Charles de Gaulle

jeneral ha pennrenner ar Republik c'hall
(Adkaset eus Jeneral de Gaulle)
Diwar-benn prezidant Bro-C'hall eo ar pennad-mañ. M'emaoc'h o klask ar barzh eus an XIXvet kantved, sellit ouzh Charles-Jules de Gaulle.

Charles de Gaulle pe De Gaulle[1] a zo bet ganet d'an 22 a viz Du 1890 e Lille, e departamant an Norzh (Bro-C'hall) ha tremenet d'an 9 a viz Du 1970 e Colombey-les-Deux-Églises, e departamant an Haute-Marne (Bro-C'hall). Soudard a-vicher bet tizhet an rez a vrigadennour, ur politikour gall a-bouezh eo bet etre ar bloavezhioù 1940 ha 1960. Ar c'haolouriezh a vez graet eus ar redenn bolitikel awenet gantañ, bras he fouezh hiziv hon deiz c'hoazh e buhez politikel Bro-C'hall.

Charles de Gaulle
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhFrañs Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denCharles de Gaulle Kemmañ
Anv ganedigezhCharles André Joseph Marie de Gaulle Kemmañ
Anv-bihanCharles, André, Joseph, Marie Kemmañ
Anv-familhde Gaulle Kemmañ
LesanvCharles de Lugale Kemmañ
Deiziad ganedigezh22 Du 1890 Kemmañ
Lec'h ganedigezhLille Kemmañ
Deiziad ar marv9 Du 1970 Kemmañ
Lec'h ar marvColombey-les-Deux-Églises Kemmañ
Doare mervelabeg naturel Kemmañ
Abeg ar marvAnevrism Kemmañ
Lec'h douaridigezhgrave of Charles de Gaulle Kemmañ
TadHenri de Gaulle Kemmañ
MammJeanne Maillot Kemmañ
Breur pe c'hoarMarie-Agnès de Gaulle, Jacques de Gaulle, Xavier de Gaulle, Pierre de Gaulle Kemmañ
PriedYvonne de Gaulle Kemmañ
BugelAnne de Gaulle, Philippe de Gaulle, Élisabeth de Gaulle Kemmañ
Familhde Gaulle family Kemmañ
Yezh vammgalleg Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetgalleg Kemmañ
Yezh implijet dre skridgalleg Kemmañ
Micherstatesperson, memoirist, military theorist, ofiser, politiker Kemmañ
Tachenn labourPolitikerezh Kemmañ
Bet war ar studi eÉcole Spéciale Militaire de Saint-Cyr, Collège Stanislas de Paris, École supérieure de guerre Kemmañ
Lec'h annezÉlysée Palace Kemmañ
Lec'h labourIngolstadt, Wülzburg, Frañs Kemmañ
Dibenn ar prantad labour1946 Kemmañ
Strollad politikelUnion of Democrats for the Republic, Rally of the French People Kemmañ
Bet war ar renk da vezañ dilennet1965 French presidential election, 1958 French presidential election Kemmañ
Patient ofLouis Guillaumat Kemmañ
RelijionKatoligiezh Kemmañ
Grad miloureljeneral brigadenn Kemmañ
Skour luTirlu gall, France libre Kemmañ
Oberenn heverkMémoires de guerre Kemmañ
Diellaouet gantETH Zurich University Archives, Servij istorel an Difenn, Louis Round Wilson Library Kemmañ
Ezel eusOrdre Nouveau Kemmañ
Levezonet gantPhilippe Pétain, Charles Maurras Kemmañ
Darvoud-alc'hwezpilgrimage Kemmañ
Bet kinniget evitPriz Nobel al Lennegezh Kemmañ
Oberennoù zo en dastumadNIOD Institute for War, Holocaust and Genocide Studies Kemmañ
Statud e wirioù aozerOberennoù dezhe gwirioù aozer Kemmañ
Roll elfennoùQ28195738 Kemmañ
Charles De Gaulle e 1961.

Bet e oa diouzh Londrez, tamm-ha-tamm, penn ar Rezistañs diavaez a-enep Kenlabour etre Bro-C'hall hag Alamagn e-pad an Eil Brezel-bed (ar Frañs dieub). Bet eo mestr bras nemetañ Urzh an Dieubidigezh. Savet en deus ar Vvet Republik e 1958 hag a stalias ur renad prezidantel e Bro-C'hall. Dont a reas da vezañ he c’hentañ prezidant eus 1958 da 1969.

Skrivet en deus diwar ar strategiezh e "Le fil de l'épée" e 1932, "Vers l'armée de métier" e 1934 ha "La France et son armée". Skrivet en deus e eñvorennoù ivez.

Tiegezh ha deskadurezh

kemmañ

Bet ganet e Lille d’an 22 a viz Du 1890 en un tiegezh katolik a oa o chom e Pariz, Charles De Gaulle a oa mab Henri Degaulle, kelenner war al lizhiri ha war an istor, ha Jeanne Maillot.

Hendadoù e dad Henri Degaulle a oa genedik eus Champagn (Châlons-en-Champagne), bet staliet e Pariz adalek fin an XVIIIvet kantved. Flandrezek eo an anv-familh : De Walle a dalv « ar voger-greñv ». An tiegezh Degaulle pe De Gaulle n'eo ket nobl e mod ebet eta.

Tiegezh e vamm, Jeanne Maillot, a oa a orin eus ar Flandrez c’hall. A-berzh al lodenn-se eus e diegezh e tiskenne De Gaulle eus hendadoù iwerzhonat (ar MacCartaned, Jakobidi tec’het da Vro-C’hall goude an Dispac’h klodus), skosat (Ar Fleminged), hag alaman (ar gKolbed, a orin eus Dugelezh Baden). Tad-kozh Charles De Gaulle a-berzh he mamm a oa ur patrom bras en Industriezh ar gwiadoù e Lille.

