Porched:Istor/Pennadoù bet dibabet
Daouzek miz
kemmañMiz Genver
kemmañPatrom:Porched:Istor/Pennad dibabet/Genver
Miz C'hwevrer
kemmañPatrom:Porched:Istor/Pennad dibabet/C'hwevrer
Miz Meurzh
kemmañEmgann Fort Sumter (saozneg: The Battle of Fort Sumter) a vez graet eus bombezadeg Fort Sumter e-kichen Charleston, South Carolina gant nerzhioù Lu Stadoù Kengevreet Amerika, etre an 12 hag ar 14 a viz Ebrel 1861.
An Union Army a respontas d'an dagadenn dre kanoliañ e enebourien, krog e oa da vat Brezel diabarzh Stadoù-Unanet Amerika. Goude ma vefe bet embannet disentez seizh Stad eus ar Su, South Carolina a c'houlennas e vefe kilet gant an Union Army ha dilaosket ar savadurioù milourel e porzh Charleston. D'ar 26 a viz Kerzu 1860, ar Major Robert Anderson eus an Union Army en devoa kilet e bagadoù soudard eus Fort Moultrie war enezenn Sullivan Island etrezek Fort Sumter,ur c'hreñvlec'h galloudusoc'h savet war un enezenn e-tal porzh Charleston. Dre al lec'h-se an Union Army a oa mestr war piv ha petra a c'helle mont-ha-dont eus ar porzh.
Ar prezidant James Buchanan en devoa klasket dafariñ Anderson dre implij ur vag trevour kenwerzh dizarmet using Star of the West met ur c'hwitadenn e voe dre ma voe tennet warnañ gant kanolioù kengevreet arvorel d'an 9 a viz Genver 1861. Pennoù bras South Carolina a grabanatas holl frammoù an Unaniezh e Charleston nemet Fort Sumter.
E-pad mizioù kentañ ar bloavezh 1861, e oa muioc'h-mui ur sez o vezañ lakaet war Fort Sumter. E miz Meurzh, ar Brigader jeneral P. G. T. Beauregard, ar c'hentañ ofiser a renk a jeneral el lu nevez aozet kengevreet a voe lakaet e-penn an holl nerzhioù kengevreet e Charleston. Beauregard gant nerzh a lakas an holl kanolioù e Charleston da vezañ lakaet war-zu Port Sumter. An doareoù-bevañ er c'hreñvlec'h a oa o vont war fallaat, mankout a rae boued, soudarded, dafar.
Dafariñ Fort Sumter a oa deuet da vezañ ar gudenn pennañ evit ar prezidant nevez Abraham Lincoln ur wech dilennet d'ar 6 a viz Du 1860. Goulenn a reas ar prezidant nevez da gouarnour South Carolina, Francis W. Pickens da laoskel ar bigi dafariñ da dizhout ar c'hreñvlec'h. Ar respont a voe un ultimatum a-berzh gouarnamant Stadoù Kengevreet Amerika o c'houlenn dilaosk Fort Sumter. Ar Major Anderson a nac'has.
D'an 12 a viz Ebrel 1861 da 4:30 goude merenn, an arme kengevreet a oa krog da vombeziñ ar c'hreñvlec'h. Implijet e oa ganto kanolioù arvorel Charleston. Respontet e voe gant gwarnizon an Union Army, memes ma oant kalz gwanoc'h a-fed kanolierezh. Goude un eskemm tennoù a badas 34 eurvezh, ar Major Anderson a savas a-du gant goulenn ar re kengevreet. Ne oa bet lazhet den ebet e-pad an emgann. E-pad lid dilaosk ar c'hreñvlec'h d'ar 14 a viz Ebrel, ur c'hanol a darzhas hag a lazhas daou soudard eus an Unaniezh.
Goude an emgann e voe harp eus an daou du evit mont pelloc'h gant an emgannoù. Lincoln a c'houlennas 75000 soudard a youl vat evit mougañ an emsavidi, peder Stad ouzhpenn a embannas o dilez diouzh an Unaniezh ha mont gant ar re Kengevreet. Ar Brezel diabarzh drastus a oa kroget da vat.
Levrlennadur
kemmañ- Hatcher, Richard W. "The Problem in Charleston Harbor: Fort Sumter and the Opening Shots of the Civil War." Hallowed Ground Magazine (Civil War Trust), Goañv 2010.
