Embann brezhoneg
Embann brezhoneg a vez graet e Breizh gant un nebeud tier-embann hag an darn vrasañ anezho n'int ket embannerien a vicher. Gant an tier-embann brezhoneg e vez aozet ha lakaet e gwerzh levrioù brezhonek, da lavared eo unskridoù (unanderioù monografikel kevenebet ouzh ur produadur a vare da vare, i. e. ur mareadeg), met nebeud a bladennoù pe skorioù all. Darn anezho a embann kelaouennoù brezhonek. Met, ma ne vez ket produet unskridoù, ne vez gaet ti-embann eus outo.
Tier-embann unskridoù
kemmañ- Aber, renet gant Pierrette Kermoal, e Landeda. Ur gelaouenn, Aber he anv, a vez embannet ivez;
- An Alarc'h, renet gant Maoris Joubin. E Lannuon emañ ar sekretourva. Kevredet e-barzh Kuzul ar Brezhoneg;
- Al Lanv, renet gant Padrig an Habask (Kemper. E Lannuon emañ ar sekretourva. Ur gelaouenn, Al Lanv he anv, a vez embannet ivez. Kevredet e-barzh Kuzul ar brezhoneg.;
- Al Liamm, an ti embann koshañ, renet gant Tudual Huon, mab da Ronan Huon, an diazezer, hag e voe diazezet e Brest e-pad pell, bremañ e Kemper, met emañ ar sekretourva e Lannuon. Ur gelaouenn, Al Liamm he anv, a vez embannet ivez. E Lannuon emañ ar sekretourva. Kevredet e-barzh Kuzul ar brezhoneg;
- Barn ha Skrid (dindan anv Skrid nemetken e vez embannet al levrioù), renet gant Gwendal Denez hag Alan Botrel. E Lannuon emañ ar sekretourva. Kevredet e-barzh Kuzul ar brezhoneg;
- Bannoù-Heol, renet gant Arno Elegoed (Kemper). Kevredet e-barzh Kuzul ar brezhoneg;
- Keit Vimp Bev, renet gant Yann-Fañch Jacq hag e c'hoar Laurence Lavrand, e Laz. Div gelaouenn, Ya! ha Rouzig o anvioù, a vez embannet ivez. Kevredet e-barzh Kuzul ar brezhoneg;
- Mouladurioù Hor Yezh, renet gant Anna ar Beg (Kemper). Emañ ar sekretourva e Lannuon. Ur gelaouenn, Hor Yezh he anv, a vez embannet ivez. Kevredet e-barzh Kuzul ar brezhoneg;
- Sav-Heol, renet gant Mark Kerrain. E Lannuon emañ ar sekretourva. Kevredet e-barzh Kuzul ar brezhoneg;
- Skol Vreizh, renet gant Paolig Combot. Emañ he burev e Michererezh butun Montroulez;
- Skol, renet gant Brieg ar Menn (Sant-Brieg). Emañ ar sekretourva e Lannuon. Kevredet e-barzh Kuzul ar brezhoneg;
- TES, renet gant X, stag ouzh an Deskadurezh-Stad, e Sant-Brieg;
- TIR[1], ti-embann Rann ar brezhoneg Skol-veur Roazhon 2, renet gant Herve Bihan (Roazhon). Emañ ar sekretourva e Lannuon. Kevredet e-barzh Kuzul ar brezhoneg;
- Timilenn, renet gant Tifenn Merien. Emañ ar sekretourva e Lannuon. Kevredet e-barzh Kuzul ar brezhoneg;
Kevread tiez-embann
kemmañN'eo ket Kuzul ar Brezhoneg un ti-embann, met ur c'hevarzhe a zo ur c'hevread evit meur a embanner pe gevarzhe sevenadurel, hag e bourvez servijoù kreiz dezho : maketenniñ, sekretourva hag e ra war-dro ar skignañ. Pa voe savet e vode an holl embannerien vrezhoneg a voe en o soñjoù kas pelloc'h ar skridoù moullet e peurunvan.