Charles en doa tri breur hag ur c’hoar :

  • Xavier De Gaulle (1887-1955), hag a voe prizoner brezel, hag a voe ezel eus ar Rezistañs goude e-pad an Eil brezel-bed.
  • Marie-Agnès De Gaulle (1889-1982).
  • Jacques De Gaulle (1893-1946), a chomo ampechet e 1926 goude un empennad.
  • Pierre De Gaulle (1897-1959) hag a voe ezel eus ar Rezistañs, politikour, ha merour embregerezhioù.

Abred-kenañ, e dad a lakaas Charles da zizoloiñ oberennoù ar skrivagnerien c'hall Maurice Barrès, Herri Bergson ha Charlez Péguy. Unpennelour e oa an tiegezh ha lenn a rae an tad L'Action française (betek kondaonidigezh luskad Charles Maurras gant ar Vatikan). Sellet e vez ouzh e diegezh evel ur familh « katolik ha frankizour », dreyfusour e oant ha mont a rejont a-du gant an Trede Republik en doare goulennet gant ar pab. E dad en doe estlamm ouzh Louis Rossel, « jeneral » eus ar Gumun, fuzuilhet gant ar « Versailhiz ».

Ul lodenn eus e studioù kentañ derez a reas Charles De Gaulle e skol Frered ar Skolioù Kristen eus parrez Sant-Tomaz-Akin (hiziv lise Sant-Tomaz-Azin) e Pariz. Goude an enkadenn bolitikel a heulas disrann an iliz hag ar stad e 1905, ez eas da genderc’hel e studioù da Velgia, ar c’hentañ skiant-prenañ eus an harlu eo(Daveoù a vank).

Mont a reas da Skol milourel Saint-Cyr e 1908 ha goude d'ar skolaj prevez katolik Stanislas e Pariz. Kuitaaat a reas anezhañ e 1912 gant e skrid-testeni (er Rummad Fès, a oa an hini a zeufas da vezañ ar marichal Juin ar major anezhañ) ha choaz a reas da vont en droadegiezh. Kaset e voe d’an 33vet rejimant troadeien en Arras, dindan urzhioù ar c’horonal Philippe Pétain.

Brezel-bed kentañ

kemmañ

Letanant ar C’hentañ brezel bed e voe anvet kabiten adalek 1915. Gloazet e voe kerkent hag e gentañ emgann e Dinant (reter Belgia) d’ar 15 a viz Eost 1914. Kaset e voe goude d’an 33vet RI war dalbenn Champagn evit ren ar 7vet kompagnunezh. Gloazet e voe a-nevez d’an 10 a viz Meurzh 1915 en dorn kleiz, e-pad Emgann ar Somme. Mennet d’en em gannañ e tisentas d’e ofiserien o reiñ an urzh da dennañ war fozelloù an enebourien. Abalamour da se e voe torret diwar e garg evit eizhteiz. Un ofiser pizmigus, tuet da vezañ dichek, e speredegezh hag e galonegezh dirak an tan a lakas anezhañ da vezañ merzet e-touez ar re all kement ha ken bihan ma kinnigas komandant an 33vet RI kemer anezhañ da eiler.

D’an 2 a viz Meurzh 1916 e voe taget e rejimant hag hogos distrujet gant an enebour pa oa o tifenn kêriadenn Douaumont, e-kichen Verdun. Distrujet-naet e voe e gompagnunezh e-pad an emgann-se hag ar re oa chomet bev voe gronnet gant an Alamaned. Hervez Max Gallo e klaskje De Gaulle toullañ linennoù an enebourien ; rediet vije e-pad an emgann da lammat en un toull obuz evit klask goudor met Alamaned a rajent ar memes tra hag a c’hloazjent anezhañ gant un taol baionetez en e vorzhed kleiz[2]. Prizoniet gant an Alamaned e voe pareet ha lakaet en ur c’hamp prizonierien. Hervez ur soudard eus e gompagnuniezh e vefe tremenet an traoù en un doare all : « Gronnet e oamp bet ha dindan urzhioù hor c’habiten De Gaulle e oamp rediet da godianañ. »[3]

Un « distroer » medalennet

kemmañ

Da-heul un dec’hadenn c’hwitet e oa kaset da greñvlec’h Ingolstadt, e Bavaria, ur c’hamp distro-gwall evit an ofiserien disent ha diaes da zerc’hel. En em gavout a reas eno war un dro gant ar jeneral da zont Georges Catroux, ar c’hazetenner Remi Roure, an embanner Berger-Levrault hag ar marichal sovietek da zont Mikhail Toukhatchevski. Ul « lamentable exil », e-giz-se e teskrivas d’e vamm e donkad prizoniad. Evit diverrañ an amzer e aozas gant e genseurted displegadennoù war stad ar brezel. Klask a reas dreist-holl tec’hout dre bemp gwezh, en aner. Dieubet e oa goude an Arsav-brezel an 11 a viz Du 1918 hag adkavout a reas e diegezh e miz Kerzu. Un eñvor c’hwerv a lavaras delc'her eus an daou vloavezh hanter-se en toull-bac’h, hag istimañ a reas bezañ un « distroer » (« tasmant »), ur soudard didalvoud n’en doa servijet da netra. Roet e voe dezhañ neoazh, da-heul ar brezel bras, kroaz marc’heg al Lejion a enor, d’an 23 a viz Gouere 1919 hag ar Groaz-brezel 1914-1918 gant ar steredenn arem.

