Roll straedoù Kemper
Ar pennad-mañ a ro ur roll eus straedoù Kemper gant orin anv ar straed.
A
kemmañ- Boulouard Amiral-de-Kerguelen - Erwan Jozef a Gergelenn (1734-1797) a oa ur moraer breizhat
- Straed Anatole-le-Braz - Anatol ar Braz (1859-1926) a oa ur skrivagner breizhat
- Straed Angela-Duval - Añjela Duval (1905-1981) a oa ur varzhez vrezhonek
- Straed Aristide-Briand - Aristide Briand (1862-1932) a oa un alvokad hag ur politiker breizhat.
- Straed Auguste-Brizeux - Aogust Brizeug (1803-1858) a oa ur barzh romantel breizhat
B
kemmañ- Straed ar-Barzh-Kadiou - Kadioù oa ar barzh brezhoneger diwezhañ e lez an duged Breizh, Hoel II.
C
kemmañ- Treuzell Camille-Claudel - Camille Claudel (1864-1943) oa ur gizellerez c'hall
- Straed Chaloni Kerbrat - Marcel Kerbrat ((1894-1944) eo bet rener ar seminar bras e Kemper; harzer e-pad an Eil Brezel-Bed ha fuzulhed gant an Alamaned.
C'H
kemmañ- Alez C'hoarezed Goadeg - Ar C'hoarezed Goadeg (XXvet kantved) a oa teir c'hoar eus ar Poc'hêr hag a gane e brezhoneg er festoù-noz.
D
kemmañE
kemmañ- Straed Etienne-Gourmelen - Steven Gourmelen (~1530-1593) oa kelenner mezeghiez
F
kemmañ- Straed-dall Fernand Guey (1877-1964) a oa ul livour ha rener mirdi Arzhoù-Kaer Kemper
- Straed François-Marie-Luzel - Fañch an Uhel (1821-1895) a oa ur gwerinoniour hag ur barzh brezhonek
- Straed François-Valentin - François Valentin (1738-1805) oa ul livour
- Straed Frédéric-le-Guyader - Frederig ar Gwiader (1847-1926) a oa ur skrivagner gallek
- Straed Fréron - Élie Catherine Fréron (1718-1776) a oa ur c'hazetenner gall bet ganet e Kemper
G
kemmañ- Straed ar Gereon - eus korfuniad ar gereon hag ar votaouerien a laboure hag a werzhe lêr enni
- Boulouard Gutenberg - Johannes Gutenberg (1400-1468) a oa un ijinour alaman en deus ijinet ar moullañ dre arouezennoù en Europa
H
kemmañ- Straed Henri-Jacquelin - Henri Jacquelin (1884-1908), bet maer Kemper, a oa lazhet epad Brezel Bed kentañ
- Straed Henry-Laperrine - Henry Laperrine d'Hautpoul (1860-1920) oa ofiser hag ergerzher
I
kemmañ- Bali Isamiral-Ronarc'h - Pierre-Alexis Ronarc'h (1865-1940) oa un ofiser a vor er Morlu gall.
J
kemmañ- Straed Jacques-Cambry - Jacques Cambry (1749-1807 a oa ur skrivagner brezhonek ha gallek
- Kroashent-tro Jacqueline-Auriol - Jacqueline Auriol (1917-2000) oa un nijerez c'hall
- Straed Jakez-Riou - Jakez Riou (1899-1937) oa ur skrivagner brezhonek
- Alez Jean-Marie-Déguignet - Yann-Vari Deguignet (1834-1905) a oa ur skrivagner gallek ha brezhonek
- Straed Jeanne-d'Arc - Janed Ark (1412-1431) oa ur soudardez c'hall eus deroù ar xvvet kantved
- Straed Jean-René CALLOC’H - Yann-Reun Kalloc'h (1875-1928) oa misioner ha arbennigour war yezhoù afrikan
- Alez Jef-le-Penven - Jef ar Penven (1919-1967) a oa ur rener Laz-seniñ Breizh
- Straed Joseph-Bigot - Joseph Bigot (1807-1894) a oa ur savour departamant a-berzh ar Stad
- Straed Julien-Cosmao - Juluan Cosmao (1761-1825) oa besamiral er Morlu gall
- Straed Julien-Furik-du-Run - Julien Furik ar Run (1590-1665) oa breutaer e Breujoù Breizh
- Reper Julien-Gracq - Julien Gracq (1910-2007) oa ur skrivagner gallek
L
kemmañ- Straed Laenneg - René-Théophile-Hyacinthe Laenneg (1781-1826) a oa ur mezeg en deus ijinet ar selaouenner
- Plasenn Léon-Fleuriot - Léon Fleuriot (1923-1987) a oa un arbennigour war Istor Breizh a-raok ar Grennamzer
- Straed Louis-de-Montcalm - ar markiz a vMontcalm (1712-1759) a oa ur jeneral gall
M
kemmañ- Straet Marie-Rose-le-Bloch - Marie Rose le Bloch (1920-1944) a oa ur glañvdiourez hag ur rezistantez
- Plasenn Maubert -
- Straed Maria-Chapdelaine - Maria Chapdelaine eo anv ur romant skrivet gant Louis Hémon
- Straed Marion-du-Faouet - Marion ar Faoued (1717-1755) a oa e penn ur vandennad laeron hag a rae he reuz e Kernev
- Straed Max-Jacob - Max Jacob (1876-1944) a oa ur barzh, ur skrivagner hag ul livour bet ganet e Kemper
- Pont Médard - Pont Médard (gwechall ur pont-gwint) a dreuz Stêr Deir e Kemper.