Liammoù diavez
kemmañ- (en) Lec'hienn Fort Sumter National monument
- (en) Lec'hienn Civi War Trust kartennoù, poltriji... Eus an emgann brudet mat
Miz Ebrel
kemmañKonkistadored, pe Conquistadores hervez ar spagnoleg hag ar portugaleg, a vez graet eus soudarded er XVvet, XVIvet ha XVIIvet kantved a skrapas douaroù bras er Bed Nevez, en anv rouaned Spagn ha Portugal.
Abalamour da veajoù Kristof Koulm en devoa kavet douaroù nevez da aloubiñ e c'hallas Spagn kas trevadennerien da Amerika. Un tamm war-lerc'h e zistro e voe aozet treizhadennoù da vont da aloubiñ broioù ha da avielañ ar Bed Nevez. E penn an aloubadeg e oa ar gonkistadored. Liammet eo an anv ouzh ar reconquista (711-1492), adc'honidigezh an douaroù kollet el ledenez pa oant bet aloubet gant ar vuzulmaned.
Konkistadored spagnol
kemmañSetu ul listenn eus ar gonkistadored spagnol, gant anvioù ar broioù ergerzhet pe aloubet gante, hag ar bloavezhioù .
- Diego de Almagro (Perou, 1524-1535, Chile, 1535-1537)
- Diego de Mendes (Yucatán, 1506-1512)
- Pedro de Alvarado (Mec'hiko, 1519-1521, Guatemala 1523 -1527, Perou, 1533-1535, Mec'hiko, 1540-1541)
- Lucas Vázquez de Ayllón (arvor reter Stadoù-Unanet Amerika, 1524-1527)
- Vasco Núñez de Balboa (Panama, 1510-1519)
- Sebastián de Belalcázar (Ekwador ha Colombia, 1533-1536)
- Álvar Núñez Cabeza de Vaca (gevred Stadoù-Unanet Amerika, 1527-1536, Suamerika, 1540-1542)
- Hernández de Córdoba (Yucatán, 1517)
- Francisco Vásquez de Coronado (gevred Stadoù-Unanet Amerika, 1540-1542)
- Hernán Cortés (Mec'hiko, 1518-1522, Honduras, 1524, Ledenez Baja California, 1532-1536)
- Juan de Garay (Suamerika, 1543-1583)
- Juan de Grijalva (Yucatán, 1518)
- Gonzalo Jiménez de Quesada (Colombia, 1536-1537, Venezuela, 1569-1572)
- Francisco de Montejo Yucatán, 1527-1546
- Pánfilo de Narváez (Florida, 1527-1528)
- Diego de Nicuesa (Panama, 1506-1511)
- Cristóbal de Olid (Honduras, 1523-1524)
- Francisco de Orellana (stêr Amazone, 1541-1543)
- Francisco Pizarro (Perou, 1509-1535)
- Gonzalo Pizarro (Perou, 1540-1542)
- Juan Ponce de León (Puerto Rico, 1508, Florida, 1513 et 1521)
- Gaspar de Portolà (California, 1769-1770)
- Hernando de Soto (gevred Stadoù-Unanet Amerika, 1539-1542)
- Inés de Suárez (Chile),
- Martin de Ursua, (Petén , rannvro eus Guatemala, 1696-1697)
- Pedro de Valdivia (Chile, 1540-1553)
- Diego Velázquez de Cuéllar (Kuba, 1511-1524)
- Lope de Aguirre
Konkistadored portugalat
kemmañ- Antonio de Abreu , (Indonezia, XVIvet kantved)
- Alfonso de Albuquerque (India 1503, Madagaskar 1505, enez Socotora 1506,Ormuz1507 , Goa 1510)
- Pêro de Alenquer , (aodoù Afrika, XVvet kantved)
- Francisco de Almeida , (India, XVIvet kantved)
- Francisco Álvares , (Etiopia, XVIvet kantved)
- Jorge Álvares, (Sina, XVIvet kantved)
- Fernão Pires de Andrade, (Sina, XVIvet kantved)
- Diogo de Azambuja,(aodoù Norzhafrika, XVvet kantved)
- Pêro de Barcelos ,(Norzhamerika, XVvet ha XVIvet kantved)
- Pedro Álvares Cabral (Brazil,1500),Madagascar)