Diwar-benn ar prantad bac’hidigezh, goude e zaskor, en deus disklêriet ar jeneral Perré e 1966 : "Unan eus ma c’hamaraded a oa prizoniad gant De Gaulle en deus lavaret din ar pezh da-heul : ar Voched a rae an enor d’an ofiserien c’hall a oa en em gannet gant kalonegezh da rentañ dezhe o sabrenn da geñver lidoù zo, e-giz an oferenn da skouer. N’o doa ket rentet e hini d’ar c’habiten De Gaulle. Hemañ, a grede e oa bet disoñjet, a c’houlennas anezhañ en un doare rok. Souezhet e oa an Alamaned gant e c’houlenn met betek gouzout e renjont un enklask diwar degouezhioù e zaskor. Goude an enklask-se ne rentjont ket e sabrenn dezhañ"[4].

Etre an daou vrezel

kemmañ

E resped

kemmañ

Kendelc’her a reas Charles De Gaulle e respet en arme ha tostaat a reas ouzh ar bolitikerezh.

Eus 1919 da 1921 e voe kaset e Polonia e lec’h ma kemeras perzh e stummadur an arme nevez a stourme gant berzh ouzh an Arme Ruz. Levezonet e oa gant an aergelc’h enepyuzev taer ha pogromour, evel m’en diskouez daou lizher kaset d’e diegezh hag embannet en eil levrenn Lettres, notes et carnets [5]. Pa zistroas ar c’habiten De Gaulle e voe karget a gentelioù e Skol Sant-Cyr, kent bezañ degemeret er Skol uhel brezel e 1922.

Dimeziñ a reas gant Yvonne Vendroux (22 a viz Mae 1900 e Calais - 8 a viz Du 1979 e Pariz), d’ar 7 a viz Ebrel 1921. Tri bugel en doe ganti :

E 1925 e voe kaset da strollad-ren ar marichal Pétain, besprezidant Kuzul uhel ar brezel. Kaset e voe da Drier e 1927, evel komandant an 19vet Batailhon chaseourien war droad (BCP). D’ar c’hentañ a viz Genver 1928 e teuas e eil verc’h, Anna, er bed. De Gaulle voe kaset d'ar Sav-Heol e 1929 ha tremen a reas daou vloaz e Beirout gant e diegezh. E 1931 e anvjod anezhañ e Sekretouriezh Hollek an Difenn Broadel e Pariz. A-bouez e oa ar post nevez-se evitañ rak tro en doa d’ober anaoudegezh gant aferioù ar stad.

Koronal e voe adalek 1937 hag anvet e voe penn ar 507vet rejimant tankoù e Metz. Da goulz an disklêriadenn brezel graet gant Bro-C'hall hag ar Rouantelezh-Unanet d’an Trede Reich, d’an 3 a viz Gwengolo 1939, ar c’horonal De Gaulle a voe anvet komandant eus tankoù ar Vvet Arme.

E vennozhioù

kemmañ

E-pad ar bloavezhioù-se eo e tiorrenas Charles De Gaulle e vennozhioù diwar-benn arz ar brezel. Embann a reas La Discorde chez l'ennemi (1924), Le Fil de l'épée (1932), Vers l'armée de métier (1934) ha La France et son armée (1938). Al levr-se a lakas broc’h da sevel etre ar c’habiten hag ar Marichal Pétain, en dije bet c’honat da sinañ anezhañ.

E 1932, Le Fil de l'épée a zegasas da soñj pouez stummadur an ofiserien ha pouez an degouezhioù. Komz a reas eus an ezhomm eus ur c’horf tankoù, gouest da dennañ en un doare galloudus ha da zilec’hiañ buan war un dro, gouest da gas argadoù hardizh da benn.

En e levr Vers l'Armée de métier embannet e 1934 e tiorroas ar mennozh-mañ na c’halle bezañ diorroet nemet gant un arme a-vicher e-kichen enrolladur ar geodediz. Koulskoude ar mennozh-se ne voe ket degemeret-mat gant kalz a dud, war-bouez : L'Action française, nemedenn heverk, a saludas meur a wezh dindan pluenn Charles Maurras ha Jacques Bainville e vennozhioù modern diwar-benn ur brezel argadus hag e zisfiz e-keñver ar c'hermanouriezh o tiwan en-dro, Paul Reynaud, kannad eus an tu-dehou, pe Fulup Serre.

En estrennvro, war ar c’hontrol, implij an tankoù evel ma oa aliet gant ar jeneral Estienne ha De Gaulle war e heul a sachas evezh (Heinz Guderian, Liddell Hart). Vers l'armée de métier n'en doe e Bro-C'hall nemet un tamm berzh dleet d’ar guriusted, met aweniñ a reas, poz dezhañ e-unan, ar jeneral Guderian, krouer an nerzh mekanik alaman.

E Pariz e tarempredas De Gaulle tud a-bouez liammet gant ar c'horonal Emile Mayer, war e leve ha digor-kenañ e spered, a-du gant un adreizhadenn eus ar strategiezh. Arabat e oa chom d’en em zifenn a-dreñv al linenn Maginot. Koulskoude ne oa selaouet nag an eil nag egile.

Harpet war mennozhioù ar jeneral Fuller hag ar buruteller milourel saoz Liddell Hart, De Gaulle a zifenne ur brezel lusk renet gant soudarded a-vicher, ha harpet gant tankoù. Ober a reas e gentañ prezegenn er Sorbonne en nevezamzer 1934, war intrudu ar c’helc’h Fustel-de-Coulange, un aozadur liammet gant an Action française[6]. Charles De Gaulle en doe mennozhioù unpennelour. Dleet e voe dezhañ derc’hel d’an dever taverezh evel an holl soudarded met disklêriañ a reas en e lizhiri prevez ar bri dister en doa evit ar renad parlamant ha lavaret e kave gwell ur renad kreñv[7]. Betek fin e vuhez e tiskouezas e estlamm ouzh personelezh hag oberenn an istorour roueelour Jacques Bainville.

