Lizherenneg fonetek etrebroadel

Al Lizherenneg fonetek etrebroadel (LFE, e saozneg : IPA) zo ul lizherenneg 118 lizherenn diazez enni hag a dalvez da dreuzskrivañ ar sonioù kavet an aliesañ e yezhoù ar bed.
Lizherennoù latin pe c'hresianek treuzfeurmet pe get eo an darn vrasañ anezho, evel ɾ, ɽ, ɺ, ɹ diwar r ha ɘ, ǝ diwar e.

Un nebeud skouerioù

yezh

ger skrivet

fonetik

fonologiezh


galleg endurer [ɑ̃.d̪y.ˈʁe] /ɑ̃.dy.ˈre/

alamaneg dulden [ˈdʊl.dn̩] /ˈdul.dn/

saozneg tolerate [ˈtʰɒl.əɹ.eɪt] /ˈtɒl.ər.eɪt/

spagnoleg aguantar [a.ɰwan̪.ˈt̪aɾ] /a.guan.ˈtaɾ/

sinaeg [ʐə˨˩˦n] /ren3/

Arouezennoù arbennik all a c'hell bezañ implijet a-gevret gant al lizherennoù diazez evit sonioù all ha na vezont ket kavet gwall alies e yezhoù ar bed pe c'hoazh evit diskwel diforc'hioù fonetek bihan.
Bez' ez eus 76 sin a seurt-se, evel β̞ e lec'h [β]. Arouezennoù all zo ivez evit diskwel an tonennoù ha lec'h an taol-mouezh ( ' ) pe ur gensonenn silabennek ( ̩ ).

Kromelloù a implijer en treuzskrivadennoù fonetek evit o diforc'hañ diouzh an treuzskrivadennoù fonologel.

Istor an LFE

kemmañ

Gant kelennerion war ar saozneg ha war ar galleg e voe boulc'het, dindan ren Paul Passy (1859-1940) a laboure e framm ar Gevredigezh fonetek etrebroadel bet krouet e Pariz e 1886 gant an anv Dhi Fonètik Tîcerz' Asóciécon. E 1888 e voe embannet an LFE gentañ awenet gant al lizherenneg romek ijinet gant Henry Sweet (1845-1912), diorroet war he zro diwar diazezoù al lizherenneg fonotipikel krouet gant Isaac Pitman (1813-1897) hag Alexander John Ellis (1814-1890).

Meur a wezh e voe adwelet an LFE : e 1900, e 1932, e 1947, e 1951 e 1989, 1993, 1996 hag e 2005.

Al lizherenneg

kemmañ

Vogalennoù

kemmañ
Gwelit ivez: LFE, Kensonennoù
A-raok Tost a-raok Kreiz Tost a-dreñv A-dreñv
Serr
 
i • y
ɨ • ʉ
ɯ • u
ɪ • ʏ
• ʊ
e • ø
ɘ • ɵ
ɤ • o
ɛ • œ
ɜ • ɞ
ʌ • ɔ
æ •
a • ɶ
ɑ • ɒ
Peuzserr
Damserr
Etre
Damzigor
Peuzdigor
Digor
Ront eo ar vogalennoù a-zehoù e pep par

Rannoù

kemmañ

Lizherennoù zo el LFE evit ar vogalennoù pennañ distaget dre ar genoù (da lavarout eo hep friadur). Renket e vez ar vogalennoù hervez ar perzhioù-mañ da heul :

  • an digoradur : digor, peuzdigor, damzigor, etre, damserr, peuzserr, serr ;
  • o lec'h distagañ : a-raok, tost a-raok, kreiz, tost a-dreñv, a-dreñv ;
  • diouzh ma vezont rontaet pe get.

Hirder ar vogalennoù

kemmañ

Diskwelet e vez ez eo hir ur vogalenn gant un arouezenn arbennik anvet kronenn ( ː ). Peurliesañ avat e vez implijet an daou bik en e blas, da skouer [a:] e-lec'h [aː].

Kensonennoù

kemmañ
  Kensonennoù Gwelit ivez: Lizherenneg fonetik etrebroadel, Vogalenn  
Skeventel Diweuz Gweuz-dent Dent Logigoù Drek-logigoù Kilbleg Rak-staon Staon Gouel Hugenn Gargadenn Ankoue Tarzh Nann-skeventel hag arouezennoù all
Dre fri m ɱ n ɳ ɲ ŋ ɴ Klikoù  ʘ ǀ ǃ ǂ ǁ
Dre serriñ p b t d ʈ ɖ c ɟ k ɡ q ɢ ʡ ʔ Entarzh.  ɓ ɗ ʄ ɠ ʛ
Dre daravat  ɸ β f v θ ð s z ʃ ʒ ʂ ʐ ɕ ʑ ç ʝ x ɣ χ ʁ ħ ʕ ʜ ʢ h ɦ Dre strakal 
Dre dostaat  β̞ ʋ ð̞ ɹ ɻ j ɰ A-gostez all  ɺ ɫ
Dre froumal ʙ r ʀ Kendistaget dre dostaat ʍ w ɥ
Dre stlakat ⱱ̟ ɾ ɽ Kendistaget dre daravat ɧ
A-gostez dre daravat ɬ ɮ Dre fic'hal  ʦ ʣ ʧ ʤ
A-gostez dre dostaat l ɭ ʎ ʟ Kendistaget dre serr.  k͡p ɡ͡b ŋ͡m
An arouezennoù a-zehoù e pep par mar bez a ra dave d'ur gensonenn mouezhiet. E gris emañ ar sonioù ma kreder dibosubl o c'havout.

Rannoù

kemmañ

Renket e vez ar c'hensonennoù hervez ar perzhioù-mañ da heul :

Hirder ar c'hensonennoù

kemmañ

Diskwelet e vez ar c'hensonennoù hir er memes mod hag ar vogalennoù : treuzskrivet e vefe ar magyareg mit mondott? ('petra ac'h eus lâret?') [mɪt̪ mo̟n̪d̪o̟t̪ː] pe ez-fonologel /mit mondotː/.

Ar silabennoù

kemmañ

Implijet e vez ur varrennig uhel ( ˈ ) a-raok ur silabenn evit diskwel lec'h an taol-mouezh pennañ. Evit an taol-mouezhioù a eil renk e vez implijet ur varrennig izel ( ˌ ). Talvezout a ra ar pik ( .).

Da skouer, setu penaos e vez treuzskrivet ar ger alamanek Rindfleischetikettierungsüberwachungsaufgabenübertragungsgesetz [ˌʁɪnd̥.flaɪʃ.ʔe.tɪ.ke.ˌtiː.ʁʊŋs.ʔyˑ.bɐ.va.χʊŋs.ʔaʊf.ˌgɑː.bn̩.ʔyˑ.bɐ.ˌtʁ̥ɑː.gʊŋs.gə.ˈzɛt͡s].

Gwelet ivez

kemmañ

Liammoù diabarzh

kemmañ

Liammoù diavaez

kemmañ
  Porched ar yezhoù hag ar skriturioù
Adkavit pennadoù Wikipedia a denn d'ar yezhoù.