Istor Japan
En Henoadvezh ar Maen krenn (30 000 bloaz zo) e voe annezioù kentañ mab-den en enezeg Japan.
Goude ar Marevezh Jōmon (縄文時代 Jōmon didai, 12 000 - 300 KAB) e voe ar Marevezh Yayoi (弥生時代 Yayoi jidai, 300 KAB - 300 AB) pa zeuas ijinadennoù nevez eus kevandir Azia. E-kerzh ar marevezh-se e voe meneget Japan evit ar wezh kentañ el levr sinaat Levr Han (sinaeg : 漢書 Hàn shū) er bloaz 111[1].
Kartenn Japan, Saisuke Yamamura (1806) |
War-dro ar IVe kantved e teuas ar boblad Yayoi (弥生人 Yayoi hito) eus Ledenez Korea, ha ganto teknikoù an houarn hag ar gounezerezh .[2] A-drugarez d'ar c'houiziegezh-se e kreskas buan niver ar boblad Yayoi, ha dizale e kemerjont lec'h ar boblad Jōmon a oa henvroidi an enezeg chomet hemolc'herion-kutuilherion.[3]
An darn vuiañ eus Japaniz a-vremañ o deus hendadoù Yayoi (≥ 75%) ha Jōmon (≤ 25%).
Etre ar IVe hag an XIvet kantved, ur marevezh anvet "Japan klasel", kalz rouantelezhioù ha pobladoù japanat a voe unvanet dindan ur gouarnamant kreizennet renet gant un impalaer(ez)[4]. Bremañ c'hoazh emañ Japan renet gant an diernac'h a voe diazezet d'ar mare-se, petra bennak ma'z eo troet he ferzh da lidel pergen.
Er bloaz 794 e voe staliet ur gêr-benn nevez e Heian-kyō (平安京 heiankyō "kêr-benn ar sioulder hag ar peoc'h"), a zo Kyōto hiziv. Adal neuze e krogas ar Marevezh Heian (平安時代 Heian jidai "marevezh ar peoc'h"), a badas betek ar bloaz 1185. Da "Oadvezh Aour" ar sevenadur japanat e lakaer ar marevezh-se. Adalek ar Marevezh Heian ivez e troas relijion Japan d'ur mesk shintōegezh ha boudaegezh.
A-hed kantvedoù goude 1185 ez eas galloud an impalaered war ziskar nebeut-ha-nebeut, pa dremenas da gentañ da zaouarn brientinion nann-soudard, re ar c'hlann Fujiwara pergen, ha goude-se da glannoù milourel harpet gant o armeadoù samurai.
E Brezel Genpei, ur brezel diabarzh a badas eus 1180 betek 1185, e voe trec'h ar c'hlann Minamoto, renet gant Minamoto no Yoritomo (1147-1199), war ar c'hlann Taira. Seizet ar galloud gantañ, Minamoto a gemeras an titl a shōgun (将軍, "jeneral al lu"), da lavaret eo e troas da ziktatour milourel a renas war Japan a-bezh, kent staliañ kêr-benn e shōgunelezh e Kamakura.
E 1274 ha 1281, ar shōgunelezh Kamakura (鎌倉幕府 Kamakura bakufu) diaezet gant Yoritomo a ziarbennas div aloubadeg Mongoled met diskaret e voe a-c'houde seziz Kamakura e 1333 gant aduidi an impalaer Go-Daigo (1288-1339). Ur predad anvet Assavidigezh Kenmu (建武の新政 Kenmu no shinsei) a voe neuze, ma renas an impalaer betek ar bloaz 1336.
Er bloaz-se e voe didronet an impalaer hag e 1338 e voe staliet ur shōgunelezh nevez a voulc'has ar Marevezh Muromachi (室町時代 Muromachi jidai) a badas betek 1573. A-hed ar marevezh-se e voe mui-ouzh-mui a c'halloud gant penngadourion lec'hel (大名, Daimyo) diwar-goust ar shōgun, ar pezh a gasas d'ur pedad brezelioù diabarzh anvet Marevezh Sengoku (戦国時代 Sengoku Jidai, "Marevezh ar Stadoù brezelour").
Un daimyo anvet Oda Nobunaga (1534-1582) hag e warlerc'hiad Toyotomi Hideyoshi (1537-1598) a adunvanas Japan e dibenn ar XVIvet kantved. Goude marv Toyotomi ez eas ar shōgunelezh gant Tokugawa Ieyasu (1543-1616) diwar urzh an impalaer. Adalek 1603 ha staliadur kêr-benn ar shōgunelezh en Edo (Tōkyō bremañ ; Kyōto e oa kêr-benn an impalaeriezh) e voe ar Marevezh Edo, a badas betek dibenn 1867. Ur marevezh peoc'hus ha bleunius e voe, met adalek Edit 1636 (鎖国 sakoku, "bro gloz") e voe hogos berzet pep darempred gant broioù estren e-pad tremen daou gantved.
Darempredoù a oa bet a-raok an edit koulskoude. E 1543 e voe Portugaliz an Europiz kentañ o tiraezh Japan dre he Su ; ganto e voe degaset armoù-tan en enezeg. Er bloavezhioù 1850 avat ez echuas sakoku, pan erruas Ergerzhadeg Perry (黒船来航 kurofune raikō, "donedigezh al listri du") ; gant donedigezh ar Stadunaniz-se e voe boulc'het diskar ar shōgunelezh Tokugawa (幕末 bakumatsu, "diwezh ar bakufu") ha distro an impalaer er galloud (明治維新 Meiji Ishin, Assavidigezh Meiji) e-kerzh ar brezel diabarzh anvet Brezel ar Boshin (戊辰戦争 Boshin sensō, "Brezel bloavezh an Aerouant Douar Yang") a voe e 1868-69.
Boulc'het e voe ar Marevezh Meiji neuze, a badas betek 1912. Dindan ren an impalaerion Meiji e voe savet kentañ hanterenn Impalaeriezh Japan (1868-1912), ma savas d'ur galloud bras er bed dre heuliañ gizioù ar C'hornôg. An Impalaer Taishō a voe an eil impalaer, a renas adalek 1912 betek 1926 ; war e lerc'h e renas an impalaer Shōwa (1901-1989) , anavezet evel Hirohito, betek 1989. Er bloavezhioù 1920 ha 1930 e voe galloudus-kenañ an arme e Japan, alese aloubidigezh Manchouria (18 Gwengolo 1931), eil Brezel Sina ha Japan (1937-1945) ha Brezel ar Meurvor Habask (1937-1945). E dibenn an Eil Brezel-bed e kodianas Hirohito d'ar 15 Eost 1945 goude bombezadennoù atomek Hiroshima ha Nagasaki hag aloubidigezh Manchouria gant URSS.
A-c'houde faezhidigezh Japan e voe dalc'het ar vro gant Kevredidi an Eil Brezel-bed betek 1952 ; e-kerzh ar predad-se e voe savet ur vonreizh nevez evit Japan e 1947, a droe an impalaeriezh d'ur vonarkiezh vonreizhel. Goude 1955 e reas Japan finborte bras. Goude ar bloavezhioù 1990 (失われた十年 ushinawareta jūnen, "an dekvloazhiad kollet") ma voe sac'het an armerzh e sioulaas ar c'hresk armerzhel.
D'an 11 Meurzh 2011 e c'hoarvezas ur c'hren-douar kreñv-tre, 9 war skeuliad Richter hag ur barr-reverzhi (津波 tsunami) e Tōhoku e biz an enezeg ; tremen 20 000 a dud a voe lazhet, hag an tsunami a voe pennabeg gwallzarvoud nukleel Fukushima I.
Ragistor ha Henjapan
kemmañHenoadvezh ar Maen
kemmañEr ragistor, en Henoadvezh ar Maen, ez erruas hemolc'herion-kutuilherion en enezeg ; nebeut a roudoù anezho a chom rak trenkted an douar eno a vir ouzh an aspadennoù a fosilaat. Dre ma'z eus bet kavet un doare bouc'hili maen dibar avat e c'heller krediñ ez erruas Homo sapiens e Japan tremen 30 000 bloaz zo[5],[6] : en ur vougev en Okinawa ez eus bet kavet roudoù eus annezioù a zo bet deizataet 32 000 bloaz[7], ha lod nevesoc'h (20 000 bloaz) en ur vougev all war Enez Shiraho[8].
Marevezh Jōmon
kemmañAdalek 13 000 KAB[9] betek 1 000 KAB[10] e padas ar Marevezh Jōmon. Hemolc'herion-kutuilherion a veve en enezeg, hag amzer o devoe da sevel ur sevenadur arsezat ha kemplezhek-tre.[11].
Kement ha "merket gant kerdin" e tav ar ger jōmon, a voe implijet evit ar wezh kentañ gant an henoniour stadunanat Edward S. Morse (1838-1925) a-c'houde bout kavet tammoù eus podoù iskis e 1877 ; kinklet e oa bet ar podoù-se dre glotañ tammoù kerdin ouzh ar pri gleb. Unan eus ar re goshañ en Azia ar Reter hag er bed a-bezh eo ar poderezh Jōmon[12].
-
Deroù (11 000-7 000 KAB)
-
Kreiz (2 000 KAB)
-
Diwezh (1 000-400 KAB)
Marevezh Yayoi
kemmañKemmoù bras a voe degaset er sevenadur Jōmon gant donedigezh ar boblad Yayoi eus ledenez Korea. E-pad pell ez eus bet soñjet e oant erru war-dro ar bloaz 400 KAB[13], met enselladennoù dre garbon-14 o deus prouet e oant deuet kentoc'h er bloavezhioù 1 000-800 KAB.[14],[15]
Gant nevezentioù ar Yayoi e voe koazhet holl nevezentioù Nevezoadvezh ar Maen — an hemolc'herion-kutuilherion o treiñ da labourerion-douar arsezat, da skouer – en un nebeud kantvedoù, dreist-holl dre c'hounezerezh ar riz[16]. Ar Yayoi, a-drugarez da armoù ha binvioù en arem hag en houarn deuet eus Sina dre ledenez Korea, a ziskennas eus Norzh an enezenn Kyūshū trema ar Su hag a gemeras tamm-ha-tamm an tu-kreñv war ar Jōmon[17]. Ouzhpenn labour ar metaloù e tegasjont ivez arzoù ar fardañ seiz hag ar gwiaderezh[18], koulz ha doareoù nevez da labourat ar prenn hag ar gwer[14] ha da sevel tiez[19].
Eus ar c'hevandir e teuas an teknologiezhioù nevez ; den ne oar penaos e voent strewet : dre skignadur ar mennozhioù a boblad da boblad, pe dre dre zivroidi eus lod eus ar pobladoù, pe dre an daou zoare kemmesket. Dre ar yezhoniezh hag an hiloniezh ez eus bet kavet ur respont a-zivout an darempredoù etre ar Jōmon hag ar Yayoi.[14]
Etre 250 ha 3 000 Yayoi a errue e Japan bep bloaz, hervez an istorour Hanihara Kazurō[20]. A-feur ma'z aloubent an enezeg en em veskas ar Yayoi gant ar Jōmon, en doare ma tiskenn holl Japaned ha Japanezed eus an div boblad, ar genennoù Yayoi o vout trec'hel (≥ 75%)[21],[22] Dav eo merkañ ez eo anatoc'h e Japan ar Su eget en Norzh, ma'z eo ar boblad Utari tostoc'h d'ar Jōmon.[23].
Daoust da levezon ar Yayoi bout bet prim e-keñver skeul an amzer en Istor, un nebeud kantvedoù a voe ret dezho evit annezañ an enezeg a-bezh ha strewiñ perzhioù o genomoù : betek an VIIIvet kantved e chomas e penn kreiznosañ Honshū.[23]
Buan e kreskas poblañs Japan, ar Yayoi o paotaat betek dek gwezh muioc'h eget ar Jōmon ; jedet ez eus bet e oa etre 1 ha 4 milion a dud e dibenn ar marevezh.[24] Aspadennoù eus relegoù a ziskouezas e 2017 e oa ar boblad Jōmon o c'houzañv diwar yec'hed fall ha bihan-boued e dibenn ar Marevezh Jōmon dija, tra ma voe kavet roudoù eus grignoloù bras e lec'hiennoù ar Yayoi. Anat eo e oa kevredigezh ar Yayoi renket e kastaoù (disrannet e oa lod bezioù diouzh reoù all) hag e oant darev evit brezeliñ, pa'z eus bet kavet difennoù milourel.[14]
A-hed ar Marevezh Yayoi e voe savet rouantelezhioù niverus. El Levr Han e lenner e oa ur c'hant rouantelezh bennak e Japan. Ul levr sinaat all, ar Wei Shū (魏書), skrivet gant an istorour Chén Shòu (233-297), e kaver meneg eus ur rouantelezh anvet Yamatai-koku (邪馬台国 "bro Yamatai") a oa bet trec'h war ar re all er bloaz 247 ; hervez al levr-se e oa renet gant ur vaouez anvet Himiko (c.170-248).[23]
Marevezh Kofun
kemmañWar-dro ar bloaz 280 e krogas ar mare-se, a badas tost da dri c'hantved betek 538.
Da-heul ar rouantelezh Yamata, an darn vrasañ eus Japan a voe unvanet en ur rouantelezh hepken. Aroueziet eo kresk galloud ar renerion nevez gant ar c'hrugelloù anvet kofun (古墳 kofun, "krugell", "bez hen") a voe savet. Divent e oa lod anezho, evel an Daisenryō e Sakai e prefedelezh Osaka : ur bez 486 metr e hirder, bet savet a-hed 15 vloaz evit an Impalaer Nintoku a renas eus 313 betek e varv e 399.[9]
Kêr Yamato (e prefedelezh Nara hiziv, e kreiz enezenn Honshū) e oa kêr-benn ar Stad unvanet.[23] Renet e oa ar Stad gant ul lignez impalaerion a zo c'hoazh an hini hirañ a zo bet biskoazh er bed. Dre vrezeliñ o devoa gounezet tachenn, met gwell e oa dezho kendrec'hiñ ar renerion lec'hel da dreiñ da wazed an impalaer en eskemm ouzh mouezhioù pouezus er Stad.[23] Uji (氏 "anv") a reer eus ar c'hlannoù galloudusañ a savas a-du gant Stad Yamato.[9]
Pennoù ar c'hlannoù-se a glaskas hag a c'hounezas bout anavet gant Sina ; pemp anezho zo enrollet e levrioù istorel Sina evel Pemp roue Wa (倭の五王 Wa no go ō, 倭 Wa o vout anv Japan) a gasas kannad da Sina er Vvet kantved.