Ne reas ket berzh e vennozhioù a-fed strategiezh abalamour da virouriezh renerien an arme c'hall diouzh un tu, ha, diouzh an tu all, en abeg m’o doa disfiz ar Republikaned evit ur soudard en doa ar vrud da vezañ a-du gant mennozhioù Maurras. Koulskoude, De Gaulle, diskibl Péguy (levezonet gant ar sokialouriezh difennet gant Pierre Leroux) ha Henri Bergson, a oa bet stummet gant ar c’horonal Mayer, ofiser a orin yuzev, dreyfusour ha tost d’ar sokialouriezh. Eveltañ en doa darempredet ar c'hClub du Faubourg sokialour (Kent ar Brezel bed kentañ en doa kemeret perzh, e Lille, e meetingoù eus Jaurès) ha luskadoù personelour ar bloavezhioù 30 (Esprit, ha kement zo.). Lakaet en doe e anv ivez en aozadurioù katolik eus an tu-kleiz : ar Sillon eus Marc Sangnier, « les Amis de Sept », «les Amis de Temps Présent », diagentour Témoignage chrétien. A-du edo al luskadoù-se a-hend-all gant Talbenn ar bobl ha gant emell Bro-C’hall evit difenn Eil Republik Spagn.

Léon Blum a ziskouezas e enebiezh vras ouzh mennozhioù ar c’horonal De Gaulle e tri fennad-skrid embannet gant Le Populaire, rak doujañ a rae e vije implijet an arme-se a-enep ar bobl, an harzherien-labour peurgetket. Ha da dra, en ul lizher eus 1935 kaset da Baol Reynaud, De Gaulle ne argase ket an implij-se tamm ebet. An Action française a embannas sevel a-du gant ar pezh a oa skrivet el levrioù embannet gant De Gaulle[8].

Eil brezel bed

kemmañ
 
Charles De Gaulle en e zilhad milourel.

Pa darzhas a, Eil Brezel Bed, Charles De Gaulle a oa koronal atav (memes ma hañval bezañ war-nes dont da vezañ brigadennour), komandant ar 507vet rejimant tankoù emgann (RCC), e Metz. E miz Genver 1940 e kasas da bevar-ugent den, en o zouez Léon Blum ha Paul Reynaud, d'ar jeneral Gamelin ha d'ar jeneral Weygand, ur c'hounskrid diazezet war ar brezel e Polonia. An destenn-se, anvet L'Avènement de la force mécanique, a boueze war an ezhomm da lakaat an tankoù hag ar c'hirri-nij da labourat a-gevret.

Tri devezh goude argadenn an Alamaned, d'an 10 a viz Mae 1940, a zeuas a-benn da doullañ buan an talbenn gall, e rajod da c'houzout da De Gaulle en doa divizet renerien an arme fiziañ ennañ ar 4 DCR, an hini galloudusañ eus unvezioù hobrejonet bras an arme c'hall (enni 364 karbed hobrejonet[9]). Kemer a reas he fenn evit gwir d'an 11 a viz Mae hepken. D'ar 15 a viz Mae e oa roet dezhañ an urzh da zaleañ an enebour e bro Laon da c'hounit amzer evit lakaat e plas ar 6vet arme karget da stankañ hent Pariz. War sevel edo e rann-arme hobrejonet c'hoazh, e unvezioù n'o doa ket stourmet asambles biskoazh. Kas a reas koulskoude un enepargadenn ganti etrezek Montcornet, e biz Laon, unan eus ar re nemeti a zeuas a-benn da lakaat an Alamaned da gilañ. Pa welas edo an arme c'hall war-nes bezañ koll, ar siviled hag ar soudarded hep armoù war an hentoù, e-doug devezh ar 16 a viz Mae, e tisklêrias « ce qu'[il] a pu faire, par la suite, c'est ce jour-là qu'[il] l'a résolu. »[10]. De Gaulle n'en doa resevet ken ul lodenn eus unvezioù ar 4 DCR, met argadiñ a reas ur wezh kentañ gant 80 tank da glask troc'hañ linennoù kehentiñ ar rannoù-arme hobrejonet alaman d'ar 17 a viz Mae. Goude bezañ tizhet e balioù, en o zouez kêr Moncornet, ar 4 DCR, dre ma ne voe ket harpet gant unvezioù all, a rankas kilañ dirak an enebourien.

Pa zegouezhas an unvezioù all eus ar 4 DCR, un argadenn nevez a oa kaset gant 150 tank. Goude bezañ tizhet he falioù kentañ e oa harzet gant tagadennoù ar c'hirri-nij hag ar c'hanolierezh alaman.

D'an 28 a viz Mae, De Gaulle a oa brigadennour amzeriat abaoe pevar devezh. Goude 200 km hent, noazhus-kenañ d'ar c'harbedoù, ar 4 DCR a dagas an enebour dre ziv wezh a-benn distrujañ ur "godell" kemeret kant an enebourien e su ar Somme, e-kichen Abbeville. Berzh a reas : en tu all da 400 prizoniad voe serret ha distrujet e voe ar godell, war-bouez Abbeville abalamour ma oa niverusoc'h soudarded ha kanolioù an Alamaned. Ar re-mañ avat ne c'halljont treuziñ ar Somme nemet diwezhatoc'h e norzh Abbeville. Eil argadenn ar 4 DCR avat ne zeuas ket a-benn da gemer ar gêr-se en-dro.

