez.

Div zremm he deus Afrodite rak bez' ez eo war un dro doueez plijadurioù ar c'horf ha doueez ar gened c'hlan.

En Henroma, Aprilis (Ebrel), pevarvet miz an deiziadur gregorian, a veze gouestlet da Venus.

MojennoùAozañ

Div vojenn disheñvel zo diwar-benn ganedigezh Afrodite.

Kaset e voe gant an Avelioù betek Kythera hag alese da Giprenez.

KarantezioùAozañ

E-touez an doueedAozañ

Dimezet e oa da Hefaistos, met doueed all a voe karet ganti.

  • Ares, a oa tad he merc'h Harmonia, ha Deimos ha Fobos. Pa glevas Hefaistos digant Helios (an heol, a wel pep tra eus lein an oabl) e kouske e wreg gant Ares, e lakas war gwele an daou garedig ur roued hud da dapout anezho. Pa voent tapet e c'halvas Zeus hag an doueed all da zont da welout an daou labous tapet en e roued war o gwele.

Diwar-se e voe milliget Helios gant Afrodite, hag e holl ziskennidi d'e heul, da lavarout eo Pasifae hag he merc'hed Ariadna ha Fedra ; gwashaet e voe ar mallozh-se gant hini Poseidon a voe taolet war Minos, pried Pasifae ha tad da Ariadna ha Faedra.

E-touez an dudAozañ

Harozed ivez a voe karet gant Afrodite.

  • Faethon, mab da Eos ha da Gephalos, a zo lakaet ganti da ziwaller divarvel he neved, hag unan eus an daou zoue a ziwall red ar blanedenn Venus.
  • Boutes an Argonaot, tad he mab Eryks, roue kriz a voe lazhet gant Herakles.
  • Anc'hises, eus Troia, tad he mab Aineias, a ziwallas hag a skoazellas da gas Penatoù Troia betek Italia, kent dezhi kaout aotre da reiñ dezhañ an divarvelezh a-berzh Zeus (Ovidius, Metamorfozoù, XIV).
  • Adonis, ar bugel kaer ganet eus ar wezenn-vir, a voe troet e vamm Myrrha enni. Persefone a fellas dezhi kaout ar bugel, ma rankas Zeus rannañ amzer Adonis. Un drederenn eus ar bloavezh evit pep hini, dezhañ da zibab petra ober er peurrest, hag a dremene gant Afrodite atav, ken na voe gloazet gant ur pemoc'h gouez. Priapos evit doare a oa ganet diwar an darempred-se, hag eveltañ an nimfenn Beroe, unan eus mestrezed diniver Dionysos (Nonnos Panopolis, Dionysiaca, kanennoù a bep seurt).

ErosAozañ

Eros hag e c'hevell Anteros a vez kontet da vezañ bugale dezhi, nemet hervez Hesiodos e oa Eros unan eus an doueed na oant ket bet ganet, penegwir e oa deuet eus ar C'haos.

DialerezAozañ

Spouronus eo dial Afrodite. Evit mirout droug ouzh unan bennak n'eo het trec'h Hera dezhi : eben a vag gwarizi ouzh ar merc'hed arall, hi a sko gant ar re na zoujont ket outi, n'he servijont ket evel a zo dleet, pe a nac'h he servijout. Etre he daouarn n'eo ar merc'hed nemet binvioù da reiñ d'ar baotred.

  • Dre warizi eo he deus kondaonet Eos (Gouloù an Deiz) da vezañ erotoman.
  • Evit kastizañ Hippolytos, mab Theseüs, ha ne zouj nemet ouzh Artemis, e laka karantez diroll da sevel e kreizon Fedra.
  • War c'houlenn Poseidon e laka c'hoant da sevel e Pasifae.
  • Rediañ a ra merc'hed roue Kiprenez da vont da c'histi peogwir e nac'hont hec'h enoriñ a-zoare.
  • Dre ar memes abeg end-eeun e taol ur c'hwezh fall-brein war merc'hed Lemnos, ken e spont ar baotred.
  • Klask a ra lakaat Psyche da vont e karantez gant un den fallakr war-bouez ur saezh tennet gant Eros, nemet hennezh ne sent ket outi hag ober a ra e soñj dimeziñ gant Psyché.

