Yeun ar Gow

skrivagner brezhonek
(Adkaset eus Yeun ar Gov)
Yeun ar Gow
Yeun ar Gow
Anv ofisiel Yves Le Goff
Anv pluenn Yeun ar Gow
Yeun Vriant
Yann Vriant
Obererezh Romantour, daneveller
Ganedigezh d'ar 7 a viz Here 1897
e Pleiben
Marv d'an 22 a viz C'hwevrer 1966
e Gouezeg
Yezh skrivañ Brezhoneg
Oberennoù pennañ
E Skeud Tour Bras Sant Jermen
Ar Person touer, Ar Gêr Villiget, Enez an Teñzor
Kontadennoù Kernev

Yeun ar Gow, Yves Le Goff (1897-1966), ganet d'ar 7 a viz Here 1897 e Pleiben ha marvet d'an 22 a viz C'hwevrer 1966 e Gouezeg, a oa un noter hag ur skrivagner brezhonek lakaet da vezañ unan eus ar re wellañ a zo bet en XXvet kantved. Un emsaver katolik pennek eo bet ha diaesterioù en deus bet gant an Iliz katolik ha gant tud ar Rezistañs.

E vuhez

kemmañ

Mab e oa da Yeun ar Gow ha da Varijanig Gwilhoù, o-daou genidik eus Pleiben (Penn-ar-Bed) ha pinvidik a-walc'h pa voent o terc'hel un embregerezh dezougen. E-pad e vugaleaj, pa oa pemp pe c'hwec'h vloaz, e reutaas e c'har da heul ur gwallzarvoud hag e voe rediet da chom gourvezet e-pad ur maread hir a-walc'h. E-plas mont da c'hoari mell-droad e chome da lenn levrioù er gêr. A-drugarez da se, en ur mod, eo deuet da vezañ gouiziek-tre. Ur beleg eus Pleiben a zesachas evezh Yeun ar Gow war ar brezhoneg ha traoù ar vro.

E desteni-studi gantañ, e chomas er gêr da skoazellañ e vamm pa varvas e dad e 1907. Ur pennadig amzer war-lerc'h, e reas labourioù bihan er vro a-raok mont da gomis e ti noter ar vourc'h. Damc'houde, ez eas da gKastellin da labourat evit an Ao. Gwiader-Després. E-pad ar Brezel-bed kentañ e talc'has hemañ ar stal e-unan. An arnodennoù-Stad en e c'hodell, e kavas labour un tamm e pep lec'h dre ar vro (Pleiben(29), Pontrev(22), Pondi(56)) kent tapout ur plas a eil-noter e Ploudiern. Pa oa eno eo e voe kinniget dezhañ studi an Ao. Danieloù e Gouezeg. Anvet e voe da noter (Officier ministériel) gant ar Republik c'hall d'an 29 a viz Eost 1927.

E-doug ar bloaz-se ivez, e timezas gant ur plac'h eus Gouezeg anvet Anna Bozeg, met goude m'he doa ganet tri bugel e varvas un nebeud bloavezhioù war-lerc'h. E vab Mikael a zo bet noter e Gouezeg ivez.

Savet eo bet e brezhoneg penn-da-benn, bevet en deus en un endro brezhonek hepken ha labouret en deus, ar pep brasañ eus e amzer, e yezh ar vro (er mare-se e ranke an holl notered staliet war ar maez e Breizh-Izel bezañ akuit war ar brezhoneg). Brezhoneger war ar pemdez e oa, gant e familh koulz ha gant e bratikoù.

E vuhez-pad e klaskas difenn ar brezhoneg gant daou vignon, Remont ar Porzh ha Frañsez Kervella. Kensevel a rejont ur aozadur Breuriez ar brezoneg er skolioù evit skorañ ar steuñv brezhon savet gant an eskopti en ur skoazellañ mistri-skol ar skolioù kristen a raent kentelioù e brezhoneg. Koulskoude diwar abeg ma voe nes d'ar vroadelourien vrezhon e nac'has reiñ an absolvenn[1] dezhañ person parrez Gouezeg, an aotrou gall.

E-pad an dalc'hidigezh alaman ne ehanas ket da embann skridoù e meur a gelaouenn: Arvor, Gwalarn, SAV (kelaouenn). Goude ar brezel, e voe kaset da Greizenn endrediñ melestradurel Sant Charlez e Kerfeunteun abalamour d'e vennozhioù broadelour.

Da Anaon ez eas diwar an diabet hag eñ aet da beuzdall bloavezioù-pad dija ken e tlee goulenn da dud nes lenn levrioù ha pennadoù dezhañ hag adlenn ar pezh en doa skrivet[2].

Ar skrivagner hag e vennozhioù

kemmañ

Un deskadurezh kristen-tre en doa bet er gêr, ha santet e vez kement-se en e skridoù. Pouezus-kenañ e oa ar relijion evitañ. Diouzh e skridoù e tenner skouerioù talvoudus ha resis eus ur gevredigezh aet da get.

Broadelour e oa ha c'hoant en doa da welout e vro dizalc'h diouzh Bro-C'hall. Labouret en deus gant fealded evit Ministère de la Justice ar Republik C'hall e Breizh. Embann a rae e vennozhioù hep aon ebet, rak c'hoant en doa o defe ar skrivagnerien ar gwir da skrivañ ar pezh o doa c'hoant e brezhoneg hep bevañ gant an aon da vezañ harluet, toullbac'het pe c'hoazh drouklazhet.

