XIIvet kantved
(Adkaset eus 12vet kantved)
Bloavezhioù 1100 | Bloavezhioù 1110 | Bloavezhioù 1120 | Bloavezhioù 1130 | Bloavezhioù 1140
Bloavezhioù 1150 | Bloavezhioù 1160 | Bloavezhioù 1170 | Bloavezhioù 1180 | Bloavezhioù 1190
1101 | 1102 | 1103 | 1104 | 1105 | 1106 | 1107 | 1108 | 1109 | 1110 |
1111 | 1112 | 1113 | 1114 | 1115 | 1116 | 1117 | 1118 | 1119 | 1120 |
1121 | 1122 | 1123 | 1124 | 1125 | 1126 | 1127 | 1128 | 1129 | 1130 |
1131 | 1132 | 1133 | 1134 | 1135 | 1136 | 1137 | 1138 | 1139 | 1140 |
1141 | 1142 | 1143 | 1144 | 1145 | 1146 | 1147 | 1148 | 1149 | 1150 |
1151 | 1152 | 1153 | 1154 | 1155 | 1156 | 1157 | 1158 | 1159 | 1160 |
1161 | 1162 | 1163 | 1164 | 1165 | 1166 | 1167 | 1168 | 1169 | 1170 |
1171 | 1172 | 1173 | 1174 | 1175 | 1176 | 1177 | 1178 | 1179 | 1180 |
1181 | 1182 | 1183 | 1184 | 1185 | 1186 | 1187 | 1188 | 1189 | 1190 |
1191 | 1192 | 1193 | 1194 | 1195 | 1196 | 1197 | 1198 | 1199 | 1200 |
|
D'ar 1añ Genver 1101 e krog an XIIvet kantved hag echuiñ a ra d'an 31 Kerzu 1200.
Krennamzer Uhelañ a vez graet eus ar maread-mañ en Istor Europa.
Darvoudoù
kemmañAmerika
kemmañ- Sevenadurezh Thule (1100-1600) en Amerika arktek (balumetaerien) en em led war-du ar Reter eus Greunland betek reter Sibiria. Inuited a hiziv eo diskennidi ar sevenadur-se.
- Binvioù bamumeta dibar gant sontennoù erc'h ha stignoù enepriklañ. Doare bevañ annezadet, hemolc'h ar bronneged-mor, ar valum dreist-holl.
- Diskar an Impalaeriezh Toltek.
Azia
kemmañ- Kemer a ra Polonnaruwa lec'h Anuradhapura evel kêr-benn Sri Lanka.
Afrika
kemmañ- Krouiñ a ra ur Penn Manding eus klan Keita rouantelezh vuzulman Mali goude tabutoù etre ar c'hlanoù Taraore ha Konale. Staliañ a ra e gêr-benn e Dyeriba war an Niger e-tro dibenn ar c'hantved.
- en em staliañ a ra ar Vambaraed e trowardroioù Segou. Sujidi int gant o amezeien eus Mali da gentañ hag eus Songhaï da c'houde betek ar XVIIvet kantved.
- Sevenadurezh Ife e Mervent Nigeria a-vremañ (XIIvet-XIVvet kantved); heverk eo dre he fennoù kizellet en arem hag e pri poazh a eztaol an onied (Renerien).
- War aod Zandj (Tanzania), e tap Kiloa he c'hreñv war ar c'heodedoù arab pe pers all betek ar XIVvet kantved.
- E darempred emañ Arabed Sofala, sujidi dindan Kiloa, gant rouantelezh Makaranga (Monomotapa) e Zimbabwe. aour, ivor ha sklaved a brenont diganto.
- Genidik eus Arabia en em stailh meuriad ar Beni Saaded e Maroko e-tro an XIIvet kantved.
Oseania & Meurvor Habask
kemmañ- Zeland-Nevez :
- Henvezioù maori kinklet-kaer war lec'hiad Wairau Bar, e Norzh enezenn ar Su. Test int d'ur gevredigezh urzhasaet gant un treuzkas a rumm da rumm ("boutailhoù" dour graet gant klor vioù moa, troioù-gouzoug eskernigoù kizellet gant dent balumed, rinkined, keladurioù maen, higennoù ha treantoù askorn …).