Darn a vez diwallet ganti, ha ne garfent ket bezañ ! Elena an hini a glemme abalamour ma veze gwarezet ganti : « Na dichañsus on-me, emezi dezhi, setu adarre ouzh ma c'hostez, leun a soñjoù treitour ! »

Brezel TroiaAozañ

Barnadenn Paris eo ar vojenn vrudetañ diwar-benn Afrodite, a ziskleir an abeg a voe da vrezel Troia.
Eris, a oa an doueez nemeti ha ne oa ket bet pedet da eured ar roue Peleüs hag an nimfenn Thetis, a daolas un aval-aour war daol ar banvez a oa skrivet warnañ « D'an hini gaerañ ».
Nac'h dibab a reas Zeus etre Hera, Athena hag Afrodite, an teir a zleje, gouez dezhañ, kaout an aval. Ha neuze an doueezed da c'houlenn digant Paris, mab Priam, priñs Troia, barn an tabut. Ha pep hini d'he zro da glask gennañ anezhañ. Ha Hera da brometiñ galloud kement hag ur roue, hag Athena klod er brezel, hag Afrodite kaerañ maouez a zo er bed. Ha Paris da zibab Afrodite ha goulenn Elena Troia evel priz, goude ma oa pried ar roue hellazat Menelaos. Skrapidigezh Elena gant Paris an hini a voe kaoz da vrezel Troia. E-kerzh ar brezel-se eo e voe gloazet an doueez gant Diomedes

Lesanvioù AfroditeAozañ

 
Afrodite hag Adonis
Paolo Veronese, ~1580
  • Acidalia, "eus feunteun Acidalia"
  • Afrodita en kepois (Ἀφροδίτη ἐν Κήποις), "al liorzhoù"
  • Ambologera, "an hini a bella ar gozhni"
  • Anadiómena (Ἀναδυομένη), "a zeu e-maez ar mor"
  • Androfono (Ἀνδροφόνος), "lazherez gwazed"
  • Anosia (Ἀνόσια), "laik"
  • Basilis (Βασιλίς), "rouanez"
  • Despina (Δέσποινα), "an itron"
  • Enoplios (Ἐνόπλιος), "armet"
  • Epitimbidia, "war ar bezioù" [1]
  • Epitragidia
  • Escotia (Σκοτία), "teñval"
  • Genetilis, "eus ar vammelezh"
  • Hetaira (Ἑταίρα), "ar serc'h"
  • Kalliglutos (Καλλίγλουτος), "kaer he divglun"
  • Kallipygos (Καλλίπυγος), "kaer he divglun"
  • Kipria, Kipris (Κύπρις), "a Giprenez"
  • Kythereia (Κυθήρεια), "a Gythera"
  • Melaina (Μέλαινα), "du" [2]
  • Melainis (Μελαινίς), "du yaouank" [3]
  • Morfo (Μορφώ), "liesseurt he neuz"
  • Ourania, "rouanez an Neñvoù"
  • Pandemos (Πάνδημος), "boutin d'an holl" [4]
  • Persefesa (Περσεφάεσσα), "rouanez an isved"
  • Porné (Πόρνη), "ar c'hast" [5]
  • Praxis (Πράξις), "eus an ober [revel]"
  • Timboricos (Τυμβωρύχος), "eus ar bezioù"
  • Urania (Οὐράνια), "eus an Oabl"

TaolennoùAozañ

Livet stank eo bet Afrodite, dindan hec'h anv latin dreist-holl. Kavet e vo livadurioù anezhi er pennadoù

DelwennoùAozañ

Gwelout ivezAozañ

Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Liammoù diavaezAozañ

NotennoùAozañ

  1. Damheñvel ouzh Melaina ha Melainis.
  2. Damheñvel ouzh Epitimbidia ha Melainis.
  3. Damheñvel ouzh Epitimbidia ha Melaina.
  4. Eleze doueez ar bobl.
  5. Doueez ar gasterezh.


An Dodekatheon
Zeus | Hera | Poseidon | Hestia | Demeter | Afrodite
Athena | Apollon | Artemis | Ares | Hefaistos | Hermes