A-drugarez d'an eskemmoù-se, barregezhioù teknologel ha melestradurel a voe treuzkaset eus Sina hag eus Teir Rouantelezh Korea (-37 - 688) da Japan er Marevezh Kofun.
Japan glasel
kemmañ"Japan glasel" a reer eus ur predad en Istor ar vro a badas 647 vloaz ; kenemglev zo evit e rannañ e teir lodenn : ar Marevezh Asuka (538-710), ar Marevezh Nara (710-794) hag ar Marevezh Heian (794-1185).
Marevezh Asuka
kemmañEr bloaz 538 e krogas ar Marevezh Asuka, pan erruas ar voudaegezh e Japan, o tont eus ar rouantelezh korean Baekje[25] Adal neuze e voe ar voudaegezh an eil eus relijionoù pennañ Japan, e-kichen ar shintōegezh. Buan e voe kendeuzet an div gredenn en unan, anvet Shinbutsu shūgō (神仏習合 "sinkretegezh kami ha boudaed", 神 kami o vout ur spered nevet en natur).[26].
Eus Asuka, hiziv ur gêrig e prefedelezh Nara, e teu anv ar marevezh peogwir e oa kêr-benn de facto Japan d'ar mare-se[27].
Ar c'hlann Soga (蘇我氏 Soga uji), a oa boudaat, a gemeras ar galloud e-kerzh ar bloavezhioù 580, hag e-pad tost da 60 vloaz e voent renerion wirion ar vro p'edo an impalaerezh Suiko (554-628) war an tron.[9] Er bloaz 593 e voe unan eus izili ar c'hlann, ar priñs Shōtoku (574-622), lakaet da rejant gant e voereb an impalaerez, hag eñ oadet 19 vloaz hepken. A-du-krenn e oa Shōtoku gant ar voudaegezh hag ar c'hlann Soga, ha rener Japan e voe de facto e-pad 29 bloaz betek marv an impalaeriezh e 622. Gant ar priñs e voe skrivet e 604 Bonreizh he 17 mellad (十七条憲法 Jūshichijōkenpō), a oa diazezet war ar voudaegezh hag ar gonfusianegezh : e-lec'h frammañ ar vro gant lezennoù melestradurel e rae gant pennsturiennoù buhezegel ha vertuzioù a ranke an dud kaout evit bout lakaet e karg, hag ar werin evit bout sujidi vat. Unan eus bonreizhoù kentañ ar bed eo koulskoude.
Er bloaz 607, Shōtoku a gunujennas Sina dre skrivañ ul lizher a groge evel-henn :
Rener Bro ar Sav-Heol da rener Bro ar C'huzh-Heol.
Nippon (日本) e oa ar c'heallun evit "Bro ar Sav-Heol" e 607 ; diwezhatoc'h, e 670, e troas 日本 da Nihon, a zo chomet anv ofisiel Japan betek bremañ.[28],[29]
Er bloaz 645 e voe distroadet ar c'hlann Soga dre un taol-strap iriennet gant ar priñs Naka no Ōe (626-672, an impalaer Tenji diwezhatoc'h) ha Fujiwara no Kamatari (614-669), diazezer ar c'hlann Fujiwara hag a voe e penn lez an impalaeriezh betek 1868.[9] Dindan o gouarnamant e voe lakaet e pleustr an Adreizh Taika (大化の改新 Taika no kaishin) : ar Stad a voe perc'hennez war an holl zouaroù, a voe ingalet etre al labourerion-douar hervez pennaennoù ar gonfusianegezh ha diwar skouer politikerezh Sina ; marilhet e voe an holl rummoù tud evit adsevel an doare da zastum an telloù.[30] Kreizennañ ar vro ha kreñvaat galloud lez an Impalaerezh e oa ratozh pennañ an adreizhañ. Kiminiaded ha studierion a voe kaset da Sina evit deskiñ he yezh skrivet, he folitikerezh, he arzoù hag he relijion.
Goude an Adreizh e c'hoarvezas Brezel Jinshin e 672 pa varvas an impalaer Tenji : kevezerezh a voe etre ar priñs Ōama (631-686, an impalaer Tenmu diwezhatoc'h) hag e niz ar priñs Ōtomo (648-672, an impalaer Kōbun diwezhatoc'h) evit pignat war an tron. Muioc'h c'hoazh a gemmoù a voe e melestradur ar vro a-c'houde ar brezel gwadus-se : er bloaz 703 e voe embannet an Dezveg Taihō (大宝律令, Taihō-ritsuryō) a frammas ar gouarnamant kreiz hag ar re lec'hel ; ritsuryō (律令 "kemennadur reoliañ") a voe graet eus ar framm-se, diazezet war ar gonfusianegezh ha lezennoù Sina, a dalvezas e-pad 500 vloaz.[9]
Levezonet-bras gant ar vouadegezh e voe arzoù ar Marevezh Asuka[31] Unan eus ar skouerioù pennañ eo an azeuldi boudaek anvet Horyu-ji en Ikaruga e prefedelezh Nara ; koshañ savadur prenn ar bed eo, pa voe gourc'hemennet gant ar priñs Shōtoku hag echuet e 607[32].
Marevezh Nara
kemmañEr bloaz 710 e voe staliet ur gêr-benn nevez e Heijō-kyō (Nara hiziv) diwar skouer Chang'an (Xi'an hiziv), kêr-benn an Dierniezh Tang (618-907) e Sina.
E-kerzh ar Marevezh Nara e voe embannet al levrioù japanek kentañ, Kojiki (古事記 "Marilh traoù hen", 712) ha Nihon Shoki (日本書紀 "Bloazdanevelloù Japan", 720) ; ul levr barzhoniezh eus ar re bouezusañ e Japan, anvet Man'yōshū (万葉集 "Dastumad dek mil delienn") a voe embannet war-dro ar bloaz 760.[33]
Gwallzarvoudoù naturel a c'hoarvezas e Marevezh Nara : sec'hor, tanioù-gwall er c'hoadegi, naonegezhioù, kleñvedoù-red evel ar vrec'h e 735-737 a lazhas tremen ar c'hard eus ar boblañs.[9] Pa grede dezhañ e oa gwander e feiz pennabeg kement-se holl, an impalaer Shōmu (ren : 724–749) a lakaas sevel azeuldioù boudaek, en o zouez an Daibutsuden (大仏殿 "Sal veur ar Bouda") er c'hemplezh Tōdai-ji e 752[34].
Daoust da strivoù an impalaer evit gounez madelezh ar sammāsambuddha e kendalc'has poblañs Japan da zigreskiñ betek deroù ar c'hantved war-lerc'h[35].
E kreiz ar Marevezh Nara, e 768, e klaskas ar manac'h boudaat ha politiker galloudus Dōkyō (700-772) kemer lec'h an impalaerez Kōken (eil ren : 764-770), hogen miret e voe outañ gant ar c'hlann Fujiwara[36].
Marevezh Heian
kemmañGoude bout bet dilec'hiet da Nagaoka-kyō (e-kichen Kyōto) gant an impalaer Kanmu (736-806, ren 781-806) e 784 e voe dilec'hiet adarre ha staliet e Heian-kyō (Kyōto) er bloaz 794, ma chomas betek 1868.[30]
Buan e voe ar c'hlann Fujiwara an hini galloudusañ el lez, dre euredoù gant tiegezh an impalaer pergen.[23]
E deroù ar Marevezh Heian e teuas ar gouarnamant a-benn da vestroniañ ar boblad Emishi (蝦夷 "barbared ar chevr") a veve en Honshū an Norzh[37] a-drugarez d'ar jeneral Ōtomo no Otomaro (731-809), a voe an den kentañ anvet da seii tai-shōgun "jeneral meur mestronier ar varbared"[38] ; er bloaz 802, ur seii tai-shōgun all anvet Sakanoue no Tamuramaro (758-811) a faezhas emsavadeg ar boblad Emishi renet gant Aterui, a varvas er gad.[37]
Skoet ur wezh c'hoazh gant ar vrec'h e voe Japan er bloavezhioù 812-814, ma varvas tost an hanter eus he foblañs[39].
Er bloaz 858, Fujiwara no Yoshifusa (804-872) en em lakaas da sesshō (摂政 "rejant") an impalaer Seiwa, a oa 8 vloaz. E vab Fujiwara no Mototsune (836-891) a grouas ar garg anvet kanpaku (関白), a oa e gwirionez karg ur pennkuzulier hag ur pennsekretour a c'helle ren e-lec'h un impalaer en e oad, hogen re gozh pe re glañv. E 996, Fujiwara no Michinaga (966-1028) a voe kanpaku hag a renas pa voe ar c'hlann Fujiwara e barr e c'halloud.[9] ; peder a-douez e verc'hed a voe dimezet da impalaerion.[23] Betek 1086 e chomas ar galloud leun gant ar c'hlann Fujiwara ; pa dremenas an tron eus an impalaer Shirakawa d'e vab Horikawa e talc'has ar re Fujiwara da lezennata : ganto e voe lakaet an insei (院政 "melestradur ur manati") e pleustr : ent-ofisiel, un impalaer a zileze e garg hag a dremene d'ur warlec'hiad bet dibabet gantañ ; en e retred, en ur manati peurliesañ, e kendalc'he an ez-impalaer da ren dre guzh tra ma rae an impalaer titlet war-dro deverioù lidel an unpenniezh.[9]
A-hed ar Marevezh Heian ez eas galloud an impalaerion war ziskar, abalamour ma oa ker beuzet al lez en iriennoù ma lezire melestradur ar Stad er-maez eus ar gêr-benn.[23] Nebeut-ha-nebeut e voe kaset ar ritsuryō da get dre ma teue an noblañsoù hag ar c'hloer a-benn da vout eztellet evit o shōen (荘園 pe 日本), o manerioù.[9]. An Adreizh Taika ivez a yeas da get : daoust d'an holl zouaroù bout bet perc'hennet gant ar Stad, tremen an hanter anezho a oa e dalc'h perc'henned manerioù en XIvet kantved, ar pezh a wanaas ar galloud kreiz hag an armerzh, hag a greñvaas ar c'hlannoù lec'hel. Pa ne zeue mui trawalc'h a delloù d'ar Stad, ne c'helle mui goprañ an arme vroadel hag ar vro ne oa mui difennet ; neuze, perc'henned o shōen a savas armeoù prevez gant kadourion nobl anvet samurai (侍, pe 武士 bushi "micherour armet").[26] Daou diegezh diskennet eus impalaerion, ar c'hlann Taira hag ar c'hlann Minamoto, a voe perc'henned war armeadoù bras ha manerioù niverus er-maez eus ar gêr-benn. Krog e voe ar gouarnamant da arverañ an daou glann-se evit diarbennañ pep emsavadeg hag ar morlaerezh.[9]
E 1051 e voe daeet ar galloud kreiz gant izili eus ar c'hlann Abe, a oa o ren er gouarnamant lec'hiel. Gant al lez e voe roet urzh d'ar c'hlann Minamoto tagañ ar re Abe, a voe faezhet e-kerzh ar Brezel Zenkunen (1051-1063) e penn kreiznosañ Honshū[30], ha kreñvaet e voe ar galloud kreiz er rann-se eus an Impalaeriezh.
En hevelep korn-bro e voe Brezel Gosannen, ur brezel diabarzh a badas eus 1083 da 1089. Dizehan e veze arvelloù e diabarzh ar c'hlann Kiyohara ; pa ne zeuas ket ar gouarnour Minamoto no Yoshiie (1039-1106) d'o sioulaat dre gevraouiñ un emglev ez eas dre nerzh, gant harp ar samurai hanter-japanat, hanter-emishi Fujiwara no Kiyohira 1056-1128). Klann Fujiwara an Norzh a voe mestr war Honshū an Norzh a-c'houdevezh, hag a chomas a-hed an XIIvet kantved[40].
Er bloaz 1156 e tarzhas Emsavadeg Hōgen (保元の乱 Hōgen no ran), un emsavadeg a-zivout hêrezh an Impalaeriezh hag a badas div sizhunvezh ; an daou gevezer, Go-Shirakawa (1127-1192) ha Sutoku (1119-1164) a c'hopras ar c'hlannoù Taira ha Minamoto evit kemer an tron dre nerzh. Gant ar c'hlann Taira ez eas an trec'h. Penn ar c'hlann-se, Taira no Kiyomori (1118-1181) a dennas splet eus ar gur-se evit kreñvaat e c'halloud e lez an impalaer e Kyōto a-hed bloavezhioù. A-c'houde ar brezel-se e voe kevezerezh etre an daou glann, hag Emsavadeg Heiji (平治の乱 Heiji no ran) a c'hoarvezas e 1160, na badas nemet ur pemzektez ; trec'h e voe ar c'hlann Taira a-nevez, ha forbannet e voe renerion ar c'hlann Minamoto.
E 1180, Taira no Kiyomori a stalias e vab-bihan Antoku (1178-1185) evel impalaer, hag eñ bloaz hanter hepken — ne renas nemet e-pad pemp bloaz, betek e varv d'an oad a 6 vloaz. Diouzhtu e savas ar c'hlann Minamoto enep dezhañ : e benn Minamoto no Yoritomo(1147-1199) a zistroas eus an harlu hag a voulc'has Brezel Genpei ; daoust da varv Taira no Kiyomori e 1181 e kendalc'has ar vell betek 1185, gant trec'h ar c'hlann Minamoto.[23]
Goude bout bet war zisteraat e-pad kantvedoù, poblañs Japan a stabilaas e diwezh ar Marevezh Heian.[35]
A-hed ar Marevezh Heian e voe lez an impalaer ur greizenn sevenadurel hag arzel eus ar re vlizikañ. D'ar mare-se e voe aozet ar Genji Monogatari, a lakaer da bennoberenn veur al lennegezh japanat.
Diorroet e voe ar silabennaoueg kana, pa oa levezon Sina o vont war ziskar. Adalek an IXvet kantved e tiwanas skolioù japanat war an holl dachennoù arzel.
