India
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
E Su kevandir Azia emañ Republik India, ent-berr India (Bhārat en hindieg). Gant Bangladesh ha Pakistan en em led war iskevandir Indez etre aradennad an Himalaya en Norzh ha Meurvor Indez, hemañ o vezañ a-dal d'hec'h aodoù Kornôg ha Reter. Ar 7vet brasañ bro er bed eo hag an eil pobletañ gant 1 210 193 422 a dud (2011), war-dro 1 miliard 200 milion eta.
भारत गणराज्य (Bhārat Ganarājya) Republic of India Republik India | |||||
| |||||
Ger-stur : सत्यमेव जयते "Satyameva Jayate" (Sañskriteg) | |||||
Kan broadel: Vande Mataram | |||||
Kêr-benn | New Delhi | ||||
---|---|---|---|---|---|
Kêr vrasañ | Mumbai | ||||
Yezh(où) ofisiel | Hindeg, Saozneg | ||||
Gouarnamant | Republik | ||||
- Prezidant | Ram Nath Kovind | ||||
- Kentañ ministr | Narendra Modi | ||||
Gorread | |||||
- Hollad | 3.287.263 km² (7vet) | ||||
- Dour (%) | 9,56 | ||||
Poblañs | |||||
- niveradeg 2015 | 1 251 695 584 | ||||
- Stankter | 3.41/km² (2añ) | ||||
PDK (PGP) | 2010 (istimadur) | ||||
- Hollad | $4.060 trillion ([[Roll ar broioù dre o PDK (PGP)|]]) | ||||
- Keidenn | $3.339 ([[roll ar broioù dre PDK (PGP) dre zen|]]) | ||||
FDD (2010) | 0,519 () (119vet) | ||||
Moneiz | roupi (INR )
| ||||
Gwerzhid-eur | (UTC+5.5) | ||||
Kod kenrouedad | .in | ||||
Kod pellgomz | +91 |
Istor
kemmañBodet eo 250 milion a dud en un harz-labour bras e miz Du 2020.
Douaroniezh
kemmañ- Lec'hiadur: etre al ledredennoù 8° 4' ha 37° 6' norzh hag an hedredennoù 68° 7' ha 97° 25' reter.
- Hirder an aodoù: 17 600 km.
India a ya d'ober al lodenn vrasañ eus iskevandir Indez a zo etre plakenn dektonikel India ha lodenn gwalarn ar blakenn indiat-hag-aostraliat. Lod eus tiriad ar stadoù en norzh hag er biz zo lec'hiet e torosad an Himalaya. Ar peurrest eus India an norzh, ar c'hreiz hag ar reter zo tiriadoù strujus plaenenn ar Ganga. Er c'hornôg, e-kichenn gevret Pakistan emañ dezerzh an Thar. India ar su zo evit al lod brasañ pladennoù ledenezel an Dekkan, etre daou dorosad aodel gant un torosennadur diblaen, re Ghat ar c'hornôg ha re Ghat ar reter.
Treuzet eo ar vro gant meurstêrioù evel ar Ganga, ar Brahmapoutra, ar Yamunâ, ar Godâvarî, an Narmadâ hag ar C'haveri. Teir enezeg zo, en o zouez ar re Lakshadweep, hag a zo er-maez aod ar mervent. Bez' emañ ivez aradennad volkanek inizi Andaman ha Nikobar er gevred ha re Sunderban e delta ar Ganga e Bengal ar C'hornôg. An hin indiat a ya eus hini an trovanoù er su betek hini kerreishoc'h an norzh e-lec'h ma vez erc'h a-hed ar goañv e norzh an Himalaya.
Hin ar vro zo levezonet gant an Himalaya ha dezerzh an Thar. An Himalaya ha menezioù an Hindu Kush e Pakistan a harz ouzh an avelioù katabatek deuet eus Kreizazia. Rak-se e chom an tommder e lod brasañ ar c'hevandir kontrol d'ar broioù lec'hiet er memes ledred. Evit dezerzh an Thar a sach avelioù gleborek monson an hañv etre Mezheven ha Gwengolo hag a zo pennkaoz da lodenn vrasañ kouezhadurioù India.
Rannadurioù India
kemmañ- Gwelet ar pennad Stadoù ha tiriadoù India
Ur c’hevredad stadoù eo India, pep hini gant e Barlamant hag e gouarnamant. Bez' zo eizh stad warn-ugent, c'hwec'h tiriad mui tiriad ar gêr-benn Delhi Nevez (New Delhi Capital Territory).
3 287 240 km² eo gorread India. Bevennet eo gant Pakistan, Afghanistan, Republik Pobl Sina, Nepal, Bhoutan, Bangladesh ha Myanmar. 15 000 km a hirder eo harzoù ar vro.