D'ar 6 a viz Even 1940, Charles De Gaulle a voe galvet diwar dizh e Pariz gant Paul Reynaud, prezidant ar c'huzul, da gemer ur garg en e c'houarnamant, hini issekretour Stad evit ar brezel hag an difenn broadel.

Charles De Gaulle a zeuas neuze er-maez eus urzhaz an arme. E gefridi oa kenurzhiañ ar strivoù gant ar Rouantelezh-Unanet da zerc'hel gant ar stourm. D'an 9 a viz Even e klaskas en aner lakaat Winston Churchill da lakaat muioc'h a nerzhioù, ha kirri-nij ivez, en emgann. D'an 10 a viz Even, De Gaulle a guitaas Pariz, disklêriet kêr zigor, evit Orléañs, Briare ha Tours. Kaset e gefridi da Londrez, d'ar 16 a viz Even, e kasas dre bellgomz an notenn Anglo-French Unity eus Jean Monnet da Paul Reynaud. Distroet ar memes devezh e Bourdel e klevas en doa roet Paul Reynaud e zilez a brezidant ar c'huzul, e oa bet kemeret lec'h hennezh gant ar marichal Pétain hag e oa bet goulennet an arsav-brezel. Koll a reas ar brigadennour De Gaulle eta e lec'h er gouarnamant.

Galv an 18 a viz Even 1940

kemmañ
 
Skritellig peget en holl gêr Londrez, ha mesket alies gant ar galv, ar pezh a zisplije kenañ da De Gaulle.

D'an 18 a viz Even 1940, De Gaulle a gomzas d'ar C'hallaoued war Radio Londrez ar BBC. An deiz-se e c'halvas anezho da « harzañ » eus e harlu e Bro-Saoz. Klask a reas ar c'habinet breizhveuriat miret outañ, met harpet e oa gant Winston Churchill[11]. Er Frañs, Galv an 18 a viz Even a c'halle bezañ klevet da 7 eur noz, met klevet e voe gant nebeut kenañ a dud. Dibaoe an deiz-se ez eo chomet an destenn-se unan eus ar re vrudetañ eus istor Bro-C'hall avat. Ne voe ket enrollet ar galv-se hag ez eo enrolladenn an 22 a viz Even 1940 a vez kinniget evel Galv an 18 a viz Even e gwirionez.

Da gentañ, gouarnamant Breizh-Veur en doa kinniget da vinistr gall an Diabarzh Georges Mandel da dremen er Rouantelezh-Unanet ha da skignañ ur galv e-unan. Mandel a veze gwelet evel un den-a-stad bet kemennet gantañ meur a wezh ouzh gourdrouz an IIIe Reich. Nac'hañ a reas koulskoude kuitaat Bro-C'hall kuit ma vefe tu da gaout abeg ennañ ha da damall outañ bezañ un dezertour, ar pezh a vije bet graet diouzhtu gant e enebourien (yuzev e oa).

Gouzout a reer bremañ en doa breutaet kuzul ar vinistred saoz a-hed an 18 a viz Even diwar-benn testenn De Gaulle. Ar vunichouien gozh, a-dreñv ministr an Aferioù Estren, lord Halifax, a felle dezho c'hoazh tremen diouzh gouarnamant Pétain ha gortoz da welet m'edo o vont da sinañ da vat an arsav-brezel. Winston Churchill, tuet abaoe pell da vezañ start a-enep Hitler ha da genderc'hel gant ar stourm, a zleas lakaat e bouez er valañs. Gallout a reas De Gaulle distagañ e brezegenn a-benn ar fin met rankout a reas asantiñ da cheñch an div linenn gentañ[12] a-benn ma ne vefe ket ken garv evit ar gouarnamant gall. Ar c'hemm-se hag a chomas kuzh e-pad pell a zianadas en destenn roet d'ar c'hazetennoù, ha goude e-barzh eñvorennoù De Gaulle.

Frañs dieub

kemmañ
 
De Gaulle ha ar gouarnour-jeneral Félix Éboué e Tchad war-dro fin 1940.
 
Plakenn ar 4 Carlton Gardens, sez an FFL e Londrez adalek an 22 a viz Gouere 1940 betek 1943, pa reas Charles De Gaulle e annez en Aljeria.

E Londrez, De Gaulle a savas hag a renas ar Forces françaises libres. Ar pal ne oa ket sevel ul lejion tud a-du da zerc'hel gant ar stourm ha da harpañ impalaeriezh Breizh-veur. Kaoz oa adc'hounit plas Frañs e-barzh ar jeu a-enep Alamagn, oc'h aozañ un arme hag un enep-Stad en dije holl berzhioù ar riegezh, hag a c'hounezfe un diazez fetis o lakaat diouzh e du tiriadoù gall an impalaeriezh trevadennel, a vefe sichenn ar stourm hag an trec'h.

Adalek deroù an hañv 1940, diwar hogozik netra ha sikouret gant un nebeud tud a-du gantañ, Bretoned dreist-holl (René Pléven, Jean Marin, Jean Oberlé...) De Gaulle a lakas war sav diazez ur morlu (FNFL), un nijerezh (FAFL), hag eus un arme douar (FFL), ur servij titouriñ (ar BCRA renet gant ar c'horonal Passy, a voe oberiant buan e Bro-C'hall). Ar Graoz Loren kinniget gant an amiral Muselier[13],[14],[15], a zeuas da vezañ e arouez. Ar gwirour René Cassin a rae war dro statudoù ar Frañs Dieub hag he darempredoù gant ar gouarnamant saoz. Diazezet e voe buan ur bank, ur gazetenn ofisiel hag arouezennoù-enor - krouet e voe an Ordre de la Libération gant De Gaulle e Brazzaville kerkent ha miz Here 1940 evit enoriñ e "gompagnuned". Poellgorioù "Gallaoued dieub" a voe savet er bed a-bezh evit klask da lakaat ar C'hallaoued en estrenvro hag ar gouarnamantoù da sevel a-du gant De Gaulle.