E dibenn ar Marevezh Heian ivez, e 1052 e voe savet ar Byōdō-in (平等院, "azeuldi ar C'hevatalder"), un azeuldi boudaek e kêr Uji.
Japan c'hladdalc'hel
kemmañTri marevezh zo bet e gladdalc'helezh Japan : ar Marevezh Kamakura (1185-1333), ar Marevezh Muromachi (1333-1568) hag ar Marevezh Azuchi-Momoyama (1568-1600) ; e-kerzh an eil marevezh, e 1543, e tilestras Portugaliz en enezeg.
Marevezh Kamakura
kemmañPa voe bet stabilaet ha kreñvaet ar galloud kreiz, Minamoto no Yoritomo a c'houarnas a-gevret gant lez an impalaer e Kyōto : e Kamakura e reter ar vro[41] edo e gêr-benn, met aotreet e veze da embreg ar galloud a vare da vare eus kêr-benn an Impalaeriezh.
E 1192 e voe deroet an titl a seii tai-shōgun dezhañ gant an impalaer[23] — shōgun hepmuiken a voe lavaret goude-se ; bakufu (幕府, "gouarnamant an deltenn"), kement ha "shōgunelezh", a veze graet eus e c'houarnamant, en dave da deltennoù kamp e soudarded. Betek 1868 ha hervez lezenn e chomas Japan dindan ren ar soudarded.[28]
Reizhwiriet gant an impalaer e oa ar bakufu, met ar shōgun e oa rener gwirion ar Stad. Gant al lez e chome ar vurevveliezh hag an aferioù relijiel avat, ha deuet-mat e veze brientinion Kyōto en aferioù ar shōgunelezh. An ensavadurioù kozh a chomas met gwanaet e voent, daoust da Gyōto chom ar gêr-benn ofisiel.
Buan avat e troas Minamoto no Yoritomo enep e vreur yaouankoc'h Minamoto no Yoshitsune (1159-1189), en devoa e harpet en e drec'h e Brezel Genpei. Gant Fujiwara no Hidehira (~1122-1187), mab-bihan Fujiwara no Kiyohira ha rener de facto Honshū an Norzh, e oa chomet Yoshitsune betek neuze. Goude marv Hidehira, e warlerc'hiad Yasuhira (1155-1189) a glaskas gounit grad-vad Yoritomo dre arsailhañ ti Yoshitsune. Kentoc'h eget bout faezhet er gad, hennezh a lazhas e wreg hag e vugale kent seveniñ seppuku (an emlazh lidek dre doullgof) : Yoritomo avat a gendalc'has da aloubiñ Honshū an Norzh, lazhet e voe Yasuhira, hag echu e voe gant klann Fujiwara an Norzh.[28] A-hed ar c'hantvedoù war-lerc'h e voe lakaet Fujiwara no Yasuhira da bimpatrom an haroz tragek el lennegezh japanat.[33]
Gwanaet e voe galloud ar shōgunelezh goude marv Minamoto no Yoritomo er bloaz 1199, met e wreg Hōjō Masako (1156-1225) a renas da vat a-drek gouarnamant an impalaer. E 1203, he zad Hōjō Tokimasa (1138-1215) a voe anvet da shikken (執権 "pennadurezh"), da lavaret eo rejant ar shōgun Minamoto no Sanetomo (1192-1219), mab Yoritomo, oadet 11 vloaz. Adal neuze e troas pep shōgun ar c'hlann Minamoto da vargodenn rejanted ar c'hlann Hōjō.[28]
Digemm e chomas an doare renad a oa bet staliet gant Yoritomo, digreizennet ha gladdalc'hel — disheñvel diouzh ar ritsuryō neuze, ma veze diuzet gouarnourion ar proviñsoù gant ar shōgun e-unan a-douez e wizion ; shugo (守護 "gwarezerion") pe jitō (地頭 "melestrourion") a veze graet anezho.[23]. Aotreet e veze gwizion ar shōgun da gaout o arme dezho ha da lezenniñ en o domani.[26]
Er bloaz 1221, an impalaer Go-Toba (1180-1239, ren 1183-1198), war e leve da neuze, a iriennas Emsavadeg Jōkyū (承久の乱 jōkyū no ran "brezel Jōkyū") enep rejanted ar c'hlann Hōjō e shōgunelezh Kamakura evit adreiñ ar galloud da lez an impalaer. C'hwitañ a reas, ha harluet e voe da Inizi Oki a-gevret gant daou impalaer kozh : Tsuchimikado (1196-1231, ren 1198-1210), a voe harluet da Broviñs Tosa, ha Juntoku (1197-1242, ren 1210-1221), a voe harluet da Enezenn Sado.[33] Goude-se e startaas c'hoazh ar shōgunelezh he galloud politikel e-keñver brientinion Kyōto.[9]
Pelloc'h e 1274, hag arre e 1281, e voe enlusket holl samurai Japan a-bezh enep div aloubadeg renet gant an impalaer mongol Khubilai Khan (1215-1294).[30] Petra bennak ma oa niverusoc'h ar Vongoled hag armet gwelloc'h, Japaniz a zeuas a-benn da herzel ganto bewezh en enezenn Kyūshū, ha bewezh e voe distrujet al lestraz mongol gant ur gelc'hwidenn ; kamikaze (神風 "avel ar speredoù") a reer e Japan eus an div gelc'hwidenn-se abaoe.
Da dra ma'z eas an trec'h gant shōgunelezh Kamakura, ker ker e koustas an div aloubadeg-se ma ne c'hallas ket digoll he gwizion evit ar pezh o devoa kemeret. Gwall levezonet gant se e voe an darempredoù etre ar samurai hag ar shōgunelezh[23], betek kas d'he finvezh : er bloaz 1333, an impalaer Go-Daigo (1288-1339, ren 1318-1339) a luskas un dispac'h mennet da adreiñ an holl c'halloudoù d'e lez ; ar shōgunelezh a gasas ar jeneral Ashikaga Takauji (1305-1358) da vougañ an emsavadeg, met sevel a-du gant an impalaer a reas Takauji hag e arme, ha diskaret e voe shōgunelezh Kamakura.[23]
Daoust d'ar c'hemm bras e frammadur ar Stad e krogas ur marevezh a finborte e Japan. Adalek ar bloavezhioù 1250 e krogas niver ar boblañs da greskiñ en-dro ; a-drugarez da vinvioù gwelloc'h en houarn, da zoareoù nevez da strujusaat ha gwazhiañ, ha d'an treiñ eostoù e kreskas ar pinvidigezhioù hag ar c'hêriadennoù. Dre ma oa nebeutoc'h a naonegezhioù hag a gleñvedoù-red e kreskas ar c'hêrioù ivez, ha diorroet a-galz e voe ar c'henwerzh.[35]
Ar voudaegezh, a oa bet relijion ar brientinion, a greñvaas e metoù ar samurai hag a voe skignet e-mesk ar werin gant menec'h evel Hōnen (1133–1212) ha Nichiren (1222–1282).[26]
Marevezh Muromachi
kemmañDizale e voe displijet Ashikaga Takauji hag ar samurai gant Assavidigezh Kenmu (1333-1336) an impalaer Go-Daigo, a glaske mirout an holl c'halloudoù. Nac'h a reas an impalaer lakaat Takauji da shōgun, hag ur fazi a reas pa roas an titl d'e vab ar priñs Moriyoshi (1308-1335) : sevel enep dezhañ a reas Takauji, kemer Kyōto er bloaz 1338 ha staliañ Kōmyō (1322-1380), ur c'hevezer da C'ho-Daigo, war an tron. Tec'hel da gêr Yoshino e proviñs Nara er Su a reas Go-Daigo, ma stalias ur gouarnamant all, ar pezh a loc'has ur brete hir etre Lez an Norzh ha Lez ar Su.[23]
Takauji a stalias e shōgunelezh e distrig Muromachi e Kyōto, alese anv ar marevezh. Diaes e voe d'ar shōgunelezh Ashikaga avat dirouestlañ div gudenn war un dro, bout e brete ouzh Lez ar Su ha mestroniañ he gwizien, gouarnerion he froviñsoù. Evel er Marevezh Kamakura e tiuze ar shōgun ar c'houarnerion, hogen mui-ouzh-mui e veze techet ar re-se d'em lakaat da aotrouion hollc'halloudus anvet daimyō (大名 "douaroù bras prevez"). Dre lezenn e oant sujidi ar shōgun, lez an impalaer hag an impalaer e-unan, met alies e nac'hent sentiñ hag e raent o fennoù o-unan.[26]
Ashikaga Yoshimitsu (1358-1408), mab-bihan Takauji, e voe ar shōgun a zeuas a-benn da unvaniñ ar vro en e ren (1368-1394) ; kreñvaat galloud ar shōgunelezh a reas, hag e 1392 e c'hounezas un emglev etre an div Lez a lakaas termen d'ar brezel diabarzh ; levezonek e voe betek e varv e 1408. Adalek an emglev avat e voe an impalaer hag e lez dindan beli strizh ar shōgunelezh.[23]
Er bloaz 1467 e tarzhas Brezel Ōnin (応仁の乱 Ōnin no ran), ur brezel diabarzh all e Japan a-bezh a-zivout hêrezh ar shōgun Ashikaga Yoshimasa (1436-1490, ren 1449-1474). Pep daimyō a zibabas un tu, ha distrujet e voe Kyōto er vell. Diskaret e oa galloud kreiz ar shōgunelezh pa voe reizhet an hêrezh e 1477, pep daimyō a rene en e zomani, ha stlabezet e oa Japan e kantadoù a Stadoùigoù emren.[9]
Sengoku (戦国時代 sengoku jidai, "Marevezh ar Stadoù Brezelour")[42] a reer eus ar predad-se, a badas 148 vloaz eus 1467 betek 1615, ma voe an daimyō o stourm an eil re ouzh ar re all evit bout mistri war Japan.[26] E-douez an daimyō galloudusañ e voe Takeda Shingen (1521-1573) ha Uesugi Kenshin (1530-1578)[43] Unan eus arouezioù pennañ ar marevezh Sengoku eo an ninja (忍者), anvet shinobi ivez (忍び "dre guzh", "gougelegezh"), anezho spierion ha muntrerion gopret gant an daimyō evit oberoù brezel amreol.[44]. Ouzhpenn da armeoù prevez an daimyō e oa reoù savet gant kouerion emsavet ha menec'h boudaat.[26]
- Donedigezh Portugaliz
Er bloaz 1543 e voe tapet ul lestr kenwerzhel portugalat en ur gorventenn ha kaset da aod Enezenn Tanegashima a-vezh da Gyūshū. An Europiz kentañ o tilestrañ e Japan e voe an tri marc'hadour a oa e bourzh.[23] Hep dale e voe degaset traezoù europat da Japan, mouskedoù pergen[26] ; ken abred hag ar bloaz 1556 e oa war-dro 300 000 mousked en armeoù an daimyō.[35] Gant an armoù ez erruas an Iliz katolik roman, a grogas da c'hounit tud d'he feiz, betek 350 000 anezho ; c'hwec'h vloaz goude, d'ar 27 a viz Gouere 1549, e tilestras ar jezuist Frañsez Zavier (1506-1552) e Kyūshū d'e dro.
Dre ar gartenn gentañ eus Japan graet er C'hornôg gant ar c'hartennour portugalat Fernão Vaz Dourado (~1520 – ~1580) e 1568 e voe boulc'het ar c'henwerzh Nanban (南蛮貿易 Nanban bōeki, "kenwerzh barbared ar Su")[45] etre Japan hag ar C'hornôg, a badas betek 1614.
Aotreet e voe Portugaliz da genwerzhañ ha da staliañ un drevadenn hag ur porzh e Nagasaki, ma c'hellent gounez feizidi. Finborte bras a rejont a-drugarez d'ar brezel diabarzh a oa o ren, pa glaskas kalz daimyō desachañ listri ha marc'hadourezhioù europat d'o zu. War douaroù an daimyō galloudus Matsura Takanobu (1529-1599) e chomas Portugaliz er penn-kentañ[46], ha war re an daimyō Ōtomo Sōrin (1530-1587).
E 1561, Ōtomo Sōrin a argadas kastell ur c'hevezer gant harp Portugaliz, a bourchasas tri lestr, 900 a dud ha tremen 50 kanol ; hep mar ebet e voe ar c'hentañ bombezadeg gant listri estren e Japan.[47]
Er bloaz 1562 e tilojas Portugaliz da Yokoseura, ur gêr borzh er gwalarn da Nagasaki, pa ginnnigas an aotrou eno, Ōmura Sumitada (1533-1587), bout an daimyō kristen kentañ dindan an anv "Dom Bartolomeu". E 1564 avat e savas ar gloer boudaat a-enep dezhañ, ha distrujet e voe Yokoseura.
D'an 18 a viz Here 1565 e c'hoarvezas Emgann Bae Fukuda, ar c'hentañ emgann war vor etre Japaniz hag Europiz. An daimyō Matsura Takanobu a dagas daou lestr-kenwerzh portugalat, a gavas repu e Nagasaki[48].
Er bloaz 1571, abalamour da zistruj Yokoseura, an daimyō kristen "Dom Bartolomeu" a roas un tamm douar d'ar jezuisted. Anvet e voe Nagasáqui ganto ha rannet dre 6 lodenn evit degemer kristenion harluet eus tiriadoù all koulz ha kenwerzhourion. Ur chapel hag ur skol a voe savet, hag anvet São-Paulo evel re Gao ha Malaka. Ken abred ha 1579 e oa dija 400 ti eno. E 1578 e voe arsailhet kêr Nagasaki gant an daimyō Ryūzōji Taknobu (1530-1584), a voe faezhet a-drugarez d'ar skoazell ar voe degaset da Ōmura Sumitada gant Portugaliz. Evit o zrugarekaat, hennezh a roas Nagasaki da Gompagnunezh Jezuz "da viken" e 1580.[46] Pa gredent start e c'hounezjent muioc'h a feizidi e Japan mar gouient japaneg, ar jezuisted a embannas e 1603 an Nippo Jisho, ur geriadur japaneg-portugaleg a voe ar c'hentañ geriadur en ur yezh kornôgel e Japan[49].