- Reizhiad bevenniñ ar parkeier ha fozioù evit mirout ar patatez dous kavet war enezenn an Norzh (e-tro 1100).
Azia
kemmañ- Mongolia : Egin ar Stadoù mongol kentañ adal an XIvet kantved, evel hini ar Vongoled Khamag e diazadoù an Onon hag ar c'hKerulen. Hervez an hengoun e vije bet Kaidou ar c'hentañ Penn meuriad mongol savet c'hoant ennañ sevel ur Stad c'halloudus en XIIvet kantved. Sujet e vo gantañ meur a veuriad amezek. E c'hourvab Kaboul, a vije bet an hini kentañ o tougen an titl a khan pe khagan, a vo ar c'hentañ o krediñ daeañ tierniezh Djürchet. Mevel d'ar Jined er penn-kentañ ez eas betek lez Beijing a-raok en em vrochañ ganti (1135).
- Loc'het kuit trema Azia Greiz ez eo an ergerzher spagnol Benoni Tudele ar c'hornôgad kentañ oc'h ober anv eus an Tibet « a gav bod en he c'hoadeier al loen a denner ar musk dioutañ ».
- Korea : E deroù ar c'hantved emañ en arvar stabilder Koryo. Familhoù tierned galloudek en em gann a-enep d'an tron evit besañ mestr war ar vro tra ma talc'h tierniezh mandchou ar Jined da waskañ eus an diavaez. Ersavioù liesseurt ha dizurzh a vez klasket kas da benn gant ar galloud disteraet.
- Sina : Koll a ra an dierniezh Song an dorn war hanternoz ar vro.
- Japan : Gant Shogunelezh Kamakura e koll Impalaer Japan e c'halloud politikel.
- India : Distrujet eo Nalanda, kreizenn indian veur ar gelennadurezh voudaat.
Reter nesañ
kemmañ- E deroù ar c'hantved e vez argaset an Durked gant roue ar Jorjianed David III a adlaka en he sav rouantelezh Jorjia.
Europa
kemmañ- 48 millions a dud a vev en Europa. Doareoù klouar an hin a zisoc'h war krouidigezh kêrioù nevez ha difraostadegoù. Kreskiñ a ra ar boblañs.
- Muioc'h-mui a vilinoù-dour zo. Kregiñ a reer da sevel milinoù-avel. En he barr emañ an difraostañ. Kartaoù frankiz kentañ e Bro-C'hall (Lorris er Gâtinais ha Beaumont en Argonne); frankizoù a zegasont d'ar gouerien. Reolenniñ a reont ar boazioù, resisaat a reont deverioù an dud dalc'het ha lemel kuit a reont ar rediennoù startañ.
- Gwelet e vez ar skoedoù-ardamez kentañ e-tro 1130; implijet e vint dre-holl tamm-ha-tamm a-feur ma'z aio ar c'hantved war-raok.
- Savet e vez kestell-kreñv e kornôg Europa.
- Kentañ, eil ha trede kroaziadeg rouantelezhioù kornôg Europa a-enep d'an Islam.
- Reiñ a ra ar Pab Adrian IV an aotrouniezh war Iwerzhon da Herri II a Vro-Saoz.
- Brezel diabarzh saoz (1135-1154).
- Stourm a ra meuriadoù Lituania war un dro a-enep d'ar Gured ha d'al Lived evit klask mont betek ar Mor Baltel hag a-enep da briñselezhioù rusian an diabarzh.
- Krouet eo Stad krennamzerel Serbia gant Stefan Nemanja ha kendalc'het e vo gant tierniezh Nemanjić.
- 1102 : Unanet eo Hungaria ha Kroatia gant ar Roue Koulman dindan ar gurunenn hungarat
- 1128 : Gounit a ra Portugal he dizalc'hiezh diouzh rouantelezh Leon (anavezet gant Leon e 1143).