- Straed Montaigne - Michel de Montaigne (1533-1592) a zo ur prederour hag ur politikour gall eus mare an Azginivelezh.
- Straed Montesquieu - Montesquieu (1689-1755), a oa ur prederour gall brudet dre e romant Lizhiri Perseg hag e arnodskrid Spered al lez.
N
kemmañO
kemmañP
kemmañ- Straed Pablo-Neruda - Pablo Neruda (1904-1973) a oa ur skrivagner chileat
- Straed-dall Paul-Féval - Paul Féval (1816-1887) a oa ur skrivagner, aozer ar romant Le Bossu
- Straed Pierre-Julien-Maunoir - Juluan Maner (1606-1683) a oa ur beleg hag ur geriadurour brezhonek
- Straed-dall Pierre-Toulhoat - Pierre Toulhoat (1923-2014) a oa un arzour (orfebour, priour, kizellour, gwerour hag all) bet ganet e Kemper
- Boulouard Président-Allende - Salvador Allende Gossens (1908-1973 zo bet Prezidant Chile
- Straed Président-Kennedy - John Fitzgerald Kennedy, Sr. (1917-1963) zo bet 35vet Prezidant Stadoù-Unanet Amerika
R
kemmañ- Straed Reun-Guy Cadou - René Guy Cadou (1920-1951) a zo ur barzh gallek breizhat.
- Straed Reun-Madeg - Reun Madeg (1736-1784) a oa ur merdead breizhat, nabab ha koronal.
- Alez Romain-Gary - Romain Gary a oa ur skrivagner gall ganet e Vilnius, Lituania.
- Straed Rosa-Parks - Rosa Louise McCauley Parks (1913- 2005) a oa ur wrierez du hag a stourmas a-enep hanbarzh ar "gouennoù" er Stadoù-Unanet.
S
kemmañ- Straed Sant-Frañsez - Frañsez Asiz (1182–1226) en deus krouet Urzh ar Vreudeur minor
- Straed Santik-du - Sant Yann Diarc'hen (1279-1349) a oa ur manac'h frañsezad
- Plasenn Sant-Kaourantin - Sant Kaourintin, hervez an hengoun, a oa kentañ eskob Kemper er VIvet kantved
T
kemmañ- Straed Tanguy-Malmanche - Tangi Malmanche (1875-1953) oa un dramaour hag a skrive koulz e brezhoneg hag e galleg
- Stared Théodore-le-Hars - Théodore le Hars (1861-1928) a voe senedour Penn-ar-Bed
- Straed Tristan-Corbière - Édouard-Joachim Corbière (1845-1875) a oa ur barzh breizhat gallek
V
kemmañ- Straed Victor-Ségalen - Victor Segalen (1878-1919) a oa ur mezeg-mor, ur skrivagner, ur barzh, un arkeologour hag ur sinologour
- Straed de-la-Villemarqué - Théodore Hersart de La Villemarqué (1815-1895) zo aozer Barzhaz Breizh
X
kemmañ- Straed Xavier-Grall - Zavier Grall (1930-1981 a oa ur c'hazetenner, ur barzh hag ur skrivagner breizhat
Y
kemmañ- Straed Yan'-Dargent - Yan' Dargent (1824-1899) oa ul livour hag ur skeudennaouer breizhat
- Straed Yann-Brekilien - Yann Brekilien (1920-2009) a oa ur gwiraour hag ur skrivagner breton.
- Youenn-Drezen - Youenn Drezen (1899-1972) zo bet skrivagner ha kazetenner.
- Straed Yves-Marie-Audrein - Yves Marie Audrein (1741-1800) a oa ur beleg hag un eskob touer breizhat
Z
kemmañ- Straed Zavier Langleiz - Zavier Langleiz (1906-1974) a oa ul livour, ur skrivagner brezhonek hag un difenner ar feiz ha Breizh.