Daoust d'ar brezelioù dizehan e kendalc'has Japan da ober finborte evel er Marevezh Kamakura. War-dro 10 milion a dud a oa er vro er bloavezhioù 1450, pa oa 6 milion e dibenn an XIIIvet kantved. Bleunius e oa ar c'henwerzh, gant Sina ha Korea dreist-holl.[35]
Dre ma voe krog lod daimyō da skeiñ moneiz e tremenas a-van-da-van diazez an armerzh eus an trokerezh d'an arc'hant.[26]
E-pad ar Marevezh Muromachi e tiorroas lod eus stummoù arzel pennañ Japan evel ar bonsai (盆栽 "gwezenn en ur voest"), an ikebana (生け花 "kempenn bokedoù"), an nō (能), ar sumi-e (墨絵 "gwalc'hlivañ", "livañ gant liv tanavet"), lid an te (茶の儀式 cha no gishiki) hag al liorzherezh.[26]
Pouezus-tre e voe perzh an 3vet shōgun Ashikaga Yoshimitsu e kement-se holl ; gantañ e voe lakaet sevel an azeuldi zen Kinkaku-ji e Kyōto er bloaz 1397[50].
Marevezh Azuchi-Momoyama
kemmañDaou benngadour galloudus a unvanas Japan a-nevez en eil hanterenn ar XVIvet kantved: Oda Nobunaga (1534-1582) e Kastell Azuchi ha Toyotomi Hideyoshi 1537-1598) e Kastell Momoyama ; diwar anvioù ar c'hastelloù e voe anvet ar marevezh.
An daimyō Oda Nobunaga, penn ar c'hlann Oda, unan eus ar re c'halloudusañ e Japan, a implijas teknologiezh hag armoù deuet eus Europa evit bout trec'h war kalz daimyō all ha klask unvaniñ Japan ; pa startaas e c'halloud e 1568 e kemeras Kyōto, ar pezh a voe finvezh shōgunelezh ar c'hlann Ashikaga hag a voulc'has ar Marevezh Azuchi-Momoyama, a badas betek 1600.[23]
Tost unvanet e oa Bro-Japan er bloaz 1582 pa voe taget annez Nobunaga gant unan eus e jeneraled samourai, Akechi Mitsuhide (1528-1582). Kentoc'h eget bout lazhet e tibabas Nobunaga ober seppuku. Toyotomi Hideyoshi a flastras emsavadeg aduidi Mitsuhide kent bout warlec'hiad Nobunaga de facto[23]. Kenderc'hel gant al labour unvaniñ a reas, ar pezh a voe echuet e 1590. Diwezh Marevezh ar Stadoù Brezelour (Sengoku) e voe neuze. Goude sujet e enebourion e tegasas kemmoù bras er gevredigezh japanat : ur c'hadastr a voe savet evit termeniñ an telloù, krennet e voe war galloud an daimyoed, handeet e voe ar gristenion, berzet e voe d'ar gouerion dougen armoù, berzet e voe d'ar gouerion ha d'ar samouraied kemmañ o dere er gevredigezh[26] — daoust da Hideyoshi e-unan bout bet ur c'houer a voe anvet da jeneral gant Oda Nobunaga[28]. Dre gadastrañ Japan e voe lakaet kement labourer-douar da heimin (平民 "dinobl") : dre-se e voe lakaet an darn vuiañ eus ar sklaved en o frankiz[35].
P'edo galloud Hideyoshi o kreskiñ e fellas dezhañ aloubiñ Sina dre Gorea, ar pezh a glaskas ober e 1592. Un arsav-brezel a voe e 1596, un eil aloubadeg e 1597, ha dilezet e oa houmañ e 1598 pa varvas an alouber[11].
Pa felle dezhañ diazezañ un dinastiezh, Toyotomi Hideyoshi en devoa goulennet digant e wizion fealañ touiñ al le a fealded d'e vab yaouaer (an eil henañ) Toyotomi Hideyori (1593 - ~1615). Nepell goude marv Hideyoshi avat e rankas e aduidi stourm ouzh gwizion an daimyō Tokugawa Ieyasu (1543-1616) a oa bet a-du gant Hideyoshi koulskoude[23]. Trec'h e voe Ieyasu en Emgann Sekigahara (21 Here 1600) ; goude-se e voe kentañ shōgun ar shogunelezh Tokugawa, a stalias he c'hêr-benn en Edo (Tōkyō hiziv) hag a renas e-pad 268 vloaz, betek 1868 eta : ar Marevezh Edo e voe.[23]
Marevezh Edo
kemmañStabil ha peoc'hus a-walc'h e voe ar Marevezh Edo dindan ren strizh ar c'hlann Tokugawa en Edo.[26]
E 1603, an impalaer Go-Yōzei (1571-1617) a lakaas Tokugawa Ieyasu da shōgun ; daou vloaz diwezhatoc'h, e 1605, Ieyasu a zilezas e garg evit he zremen d'e vab ; boulc'het e oa an dinastiezh Tokugawa neuze.
Diaes a-walc'h e voe d'ar re Dokugawa startaat o c'hrog war ar vro. E deroù ar bloaz 1609, ar shōgun a aotreas Shimazu Tadatsune (1576-1638), daimyō Satsuma-han ("Damani Satsuma") da aloubiñ Rouantelezh Ryūkyū, an enezeg a zo etre Kyūshū hag Enez Taiwan : nac'het he devoa ar rouantelezh paeañ truaj d'ar shōgunelezh nevez peogwir e paee trujaj da Sina dija, goude meur a anoazh all abaoe m'he devoa nac'het kemer perzh en aloubidigezh Korea. E miz Meurzh e krogas an emgannoù, hag e miz Mae e voe trec'h Tadatsune. Betek 1872 e voe Rouantelezh Ryūkyū ur Stad dizalc'h hag a rente gwazoniezh koulz da Sina ha da Satsuma-han[47],[51].
Ar shōgun Ieyasu a lakaas seziz war Osaka (miz Du 1614 – miz Genver 1615 ha Mae – Mezheven 1615) evit mougañ enebebiezh klann Toyotomi, a voe faezhet betek mont da get[9].
Er bloaz 1615 end-eeun ez embannas ar shōgunelezh en Edo un aradennad lezennoù, en o zouez ar buke shohatto (武家諸法度, "Lies krafoù lezennel a-zivout an tiegezhioù brezeler") a vestronie an daimyō[52], hag ar sankin kōtai (参覲交代/参覲交替, "Kemm en aketusted") a redie pep daimyō da vout en Edo bep eil bloaz[23] ; daoust d'al lezenn e kendalc'has an daimyoed da vout emren war o domanioù[26]. Buan e troas Edo da vout kêr bobletañ ar bed[23] Ar shōgunelezh a stalias ur bodad kuzulierien gozh, ar rōjū (老中 "kozhiad") renet gant un tairō (大老 "kozhiad meur") evit he c'huzuliañ, ha samouraied a voe lakaet da vurevidi[9]. Arc'hant bras a veze roet d'an impalaer e Kyōto, met pep galloud politikel a voe lamet digantañ..[26]
Didruez e voe ar shōgunelezh Tokugawa a-fet peoc'h er gevredigezh, pa lakaas kastizañ pep felladenn, bras pe vihan, dre dibennidigezh, kroazstagadur pe boazhadur : doujet-kenañ e oa pep samourai, pa c'helle lazhañ un dinobl abalamour d'an disterañ dismegañs ; ar felladennerion a renk uhel a veze rediet da seveniñ seppuku[23].
Dre ma veze gwelet ar gristeniezh evel ur galloud gourdrouzus e voe moustret, betek bout lakaet er-maez lezenn a-c'houde emsavadeg Shimabara (島原の乱 Shimabara no ran, miz Kerzu 1637 – miz Ebrel 1638), ma savas kouerion ha samouraied katolik enep an heskinadur a-berzh daimyō an domani Shimabara e Kyūshū.
Adalek 1633 betek 1639, ar bakufu dindan ren ar shōgun Tokugawa Iemitsu (1604-1651) a embannas politikerezh ar sakoku (鎖国 "chadenn ar vro"), a dalvezas betek 1854 : sparlet e voe Japan ouzh an estrenien, berzet e voe ouzh Japaniz mont d'an estrenvro, ha berzet e oa sevel listri keinvor[53]. Dre ar sakoku e voe lakaet un dermen da levezon bolitikel tost pep galloud estren e Japan, ha finvezh lec'h kantvedel Portugaliz e voe.[23]
Izelvroiz (protestanted anezho) e voe an Europiz nemeto a voe gouzañvet e Japan ; aotreet e voent da virout ur c'hontlec'h en Enez Dejima, un enezenn 9 000 m² bet savet gant an dud, a oa bet e dalc'h Portugaliz nepell diouzh Nagasaki. Sina ha Korea e oa an div vro all a oa aotreet da genwerzhañ[23]. Kalz levrioù estren e voe berzet o gwerzhañ e Japan.[26]
A-hed kentañ kantved ren ar c'hlann Tokugawa e kreskas poblañs Japan daougement, betek tri milion a dud, abalamour d'ar gounezerezh dreist-holl ; stabil e chomas betek diwezh ar marevezh.[9]
Hentoù ha pontoù a voe savet, lamet e voe ar gwirioù treizh warno, un doare moneiz hepken a voe skoet, kement-se holl a lakaas ar c'henwerzh da vleuniañ[9]. Muioc'h a dud a voe er c'hêrioù, met tost da 90% eus ar boblañs a oa o chom war ar maez[54],[26]. Diorroet e voe ar varregezh da lenn, da skrivañ ha da gontañ e-touez kêriz koulz ha maezidi. Kalz skolioù prevez a voe savet, en-dro d'an azeuldioù pergen, ha hepdale e voe 30% a dud desket — moarvat ar feur uhelañ er bed d'ar mare-se.[23] — ha dre-se e kreskas kalz an niver a levrioù embannet, betek kantadoù bep bloaz[54]. A-fet gouzout kontañ, muioc'h-mui a dud a voe gouest da reiñ o oad gwirion, ar pezh a oa a-live gant Europiz ar C'hornôg. A-hed an XIXvet kantved e veze gouest 100% a Japaniz da gontañ reizh. A-drugarez d'an izel ma oa an dislennegezh enni e c'hallas Japan ober finborte er c'hantved da-heul[55].
E dibenn an XVIIIvet kantved e krogas ar shōgunelezh da wanaat[23]. Echu e oa gant an araokadennoù er gounezerezh[9], ha dister e voe mererezh an naonegezh Tenpō (天保の飢饉 Tenpō no kikin) a skoas Japan adalek 1833 betek 1837[23]. Un emsavadeg kouerion a oa e gor, ha nebeutoc'h a delloù a zeue e kefioù ar gouarnamant[9]. Ar shōgunelezh a grennas gopr ar samouraied, a oa paour un niver bras anezhe dija hag o deveze alies un eil micher evit skoulmañ ganti[52]. Dizale e voe lod anezho, aet er-maez pep framm, o fichañ diskar shōgunelezh ar c'hlann Tokugawa[56].
D'an hevelep mare e teue mennozhioù Europa ar C'hornôg d'ar bobl dre ar rangaku (蘭學 "studioù izelvroat") degaset gant levrioù eus an Izelvroioù[26]. Ar mezeg Sugita Genpaku (1733-1817), da skouer, a implijas teknikoù kornôgel evit kemmañ ar c'healioù japanat a-fed korfadurezh an den[11]. Gouizieion all a voulc'has al luskad kokugaku (國學 "studioù broadel") evit distreiñ d'ar pezh a lakaent da "dalvoudegezhioù broadel" : enebiñ ouzh an nevez-konfusianegezh sinaat a veze skoret gant ar shōgunelezh Tokugawa, hag adlakaat an impalaer er galloud dreist ar shōgun, evel ma veze kelennet gant ar relijion shintō en ur ober dave da orinoù Japan : Oadvezh ar Speredoù (神代 kami-yo), kent Jimmu, an impalaer kentañ, diskennad eus Amaterasu, doueez an Heol, hag eus Susanō, he breur, doue ar c'horventennoù[44].
Tousmac'h bras a savas e Japan e 1853 pan erruas ul lestraz eus ar Stadoù-Unanet renet gant ar c'homodor[57] Matthew C. Perry (1794-1858). Kaset e oa bet da Japan gant gouarnamant SUA evit terriñ emglozadur ar vro. Ar shōgunelezh n'he devoa difenn ebet enep ar c'hanolioù modern, hag e rankas neuze plegañ da urzhioù en estrenien nevez : reiñ aotre d'al listri amerikan d'en em bourveziñ ha da ober kenwerzh e porzhioù Bro-Japan[23]. Galloudoù ar C'hornôg a redias an dierniezh Qing e Sina, Impalaeriezh Rusia ha Japan da sinañ ar pezh a voe anvet "feurioù-emglev digempouez" gant Sinaiz ; Japan a voe rediet da lezel Kornôgiz da ober o annez er vro, hep lakaat kresk war prizioù ar marc'hadourezhioù enporzhiet ha ne oant ket aotreet kas Kornôgiz dirak ul lezvarn[26].
Pa ne c'halle ket ar shōgunelezh enebiñ e voe brouezet kalz Japaniz, re ar Su dreist-holl[23]. Dindan levezon al luskad broadelour kokugaku, kalz samouraied a savas a-du gant al lugan son'nō jōi (尊皇攘夷 "Azaouziñ an impalaer, argas ar varbared") enep ar shōgunelezh hag an alouberion, gant harp daou zaimyō eus Chōshū ha Satsuma er Su[44]. E miz Eost 1866, nebeut goude bout lakaet da shōgun, Tokugawa Yoshinobu (1837-1913) en devoe poan o sioulaat an emsavadeg a oa c'hoazh e gor[58]. Er bloaz 1868, an daou zaimyō eus ar Su a gendrec'has an impalaer Meiji (1852-1912), 16 vloaz, hag e guzulierion da embann un daskrid a c'houlennje ma vije echu gant ren ar shōgunelezh Tokugawa, ar pezh a voe graet. Dizale ez kerzhas armeoù Chōshū ha Satsuma betek Edo, ha boulc'het e voe Brezel Boshin (戊辰戦争 Boshin sensō), a badas eus miz Genver 1868 betek miz Mezheven 1869 ha finvezh ar shōgunelezh Tokugawa.[23]
Levezonet-don e oa klann Tokugawa gant an nevez-konfusianegezh a skorent. Rannañ a rejont ar gevredigezh e peder rann, ar peder micher (士農工商 shì nóng gōng shāng) evel e Sina : shī (士 "klezeour"), nóng (農 "labourer-douar"), gōng (工 "artizan") ha shāng (商 "marc'hadour"). A-zisrann e chome ar samouraied, a venne heuliañ ar bushidō (武士道), "hent ar c'hadour"[59].