- João Rodrigues Cabrilho , (California, XVIvet kantved
- Alvaro Caminha , (Sao Tomé ha Príncipe, XVvet kantved)
- Pero Vaz de Caminha ,(Brazil, XVIvet kantved)
- Gonçalo Coelho ,(aodoù Suamerika, XVvet ha XVIvet kantved)
- Nicolau Coelho ,(Brazil, XVvet kantved)
- Diogo Alvares Correia ,(Brazil, XVIvet kantved)
- João Corte-Real,(Douar-Nevez, XVvet ha XVIvet kantved)
- Gaspar Corte-Real,(Terre neuve, XVvet ha XVIvet kantved)
- Miguel Corte-Real ,(Terre neuve, XVvet ha XVIvet kantved)
- Pêro da Covilhã ,(Etiopia , XVvet ha XVIvet kantved)
- Tristão da Cunha,(Tristan da Cunha, XVIvet kantved)
- Bartolomeu and Pêro Dias, (cap de Bonne-Espérance, XVvet kantved)
- Diogo Dias, (îles du Cap-Vert, Brazil,Madagaskar, XVvet kantved)
- Gil Eanes,(Côte d'afrique du Nord, XVvet kantved)
- Pedro Escobar ,(Saint Tomé et Príncipe, XVvet kantved)
- António Fernandes ,(Côte d'afrique, XVvet kantved)
- Baltazar Fernandes ,(Brazil, XVIIvet kantved)
- Duarte Fernandes,(Tailand, XVIvet kantved)
- Estevão da Gama , (Océan Indien, XVIvet kantved)
- Paulo da Gama ,(route de l'Inde par la mer, XVvet kantved)
- Vasco da Gama ,(route de l'Inde par la mer, XVvet ha XVIvet kantved)
- André Gonçalves ,(Brazil, XVvet ha XVIvet kantved)
- Antão Gonçalves ,(Côte d'afrique de l'Ouest, XVvet kantved)
- Lopes Gonçalves ,(Meurvor Atlantel , XVvet kantved)
- João Grego, (aod Afrika, XVvet kantved)
- João Infante, (aod Afrika, XVvet kantved)
- João Fernandes Lavrador, (Labrador, XVvet ha XVIvet kantved)
- Gaspar de Lemos,(Brazil, XVvet kantved)
- Fernão de Magalhães , (Tro ar bed, XVvet ha XVIvet kantved)
- Lourenço Marques,(Mozambik XVIvet kantved)
- Álvaro Martins ,(Douar Nevez,Afrique du Sud, XVvet kantved)
- Pedro Mascarenhas,(Océan Indien, XVIvet kantved)
- António Noli ,(île du Cap Vert, XVvet kantved)
- Fernão de Noronha ,(Meurvor Atlantel, XVvet ha XVIvet kantved)
- João da Nova ,(Meurvor Atlantel et Océan Indien XVIvet kantved)
- Paulo Dias de Novais ,(Angola, XVIvet kantved)
- Duarte Pacheco Pereira ,(Océan Atlantique ,Brésil, XVvet kantved)
- Bartolomeu Perestrelo ,(île de Madère, XVvet kantved)
- Serpa Pinto ,(cap de Bonne-Espérance,XIXe siècle)
- Fernão Mendes Pinto,(Inde,Asie du Sud Est,Japon, XVIvet kantved)
- Fernão do Pó ,(Côte d'afrique de l'Ouest, XVvet kantved)
- Pedro Fernández de Quirós ,(Oceanie, XVIvet ha XVIIvet kantved)
- Diogo Rodrigues,(île de la Réunion, XVIvet kantved)
- Francisco Serrão ,(Indonesie, XVIvet kantved)
- Diogo Silves ,(Açores, XVvet kantved)
- Pêro de Sintra ,(Côte d'afrique de l'Ouest,Sierra Leone, XVvet kantved)
- Martim Afonso de Sousa, ergerzher e Brazil, XVIvet kantved
- Pedro Texeira, a-hed an Amazon, XVIIvet kantved
- Tristão Vaz Teixeira, (Madeira, XVvet kantved)
- Luis Váez de Torres , (Aostralia, XVIIvet kantved)
- Nuno Tristão, (Côte d'afrique de l'Ouest,Guinée-Bissau, XVvet kantved)
- Gonçalo Velho, (Asorez, XVvet kantved)
- João Gonçalves Zarco, (Madeira, XVvet kantved)
Anavout a reer ar marevezh-se evel Trevadennerezh Amerika gant Spagn.