C'hoant en deus bet Yeun ar Gow da skrivañ evit kaerded ar yezh. Klasket en deus a-hed e vuhez pinvidikaat ar yezh, hep klask implijout re a nevez-c'herioù, o sevel skridoù lennegezh, kelennadurezh ha studiadennoù yezh ivez. Un den asur eus e yezh e oa. Ur skrivagner pervezh ivez, ne laoske netra drochet, bastrouilhet pe c'hraet dreist penn-biz. Resis-tre e oa e zoare skrivañ. Paotr ar brezhoneg kaer e oa, skrivañ a rae e brezhoneg evel n'eus ket bet kalz oc'h ober. Evit ar braz eus an dud, ez eo Yeun ar Gow unan eus ar gwellañ skrivagnerien breizhat ha brezhoneger a zo bet.

Levrioù Yeun ar Gow

kemmañ

Oberennoù

kemmañ
komz-plaen
  • Ur galedenn a zen, Hor Yezh niv. 81a. miz Genver 1973. Skeudennoù gant Nono. Danevell bet moulet evit ar wech kentañ e miz Mae 1939 e-barzh ar gelaouenn Gwalarn, niverenn 126.
  • Marc'heger ar Gergoad, Breuriez ar brezoneg er skoliou 1939, Hor Yezh 1994. Romant istorel.
  • Kontadennoù Kernev, div levrenn, Al Liamm 1998, 1999. Kontadennoù bet embannet e-barzh Brud pe Al Liamm.
  • Ar gêr villiget, Mouladurioù Hor Yezh 2001.
  • Kontadennoù ha danevelloù : Contes & nouvelles (troet e galleg gant Mikêl Ar Gow ha Jefig Roparz), Al Leur Nevez 2005. Divyezhek.
emvuhezskrid
a bep seurt
Pennadoù
  • Al laer dienn, Gwalarn, niv. 98, 1937, p. 20
  • Ur skrivagner brezhonek dianvez : an Aotrou Moal, Gwalarn, Niv. 136-137, 1941, p. 392
  • Sorserezh beleg, SAV, Niverenn 11, 1938, p. 17
  • Gerioù brezhoneg bev nebeut anavezet, War-zu ar pal, niverenn 1, 1938, p. 22
  • Enezenn Iz goueledet er mor, a-gevret gant Ywan an Diberder, SAV, niverenn 19, 1941, p. 9-42
  • Geriou brezoneg beo nebeut anavezet gant ar Skrivagnerien, SAV, niv. 19, 1941, p. 55
  • "Geriou nebeut anavezet". E-barzh SAV, niv. 23, Nevez-Ammzer 1942, p. 63.
  • Al levited nevez, Barr-Heol, niv. 44, 1965, p. 55
  • Tenzor al laeron-Vor, Feiz ha Breiz, 1937[3]
  • Yun ar C'halvez, Arvor, niv. 55, 1942, p. 4
  • Nedeleg Berc'hed, Breizh, niv. 63, 1962, p. 1
  • Kil rouanez Bro-Iwerzhon, Al Liamm, niv. 49, 1955, p. 33
  • Emgann an Tregont, Bleun-Brug, niv. 39-40, 1951, p. 17
  • Ar c'hoari bazh-dotu, Stur, niv. 9, 1937, p. 47
  • Les formes impersonnelles en breton (Quelques exemples dans le parler de Pleyben), Annales de Bretagne, levrenn 70, 1963
troidigezhioù
  • Enez an Teñzor. Troidigezh diwar Robert Louis Stevenson, Embannadurioù Al Liamm 1997.
  • Abrobin, troet diwar Daniel Defoe, Robinson Crusoe, Embannadurioù Al Liamm, 1964. Adembannet gant Al Liamm e 2005 dindan an talbenn : Daniel Defoe, Robinson Crusoe, brezhoneg gant Yeun ar Gow.

Troet int bet diwar ar galleg moarvat. Hag evit Abrobin diwar ur skrid gallek skañvaet evit ar yaouankizoù.

Levrlennadur

kemmañ
  • Lukian Raoul, Geriadur ar skrivagnerien ha yezhourien, Embannadurioù ^Al Liamm, 1992, 432 p.
  • Pierrette Kermoal, Yeun ar Gow en hol lennegezh". E-barzh Aber, niv. 76, 2019
  • Gwenael Maze, " Yeun ar Gow, emsaver ». E-barzh Gwenael Maze, Yezh hag Emsav, Landeda, Aber, 2021, p. p. 143-192.(ISBN 978291684559)

Notennoù ha daveennoù

kemmañ
  1. Pa 'z a ar gristenien da gofes e tibun ar beleg kofesour ur bedenn ispisial e diwezh an eskemm.
  2. Kontet eo bet an traoù-se gant Jean Cormerais, e vab-kaer.
  3. Niv/Miz/Pajennoù : 2/C'HOUEVRER/53-56, 3/MEURZ/89-91, 6/MEZEVEN/182-183, 7/GOUERE/210-212, 8/EOST/249-253 ha 9/GWENGOLO/279-283.