Norvegia[4],[5], pe Norge[6],[7] (Norge e bokmål, Noreg e nynorsk), zo ur vro hag ur rouantelezh (Kongeriket Norge pe Noreg), e kornôg ledenez Skandinavia, pe Lec'hlenn.

Kongeriket Norge
Kongeriket Noreg


Banniel Norvegia
Skoed-ardamez Norvegia
Banniel Norvegia Skoed-ardamez

Lec’hiadur Norvegia

Yezhoù ofisiel Norvegeg
(Bokmål ha Nynorsk) 1
Kêr-benn Oslo
Statud politikel Unpenniezh vonreizhek
Dizalc'hiezh
• Embannet
• Anzavet
(diouzh Sveden)
7 a viz Mezheven 1905
26 a viz Here 1905
Roue Harald V
Kentañ ministr Jonas Gahr Støre
Gorread
• En holl
• % dour

385.207[1] km² 2
6
Poblañs 5 550 203[2](2024)
Stankter' 14,4 annezad/km²
Moneiz Kurunenn norvegat
(Krona) (NOK)

Ger-stur
• Ger-stur ar roue
Hini ebet
Alt for Norge
"Pep tra evit Norvegia"
Kan broadel Ja, vi elsker dette landet
"Ya, karout a reomp hor bro"
Gouel broadel 6 a viz Mezheven

Kod Internet .no
Kod pellgomz 47

Notenn 1 : yezhoù samiek (Sami) a zo anavezet ent-ofisiel
e c’hwec’h rannvro
Notenn 2 : gant an inizi Svalbard ha Jan Mayen
Kontelezhioù Norvegia 2024[3]
Un tu eus maen Harald e Jelling
Norge e 1761
Iliz Borgundstavkirke

En em astenn a ra a-hed ar Meurvor Atlantel, pe lodennoù anezhañ anvet Mor an Hanternoz er su ha Mor Norvegia en norzh. Harzoù he deus Norvegia gant Sveden, er reter, ha gant Rusia ha Finland er biz. Rannet eo diouzh Danmark, er su, gant ar Skagerrak.

Stag eo an inizi Svalbard ha Jan Mayen, en norzh, ouzh Rouantelezh Norvegia, koulz hag Enez Bouvet, e su ar Meurvor Atlantel. Enez Pêr Iañ, e su ar Meurvor Habask, a zo e dalc’h Norvegia ivez, met ne seller ket outi evel ul lodenn eus ar Rouantelezh.

Gerdarzh

kemmañ

Eus an norseg Norðrvegr, hent (vegr) an Norzh (Norðr), a oa an anv bet roet gant ar Vikinged d'ar broioù a c'hellent tizhout dre norzh ar Meurvor Atlantel, da lavaret eo Norvegia, Island ha Greunland.

Norvegr a roas Norwegen en alamaneg, Norway e saozneg ha Norvegia e latin ar Grennamzer, alese an italianeg hag ar spagnoleg Norvegia, ar ruseg Норвегия Norvegiya, ar galleg Norvège hag ar brezhoneg Norvegia.

War unan eus mein Jelling e Danmark e voe engravet e runoù (c. 980) an anv Nuruiak, a vez treuzskrivet Norveg[8].

Bev eo chomet Norvegr er yezhoù skandinavek betek emdreiñ dre Norégr ha Norégi en Norge e daneg hag e svedeg ; Norge ivez a lavarer e bokmål, Noreg eo e nynorsk ("norseg nevez"), an div yezh ofisiel a ya da sevel an norvegeg[9].

  • Un displegadenn all, n'eo ket testeniekaet avat, eo e teuje Norge eus Nór rige rouantelezh Nor, pe Norr, saver ar rouantelezh hervez ar vojenn (evel Konan Meriadeg e Breizh).