- 1170 : Drouklazhet eo Thomas Becket
- 1185 : Krouet eo ar skol katedral (Katedralskolan) e Lund, Sveden, Ar goshañ e norzh Europa eo ar skol hag unan eus ar re goshañ en Europa a-bezh.
Arz & Sevenadur
kemmañ- Savadurioù maen ha brik kentañ er Sri Lanka e Polonnaruwa.
- Adsavet eo Penniliz Saint Denis e norzh Pariz gant Suger; unan eus ar savadurioù gotek meur kentañ eo.
- Geriadur gerdarzhel David Qimhi, Yuzev eus Narbonna (XIIvet kantved).
- Luskad ar goliarded pe Kloaregi kantreat e-kerzh an XIIvet ha XIIIvet kantved, en Europa ar c'hornôg. Alies int studierien a vourr o pleustriñ war ar "foetañ bro speredel", kloaregi dilezet urzh strizh ar gevredigezh ganto, arzourien, barzhed, farouelled. Dre o mod bevañ e vez kavet abeg enno en urzh diazezet, dreist-holl hini an iliz hag an arme.
- Savidigezh ar stavkirker ("ilizoù e koad sav") e Norvegia adal an XIIvet kantved betek 1350.
Armerzh & Kevredigezh
kemmañImpalaeriezh buzantat
kemmañ- Chom a ra dizalc'h ar gouerien vuzantat a-fet gwir : mont ha dont a reont hervez o youl, legadiñ ha gwerzhañ o douaroù evel ma karont, o mad a reont diouzh gwarantoù al lezenn evel ne vern pe sujed eus ar Basileus. Koulskoude, ha pa zeufe tud nevez er vro argaset ma'z int eus Azia-Vihan aloubet, e tigresk ar boblañs abalamour d'ar c'hleñvedoù, d'ar brezelioù ha d'an trubuilhoù diabarzh. Gwask ar berc'henned douaroù bras a gas an dud war-du ar c'hêrioù. Difretañ a ra an dunatoied (ar re c'halloudek) evit degas tud war o douaroù hag ober pareked anezho (dalc'hidi diskarzhus douar un domani bras en eskemm d'ur feurm). Sevel a ra ar galloud a-enep rak, gant an digoll tailhoù zo war ar re c'halloudek, kement parek zo un den nebeutoc'h a bae tailhoù.
Reter Nesañ
kemmañ- Rannet eo douaroù rouaned Jeruzalem e peder baronelezh (Jeruzalem, Nablous, Akra ha Tyr); kêriadennoù niverus zo en aotrouniezhioù-se. Dont a ra o madoù eus an tailhoù war ar c'henwerzh dreist-holl : gwirioù gwerzhañ (war ar marc'hadoù —foundouk—) ha tremenerezh (an dell ad valorem a sav d'ur 24vedenn eus ar varc'hadourezh a ya da Egipt pe da Arabia, pe c'hoazh da Siria dre tiriadoù en tu all d'ar stêr Jordan), gwirioù enporzhiañ hag ezporzhiañ (tennañ a ra maltouterez Akra hec'h anv eus ar "chadenn" zo sparlet porzh kêr ganti). Piaou a reont ivez produ an unwerzhouriezh c'hreantel (livadennerezh, soavonerezh, kivijerezh…), gwir ar moneizañ, miret evit ar roue, er c'hontrol eus giz ar c'hornôg, a sko moneizioù aour skrivet en arabeg warno ("bezantenn sarrazin") ha dineroù arc'hant e doare ar C'hornôg. Gras d'ar madoù-se e c'hall ar roue reiñ gladdalc'hoù e bezantennoù (500 besantenn ar bloaz dre varc'heg), niverusoc'h a-wechoù en un aotrouniezh eget ar gladdalc'hoù e douaroù. Kavet ez eus bet er sav-heol gant kroazourien ar c'hornôg un armerzh moneizhel diorroetoc'h a-galz eget o hini. Kement-se a zisleg pouez an tailhoù dieeun, an dalc'hoù-leve ha skoadur moneizoù aour. Mard eo gwir eo bet degaset gant kroaziourien Europa ar c'hrakvelestradur anavezet ganto (melestradur