XVIvet kantved
(Adkaset eus 16vet kantved)
../.. | XIVvet kantved | XVvet kantved | XVIvet kantved | XVIIvet kantved | XVIIIvet kantved | ../..
Bloavezhioù 1500 | Bloavezhioù 1510 | Bloavezhioù 1520 | Bloavezhioù 1530 | Bloavezhioù 1540
Bloavezhioù 1550 | Bloavezhioù 1560 | Bloavezhioù 1570 | Bloavezhioù 1580 | Bloavezhioù 1590
1501 | 1502 | 1503 | 1504 | 1505 | 1506 | 1507 | 1508 | 1509 | 1510 |
1511 | 1512 | 1513 | 1514 | 1515 | 1516 | 1517 | 1518 | 1519 | 1520 |
1521 | 1522 | 1523 | 1524 | 1525 | 1526 | 1527 | 1528 | 1529 | 1530 |
1531 | 1532 | 1533 | 1534 | 1535 | 1536 | 1537 | 1538 | 1539 | 1540 |
1541 | 1542 | 1543 | 1544 | 1545 | 1546 | 1547 | 1548 | 1549 | 1550 |
1551 | 1552 | 1553 | 1554 | 1555 | 1556 | 1557 | 1558 | 1559 | 1560 |
1561 | 1562 | 1563 | 1564 | 1565 | 1566 | 1567 | 1568 | 1569 | 1570 |
1571 | 1572 | 1573 | 1574 | 1575 | 1576 | 1577 | 1578 | 1579 | 1580 |
1581 | 1582 | 1583 | 1584 | 1585 | 1586 | 1587 | 1588 | 1589 | 1590 |
1591 | 1592 | 1593 | 1594 | 1595 | 1596 | 1597 | 1598 | 1599 | 1600 |
|
Kregiñ a ra ar XVIvet kantved d'ar 1añ Genver 1501 hag echuiñ a ra d'an 31 Kerzu 1600.
Darvoudoù
kemmañ- Cinquecento an Azginivelezh ha Brezelioù Italia etre rouantelezhioù Italia ha Bro-C'hall.
- Skrivet Ar Priñs gant Niccolò Machiavelli.
- Kollet he dizalc'hiezh gant Breizh
- Aloubet an "Douar Nevez" gant ergerzherien Europa. Distrujet eo sevenadurezhioù engenidik Mezoamerika hag an Andoù. Aour e-leizh o tont tre en Europa. Degaset ar c'hezeg da Amerika.
- Adreizhadenn Brotestant an Iliz kristen e meur a vro eus Norzh Europa. Brezelioù relijiel en Europa.
- Dibab a ra Polonia ar frankiz kredenn.
- Tuet eo skrivagnerien Polonia da eskemm diwar-benn an diforc'hioù relijiel. Embann a reont o labourioù e poloneg evit ar wech kentañ.
- Dibab a ra Polonia ar frankiz kredenn.
- 1501 : Ren tierniezh ar Safavided en Iran betek 1736.
- 1509 : Emgann Diu a verk deroù kabestr Portugal war kenwerzh ar spisoù.
- 1512 : Aloubet rouantelezh Navarra gant Kastilha.
- 1513 : Juan Ponce de León war aodoù Florida ha Vasco Núñez de Balboa a-hed aod reter ar Meurvor Habask.
- 1514 : Emgann Orsha a laka un harz da emled Moskovia e reter Europa.
- 1515 : Diframmañ a ra an Impalaeriezh Otoman reter Anatolia digant ar Safavided da-heul Emgann Chaldiran.
- 1516 – 17 : Trec'h eo an Otomaned war ar Vamluked. Kontrolliñ a reont Siria, Palestina, Egipt, ha Ledenez Arabia.
- 1517 : Deroù an Adreizhadenn brotestant gant embannidigezh 95 Tezenn Martin Luther e Saks.
- 1519 – 21 : Hernán Cortés e penn aloubadeg spagnol an Impalaeriezh Aztek.