A-feur ma pinvidikaas ar genwerzhourion a-hed ar Marevezh Edo e krogjont da bostañ arc'hant er sevenadur hag er gevredigezh[60],[61]. Lod anezho a oa madoberourion a rene ur vuhez vlizelour a veze graet ukiyo (浮世 "bed war neuñv") anezhi[44], alese an arz ukiyo-e (浮世絵 "skeudennoù eus ar bed war neuñv") hag al levrioù ukiyo-zōshi (浮世草子 "levrioù eus ar bed war neuñv"). Ar c'hentañ seurt levrioù japanek a blijas kalz d'an dud e voe ar re-se[44].
Poblek ivez e teuas da vezañ ar pezhioù-c'hoari kabuki (歌舞伎) hag ar margodennoù bunraku (文楽)[44]. Alies e veze c'hoariet ar pezhioù-se gant kouta (小唄 "kanaouennoùigoù") ha sonerezh ar shamisen (三味線), ur benveg-seniñ a erruas e Japan e 1600[62]. An Haiku (俳句) e voe an doare barzhoniezh pennañ, Matsuo Bashō (1644-1694) ar mestr anezho[44]. Ur vicher nevez a voe evit ar merc'hed : hini ar geisha (芸者), anezho arzourezed a ouie kanañ, seniñ ha kendivizout gant o arvalien — gisti ne oant ket avat[63].
Japan a-vremañ
kemmañPemp oadvezh zo bet en Istor Japan a-vremañ : Meiji (1868-1912), Taishō (1912-1926), Shōwa (1926-1989), Heisei (1989-2019) ha Riwa (2019 betek bremañ).
Oadvezh Meiji
kemmañPa oa aet ar shōgunelezh Tokugawa da get e voe adlakaet an impalaer er galloud[23]. Er bloaz 1869, an impalaer hag e familh a guitaas Kyōto d'em staliañ en Edo, a voe adanvet Tōkyō (東京 "Kêr-benn ar Reter")[23] Daoust da gement-se, gant samouraied eus Chōshū ha Satsuma a oa er gouarnamant e oa ar galloud gwirion kentoc'h eget gant an impalaer Meiji, a oa 17 vloaz[23]. Oligarkiezh Meiji (藩閥 Han batsu "klannegezh") a reer eus an dud-se, a oa savet a-du gant al luskad kokugaku hag a rakwelas ar c'hemmoù bras a oa da c'hoarvezout e Japan[64]. Krediñ a rae dezho e oant krouerion un urzh nevez ker meurdezus hag an hini a oa bet staliet gant diazezerion ar vroad. Fellout a rae dezho e troje Japan d'ur Stad-vroad arnevez a live gant galloudoù impalaerour ar C'hornôg[23]. E-touez an dud-se e oa Kido Takayoshi (1833-1877) eus Chōshū, Ōkubo Toshimichi (1830-1878) ha Saigō Takamori (1828-1877) eus Satsuma.[23]
- Politikerezh ha kevredigezh
Ganto e voe torret renkadur kevredigezhel ar "peder micher" (shì nóng gōng shāng)[23], hag erlec'hiet e voe domanioù gladdalc'hel an daimyō gant prefediezhioù[23]. Adaozet penn-da-benn e voe reizhiad an telloù, hag aotreet en-dro e voe ar feiz kristen[23]. Rouedadoù hent-houarn, pellskriverezh ha skolioù a voe savet[65]. Evit ober kement-se, ar gouarnamant Meiji a vroudas ar c'hôrnogeladur[9] hag a c'hopras kantadoù a guzulierion eus broioù ar C'hornôg, anezho arbennigourion war an aferioù milourel, ar bankoù, ar c'helenn, ar gwir, ar mengleuzioù hag an treuzdougen evit adaozañ an ensavadurioù broadel ; an deiziadur gregorian a voe lakaet e pleustr, ha skignet e voe an doareoù kornôgel d'em wiskañ ha da fichañ ar blev ; unan eus pennluskerion bennañ ar c'hornôgeladur-se e voe ar skrivagner ha kazetenner brudet Fukuzawa Yukichi (1835-1901)[23].
En tu-hont da framm ar Stad, ar gouarnamant Meiji a bouezas evit ma vije enporzhiet skiantoù ar C'hornôg, ar vezegiezh dreist-holl. Er bloaz 1893 ha gant harp Fuzukawa, ar mezeg Kitasato Shibasaburō (1853-1931) a ziazezas Ensavadur ar Poreadoù, a c'hounezas buan brud er bed a-bezh rak ken abred ha 1894 e kavas gwezher ar vosenn werblek.[9].
Dre al lennegezh kornôgel e voe broudet hini Japan, Mori Ōgai (1862-1922) ha Futabatei Shimei (1864-1909) o vout a skrivagnerion bennañ war-lerc'h o c'henseurt hollvrudet Natsume Sōseki (1867-1916) a skrivas en doareoù hengounel ha nevez kemmesket.[9] Higuchi Natsuko (1872-1896) e voe ar skrivagnerez bennañ er Marevezh Meiji[66].
Er bloavezhioù 1880 e savas al Luskad evit Frankiz ha Gwirioù ar Bobl (自由民権運動 jiyū minken undō), ur c'houlzad poblelour a c'hourchemenne ma vije kresket perzh ar bobl e politikerezh Japan.[23] Itō Hirobumi (1841-1909), kentañ Pennmaodiern Japan, a respontas dre skrivañ Bonreizh Impalaeriezh Japan (大日本帝国憲法 Dai Nihon teikoku kenpō) a voe embannet e 1889. Drezi e voe staliet dilennidi en ur Gambr Izel, hogen gwan e oa he galloud. Daou dre gant hepken eus ar boblañs a oa aotreet da vouezhiañ, hag ul lezenn kinniget gant ar Gambr Izel a ranke bout skoret gant ar Gambr Uhel na oa ket dilennet. Koulz gouarnamant Japan hag an arme a oa atebek dirak an impalaer, ne oant ket dirak ar Gambr zilennet.[23] Ar gouarnamant a vroudas ar vroadelouriezh, a lakaas ar shintō da relijion ar Stad, hag a zisklêrias e oa an impalaer un doue bev[67] En holl skolioù e voe kelennet an talvoudegezhioù broadelour hag al lealded ouzh an impalaer[68].
- Impalaerouriezh
E miz Kerzu 1871 e torras ul lestr japanat ouzh aodoù Enez Taiwan ; drouklazhet e voe 54 den diwar 66, an daouzek all o vout sikouret gant Sinaiz[69]. Tri bloaz goude, an darvoudenn-se a voe kemeret da zigarez gant Japaniz evit boulc'hañ aloubadeg Taiwan e 1874 ha kadarnaat o beli war Inizi Ryūkyū. Ar wezh kentañ e voe ma tisentas an arme d'ar gouarnamant nann-milourel : urzh a oa bet roet dezhi da ampellat ar gwezhiad.[51]
Yamagata Aritomo (1838-1922), ur samurai eus Chōshū, a greñvaas hag a vrasaas Lu Impalaeriezh Japan, dre an enrolladur broadel pergen.[26] Gant al Lu nevez e voe flastret un emsavadeg samurai e Satsuma e 1877.[23]
Hollbouezus e voe perzh al Lu en emastenn Japan. Hervez ar gouarnamant e oa ret da Japan kaout trevadennoù dezhi evit kevezañ ouzh galloudoù trevadenner ar C'hornôg. Goude startaet he beli war Hokkaidō ha destaget rouantelezh Ryūkyū e troas ouzh Korea[9]. Er bloaz 1894 e voe ur c'hrogadig etre Japaniz ha Sinaiz e Korea, m'edo an daou lu o klask frikañ un emsavadeg kouerion. A-c'houde an darvoudenn-se e tarzhas ar C'hentañ brezel etre Japan ha Sina (1894-95), ma voe faezhet Sinaiz daoust dezho bout niverusoc'h hag armet gwelloc'h ; Sina a rankas reiñ Taiwan da Japan.[26] A-c'houde ar gur-se e voe gouest gouarnamant Japan da adkevraouiñ ar "feurioù-emglev digempouez"[26] ha da skoulmañ un emglev gant ar Rouantelezh-Unanet d'an 30 a viz Genver 1902.[26]
D'an 8 a viz C'hwevrer 1904, Japan a zisklêrias brezel da Impalaeriezh Rusia a-zivout tiriadoù Manchouria ha Korea. D'ar 5 a viz Gwengolo 1905 ez echuas ar brezel gant trec'h Japaniz : Korea a voe lakaet dindan gwarezveli Japan kent bout destaget penn-da-benn e 1910.[23]
- Armerzh
Buan e troas Japan war-du an armezh greantel. Koulz ar gouarnamant hag embregerezhioù prevez a implijas teknologiezhioù ar C'hornôg evit sevel labouradegoù gouest da genderc'hañ marc'hadourezhioù a bep doare. Pan echuas ar mare Meiji e 1912 e oa ar marc'hadourezhioù-se a veze ezporzhiet ar muiañ.[23] Lod eus an embregerezhioù bleuniusañ a savas melloù kengevredadoù anvet zaibatsu (財閥 "klann ar madoù") perc'hennet gant ur familh, evel Mitsubishi ha Sumitomo, a ra finborte c'hoazh hiziv.[26] Dre ar c'hresk burzhudus er greanteladur e kreskas buan ar c'hêriekadur ivez, ha digreskiñ a reas niver ar gouerion, eus 75% e 1872 da 50% er bloavezhioù 1920[70].
Yac'h e oa armezh Japan d'ar mare, ha yac'husoc'h ha hiroc'h e voe buhezioù an dud ivez. Pa oa bet 34 milion a dud e Japan e 1872 e oa 52 milion anezho e 1915.[9] Dre ma oa kalet al labour e krogas an implijidi d'em sevel, ha kalz labourerion ha kefredourion a droas war-du ar sokialouriezh[9], met friket e voe pep emsavadeg gant ar gouarnamant. Lod sokialourion radikal hag anveliourion a iriennas evit lazhañ an impalaer e 1910 da geñver Darvoudenn an Uheldrubarderezh (大逆事件 daigyaku jiken) ; harzet e voe an iriennerion, hag 11 anezho a c'houzañvas ar boan a varv[71]. Goude-se e voe staliet ur gerreizh kuzh evit diwriziennañ pep emsavadeg eus tu-kleiz ar skalfad politikel.[26], war an dro gant lezennoù kevredigezhel a warante ur muiañ-niver a eurvezhioù labour hag un oad izek evit mont da labourat.[9]
Oadvezh Taishō
kemmañA-hed ren berr an impalaer Taishō (1879-1926, ren 1912-1926) e troas Japan muioc'h war-du an demokratelezh, ha kresket e voe he fouez war an dachenn etrebroadel.
A-c'houde marv an impalaer Meiji e 1912 e voe tri fennmaodiern lerc'h-ouzh-lerc'h er gouarnamant, p'edo hennezh o klask ur c'hempouez etre ar genrō (元老 "henañ"), da lavaret eo politikerion war o leve a gendalc'he da guzuliañ an impalaer, hag ar bobl evel termenet e Bonreizh Impalaeriezh Japan[23] ; Emsavadegoù ar Riz e 1918 a greñvaas galloud ar strolladoù politikel war an nemeurveliezh a oa o ren.[26] Ar Rikken Seiyūkai (立憲政友会 "Strollad Keneiled ar Gouarnamant Bonreizhel") hag ar Rikken Minseitō (立憲民政党 "Strollad Demokratel Bonreizhel") e voe an daou strollad pennañ e diwezh ar mare a voe anvet "Demokratelezh Taishō".[38] Tamm-ha-tamm e oa bet roet muioc'h a frankiz d'ar Gambr Izel adalek 1890[72], hag adalek 1925 e c'hallas an holl wazed mouezhiañ. En hevelep bloaz avat e voe embannet an hini ziwezhañ eus ar rummad lezennoù anvet Lezenn evit mirout ar peoc'h (治安維持法 chian iji hō, 1894-1925), a lakae kastiz kriz war enebiezh an tu-kleiz.[26]
A-du gant ar Gevredidi e savas Japan er Brezel-bed kentañ, ar pezh a zegasas dezhi ur c'hresk burzhudus c'hoazh en armerzh ha trevadennoù e Meurvor Habask an Norzh, a zo Inizi Marshall, Mariana an Norzh, Palau ha Stadoù Kevreet Mikronezia hiziv.[9] Unan eus sinerezed Feur-emglev Versailhez d'an 11 a viz Du 1918 e voe Japan, koulz hag unan eus ar Stadoù a ziazezas Kevredigezh ar Broadoù e 1920.