ofisourien veur ar gurunenn), amprestet o deus ivez digant Buzantiz. (en Antiokia e vez meret kêr gant un dug, hag ar polis gant ur pretor) ha gant ar vuzulmaned : ar sekred (eus ar gresianeg sékrèton, burev arc'hantel) a glot gant an diwan arab; servijout a ra war un dro da deñzor, kambr ar c'hontoù ha da ziellaoueg el lec'h ma vez miret ar c'hartaoù reiñ, ar gladroll ha roll ar gladdalc'hoù gant o rediennoù. Ensavadurioù gwiarouel zo a zouj da boazioù ar vro : gallout a ra lez-varn ar rais (Penn lec'hel) barn ar prosezioù bihan a denn da dud ar vro hag ul lez-varn kemmesk a varn ar prosezioù kenwerzhel pe a denn d'ar Sirianed. En enep, n'eus nemet Franked a ya d'ober lez-varn ar prosezioù mor, lez-varn ar Vourc'hizien pe al Lez-varn Uhel a varn an dudjentil.
Hungaria
kemmañ- En em astenn a ra Hungaria war 220 000 Km² evit ur boblañs a sav da zaou vilion a dud. Betek an XIIvet kantved, n'eus eus ar vro nemet peurvanoù dastroc'het gant douaroù gounezet. Gorrek-gorrek ez a an annezadiñ war-raok. Gounit an douar, diazezet war an edoù (ed, mell) a ya a lec'h da lec'h. Implijet e vez an arar deuet eus ar stepennoù. E-kreiz an domani emañ ar maner (udvar), gronnet gant douaroù perc'hennet gant un aotrou ha gounezet gant sklaved. War-zigresk ez a an niver anezho adal an XIvet kantved; erlec'hiet int gant tud frank zo boutin etrezo an douar labouret ganto. Lezet eo an douar en o c'herz en eskemm eus ar sens ha d'an aner dleet d'o aotrou. Kalz anezho a gouezh e dalc'h an aotrounez abalamour d'an dle sachet war o c'hein. War vrasaat ez a domanioù an aotrounez. War-raok ez a al labour-douar a-hed ar c'hantved : difraostet e vez koadeier, disec'het geunioù. War-raok ez a ivez implij an arar pounner sachet gant eizh pe dek penn-ejen. Lakaet e vez labour an douar da dreiñ. Er Reter hag en Norzh en em led ivez ar gwiniegi anavezet abaoe an marevezh roman er C'hornôg d'an Danav : krouet eo gwiniegi Tokaj, Eger, ha Navyvarad gant trevadennerien deuet eus Bro-C'hall. Diorren a ra ar c'henwerzh ha kreskiñ a ra ar boblañs met ne'z a ket nemeur Hungariz war-du broioù meneziek an hanternoz hag ar reter poblet gant Slovaked, mesaerien ruten ha rouman ha trevadennerien alaman. Diwezhat en em zispak ar c'hêrioù. Ar roue e-unan a ya a gastell da gastell ha lakaat a ra sevel teltennoù e o forzhioù evit lojañ. Harpet eo kresk ar c'hêrioù nepell eus an hentoù kehentiñ hag eus ar c'hreñvlec'hioù gant diorroidigezh ar c'henwerzh ; en em staliañ a ra Sarrazined deuet eus rouantelezh vulgar ar Volga e Pest en Xvet kantved ; diwezhatoc'h eo Latined deuet eus Frañs pe hanternoz Italia a ra o annez e-kichen bodoù ar rouaned e Esztergom ha Székesfehérvár evit pourchas traezoù cheuc’h d'al lez. E dibenn ar c'hantved, e kresk c'hoazh ar c'hêrelaat. Lakaat a ra ar roue hag an dudjentil pouezus da gerc'hat hospites (ostizien) evel artizaned arbennikaet ha lamet e vez an tailhoù warno. Kêrioù mengleuziek Norzh ar vro, poblet dreist-holl gant micherourien arbennikaet alaman, eo a ya ar muiañ war-raok.