- 1519 – 22 : Kaset da benn vat kentañ merdeadenn-dro ar blanedenn gant ergerzhadeg Fernan Magalhaes. Ne zistroas nemet unan eus al listri eus ar veaj, dindan stur ar c'homandant euskarat Juan Sebastián Elkano (1522).
- 1520 – 66 : An Impalaeriezh Otoman en he barr e-pad ren ar sultan Süleyman ar Meurdezus.
- 1521 :
- Beograd preizhet gant an Implaeriezh Otoman.
- Aloubet an "Douar Nevez" gant ergerzherien Europa. Preizhet an Impalaeriezh Aztek e Mec'hiko gant Kastilha.
- 1523 : Sveden a zeu da vezañ dizalc'h diouzh Unaniezh Kalmar.
- 1524 – 25 : Brezel ar gouerien en Impalaeriezh Santel Roman German.
- 1526 : Aloubet rouantelezh Hungaria gant an Otomaned goude emgann Mohács.
- 1526 : Ren a ra an Impalaeriezh Mogol, savet gant Babur war India, betek 1857.
- 1527 : Gwastadur Roma
- 1529 :
- Seziz Vienna a verk araokadenn bellañ an Otomaned e diabarzh Europa.
- Kensinañ a ra ur strollad priñsed ha kêrioù impalaerel eus an Impalaeriezh Santel Roman German ur skrid a-eneb da Embannadenn Worms e Dieta Speyer. Merkañ a reont evel-se o harp d'al Lutheriezh.
- 1531 – 32 : Terriñ a ra Herri VIII a Vro-Saoz al liammoù gant an Iliz katolik roman ha sevel a ra Iliz Bro-Saoz (1533).
- 1532 :
- Francisco Pizarro e penn aloubadeg spagnol an Impalaeriezh Inka (Impalaeriezh Inka).
- Koll a ra Breizh he dizalc'hiezh. Rankout a ra unaniñ ouzh Rouantelezh Bro-C'hall dre ur Feur-emglev unaniñ 1532.
- 1534 : Jakez Karter a ergerzh ar stêr Sant-Laorañs. Europad kentañ o teuler e droad war douaroù Kanada.
- 1536 : Unanet eo Kembre ha Bro-Saoz gant ul lezenn votet er bloavezh a-raok evit unvaniñ reizhiad al lezennoù en div vro.
- 1543 : Deroù marevezh kenwerzhel Nanban goude kejadenn ar Bortugaled gant Japan.
- 1545 – 1563 : Sened Tranta senedoù eukumenek an Iliz katolik ma'z eus bet termenet un niver bras a dogmaoù nevez a-benn talañ ouzh gourdrouz ar Adreizhadenn Brotestant.
- 1552 : Aloubet Khanelezh Kazan gant Rusia.
- 1553 : Krouet Macau gant ar Bortugaled e Sina.
- 1555 : Kompagnunezh Moskovia eo ar c'hentañ kevredad kenwerzh dre gevrannoù vras e Bro-Saoz.
- 1556 : Kren-douar Shaanxi e Sina eo ar c'hren-douar marvusañ anavezet en istor.
- 1556 : Alouet Khanelezh Astrakhan gant Rusia.
- 1558 – 1603 : Sellet e vez ouzh ar marevezh elesbedat evel barr an Azginiveleh saoz.
- 1558 – 83 : Brezel Livonia etre Polonia, Sveden, Danmark ha Rusia.
- 1562 – 98 : Brezelioù relijiel gall etre Katoliged hag Hugenoded e Frañs.
- 1566 – 1648 : Brezel pevar-ugent vloaz etre Spagn hag an Izelvroioù. Dont a ra a-benn ur vroad vihan, an Izelvroioù, da c'hounit he dizalc'hiezh a-dre daouarn gourgalloud ar mare (Spagn).
- 1568) : Evit ar wech kentañ en Istor eo gwarantet ar Frankiz kredenn gant al lezenn; e priñselezh Treuzsilvania (Embannadenn Turda).
- 1568 – 1600 : Marevezh Azuchi-Momoyama e Japan. Da-heul an hir a vrezelioù diabarzh niverus c'hoarvezet e-kerzh ar marevezh Sengoku e klask an daimyoed Oda Nobunaga ha Toyotomi Hideyoshi unaniñ Japan dindan o beli.