- Bernard Grunberg, Dictionnaire des conquistadors du Mexique, L'Harmattan, 2003, 632 pages (ISBN 9782747510073)
Pennadoù kar
kemmañMiz Mae
kemmañAostria-Hungaria e oa kevredad an div stad meneget en anv ar vro. Diazezet e oa bet e 1867 war dachenn Impalaeriezh Aostria (1806 - 1867). Renet e oa gant an Habsbourged betek 1918. Dilezet e dron gant an impalaer diwezhañ, Karl Iañ Habsbourg-Loren er bloavezh-se, e voe dispennet ar c'hevredad. Diazezet e oa meur a stad war e dachenn: Aostria, Hungaria, Tchekoslovakia ha Rouantelezh SHS (Yougoslavia). Kouezhañ a rae rannvroioù zo e dalc'h Polonia, Roumania hag Italia.
Anv ofisiel ar c'hevredad a dalveze kement hag "Ar rouantelezhioù ha broioù dezho kannaded e Breujoù an Impalaeriezh ha broioù kurun santel hungarian Sant István". "Monarkiezh K & K" (diwar an alamaneg kaiserlich & königlich, "impalaerel ha roueel") a veze graet anezhañ ivez.
Miz Mezheven
kemmañAn Naziegezh eo ideologiezh Strollad Broadel ha Sokialour al Labourerien Alaman (Nationalsozialistische Deutsche Arbeiterpartei, anvet ivez NSDAP pe ar Strollad Nazi ), a oa renet gant e Führer (pe rener), Adolf Hitler.
Alies e vez kaoz eus naziegezh pa reer meneg eus gouarnamant Alamagn etre 1933 ha 1945 (komz a reer ivez neuze eus an Trede Reich). Dont a ra an anv eus an alamaneg Nationalsozialismus, NS e berr a-wechoù ).
An dud a save a-du gant an ideologiezh nazi a grede er gouennoù hag a soñje dezho e oa ar ouenn arian dreist an holl ouennoù all.
Kreizennadur ar strollad
kemmañN'eus bet morse, e strollad Hitler, ur gelennadurezh resis diazezet war ar skiant, evel ma'z eo bet hini Karl Marx, hag e heulierion holl, Lenin, Stalin, Lyev Trotsky, Pol Pot, Mao hag all.
E-barzh oberenn Hitler, "Mein Kampf" ("Ma stourm"), e kaver dreist-holl sorc'hennoù n'eus forzh peseurt riezelour dehouelour, penn-da-benn da Europa, ha ne oant ket tezennoù skiantel (pe vrizh-skiantel) eztaolet fraezh, evel maz eo bepred er c'hontrol kredennoù ar stourmerion dianc'hwegonteizhat a ra dave da istor an emsav marksat abaoe 150 vloaz.
Miz Gouere
kemmañ
Anna Breizh pe Anna Vreizh a zo ganet d'ar 25 a viz Genver 1477 (1476 hervez an doare kozh) e Naoned ha marvet d'an 9 a viz Genver 1514 e Blois, e Bro-C'hall, a oa dugez Breizh, war-lerc'h marv he zad e 1488, betek 1514.
Dre he dimezioù e voe ivez
- arc'hdukez Aostria ha rouanez ar Romaned (1490-1491);
- rouanez Bro-C'hall (1491-1498) ha rouanez Sikilia ha Jeruzalem war un dro;
- rouanez Bro-C'hall adarre (1499-1514) ha dugez Milano war un dro.
Merc'h e oa da zug Breizh Frañsez II (1435-1488), ha d'e eil wreg Marc'harid Foix (war-dro 1449-1486), priñsez Navarra. Keniterv a oa da Anna Foix, rouanez Hungaria.
Miz Eost
kemmañPatrom:Porched:Istor/Pennad dibabet/Eost
Miz Gwengolo
kemmañPatrom:Porched:Istor/Pennad dibabet/Gwengolo
Miz Here
kemmañPatrom:Porched:Istor/Pennad dibabet/Here
Miz Du
kemmañPatrom:Porched:Istor/Pennad dibabet/Du