Fin ar brezel ha distro da Vro-C'hall

kemmañ

Pa tistroas De Gaulle da Vro-C'hall goude Dilestradeg Normandi e reas e seizh posubl evit nullañ an AMGOT, ar gouarnamant milourel lakaet gant ar Gevrididi er vroioù trec'het.

Da genderc'hel

« Treuzadenn ar gouelec'h »

kemmañ

Prezidant ar Vvet Republik c'hall

kemmañ

Levrlennadur

kemmañ

Oberennoù Charles De Gaulle

kemmañ
  • Une mauvaise rencontre Imp. de Montligeon, 1906 (skrivet da 15 vloaz)
  • La Congrégation, Hors de France Revue du collège d'Antoing (n° 6) 1908
  • Carnet de campagne d'un officier français Revue de Paris (n° 6) 1920
  • La Discorde chez l'ennemi Berger-Levrault 1924
  • « Le Flambeau » (1 hag eil lodenn) Revue militaire (n° 69 et 70) 1927
  • La Défaite, question morale 1927-1928
  • « Philosophie du recrutement » Revue de l'Infanterie (n° 439) 1929
  • La Condition des cadres dans l'armée 1930-1931
  • Histoire des troupes du Levant Imp. nationale 1931, kenlabour gant ar c'homandant Yvon hag ar c'horonal de Mierry.
  • Le fil de l'épée Berger-Levrault 1932
  • « Combats du Temps de paix » Revue de l'Infanterie (n° 476) 1932
  • « Pour une politique de défense nationale » Revue Bleue (n° 3) 1933
  • « Le soldat de l'Antiquité » Revue de l'Infanterie 1933
  • « Forgeons une armée de métiers » Revue des Vivants 1934
  • Vers l'armée de métier Berger-Levrault 1934
  • « Le problème belge » Revue Défense Nationale 1936
  • La France et son Armée Plon 1938
  • Trois études Berger-Levrault 1945
  • Mémoires de guerre
    • Levrenn I - L'Appel, 1940-1942 Plon 1954
    • Levrenn II - L'Unité, 1942-1944 Plon 1956
    • Levrenn III - Le Salut, 1944-1946 Plon 1959
  • Mémoires d'espoir
    • Levrenn I - Le Renouveau, 1958-1962 Plon 1970
    • Levrenn II - L'effort, 1962... Plon 1971
  • Discours et Messages
    • Levrenn I - Pendant la Guerre, 1940-1946 Plon 1970
    • Levrenn II - Dans l'attente, 1946-1958 Plon 1970
    • Levrenn III - Avec le Renouveau, 1958-1962 Plon 1970
    • Levrenn IV - Pour l'Effort, 1962-1965 Plon 1970
    • Levrenn V - Vers le Terme, 1966-1969 Plon 1970
  • Lettres, Notes et Carnets
    • Levrenn 1 - 1905-1918 Plon 1980
    • Levrenn 2 - 1919-Juin 1940 Plon 1980
    • Levrenn 3 - Juin 1940-Juillet 1941 Plon 1981
    • Levrenn 4 - Juillet 1941-Mai 1943 Plon 1982
    • Levrenn 5 - Juin 1943-Mai 1945 Plon 1983
    • Levrenn 6 - Mai 1945-Juin 1951 Plon 1984
    • Levrenn 7 - Juin 1951-Mai 1958 Plon 1985
    • Levrenn 8 - Juin 1958-Décembre 1960 Plon 1985
    • Levrenn 9 - Janvier 1961-Décembre 1963 Plon 1986
    • Levrenn 10 - Janvier 1964-Juin 1966 Plon 1986
    • Levrenn 11 - Juillet 1966-Avril 1969 Plon 1987
    • Levrenn 12 - Mai 1969-Novembre 1970 Plon 1988
    • Levrenn 13 - Compléments de 1924 à 1970 Plon 1997

Oberennoù gouestlet da Charles De Gaulle

kemmañ

An den

kemmañ
  • Charles Morazé :Le général de Gaulle et la République, Ed.: Flammarion, 1993, coll.: Vieux Fonds Fic, ISBN 2-08-060559-3
  • Henri de Kerillis, De Gaulle dictateur. Une grande mystification de l'histoire, Montréal, Beauchemin, 1945.
  • Alain de Boissieu : Pour Combattre avec de Gaulle (1940-1945) et Pour servir le Général (1946-1970).
  • Anne et Pierre Rouanet, Les Trois derniers chagrins du général de Gaulle, Paris, Grasset. 480 p., 1980.
  • Jean-François Revel, Le Style du Général, embannadur Complexe, 1988
  • Jean Lacouture, De Gaulle, Paris, Éditions du Seuil (3 volumes) : 1 — Le Rebelle (1890-1944), 2 — Le Politique (1944-1959), 3 — Le Souverain (1959-1970), 1984, 1985 et 1986. Pariz, « Points Histoire », 1990
  • Odile Rudelle, De Gaulle pour mémoire, Éditions Gallimard, 1991
  • Paul-Marie de La Gorce, De Gaulle, Éditions Perrin, 2000
  • Éric Roussel, De Gaulle (2 tomes : 1890-1945 et 1946-1970), Éditions Gallimard et Tempus, 2002
  • Max Gallo, De Gaulle (4 tomes : L'Appel du Destin (1890-1940), La Solitude du Combattant (1940-1946), Le Premier des Français (1946-1962) et La Statue du Commandeur (1963-1970)), Éditions Robert Laffont ha Pocket, 1998 (brudidigezh)
  • Paul-Marie Coûteaux, Le génie de la France. Levrenn I : De Gaulle philosophe, Paris, Embannadur Jean-Claude Lattès. 323 p., 2002.
  • Philippe de Gaulle, De Gaulle, mon Père. Entretiens avec Michel Tauriac , Paris, Plon 2003.
  • Dominique Venner, De Gaulle, la grandeur et le néant, Monaco, Éditions du Rocher. 300 p., 2004.
  • Julian Jackson, De Gaulle. Au-delà de la légende, embannadur Alvik, 2004
  • Guy Forzy, Ça aussi, c'était De Gaulle, Dualpha, 2004
  • Henri-Christian Giraud (dir.), Réplique à l'amiral de Gaulle, Monaco, embannadur du Rocher, coll. « Documents », 2004
  • Henri Guillemin, le Général clair obscur. – Paris : Le Seuil.
  • Alain Larcan, De Gaulle : le soldat écrivain. – Paris : Textuel, coll. « Passion », 2005. – 191 p., 29 cm. – ISBN 2-84597-115-X.
  • Guillaume Piketty, Dictionnaire de Gaulle, Robert Laffont 2006.
  • Philippe de Gaulle Michel Tauriac, Mon père en images, Michel Lafon 2006 (ouvrage de photos inédites).