- 1569 : Mont a ra Polonia ha Lituania da sevel ur gumuniezh dizalc'h gant Unaniezh Lublin a bado betek 1795)
- 1577 – 80 : Tro ar bed Francis Drake a c'houlenn Kalifornia evit Bro-Saoz.
- 1580 : Rouantelezh Portugal a goll he dizalc'hiezh pa'z eo staget ouzh Spagn ( stag e chomo betek 1640).
- 1582 :
- Aloubiñ a ra Yermak Timofeyevich Khanelezh Sibiria war anv ar Stroganoved.
- Deiziataer gregorian degemeret gant ar broioù katolik.
- 1584 – 85 : Goude seziz Antwerpen (1585) ez a kalz varc'hadourien d'en em staliañ da Amsterdam.
- 1585 – 1604 : Emgannoù ar brezel saoz-ha-spagnol a c'hoarvez en daou du d'ar mor atlantel.
- 1588 : Dizarbenn a ra ar Saozon an Armada didrec'hus.
- 1592 – 98 : Dizarbenn a ra Korea ha Sina div aloubadeg a-berzh Japan e-pad ar Brezel seizh vloaz.
- 1598 – 1613 : Freuz ha reuz e Rusia e-pad ar marevezh trubuilhek.
- Krouidigezh kêr Bamako e dibenn ar XVIvet kantved.
Tud dibar
kemmañ- Akbar, Penn an Impalaeriezh mogol.
- Anna Vreizh (Naoned, 1477 – Bleaz, 1514), dugez Breizh (1488 – 1514) ha rouanez Bro-C'hall dre ziv wech (1491-1498 ha 1499-1514).
- Nicolaus Copernicus, steredoniour bet diorroet gantañ an heolgreizegezh (teorienn tro ar blanedennoù en-dro d'an heol en ur implijout hentennoù skiantel (19 C'hwevrer 1473 Torun, Polonia – 24 Mae 1543, Frauenburg, Polonia),
- Krouiñ a ra Herri VII (Bro-Saoz) tierniezh an Dudored. Dizamant e tegas gwikefreoù tailhoù efedus evit adsevel ar rouantelezh zo war-nes ober freuzstal abalamour da efedoù brezel an div rozenn (1457 – 1509).
- György Dózsa, pennlusker emsavadeg ar gouerien en Hungaria (1470 - 1514)
- Michelangelo Buonarroti, livour italian ha kizeller (1475 - 1564).
- Thomas More, politikour ha skrivagner saoz (1478 – 1535).
- Martin Luther, adreizher relijiel ha doueoniour alaman, diazezer ar brotestaniezh (Eisleben, 1483 - id., 1546).
- Hernán Cortés, konkistador spagnol (1485 – 1547).
- Ar roue Herri VIII (Bro-Saoz), krouer an Anglikaniezh (1491 – 1547).
- Ar roue Frañsez Iañ a Vro-C'hall a seller outañ evel ar monark kentañ eus an Azginivelezh en e rouantelezh (1494 – 1547).
- Sulaiman Veur, sultan an Impalaeriezh Otoman. Alouber hag adreizher ar justis (1494 – 1566).
- Jean Calvin (Noyon, 1509 – Geneva, 1564), doueoniour ha prederour gall, tad al Iliz protestant.
- An Impalaer Santel Karl V a ren evel e Spagn evel Carlos Iañ. Bet oc'h en em gannañ dizehan ouzh Rouantelezh Bro-C'hall hag an Impalaeriezh Otoman tra ma kase war-raok aloubidigezh spagnol Amerika (Gand 1500 – manati Yuste (Spagn 1558).
- Cuauhtémoc (1502 – 1525), Tlatoani diwezhañ an Azteked a gas war-raok an emsav enep spagnol, trec'het a-benn ar fin e-pad seziz Tenochtitlan. Krouget e vo d'ar 26 C'hwevrer 1525
- Mari Iañ (Bro-Saoz). Klask a ra enebiñ ouzh an Adreizhadenn Brotestant war an dachenn kabestret ganti. Lesanvet e vo Bloody Mary (Maria ar gwadeg) abalamour d'an heskinerezh relijiel gaset da benn ganti (1516 – 1558).