Gwezhall e veze ar C'hevread sevenadurel Emgleo Breiz (Fondation culturelle bretonne), muioc'h anavezet dindan e anv brezhoeh Emgleo Breiz,, met un ti-embann gant meur a label e voe (Brud Nevez, Ar Skol vrezoneg…), met ne ra ket mui war-dro un ti-embann dindan e anv nemetken. Ganti e voe aet da get an aozadur nemeti a rae gant ar reizhskrivadur skolveuriek.
Kelaouennoù brezhoneg
kemmañDarn eus ar c'helaouennoù brezhoneg zo stag ouzh ur c'hevarzhe e stumm un ti-embann levrioù unskrid, darn a vez meret mez gant ur c'hevarzhe savet evito. Amañ ar roll dre ditloù :
- Bremañ, kelaouenn hollek daouviziek, embannet gant Skol an Emsav;
- An Dasson, kelaouenn sevenadurel dizingal, savet e 1985 hag embannet gant Kerlenn Sten Kidna
- Rouzig, kelaouenn evit ar vugale, embannet gant Keit Vimp Bev;
- Toutouig, kelaouenn evit ar vugale, embannet gant Keit Vimp Bev;
- Ya !, kelaouenn hollek sizhuniek, embannet gant Keit Vimp Bev;
Implijidi gopret evit an embann brezhoneg
kemmañEmbann al levrioù
kemmañDarn eus an embannerien vrezhoneg zo skoazellet gant yalc'hadoù hag a ro tu da c'hoprañ un den pe meur a hini. Gallout a ra ar skoazelloù pe yalc'hadoù dont eus kumunioù, pe departamantoù, pe ar rannvroioù (rannvro Breizh-4 peurvuiañ), pe ar stad c'hall .
- Emgleo Breiz, hag a implije tri den;
- Keit Vimp Bev, daou zen.
- Kuzul ar Brezhoneg, a implij meur a hini;
- TES, a implij ar muiañ : war-dro 6 den a labour en ti, gopret gant ar stad.
Kelaouennoù
kemmañSkoazellet e vez un toullad kelaouennoù ha darn a implij tud:
Embann brezhoneg aet da get
kemmañ- 19-- 19-- - Cholori ha Talabao, kelaouennoù evit ar vugale embannet gant An Here
- 1983-2003 - An Here, levrioù
- - Ar Gripi
- - Ar Skol vrezoneg, levrioù
- Imbourc'h, kelaouenn ha levrioù
- 1958-1980 - Wanig ha Wenig, kelaouenn evit ar vugale krouet gant Armañs ar C'halvez
- 1957-2015 - Emgleo Breiz (Brest), levrioù ha kelaouennoù Brud ha Brud Nevez, aet da freuztal e 2015;
- 1953-1978 - Barr-Heol
- 1945-1949 - Kaieroù kristen
- 1941-1952 - Skridoù Breizh, levrioù
- 1932-1947 - Skrid ha Skeudenn, levrioù
- 1941-1943 - Sterenn
- 1940-1944 - Ololê, kelaouenn evit ar vugale
- 1940-1944 - Arvor, sizhunieg
- 1936-1944 - SAV, trimizieg
- 1936-1939 - Studi hag Ober
- 1925-1944 - Gwalarn, mizieg ha levrioù
- 1922-1828 - Emgleo Sant Iltud, levrigoù
- 1905-1914 & 1921-1944 - Dihunamb
- 1898-1920 - Kroaz ar Vretoned, sizhunieg
- 1904-1914 - Ar Bobl, kelaouenn ha levrioù,
- 1865-1884 & 1899-1944 - Feiz ha Breiz
Skouer Kembre
kemmañN'eus netra par da Cyngor Llyfrau Cymraeg e Breizh. An aozadur ofisiel brezhonek nemetañ, Ofis ar Brezhoneg, dindan ar rannvro, ne ra ket war-dro an embann.