- En he barr emañ ar Gladdalc'helezh e Polonia e-kerzh an XIIvet hag an XIIIvet kantved. Skoulmañ a ra an Duged gant o zud ur strobad gwazoniezhioù a verk rediennoù milourel hag arc'hantel pep hini. Disoc'hañ a ra war ur biramidenn deverioù, zo liammet drezi kement marc'heg dister zo d'e aotrou. Diazezet eo an urzh sokial war an douar, mammenn binvidigezh ha galloud. Gant kresk ar boblañs hag an araokadennoù teknikel (erlec'hiañ an arar rodek ouzh an arar, treiñ an douaroù gounezet) e c'haller sevel domanioù bras gounezet gant kouerien sujet d'an aner stroll pe rediet da baeañ ur sens. Evel-se emañ kont e douaroù trevadenniñ an diabarzh e Silezia, Polonia Vihan ha, goude, e Polonia Vras ma vez kreizennet gant an aotrounez vrasañ douaroù ec'hon bet roet gant an dug ha ma resev an Iliz katolik tachennoù bras. Korvoet e vez an domanioù bras gant kouerien (served), anezho diskennidi sklaved kozh pe damheñvel. An domanioù bihanañ avat a vez dalc'het gant marc'heien ha gounezet gant kouerien a bae ar sens.
- Diorren a ra ivez an urzhioù relijiel e Polonia a-hed an XIIvet kantved. Tre ez a an adreizhadenn gisterkiat er manatioù hag en abatioù. Skoulmet e vez liammoù padus gant Pennabati Burgondia.
Tud dibar
kemmañ- Pierre Abélard, unan eus ar skolbrederourien gentañ; aozer an "Historia calamitatum mearum", ma teskriv e zarempredoù karantez gant Eloiza.
- Alfoñs Iañ Henriques, roue kentañ Portugal
- Eleanora Akitania, gwreg roue Frañs ha, goude-se, Bro-Saoz.
- Thomas Becket, arc'heskob Canterbury
- Hildegard Bingen, sonaozerez kentañ anavezet dre hec'h anv en Europa.
- Bernard de Clairvaux, abad gall a levezonas politikerezh an Iliz katolik.
- Genghis Khan, Khan Meur an Impalaeriezh Vongol.
- Omar Khayyám, barzh ha steredoniour Pers
- Maimonides, prederour ha lusker yuzev.
- Minamoto no Yoritomo, shogun kentañ Japan
- Saladin (Mezopotamia, 1138 - Damask, 1193), Sultan Egipt ha Siria, trec'hour meur ar groaziourien en Hattin, adc'hounezour Jeruzalem.
- Hugh de Saint Victor, gouizieg gall.
- Richard de Saint Victor, doueoniour.
Ijinadennoù, kavadennoù, degasadennoù
kemmañRoll ijinadennoù an XIIvet kantved
- Deroù ar savouriezh c'hotek.
- Krouidigezh ar skolioù-meur kentañ en Europa.
- Dont a ra an deneliegezh kristen da vezañ un tuadur prederouriezhel emskiantek en Europa.
- Kentañ testeni pezh-c'hoari ur mirakl e Dunstable (Bro-Saoz).
- Deroù sonerezh an Droubadored en Okitania.
- Testeni kentañ implij un nadoz-vor gant Alexander Neckam en "De utensilibus".
- Kentañ testeni asurañs a-enep d'an tan ha d'ar gaou en Island.
- Kentañ barrad grip testeniekaet.
- Deroù mare ar c'hrennsaozneg
- E Skandinavia e teu war wel an erer rodek (plógr) er furchadegoù arkeologel adal an XIIvet kantved. Erlec'hiañ a reont an erer gros (ardhr) bet en implij abaoe ar ragistor.