An arouezioù broadel
kemmañLoen | ||
---|---|---|
Evn | ||
Gwez | ||
Bleuñv | ||
Loen lec'hel | ||
Loen-mor | ||
Stlejvil | ||
Bronneg | ||
Frouezh | ||
Azeuldi | ||
Stêr | ||
Menez |
Kan broadel : Jan gana mana skrivet gant Rabindranath Tagore
Ger-stur : satyam eva jayate (ar wirionez hepken a zo trec'h)
Loen broadel : an tigr
Evn broadel : ar paun
Bleuñv broadel : al lotuz
Gwez broadel : ar banian
Frouezh broadel : ar mangez
Ardamez broadel
kemmañ- Arouez broadel India a zo anezhañ adskeudenn Leon Sarnath, e-kichen Varanasi en Uttar Pradesh. Hemañ a oa bet savet en IIIe kantved kt JK gant an impalaer Achoka evit merkañ al lec'h ma voe embannet da gentañ e aviel a beoc'h hag a frankizadur gant Bouddha da bevar c'horn ar bed. Setu e tiskouez an arouez broadel penaos e vez kadarnaet hec'h engouestl kozh evit ar peoc'h er bed hag ar volontez vat gant India a-vremañ.
- Emañ ar pevar leon (unan zo kuzhet war ar skeudenn), anezho arouezioù a nerzh, kalonegezh ha fiziañs, war ur sichenn ront. Gronnet eo ar sichenn-se gant pevar loen bihanoc'h, gouarnourien pevar c'horn ar bed: an olifant evit ar reter; ar marc'h evit ar su; an tarv evit ar c'hornôg hag al leon evit an norzh. Hag emañ ar sichenn-se war ul lotuzenn e bleuñv a vez taolennet ganti mammenn ar vuhez hag an awen grouus.
- Ar ger-stur sañskritek satyam eva jayate enskrivet dindan an arouez a sinifi ar wirionez hepken a zo trec'h.
Banniel
kemmañ- Gwelet ar pennad Banniel India
Ar yezhoù
kemmañ- Gwelet ar pennad: Roll yezhoù ofisiel India
17 yezh pennañ a zo, 844 yezh ha rannyezh all.
Ar relijionoù
kemmañRelijionoù pennañ: hindouegezh, islam, kristeniezh, boudaegezh, sikegezh, jainegezh.
Pennadoù kar
kemmañLiammoù diavaez
kemmañ
Afghanistan • Arabia Saoudat • Armenia2 • Azerbaidjan1 • Bahrein • Bangladesh • Bhoutan • Brunei • Egipt3 • Emirelezhioù Arab Unanet • Filipinez • India • Indonezia5 • Iran • Iraq • Israel • Japan • Jordania • Jorjia1 • Kambodja • Kazac'hstan1 • Kiprenez2 • Kirgizstan • Korea an Norzh • Korea ar Su • Koweit • Laos • Liban • Malaysia • Maldivez • Mongolia • Myanmar • Nepal • Oman • Ouzbekistan • Pakistan • Qatar • Rusia1 • Republik Pobl Sina • Republik Sina (Taiwan) • Singapour • Siria • Sri Lanka • Tadjikistan • Thailand • Timor ar Reter4 • Turkia1 • Turkmenistan • Viêt Nam • Yemen
Stadoù ha n'int ket anavezet: Nagorno-Karabac'h2
Tiriadoù gant ur statud ispisial: Hong Kong • Makao • Palestina
1. En Europa evit un darn. 2. En Azia e-keñver douaroniezh met a vez sellet outi evel un tamm eus Europa evit abegoù istorel ha sevenadurel. 3. En Afrika evit ar braz. 4. Lakaet a-wechoù en Oseania. 5. En Oseania evit un darn.
Stadoù ha tiriadoù India | |
---|---|
Stadoù | Andhra Pradesh • Arunachal Pradesh • Asam • Bihar • Chhattisgarh • Goa • Gujarat • Haryana • Himachal Pradesh • Jharkhand • Karnataka • Kerala • Kornôg Bengal • Madhya Pradesh • Maharashtra • Manipur • Meghalaya • Mizoram • Nagaland • Orisa • Panjab • Rajasthan • Sikkim • Tamil Nadu • Telangana • Tripura • Uttarakhand • Uttar Pradesh |
Tiriadoù an Unaniezh | Inizi Andaman ha Nikobar • Chandigarh • Dadra ha Nagar Haveli ha Daman ha Diu • Delhi • Jammu ha Kachmir • Ladakh • Lakshadweep • Puducherry |