Ar politikerezh

kemmañ
Levrioù hollek
kemmañ
  • Maurice Agulhon, De Gaulle. Histoire, symbole, mythe, Pariz, Plon, 2000
  • Serge Berstein, Histoire du gaullisme, Pariz, Éditions Rémi Perrin, 2001
  • René Rémond, Les Droites en France, Aubier éditeur, 1982
  • Henry Rousso, Le Syndrome de Vichy, Éditions du Seuil, 1990
Studiadennoù dre dachenn
kemmañ
  • François Audigier, Histoire du S.A.C. La part d'ombre du gaullisme, Éditions Stock, 2003.
  • Vincent Jauvert, L'Amérique contre De Gaulle, Pariz, Seuil, 2000.
  • Pierre Quatrepoint, L'aveuglement, De Gaulle face à l'Indochine, Éditions Rémi Perrin, 2003.
Ar Rezistañs
kemmañ
  • Robert Belot, « La Résistance sans de Gaulle », embannadur Fayard, 2006.
  • Jean-Louis Crémieux-Brilhac, « La France libre », Paris, Éditions Gallimard, 1996.
  • Yves Maxime Danan, « La vie politique à Alger de 1940 à 1944 », Pariz, Librairie générale de Droit et de Jurisprudence, 1963.
  • François Kersaudy, « De Gaulle et Churchill, la mésentente cordiale », Paris, Éditions Perrin, 2003, ISBN 2-262-02019-1.
  • François Kersaudy, « De Gaulle et Roosevelt : le duel au sommet », Éditions Rémi Perrin, 2004.
De Gaulle a-enep ar IV Republik
kemmañ
  • Fondation Charles-de-Gaulle et université Michel-de-Montaigne-Bordeaux-III, De Gaulle et le RPF, embannadur Armand Colin, 1998
  • Jean Charlot, Le Gaullisme d'opposition. 1946-1958, Éditions Fayard, 1983
  • Frédéric Turpin, De Gaulle, les gaullistes et l'Indochine, embannadur Les Indes savantes, 2005
Brezel Aljeria
kemmañ
  • Pierre Abramovici et Gabriel Periès, « La Grande Manipulation », Éditions Hachette, 2006.
  • Georges-Marc Benamou, « Un mensonge français », Éditions Robert Laffont, 2003.
  • Jean-Paul Brunet, « Charonne. Lumières sur une tragédie», Éditions Flammarion, 2003.
  • Alain Dewerpe, « Charonne, 8 février 1962. Anthropologie historique d'un massacre d'État », Éditions Gallimard, coll. « Folio »-histoire, 2006.
  • Mohamed Harbi ha Benjamin Stora (dir.), « La Guerre d'Algérie », Éditions Robert Laffont, 2004, (adembannadur Hachette, « Pluriel »-histoire, 2005).
  • Irwin Wall, Les États-Unis et la guerre d'Algérie, Éditions Soleb [1], 2006 sur Amazon
An distro d’ar galloud e 1958
kemmañ
Ar brezidantelezh
kemmañ
  • Serge Berstein, La France de l'expansion, t.1 La République gaullienne (1958-1969), embannadur Seuil, coll. Points Histoire, 1989
  • Jean Charlot, Le Phénomène gaulliste, embannadur Fayard, 1970
  • Jean Clémentin, L'Affaire Fomasi, embannadur Grasset, 1969
  • Jean Cosson, Les Industriels de la fraude fiscale, embannadur Jean de Bonnot, 1986
  • François Mitterrand, Le Coup d'État permanent, embannadur Plon, 1964, adembannadur Julliard, 1984, et 10/18, 1993
  • Pierre Péan, Affaires africaines, Paris, embannadur Fayard, 1983 ; L'Homme de l'ombre. Éléments d'enquête sur Jacques Foccart, l'homme le plus mystérieux et le plus puissant de la V République, embannadur Fayard, 1990
  • Pierre Viansson-Ponté, Histoire de la République gaullienne, embannadur Hachette, « Pluriel », deux vol., 1994 [1re éd., 1970]