Tri bloaz goude, e miz Gwengolo 1923, ur c'hren-douar a lazhas trement 100 000 a dud en Honshū, ha distrujet e voe tiez tremen tri milion a dud gant an tanioù-gwall a voe war e lerc'h.[23]
- Sevenadur
Stankoc'h-stankañ e voe an embann istorioù pobl e komz-plaen, a oa bet boulc'het er marevezh kent, abalamour ma voe mui-ouzh-mui a dud gouest da lenn ha ma tigreskas priz al levrioù ; a-douez skrivagnerion bennañ ar Marevezh Taishō e voe Akutagawa Ryūnosuke (1892-1927), Satō Haruo (1892-1964) ha Tanizaki Jun'ichirō (1886-1965) — kalz e skrivas Tanizaki, e meur a zoare levezonet gant lennegezh ar C'hornôg, met e deroù ar marevezh da-heul e skrivas meuleudi da sevenadur hengounel Japan dre e romant 蓼喰う虫 Tade kū mushi "Amprevaned debrerion troadur" (1929)[9]
Oadvezh Shōwa
kemmañGoude an impalaer Taishō e renas an impalaer Shōwa (Hirohito) adalek 1926 betek 1989, ar ren hirañ en Istor Japan.[9]
E-pad ugent bloavezh kentañ e ren e savas al luskad broadelour radikal, ha meur a vrezel emledelour a voe. Goude bout bet faezhet en Eil Brezel-bed e voe dalc'het Japan gant Stadoù estren evit ar wezh kentañ en Istor ; pelloc'h e savas en-dro evel unan eus ar galloudoù armerzhel pennañ er bed.[72]
Moustret e oa bet luskadoù politikel an tu-kleiz e diwezh ar Marvezeh Taishō, ha buan e voe graet berz gant strolladoù eus an tu-dehou levezonet gant ar faskouriezh.[56] Galloudus e voe an tu-dehou pellañ koulz er gouarnamant hag er gevredigezh, dreist-holl a-drugarez da Arme Kantōgun (関東軍 Kantō-gun), a oa kantonet e Sina a-hed an hent-houarn japanat e Manchouria ar Su.[26]
D'an 18 a viz Gwengolo 1931, un ofiser japanat eus an tu-dehou pellañ a lakaas dinamit da darzhañ war an hent-houarn, hep freuzañ tra pe dra avat. Goude tamallet Sinaiz, Lu Japan a aloubas Manchouria kent staliañ eno ur Stad dezhi, Manchukuo (満州国 Manshū kuni), d'an 18 a viz C'hwevrer 1932 hep aotre ebet digant o gouarnamant. Taolet e voe ar garez etrebroadel war Japan, en em dennas diouzh Kevredigezh ar Broadoù e miz Meurzh 1933.[23]
Ar Pennmaodiern Tsuyoshi Inukai (1855-1932) a glaskas krennañ war galloud Arme Kantōgun, met drouklazhet e voe d'ar 15 a viz Mae 1932 gant tud eus an tu-dehou pellañ. Dre ma oa kreñvoc'h-kreñvañ enebiezh al Lu hag an tu-dehou pellañ ouzh ar bolitikerion nann-soudard, a lakaent da c'houbrenet, Tsuyoshi Inukai a voe an trevour diwezhañ o c'houarn Japan etre an daou Vrezel-bed.[23] D'ar 26 a viz C'hwevrer 1936, ofiserion eus al Lu Impalaerel a glaskas kemer ar galloud : kalz politikerion habask a voe drouklazhet a-raok ma c'hwitas an taol-Stad.[23] Startaet e voe beli al Lu war ar bolitikerion evelkent, hag an darn vuiañ eus ar strolladoù politikel a voe diskaret gant Kevredigezh Skoazell Beli an Impalaer (大政翼賛会 Taisei yokusan-kai), a voe disklêriet e miz Here 1940 gant ar Pennmaodiern Konoe Fumimaro (1891-1945).[52]
Kalz politikerion japanat a voe mennet da vrasaat tiriad Japan evit ar mengleuzierezh hag evit divroañ dreistad ar boblañs[23], ar pezh a gasas d'an Eil brezel etre Japan ha Sina e 1937. Goude kemeret Nanjing, a oa kêr-benn Sina d'ar mare, e miz Kerzu 1937, e voe lazhadeg, palforsadeg, jahinadeg, preizhadeg, tangwalladeg ha torfedoù brezel all gant Lu Japan[73]. Daoust d'o zrec'h, Japaniz ne zeujont ket a-benn da ziskar gouarnamant Sina hag ar brezel a droas d'un hent-dall gwadek a badas betek 1945[23], ha da get ez eas raktres Japan da staliañ ur bloc'had Stadoù aziat renet ganti ; den ne oar petra e voe perzh resis an impalaer Shōwa e brezelioù emastenn Japan : hervez lod istorourion ne oa nemet ur vargodenn dic'halloud, hervez lod all e skore hag e vroude raktresoù ar vilourion.[28]
SUA a zivizas respont da aloubadeg Sina dre gastizañ armerzh Japan evit krennañ war he danvez ha mirout outi a vrezeliñ.[11]
- Eil Brezel-bed
D'ar 1añ a viz Gwengolo 1939 e tarzhas an Eil Brezel-bed. Evit enebiñ ouzh darbaroù SUA, Japan a sinas ur feur-emglev gant Alamagn hag Italia d'ar 27 a viz Gwengolo 1940 hag e miz Gwengolo ar bloaz-se ez aloubas Indez-Sina c'hall ; e miz Gouere 1941 e voe lakaet seziz war holl vadoù Japan en Europa gant SUA, ar Rouantelezh-Unanet hag an Izelvroioù.[9]
E dibenn 1941, gouarnamant Japan renet gant ar Pennmaodiern Tōjō Hideki (1884-1948), oa oa jeneral ha kadoriad Kevredigezh Skoazell Beli an Impalaer, a zivizas terriñ embargo SUA dre nerzh.[23] D'ar 7 a viz Kerzu 1941, Morlu an Impalaeriezh a loc'has an arsailh war Pearl Harbor, ur bon d'ar morlu stadunanat en Hawaii, ar pezh a redias SUA da emezelañ en Eil Brezel-bed antronoz, a-du gant ar Gevredidi. Goude an argadenn-se, Japan a aloubas trevadennoù da SUA, ar Rouantelezh-Unanet hag an Izelvroioù en Azia.[23]
Meur a wezh e voe trec'h Japan kent Emgann Midway e deroù miz Mezheven 1942, ma'z eas an trec'h gant SUA, hag Emgann Guadalcanal (7 a viz Eost 1942 – 9 a viz C'hwevrer 1943) ma voe trec'h ar Gevredidi, a zisammas an Inizi Salomon diouzh yev Japan.[23] A-hed ar mare-se e sevenas Lu Japan torfedoù brezel : gwallgas prizonidi, drouklazhañ trevourion, arver armoù kimiek ha bevedel.[23] Da varaneion e voe lakaet ar soudarded japanat, pa raent « argadennoù banzai » (diwar o lugan 天皇陛下万歳 Ten'nōheika banzai "Bevet an impalaer"), argadennoù-emlazh gant o unvez Tokkō (神風特別攻撃隊 Kamikaze Shinpū Tokubetsu Kōgekitai, "Unvezh Argadiñ Arbennik Avel Doue") adalek 1944 ha pa stourment betek o soudard diwezhañ zoken pa oa anat e oant koll.[23],[74]
Diaesoc'h-diaesañ e voe buhez Japaniz en abeg d'ar boued tailhet, d'an troc'hoù tredan ha da voustrerezh garv pep enebiezh ouzh ar gouarnamant.[26]
E kreiz 1944 bepred, SUA a stourmas Emgann Saipan hag a adkemeras Inizi Mariana digant Japaniz ; aleze e krogas an Amerikaned da vombezañ Japan.[64] Tremen an hanter eus gorread ar c'hêrioù bras a voe dismantret.[9] Emgann Okinawa (Ebrel-Mezheven 1945) a voe brasañ emgann war vor an Eil Brezel-bed ; 115 000 soudard ha 150 000 trevour japanat a voe lazhet[75].
D'ar 6 a viz Eost 1945, SUA a vannas ur vombezenn derc'hanel war Hiroshima, a lazhas 20 000 soudard ha tremen 120 000 trevour japanat ; tri deiz goude, d'an 9 a viz Eost, e rejont heñvel war Nagasaki (betek 80 000 a dud lazhet). Ar c'hentañ argadenn derc'hanel en Istor e voe bombezadennoù derc'hanel Hiroshima ha Nagasaki.
D'an hevelep deiz, URSS a zisklêrias brezel da Japan hag a aloubas Manchouria. D'ar 14 a viz Eost e kodianas Japan, hag antronoz e komzas an impalaer Shōwa er skingomz broadel[76].
E dalc'h ar Gevredidi e voe Japan neuze. Renet e voe de facto gant Komandant Meur ar Gevredidi, ar jeneral stadunanat Douglas MacArthur (1880-1964), a voe lesanvet "shōgun estren" (外人将軍 gaijin-shōgun) gant Japaniz. Kalz eus ar c'hemmoù a vroudas a voe levezonet gant re an New Deal bet lakaet e pleustr gant Franklin D. Roosevelt er bloavezhioù 1930.[23]
Klask a reas an dalc'hidi digreizennañ ar galloud e Japan dre derriñ ar zaibatsu, eleze o diberc'hennañ diouzh an douaroù gounezel, a voe roet d'an dud o laboure[26] ha dre vroudañ an dud da sevel c'hweluniadoù labourerion.[23] Dizarmet e voe Lu Impalaeriezh Japan[26], en o frankiz e voe lakaet he zrevadennoù[9], torret e voe al "Lezenn evit mirout ar peoc'h" hag an Tokkō[77] , barnet ha kondaonet e voe an dorfedourion vrezel gant al Lezvarn Vilourel Etrebroadel evit ar Reter-Pellañ, unnek Stad enni : Aostralia, Bro-C'hall, Filipinez, India, Izelvroioù, Kanada, Rouantelezh-Unanet, Sina, SUA, URSS ha Zeland-Nevez.[23]
Ar gouarnamant a voe tennet diouzh beli an impalaer ha lakaet da atebek dirak ur Parlamant dilennet.[9] Aotreet e voe an impalaer da chom war an tron, met rediet e voe da zianzav e orin doueel, ar pezh a reas d'ar 1añ a viz Genver 1946 dre an Ningen-sengen (人間宣言 "Disklêriadenn a zenelezh") ; echu e oa gant ar "Stad shintō" neuze.[23] Ur Vonreizh nevez a voe skrivet, a wareze ar frankizoù foran, gwirioù al labourerion, ar gwir d'ar maouezed da vouezhiañ, hag a verze ouzh Japan a vrezeliñ.[23]
D'an 8 a viz Gwengolo 1951 e voe sinet e San Francisco ur feur-emglev a beoc'h etre Japan ha 49 Stad all. Bloaz goude e voe lakaet Japan en he frankiz en-dro, petra bennak ma kendalc'has SUA da verañ ul lodenn eus Inizi Ryūkyū.[23] E 1968, SUA a zistroas Inizi Ogasawara da Japan ; aotreet e voe Japaniz da zistreiñ di. E 1972 e voe distroet Okinawa da Japan, met bonoù milourel stadunanat zo c'hoazh eno hag en Inizi Ryūkyū da-heul ar Feur-emglev kenlabour ha surentez etre SUA ha Japan a voe sinet e 1960, ar pezh a lakaas kantadoù a viliadoù a Japaniz da ziskelañ enep.[9]
- Goude an Eil Brezel-bed
Yoshida Shigeru (1878-1967) a voe Pennmaodiern e 1946–47 ha 1948–54, unan eus ar re a badas ar pellañ en Istor Japan[78] ; mennet e oa da startaat al liammoù etre e vro hag SUA evit diorren an armerzh e-lec'h an darempredoù etrebroadel.[26] E 1955, e strollad politikel, ar Jiyūtō (自由党 "Strollad Frankizour") a droas d'ar Jiyū-Minshutō (自由民主党 "Strollad Demokratel Frankizour", SDF)[26] a zo c'hoazh o ren e 2022.
Gwan e oa armerzh Japan goude ar brezel, met gwellaat a reas adalek 1949 a-drugarez da labour ar banker stadunanat Joseph M. Dodge (1890-1964) ha da Vrezel Korea (1950-53)[23] Gant ar gouarnamant Yoshida e voe staliet ur Vaodiernezh ar C'henwerzh Etrebroadel hag ar Greanterezh (MKEG) evit ma kenlabourje an embregerezhioù bras gant ar gouarnamant ; berz a reas MKEG, pa vleunias an ijinerezh pounner hag an ezporzhiañ[23],[26] ; teknologiezh ha doareoù kornôgel da wiriañ perzhded ar c'henderc'hadoù, kenlabour etre Japan hag SUA a-fed difenn hag armerzh, frankiz an enporzhiañ, krennañ war ar sevel c'hweluniadoù, hiraat an amzer-labour, politikerezh ar stummadur hag ar shūshin koyō (終身雇用 "implij a-hed buhez") en embregerezhioù, kement-se holl a vroudas an armerzh japanat er bloavezhioù-se.[23] E 1955 e tizhas armerzh Japan ul live dreist hini ar bloavezhioù 1930.[9]
E 1968 e oa armerzh Japan an eil kreñvañ er bed goude hini SUA[79] Ur c'hresk tost da 10% bep bloaz a voe e Korvoder broadel kriz (KBK)[80] Japan adalek 1956 betek enkadenn an tireoul e 1973, a izelaas ar c'hresk da 4% betek deroù ar bloavezhioù 1990[81].
Hiraat a reas ar spi bevañ ; da 128 milion a dud e save poblañs Japan e 1990[9] (125,47 milion zo bet jedet evit miz Kerzu 2021[82]) E-kerzh ar marevezh-se e teuas Japan da vout ar c'hentañ saverez kirri-tan er bed hag unan eus brasañ kenderc'herezed binvioù elektronek.[23]
Diwar c'houlenn SUA e voe assavet Lu Japan e 1954, dindan an anv "Nerzhioù Emzifenn Japan" (自衛隊 Jieitai) ; lod Japaniz a savas enep en ur lavaret e torre mellad 9 ar Vonreizh[83].