En amzer ar Vikinged e voe ur rouantelezh dizalc’h eus Norvegia, adalek an IXvet kantved, ha gant tud eus Norvegia e voe trevadennet douaroù pell er c’hornôg, evel an Inizi Faero, Island, enezeg Breizh-Veur, Greunland. Mont a reas dinastiezh rouaned Norvegia da get e 1387 hag unanet e voe ar vro gant Danmark ha Sveden en Unvaniezh Kalmar. P’en em zistagas Sveden diouzh Unvaniezh Kalmar er XVIvet kantved e chomas Norvegia hec’h-unan gant Danmark, evel ur rannvro bell, stag outañ. Troc’het e voe Norvegia diouzh ar peurrest eus Europa pa voe degemeret ar brotestantiezh er vro, rak paouez a reas perc’hirined da zont eus Europa war bez Sant Olaf e Nidaros. Goude ma voe faezhet gant Napoleon e rankas Danmark lezel Norvegia gant Sveden e 1814 (hogen an douaroù tramor bet dizoloet gant Norvegiz, evel Greunland, Island, an Inizi Faero, a chomas stag ouzh Danmark). He bonreizh dezhi he doa Norvegia hag he gouarnamant dezhi ivez ; ne oa unanet ouzh Sveden nemet dre ma oa roue Sveden o ren war Norvegia ivez. A-benn ar fin e teuas Norvegia da vezañ dizalc’h da vat e 1905.

Neptu e chomas Norvegia e-pad ar Brezel bed kentañ ha klask a reas chom neptu ivez da vare an Eil brezel bed, met taget hag aloubet e voe gant an Alamaned e miz Ebrel 1940 e-pad Emgann Norvegia. Ar Roue Haakon VII hag ar gouarnamant a c'hellas tec'hout da Vreizh-Veur. E 1942 e voe savet ur gouarnamant kenlabourer gant Vidkun Quisling. Dieubet e voe e 1945. Goude m'he doa klasket chom neptu diagent, ar wech-mañ e teuas ar vro da vezañ unan eus diazezourien an AFNA hag an ABU (da Aozadur ar Broadoù Unanet e roas e sekretour kentañ, Trygve Lie). Deuet eo ar vro da vezañ unan eus ar re binvidikañ er bed (gant an tireoul a zo bet kavet e Mor an Hanternoz. Dre ziv wech he doa nac'het Norvegia mont en Unaniezh Europa (e 1972 hag e 1994).

Politikerezh

kemmañ

Ur rouantelezh vonreizhel eo Norvegia, gant ur Parlamant. Kemer perzh el lidoù a ra ar roue dreist-holl, hep na vefe gantañ kalz a c’halloud, met arouez unded ar vro eo eñ.

169 c’hannad zo e parlamant Norvegia, ar Storting, ha dilennet e vezont en 19 kontelezh, evit ur prantad pevar bloaz, hervez an doare mouezhiañ kenfeurel. Rannet eo ar Storting e div gambr, an Odelsting hag al Lagting, a c’hell bezañ bodet pep hini diouzh he zu evit traoù zo, pe a-gevret evit traoù all.

Rannadur melestradurel

kemmañ

Rannet eo Norvegia e 15 kontelezh (fylker) hag e 5 rannvro (landsdel). War ar gartenn-mañ e weler anezho gant pep a niverenn (n’eus niverenn 13 ebet, a-ratozh) :[3]

# Kontelezh 2024 Admistrative center
3   Oslo Oslo
11   Rogaland Stavanger
15   Møre og Romsdal Molde
18   Nordland Bodø
31   Østfold Sarpsborg
32   Akershus Oslo
33   Buskerud Drammen
34   Innlandet Hamar
39   Vestfold Tønsberg
40   Telemark Skien
42   Agder Kristiansand
46   Vestland Bergen
50   Trøndelag Steinkjer
55   Troms Tromsø
56   Finnmark Vadsø

Ouzhpenn se ez eus 357 a gumunioù.

Douaroniezh

kemmañ

Ur vro hir-hir eo Norvegia, p’en em led a-hed 1752 km eus an norzh d’ar su, hag a-hed 430 km d’ar muiañ ha 6 d’an nebeutañ a reter da gornôg. Ur vro veneziek eo ivez, levezonet gant krignerezh amzer ar skorn. Ar Galdhøpiggen eo ar menez uhelañ, a sav e uhelder da 2 469 m. Troc’het-didroc’het eo an aod, a-hed ouzhpenn 20 000 km, gant e-leizh a inizi, a garregoù hag a fjordoù.