Testenioù hag eñvorennoù

kemmañ
  • Fondation Charles de Gaulle, Avec De Gaulle : témoignages. Levrenn 2, Le temps du rassemblement, 1946-1958, Paris, Nouveau monde éd., 2005. 502 p., 23 cm. ISBN 2-84736-053-0.
  • Lucien Bitterlin, Nous étions tous des terroristes, Paris, embannadurioù Témoignage chrétien, 1983
  • Jacques Foccart, Journal de l'Élysée, Paris, embannadurioù Fayard/Jeune Afrique, tomes 1 (Tous les soirs avec de Gaulle. 1965-1967, 1997) et 2 (Le Général en mai. 1967-1968, 1998)
  • Claude Guy, En écoutant de Gaulle. Journal. 1946-1949, Paris, embannadurioù Grasset, 1996
  • Constantin Melnik, Mille jours à Matignon. Raisons d'État sous de Gaulle. Guerre d'Algérie, 1959-1962, embannadurioù Grasset, 1988 ; La mort était leur mission, Paris, embannadurioù Plon, 1996 ; Politiquement incorrect, embannadurioù Plon, 1999
  • Jules Moch, Rencontres avec Charles de Gaulle, embannadurioù Plon, 1971
  • Alain Peyrefitte, C'était de Gaulle, Paris, embannadurioù Gallimard, « Quarto », 2002
  • Jean Pierre-Bloch, De Gaulle ou le temps des méprises, Paris, embannadurioù La Table ronde, 1969

Pladennoù

kemmañ
  • Charles de Gaulle, Discours historiques 1940-1969 (pladenn 33 zro)

Bannoù-treset

kemmañ

Notennoù

kemmañ
  1. De Gaulle gant un D bras hervez doare-skrivañ ar familh. Ar ger-mell strizh flamanek eo, ha n'eo ket un rannig anv noblañs.
  2. Max Gallo, De Gaulle, levrenn gentañ : L'appel du destin, III, 10
  3. Testeni Samson Delpech, embannet e Sud-Ouest Dimanche d’ar 16 a viz Ebrel 1961 ha d’an 29 a viz Meurzh 1966.
  4. Testeni ar jeneral Perré d’an 11 a viz Even 1966, adkemeret gant ar c’hazetennoù en estrenvro. En desped d’ar pezh a c’houlenne ar C’haolisted, an Élysée ne zislavaras ket ar c’homzoù-se.
  5. « Et au milieu de tout cela, d'innombrables […] détestés à mort de toutes les classes de la société, tous enrichis par la guerre dont ils ont profité sur le dos des Russes, des boches et des Polonais, et assez disposés à une révolution sociale où ils recueillaient beaucoup d'argent en échange de quelques mauvais coups. » Lettres, notes et carnets, embannadur Plon, 1980, levrenn 2, p. 28. an anv a zeu goude innombrables a oa tennet gant an embanner.
  6. Eugen Weber, L'Action française, embannadur Hachette, 1990, p. 297, notenn e
  7. Éric Roussel, Charles de Gaulle, embannadurioù Gallimard, 2002, p. 44
  8. Robert Frank, « Le Front populaire a-t-il perdu la guerre ? », e Michel Winock (rener), Les Années trente. De la crise à la guerre, embannadurioù ar Seuil, « Points »-histoire, pp. 107/109
  9. Situation des troupes françaises au 10 mai 1940
  10. « Alors, au spectacle de ce peuple éperdu et de cette déroute militaire, au récit de cette insolence militaire de l'adversaire, je me sens soulevé d'une fureur sans bornes. Ah ! C'est trop bête ! La guerre commence infiniment mal. Il faut donc qu'elle continue. Il y a, pour cela, de l'espace dans le monde. Si je vis, je me battrai, où qu'il faudra, tant qu'il faudra, jusqu'à ce que l'ennemi soit défait et lavée la tache nationale. Ce que j'ai pu faire, par la suite, c'est ce jour-là [16 mai] que je l'ai résolu. » in Mémoires de guerre, levrenn I L'Appel, Charles de Gaulle, ti-embann Bibliothèque de la Pléiade, 1956, p35-36
  11. in Mémoires de guerre, levrenn I L'Appel, Charles de Gaulle, embannadurioù Bibliothèque de la Pléiade, 1956, p 73.
  12. Jean-Louis Crémieux-Brilhac, La France libre, Gallimard, 1996, p.49-50
  13. « Les origines des FNFL », par l’amiral Thierry d’Argenlieu, tiré du n° 29 de la Revue de la France libre de juin 1950, p. 17-20.
  14. Le général de Gaulle ne retiendra que le nom de Thierry d'Argenlieu dans ses mémoires. Le texte exact de L'appel de De Gaulle est :   (Charles de Gaulle, Mémoires de guerre, L'appel (1940-1942), chap. « La France libre », Plon, 1954, (ISBN 978-2-266-09526-6), (repris par édit. Pocket, p. 99).
  15. « Sous le signe de la Croix de Lorraine », article publié par France d'abord, journal brazzavillois dans le n° 18 du mercredi 5 novembre 1941, p. 11-13, reproduisant, comme indiqué en en-tête, « des extraits d'une conférence faite dernièrement à Londres par l'amiral Muselier ». L'amiral explique, paragraphes 4 à 6 de l'article, p. 11 « Dès le début, il m'a paru nécessaire de différencier de façon apparente, les bâtiments de guerre de la France libre et ceux restés fidèles au gouvernement du Maréchal Pétain.
    Un de mes premiers ordres – du 2 juillet, si j'ai bonne mémoire – précisa que les bâtiments des Forces Navales Françaises libres porteraient à la poupe les couleurs nationales françaises et à la proue un pavillon carré bleu, orné d'une Croix de Lorraine rouge. Et ce fût (sic) l'origine de l'insigne du Mouvement de la France libre.
    Pourquoi j'ai choisi la Croix de Lorraine? Parce qu'il fallait un emblème en opposition à la Croix Gammée et parce que j'ai voulu penser à mon père qui était Lorrain. »

Liammoù diavaez

kemmañ