E 1956, Japan a emezelas en ABU. hag en hañv 1964 ez aozas ar C'hoarioù Olimpek. Kevreded gant SUA e voe a-hed ar Brezel Yen, da dra ma savas lod Japaniz enep. E 1956 c'hoazh, Japan hag URSS a zisklêrias ent-ofisiel diwezh ar brezel hag a eskemmas kannaded, daoust d'un dizemglev a-zivout Inizi Kouril, a chom c'hoazh e 2022.[84]
E 1960 e voe anzavet Republik Korea gant Japan daoust d'an dizemglev a-zivout Reier Liancourt e Mor Japan.[84]
Goude an Eil Brezel-bed ha hervez politikerezh SUA, Japan he devoa anzavet Republik Sina e Taiwan evel gouarnamant reizh Sina ; er bloaz 1972 avat ez anzavas Republik Pobl Sina.[84]
- Sevenadur
A-c'houde diwezh ar gouzalc'herezh e 1952 e vleuñvas ar sinema japanat[26], en abeg ma oa bet torret kontrollerezh ar gouarnamant, ma oa marc'had-mat ar sevel filmoù, ma oa deuet teknikoù nevez eus ar C'hornôg ha ma'z ae un niver bras a dud d'ar salioù.[9]
Oadvezh Heisei
kemmañGoude marv an impalaer Shōwa e 1989 e pignas e vab Akihito war an tron e 1990. Ar Marevezh Heisei a reer eus e ren, a badas eus an 8 a viz Genver 1989 betek e zilez d'an 30 a viz Ebrel 2019.[24]
E 1989 end-eeun e tarzhas "klogorenn armerzhel" Japan, d'ar strad ez eas eskemmdi Tōkyō ha priz an douaroù, ha dic'hwez moneiz a voe ; sammet e voe ar bankoù gant dleoù a vire ouzh ar vro a bareañ he armerzh.[23] "An Dekvloazhiad Kollet" (失われた十年 Ushinawareta tōnen) e voe ar bloavezhioù 1990.[38]
Gwashoc'h e teuas an enkadenn pa sankas ar feur genel pell dindan live an erlec'hiañ.[23] Padout a reas ar chagadur armerzhel en dekvloazhiadoù war-lerc'h, ha biskoazh ne adsavas an eskemmdi betek e live kent ; peuzdistrujet e voe ar reizhiad shūshin koyō, ha kreskiñ a reas an niver a dud dilabour ; gant kleñved an armerzh ha meur a warzh a-fet goubrenerezh e wanaas galloud an SDF, daoust ma voe Pennmaodierned nann-SDF o ren ar vro e 1993-96 ha 2009-12.[23],[85]
- Sevenadur
Daoust d'an diaesterioù armerzhel e troas sevenadur pobl Japan da vout anavet gant yaouankizoù er bed a-bezh dre anime, c'hoarioù video ha manga.[23]
Oadvezh Reiwa
kemmañPa zilezas an impalaer Akihito e garg e lezas an tron d'e vab Naruhito (*1960) d'ar 1añ a viz Mae 2019[86].
Tōkyō a oa da aozañ C'hoarioù Olimpek an hañv arre er bloaz 2020, met nullet e voe en abeg d'ar bedreuziad COVID-19 hag ampellet betek 2021.
Kevredigezh Japan
kemmañ- Frammadur
Adalek ar Marevezh Yayoi (300 KAB – 250 AB) e krogas ar gevredigezh japanat da vout haenadet : techet e voe ar pennoù da unpiaouañ ar pinvidigezhioù a oa deuet dre ar c'hresk er gounezerezh hag ar c'henwerzh.[23] Renkadoù a oa dija er VIIvet kantved, er Marevezh Asuka (538-710), ma oa brientinion al lez, tiegezhioù an aotrouion lec'hel, an dud dinobl hag ar sklaved ; tremen 90% eus ar boblañs a oa dinobl : kouerion, artizaned, marc'hadourion.[24]
Teir renkad a oa o c'houarn Japan er Marevezh Heian (794-1185) : ar brientinion, ar venec'h voudaek hag ar samurai, galloud ar re ziwezhañ o kreskiñ a-hed ar marevezhioù Kamakura (1185-1333) ha Muromachi (1333-1568). Er marevezhioù-se e kreskas galloud ar varc'hadourion ivez, em aozas dre skourroù arbennik.[24]
Ar gevredigezh er Marevezh Edo | |
---|---|
IMPALAER |
Unpenn ha renerien de jure el Lez |
Uhelidi al Lez | |
shōgun | Pennmilour ha renerien de facto |
daimyō | |
samurai | |
Kouerion | |
Artizaned | |
Marc'hadourion |
Er Marevezh Edo (1600-1868), ar shōgunelezh Tokugawa a startaas framm ar gevredigezh dre rannañ ar braz eus ar boblañs dre beder renkad urzhasaet hervez doare an nevez-konfusianegezh : ar renerion er penn uhelañ, ar gouerion (80% eus ar boblañs), an artizaned, hag ar varc'hadourion en traoñ ; e-maez ar framm e chome noblañsoù al lez, ar venec'h, an arzourion hag ar gisti.[87] Hervez ar renkad e oa al lezennoù, a-renkadoù e veze rannet ar c'hêrioù, ha berzet e oa an dimezioù etre renkadoù[88].
Distag diouzh o renkad e oa stad armerzhel an dud : pinvidikoc'h-pinvidikañ e teuas ar varc'hadourion, tra ma veve kalz samurai en dienez. Goude Assavidigezh Meiji (1868) e voe merzet ne c'helle ket an aozadur-se padout hag e voe staliet ur reizhiad ma voe kreñvaet pouez ar varc'hadourion e politikerezh ar vro.[87]
Petra bennak ma voe torret reizhiad an holl renkadoù e deroù ar Marevezh Meiji[23] e kreskas kalz an diforc'hioù etre ar c'horvoderioù. Renkadoù nevez a zeuas war wel e metoù ar renkad etre nevez, hini ar stalierion, implijidi al labouradegoù, ar gouerion.[87]. Krennet e voe ar skalf goude an eil Brezel-bed, betek bout unan eus ar re strishañ er bed greantel, ha tost da 90% eus ar boblañs a zisklêrie bout er renkad etre[89].
Lod implijidi er micherioù lakaet da lous (穢れ kegare) gant ar shintōegezh, evel ar givijerion hag an archederion, o devoe stummet ur renkad pariaed a-hêrezh er XVvet ha XVIvet kantvedoù[87], a voe ivez
er-maez reizhiad ar renkadoù er Marevezh Meiji : burakumin (部落民 "skarzhet eus ar sal") a raed anezho, ha disparzhet e voent c'hoazh, zoken pa voe bet torret reizhiad ar renkadoù.[87]. Daoust da gement lezenn a zo bet e chomont
dispriziet c'hoazh er reizhiad kelenn hag e bed al labour er XXIvet kantved.[87]
- Dere ar maouezed
Kevatal d'ar wazed e oa ar maouezed er gevredigezh hag er politikerezh e deroù Istor Japan[24], hag enklaskoù an henoniourion o deus diskouezet e veze kentoc'h merc'hed o ren e kornôg ar vro. Impalaerezed a voe betek ma tisklêrias ar Vonreizh Meiji (1889) ne vije nemet gwazed o ren. An tadveliezh konfusian deuet eus Sina a voe lakaet da lezenn dre ar ritsuryō e dibenn ar Marevez Asuka, a stalias koseki (戸籍 "marilh an tiegezh") tadlignezel gant ur gwaz e penn an tiegezh ; war ziskar tamm-ha-tamm ez eas galloud ar maouezed er gouarnamant, daoust ma oant kreñv c'hoazh el lez e dibenn ar Marevezh Heian. Neptu e chomas an dimezioù hag an darn vuiañ eus al lezennoù a reolie ar berc'henniezh prevez[90].
Den ne oar resis perak ez eas buan dere ar maouezed d'an traoñ adalek ar XIVvet kantved ; an holl vaouezed en holl renkadoù a gollas ar gwir da berc'hennañ madoù ha d'o c'haout da hêrezh, ha mui-ouzh-mui e voent lakaet da izeloc'h eget ar wazed.[24] Kreñvaet e voe dreistelezh ar wazed evel perc'henned nemeto pa voe kadastret an douaroù diwar goulenn Toyotomi Hiyedoshi er bloavezhioù 1590[91]
Assavet e voe ar c'hevatalder maouezed/gwazed gant ar gaijin-shōgun pa voe Japan e dalc'h ar Gevredidi goude an Eil Brezel-bed, met izelaet c'hoazh e veze ar maouezed en embregerezhioù ; a-c'houde ul luskad a-du gant o gwirioù e voe embannet e 1986 ul lezenn a stalie kevatalder an implijoù,[92] met un 10% bennak hepken a vaouezed a oa er postoù uhelañ er bloavezhioù 1990.[9]
Levrlennadur
kemmañ- (ja)
- マイペディア―小百科事典 mai pedia – ko hakkajiten "Ma fedia – Holloueziadur bihan". Tokyo : Heibonsha, 1996 (ISBN 978-4-582-09631-6)
- 北畠 親房 Kitabatake Chikafusa (1293-1354). 神皇正統記 Jinnō Shōtōki "Kronikoù lignez wirion an impalaerion doueel" • (en) Varley, Paul H. A Chronicle of Gods and Sovereigns. New York : Columbia University Press, 1980 (ISBN 978-0-231-04940-5)
- Miyaguni, Fumio. 宮古島民台湾遭難事件 (宮古島歴史物語 (Enezourien Miyako drouklazhet). Naha : Naha Shuppansha, 1998 {(ISBN 978-4-89095-097-3)
- (en)
- Akiyama, Terukazu (1977). Japanese Painting. New York : Rizzoli International Publications, 1990 (ISBN 978-0-8478-0132-9)
- Alchon, Suzanne Austin. A Pest in the Land: New World Epidemics in a Global Perspective. Albuquerque : University of New Mexico Press, 2003 (ISBN 978-0-8263-2871-7)
- Baten, Jörg (2016). A History of the Global Economy: From 1500 to the Present. Cambridge : Cambridge University Press, 2016 (ISBN 978-1-107-50718-0)
- Batten, Bruce Loyd. To the Ends of Japan: Premodern Frontiers, Boundaries, and Interactions Honolulu : University of Hawaii Press, 2003 (ISBN 978-0-824-82447-1)
- Beasley, William G. (1962). "Japan". In Hinsley, FH (ed.). The New Cambridge Modern History Volume 11: Material Progress and World-Wide Problems 1870–1898. Cambridge : Cambridge University Press, 1976 (ISBN 978-0-521-29109-5)
- Beasley, William G. Japanese Imperialism, 1894–1945. Oxford : Oxford University Press, 1987 (ISBN 978-0-19-821575-2)
- Bix, Hebert P..Hirohito and the Making of Modern Japan. New York : Harper Collins, 2009 (ISBN 978-0-06-186047-8)
- Campbell, Alan & Noble, David S.. Japan – An Illustrated Encyclopedia. Tōkyō : Kodansha, 1993 (ISBN 978-4-06-205938-1)
- Carter, William R.. Asuka period. In : Kodansha Encyclopedia of Japan Volume 1. Tōkyō : Kodansha, 1983 (ISBN 978-0-87011-620-9)
- Chaiklin, Martha (2013). "Sakoku (1633–1854)". In : Perez, Louis G.,Japan at War: An Encyclopedia. Santa Barbara : ABC-CLIO, 2013 (ISBN 978-1-59884-741-3)
- Chang, Iris. The Rape of Nanking – The Forgotten Holocaust of World War II. Basic Books, 1997 (ISBN 978-0-465-06835-7) & Penguin Books, 1998 (ISBN 978-0-14-027744-9)
- Collcutt, Martin C.. Bushidō. In : Kodansha Encyclopedia of Japan Volume 1. Tōkyō : Kodansha, 1983 (ISBN 978-0-87011-620-9)
- Cooper, Michael. The Nippo Jisho. In : Monumenta Japonica levrenn 31, niv. 4 (Goañv 1976) pp. 417–430 — Lenn en-linenn. Kavet : 03 Genver 2022.