- Ar roue Fulup II Spagn, emanvet pennlusker an Enep-Disivoud (1527 - 1598).
- Ar rouanez Elesbed Iañ (Bro-Saoz), den kreiz ar Marevezh elesbedat (1533 – 1603).
- Oda Nobunaga, daimyo eus ar marevezh Sengoku e-pad Brezel diabarzh Japan. Pennrener kentañ marevezh Azuchi-Momoyama (1534 – 1582).
- Toyotomi Hideyoshi , daimyo eus ar marevezh Sengoku e-pad brezel diabarzh Japan. Eil pennrener marevezh Azuchi-Momoyama (1536 – 1598).
- Amiral Yi Sun-sin , a seller outañ evel unan eus an amiraled ha pennrenerien vilourel veur en Istor ar Bed. (1545 – 1598).
- Edouarzh VI (Bro-Saoz), anavezet evit bezañ lakaet doare an Anglikaniezh da bellaat muioc'h c'hoazh diouzh ar Iliz katolik roman (1537 – 1553).
- Jane Grey, Rouanez Bro-Saoz hag Iwerzhon. Torret eus he c'harg dre un emsavadeg-pobl (1537 – 1554).
- Jakez Karter, Malaouad, dizoloer Kanada 1539
- Ar rouanez Mari Iañ Skos, kentañ maouez bet e penn tiegezh ar Stuarded (1542 – 1587), bet kondaonet d'ar marv gant Elesbed Iañ (Bro-Saoz) ha dibennet.
- Fernan Magalhaes, ergerzher portugalat (1480 – 1521)
- Miguel de Cervantes, Skrivagner spagnol (1547 – 1616).
- Roue Navarra, Herri IV, ur protestant anezhañ, a deu da vezañ Roue Bro-C'hall goude dilezet ar brotestantiezh da dreiñ da gatolig. Lakaat a ra fin d'ar brezelioù relijion e Bro-C'hall hag unaniñ a ra ar rouantelezh kent dezhañ bezañ drouklazhet (1553 – 1610).
- Ambroise Paré (Bourg-Hersent, e-kichen Laval, e-tro 1509 - Pariz, 1590), mezeg ha surjian gall, diazezer ar surjianerezh vodern.
- William Shakespeare, skrivagner saoz (1564 – 1616).
- John Donne, barzh saoz (1572 – 1631)
- Musashi Miyamoto, brezelour brudet e Japan, skrivagner Levr ar Pemp Gwalenn, ur pleustrad war ar strategiezh hag an arzoù emgannañ. (1584 – 1645)
- André Vésale (Brusel 1514 – Enez Zante 1564), anatomour belgiat, ijiner ar plankennoù anatomek. Termen zo bet lakaet gant e labourioù d'ar c'haleniezh
- Ahmad ibn Ibrihim al-Ghazi, Somalia Imam ha jeneral (1507 – 1543).
- Ivan IV Rusia, kentañ tsar rus (1530 – 1584).
Ijinadennoù, kavadennoù, degasadennoù
kemmañRoll ijinadennoù ar XVIvet kantved
- Ar C'harr-nezañ a cheñch penn da benn labour ar Gwiadoù
- Dont a ra plant ar Bed Nevez evel ar maiz, an avaloù-douar, ar c'hakao, hag an tomatez da vezañ anavezet en Europa. Eskemmoù plant, loened ha kleñvedoù niverus etre ar Bed Nevez hag ar Bed Kozh
- Implijet evit ar wech kentañ arouezenn vodern ar wrizienn garrez (√ ).
- Embann a ra Copernicus e deorienn war an Douar hag ar planedennoù all a dro en-dro d'an Heol (1543)
- Deiziataer gregorian degemeret gant ar broioù katolik (1582)
- 1597: Opera e Firenze gant Jacopo Peri