Emañ hanternoz ar vro en norzh da Gelc'h pennahel Arktika. El lodenn-se eus ar vro neuze e weler heol hanternoz e-pad meur a sizhun e-pad an hañv. En enep e vez teñval er goañv e-pad devezhioù ha devezhioù.

Armerzh

kemmañ

Emañ ar gapitalouriezh sokial e pleustr er vro. 2.1% oa ar feur dilabour e miz Du 2006, ha 3.3 % e 2014[10]. Eoul-maen ha gaz a oa 35% eus an ezporzhioù e 1999. Ar pesketaerezh zo pouezus ivez.

Poblañs

kemmañ
 
Kastell ar Roue en Oslo

Sevel a ra an niver a du a zo o vevañ e Norvegia da 4,6 milion (e Gouere 2004). Goustadik e kresk an niver-se (0,4% bep bloaz). Diskennidi eus ar Vikinged eo ar braz eus an dud, met en hanternoz e kaver ur bobl all, ar bobl Sami, hag ivez un nebeud tud deuet eus Finland (Kven). Henvroidi eo ar Samied hag a-gozh e vezont kavet el lodenn-se eus Norvegia, hag er broioù amezek (Sveden, Finland ha Rusia). Ar brasañ niver anezho koulskoude a zo bremañ o chom en Oslo.

Er bloavezhioù diwezhañ eo kresket kalzik an niver a dud divroet eus broioù all : Pakistan, Irak, Vietnam, Somalia, Sveden ha Danmark. Mont a raent d’ober 7,9% eus poblañs Norvegia d’ar 1añ a viz Genver 2005.

Ar c'hêrioù brasañ eo Oslo, Bergen, Trondheim, Stavanger ha Tromsø.

Yezhoù

kemmañ

Daous stumm skrivet a zo d’an norvegeg, anvet Bokmål ha Nynorsk, ha n’eo ket bras ar c’hemm etrezo. Ar Bokmål eo ar stumm implijet gant ar muiañ niver eus an dud. En norzh e kaozeer ivez yezhoù samiek, yezhoù ha n’int ket kar tamm ebet d’an norvegeg.

Relijion

kemmañ

An darn vrasañ eus Norvegiz a zo luterianed (86%). Tost da 7% anezho a heuilh kredennoù all, hag ar peurrest a lavar n’o deus relijion ebet.

Un nebeud tud vrudet eus Norvegia

kemmañ

Skeudennoù

kemmañ
Ar vro hag an natur
 
Preikestolen, « Maen ar Prezeger »
 
Lamm-dour ar Seizh C'hoar, e Geirangerfjord
 
Skorneg Briksdalsbreen
 
Menezioù Ulvikfjord en Ulvik
 
Djupfjorden war Moskenesøya, e Lofoten

Levrlennadur

kemmañ

Liammoù diavaez

kemmañ

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Notennoù ha daveennoù

kemmañ
  1. Arealstatistics for Norway 2019. Kartverket, mapping directory for Norway (2019). Kavet : 2019-03-22.
  2. Population, 2024-01-01
    (en)
    . Statistics Norway (2024-02-21). Kavet : 2024-02-25.
  3. 3,0 ha3,1 Fylkesinndelingen fra 2024
    (no)
    . Regjeringen (2022-07-05). Kavet : 2024-03-02.
  4. Geriadur brezhoneg-galleg Roparz Hemon, 1993, pajenn 600
  5. KerOfis, Ofis publik ar brezhoneg
  6. Per Denez, Bro-Norge, Ar Vro 44, miz Du 1967, p. 70.
  7. Eil Derez Diwan, Kreizenn ar Geriaouiñ, trede embannadur kresket 1993.
  8. (en) The Runic Stones in Jelling
  9. (fr) Deroy, Louis & Mulon, Martine : Dictionnaire de noms de lieux, Le Robert, 1992, (ISBN 978-2-8503-6195-1), p. 345.
  10. (fr) Suisse, Japon, Norvège… : Ces pays où le chômage est inexistant e Le Figaro, d'an 8 a viz Gouere 2014.