- Crihfield, Liza. Geisha. In : Kodansha Encyclopedia of Japan Volume 3. Tōkyō : Kodansha, 1983 (ISBN 978-0-87011-620-9)
- Crawford, Gary W.. Japan and Korea: Japan. In : Silberman, Neil Asher. The Oxford Companion to Archaeology. Oxford : Oxford University Press, Vol.1, 2012 (ISBN 978-0-199-73578-5)
- Dalby, Liza. Little Songs of the Geisha – Traditional Japanese Ko-Uta. New York : Tuttle Publishing, 2000 (ISBN 978-0-8048-3250-2)
- Edstrom, Bert. Turning Points in Japanese History. London : Routledge, 2016 (ISBN 978-1-138-98626-8)
- Farris, William Wayne. Population, Disease, and Land in Early Japan, 645–900. Cambridge : Harvard University Asia Center, 1985 (ISBN 978-0-674-69005-9)
- Farris, William Wayne. Japan to 1600: A Social and Economic History. Honolulu : University of Hawaii Press, 2009 (ISBN 978-0-8248-3379-4)
- Feifer, George. Tennozan: The Battle of Okinawa and the Atomic Bomb. New York : Ticknor & Fields, 1992 (ISBN 978-0-395-59924-2)
- Frank, Richard. Downfall: The End of the Imperial Japanese Empire. New York : Penguin Books, 2001 (ISBN 978-0-14-100146-3)
- Gao, Bai. The Postwar Japanese Economy. In : Tsutsui, William M.. A Companion to Japanese History. Malden : Wiley-Blackwell, 2009 (ISBN 978-1-4051-9339-9)
- Gordon, Andrew (2009). A Modern History of Japan: From Tokugawa Times to the Present. New York : Oxford University Press, 2019 (ISBN 978-0-19-092057-9)
- Habu, Junko. Ancient Jomon of Japan. Cambridge : Cambridge University Press, 2004 (ISBN 978-0-521-77670-7)
- Hane, Mikiso & Perez, Louis G. (1991). Premodern Japan: A Historical Survey. Boulder : Westview Press, 2014 (ISBN 978-0-8133-4970-1)
- Henshall, Kenneth. A History of Japan: From Stone Age to Superpower. London : Palgrave Macmillan, 2012 (ISBN 978-0-230-34662-8)
- Hesselink, Reinier H.. The Dream of Christian Nagasaki – World Trade and the Clash of Cultures, 1560-1640. Jefferson : McFarland, 2015 (ISBN 978-0-7864-9961-8)
- Hiraizumi, Kiyoshi. The Story of Japan – History from the Founding of the Nation to the Height of Fujiwara Prosperity. Tōkyō : Sekai Shuppan, 1997 (ISBN 978-4-916079-04-6)
- Hirschmeier, Johannes & Yui, Tsunehiko (1975). The Development of Japanese Business, 1600-1973. London: Routledge, 2006 (ISBN 978-0-415-60772-8)
- Holcombe, Charles. A History Of East Asia: From the Origins of Civilization to the Twenty-First Century. Cambridge : Cambridge University Press, 2017 (ISBN 978-1-107-54489-5)
- Hudson, Mark. Ruins of Identity 0150 Ethnogenesis in the Japanese Islands. Honolulu : University of Hawaii Press, 1999 (ISBN 978-0-8248-2156-2)
- Hudson, Mark. Japanese Beginnings. In : Tsutsui, William M.. A Companion to Japanese History. Malden : Wiley-Blackwell, 2009 (ISBN 978-1-4051-9339-9)
- Hunter, Janet. Concise Dictionary of Modern Japanese History. Berkeley : University of California Press, 1984 (ISBN 978-0-520-04557-6)
- Imamura, Keiji. Prehistoric Japan: New Perspectives on Insular East Asia. Honolulu : University of Hawaii Press , 1996 (ISBN 978-0-8248-1852-4)
- Ito, Takatoshi (1992). The Japanese Economy. Cambridge : MIT Press, 1991 (ISBN 978-0-262-09029-2)
- Jansen, Marius B.. The Making of Modern Japan. Cambridge : Harvard University Press, 2002 (ISBN 978-0-674-00991-2)
- Kaner, Simon. The Archeology of Religion and Ritual in the Prehistoric Japanese Archipelago. In : Insoll, Timothy : The Oxford Handbook of the Archaeology of Ritual and Religion,. Oxford : Oxford University Press], 2012 (ISBN 978-0-19-923244-4)
- Karan, Pradyumna. Japan in the 21st Century: Environment, Economy, and Society. Lexington : University Press of Kentucky, 2005 (ISBN 978-0-8131-9118-8)
- Keene, Donald. A History of Japanese Literature, Vol. 1 – Seeds in the Heart – Japanese Literature from Earliest Times to the Late Sixteenth Century. New York : Columbia University Press, 1998 (ISBN 978-0-231-11441-7)
- Keene, Donald. A History of Japanese Literature, Vol. 3 – Dawn to the West – Japanese Literature of the Modern Era: Fiction. New York : Columbia University Press, 1998 (ISBN 978-0-231-11435-6)
- Kerr, George. Okinawa: History of an Island People. New York : Tuttle Publishing, 2018 (ISBN 978-4-8053-1479-1)
- Kshetry, Gopal. Foreigners in Japan: A Historical Perspective. Bloomington : Xlibris, 2008 (ISBN 978-1-4257-7006-8)
- Kumar, Ann. Globalizing the Prehistory of Japan: Language, Genes and Civilisation. London : Routledge, 2009 (ISBN 978-0-710-31313-3)
- Kuzmin, YV (2006). Chronology of the Earliest Pottery in East Asia: Progress and Pitfalls. In : Antiquity vol. 80, (308). Mezheven 2006, pp. 362-71
- Large, Stephen S.. Oligarchy, Democracy, and Fascism. In : Tsutsui, William M.. A Companion to Japanese History. Malden : Wiley-Blackwell, 2009 (ISBN 978-1-4051-9339-9)
- Mackie, Vera. Feminism in Modern Japan – Citizenship, Embodiment and Sexuality. Cambridge : Cambridge University Press, 2003 (ISBN 978-0-521-52719-4)
- Maher, Kohn C. (1996). North Kyushu Creole: A Language Contact Model for the Origins of Japanese. In : Denoon & al., Multicultural Japan: Palaeolithic to Postmodern. Cambridge : Cambridge University Press, 2001 (ISBN 978-0-521-00362-9)
- Mason, R. H. P. & Caiger, J. G.. A History of Japan. New York : Tuttle Publishing, 1997 (ISBN 978-0-8048-2097-4)
- Meyer, Milton W.. Japan: A Concise History. Lanham : Rowman & Littlefield, 2012 (ISBN 978-0-7425-4118-4)
- McClain, James L.. Japan: A Modern History. New York : W. W. Norton & Company, 2001 (ISBN 978-0-393-04156-9)
- McCullough, William H. (1999). The Heian Court, 794–1070. In ': 'The Cambridge History of Japan – Volume 2: Heian Japan. Cambridge : Cambridge University Press, 1999 (ISBN 978-0-521-22353-9)
- Mizoguchi, Koji. The Archaeology of Japan: From the Earliest Rice Farming Villages to the Rise of the State. Cambridge : Cambridge University Press, 2013 (ISBN 978-0-521-88490-7)
- Morton, W Scott & Olenike, J Kenneth & Jansen, Marius B.. Japan: Its History and Culture. New York : McGraw-Hill, 2004 (ISBN 978-0-07-141280-3)
- Nakagawa, Ryohei & al.. Pleistocene human remains from Shiraho-Saonetabaru Cave on Ishigaki Island, Okinawa, Japan, and their radiocarbon dating. In : 'Anthropological Science, 2010, Vol. 118-3, pp. 173-183. Kavet : 03 Genver 2022.
- Neary, Ian. The State and Politics in Japan. Cambridge : Polity, 2019 (ISBN 978-0-7456-6048-6)
- Nester, William R.. Power across the Pacific: A Diplomatic History of American Relations with Japan. Basingstoke : Palgrave Macmillan, 1996 (ISBN 978-0-333-64955-8)
- Nish, Ian Hill. Britain & Japan – Vol. 2 : Biographical Portraits. London : Routledge, 1997 (ISBN 978-1-873410-62-2)
- Nussbaum, Louis-Frédéric. Le Japon – Dictionnaire et civilisation. Paris : Robert Laffont, 1996 (ISBN 978-2-221-06764-2) ; {en}} Nussbaum, Louis-Frédéric. Dōkyō. In : Japan Encyclopedia, Harvard University Press, 2002, p. 158 (ISBN 978-0-674-00770-3) • 'Google Books'. Kavet : 03 Genver 2022.
- Oliveira e Costa, João Paulo. Portugal and the Japan: The Namban Century. Lisboa : Imprensa Nacional de Portugal, 1993 (ISBN 978-972-27-0567-7)
- Ono, Akira. Modern hominids in the Japanese Islands and the early use of obsidian. In : Human Origin Sites and the World Heritage Convention in Asia. Paris : UNESCO, 2014
- Pekkanen, Robert. Introduction. In : Pekkanen, Robert : Critical readings on the Liberal Democratic Party in Japan – Vol. 1. Leiden : Brill, 2018 (ISBN 978-90-04-35739-6)
- Perez, Louis G.. The History of Japan. Westport : Greenwood Press, 1998 (ISBN 978-0-313-30296-1)
- Plutschow, Herbert. Japan's Name Culture. London : Routledge, 1995 (ISBN 978-1-873410-42-4)
- Rhee, Song-Nai & al.. Korean Contributions to Agriculture, Technology, and State Formation in Japan. In : Asian Perspectives – Vol. 46-2 - Diskaramzer 2014. Honolulu : University of Hawaii Press • Lenn en-linenn
- Sansom, George. A History of Japan to 1334. Stanford : Stanford University Press, 1958 (ISBN 978-0-8047-0523-3)
- Sato, Hiroaki. Legends of the Samurai. New York : Abrams Press, 2012 (ISBN 978-1-59020-730-7)
- Schirokauer, Conrad. A Brief History of Chinese and Japanese Civilizations. New York : Harcourt Brace Jovanovich, 1978 (ISBN 978-0-15-505570-4)
- Shirane, Haruo. The Tales of the Heike. New York : Columbia University Press, 2006 (ISBN 978-0-231-51083-7)
- Sims, Richard. Japanese Political History since the Meiji Restoration, 1868–2000. New York : Palgrave Macmillan, 2002 (ISBN 978-0-312-23915-2)
- Takashi, Tsutsumi. MIS3 edge-ground axes and the arrival of the first Homo sapiens in the Japanese archipelago. In : Quaternary International – Vol. 248, Genver 2012, pp. 70-78
- Takeuchi, Rizo. The Rise of the Warriors. In : The Cambridge History of Japan – Volume 2: Heian Japan. Cambridge : Cambridge University Press, 1999 (ISBN 978-0-521-22353-9)
- Togo, Kazuhiko. Japan's Foreign Policy 1945–2003: The Quest for a Proactive Policy. Leiden : Brill, 2004 (ISBN 978-90-04-14186-5)
- Totman, Conrad. A History of Japan. Malden : Wiley-Blackwell, 2014 (ISBN 978-1-119-02235-0)
- Turnbull, Stephen. The Samurai – A Military History. London : Macmillan Publishers, 1977 (ISBN 978-0-02-620540-5)
- Turnbull, Stephen. The Samurai Sourcebook. London : Cassell Publishing, 2000 (ISBN 978-1-85409-523-7)
- Turnbull, Stephen. Samurai – The World of the Warrior. Oxford : Osprey Publishing, 2006 (ISBN 978-1-84176-951-6)
- Turnbull, Stephen & Hook, Richard. Samurai Commanders / 2. Oxford: Osprey Publishing, 2005 (ISBN 978-1-84176-744-4)
- Wan, Ming. The Political Economy of East Asia: Striving for Wealth and Power. Washington, DC : CQ Press, 2007 (ISBN 978-1-933116-91-4)
- Walker, Brett. A Concise History of Japan. Cambridge : Cambridge University Press, 2015 (ISBN 978-0-521-17872-3)
- Wakita, Osamu. The Social and economic consequences of unification. In : The Cambridge History of Japan – Volume 4: Early modern Japan. Cambridge : Cambridge University Press, 1991 (ISBN 978-0-521-22355-3)
- Weston, Mark. Giants of Japan: The Lives of Japan's Greatest Men and Women. New York : Regina Ryan Publishing, 2014 (ISBN 978-0-9882259-4-7)
Liammoù diavaez
kemmañ- (fr) 'Dictionnaire historique du Japon '. Kavet : 03 Genver 2022.
- (en) (ja) Geriadur japaneg-saozneg / saozneg-japaneg. Kavet : 03 Genver 2022.
- (en) 'Japanese Wiki Corpus'. Kavet : 03 Genver 2022.
Notennoù
kemmañ- ↑ 樂浪海中有倭人,分為百餘國,以歲時來獻見云。 "Bez' ez eus Japaniz (倭人 Wō rén "tud Japan") e Mor Lelang, a zo rannet etre tremen kant bro, ha sevel a reont betek ar c'houmoul pan erruont kozh." • (zh) (en) Levrenn 28, rann 2, §90..
- ↑ (en) 'A Comment on the Yayoi Period Dating Controversy'. Kavet : 03 Genver 2022.
- ↑ (en) ' 'Jomon woman' helps solve Japan's genetic mystery '. Kavet : 03 Genver 2022.
- ↑ Unnek impalaerez zo bet.
- ↑ Ono 2014.
- ↑ Takashi 2012.
- ↑ Hudson 2009.
- ↑ Nakagawa & al. 2010
- ↑ 9,00 9,01 9,02 9,03 9,04 9,05 9,06 9,07 9,08 9,09 9,10 9,11 9,12 9,13 9,14 9,15 9,16 9,17 9,18 9,19 9,20 9,21 9,22 9,23 9,24 9,25 9,26 9,27 9,28 9,29 9,30 9,31 9,32 9,33 9,34 9,35 9,36 ha9,37 Totman, 2014
- ↑ Habu 2004
- ↑ 11,0 11,1 11,2 ha11,3 Walker 2015.
- ↑ Kuzmin 2006.
- ↑ Batten 2003
- ↑ 14,0 14,1 14,2 ha14,3 Schirokauer 1978.
- ↑ Crawford 2012.
- ↑ Kumar 2009
- ↑ Imamura 1996
- ↑ Kaner 2012.
- ↑ Mizoguchi 2013.
- ↑ Maher 2001.
- ↑ Hudson 1999
- ↑ (en) 'The Genetic Origins of the Japanese'. Kavet : 15/04/2021.
- ↑ 23,00 23,01 23,02 23,03 23,04 23,05 23,06 23,07 23,08 23,09 23,10 23,11 23,12 23,13 23,14 23,15 23,16 23,17 23,18 23,19 23,20 23,21 23,22 23,23 23,24 23,25 23,26 23,27 23,28 23,29 23,30 23,31 23,32 23,33 23,34 23,35 23,36 23,37 23,38 23,39 23,40 23,41 23,42 23,43 23,44 23,45 23,46 23,47 23,48 23,49 23,50 23,51 23,52 23,53 23,54 23,55 23,56 23,57 23,58 23,59 23,60 23,61 23,62 23,63 23,64 23,65 23,66 23,67 23,68 23,69 23,70 23,71 ha23,72 Henshall 2012.
- ↑ 24,0 24,1 24,2 24,3 24,4 ha24,5 Farris 1985.
- ↑ Carter 1983.
- ↑ 26,00 26,01 26,02 26,03 26,04 26,05 26,06 26,07 26,08 26,09 26,10 26,11 26,12 26,13 26,14 26,15 26,16 26,17 26,18 26,19 26,20 26,21 26,22 26,23 26,24 26,25 26,26 26,27 26,28 26,29 26,30 26,31 26,32 ha26,33 Perez 1998.
- ↑ Frederic, p. 59.
- ↑ 28,0 28,1 28,2 28,3 28,4 ha28,5 Weston 2014.
- ↑ Rhee & al. 2014.
- ↑ 30,0 30,1 30,2 ha30,3 Sansom 1958.
- ↑ Akiyama 1990
- ↑ Kshetry 2008.
- ↑ 33,0 33,1 ha33,2 Keene 1998.
- ↑ Henshall, 26.
- ↑ 35,0 35,1 35,2 35,3 35,4 ha35,5 Farris 2009.
- ↑ Nussbaum 1996.
- ↑ 37,0 ha37,1 McCullough 1999.
- ↑ 38,0 38,1 ha38,2 Meyer 2012.
- ↑ Alchon 2003
- ↑ Takeuchi 1999.
- ↑ E prefedelzh Kanagawa hiziv ; gwelit melestradur Japan.
- ↑ Arabat eo droukveskañ ar marevezh-se gant Marevezh ar Stadoù Brezelour e Sina (745-221 KAB).
- ↑ Turnbull & Hook 2005.
- ↑ 44,0 44,1 44,2 44,3 44,4 44,5 ha44,6 Hane & Perez 1991
- ↑ Dre ar Su e oa erruet Portugaliz, goude treuzet Meurvor Indez.
- ↑ 46,0 ha46,1 Oliveira e Costa 1993.
- ↑ 47,0 ha47,1 Turnbull 2006.
- ↑ Hesselink 2015.
- ↑ Cooper 1976.
- ↑ Holcombe 2017
- ↑ 51,0 ha51,1 Kerr 2018
- ↑ 52,0 52,1 ha52,2 McClain 2001.
- ↑ Chaiklin 2013.
- ↑ 54,0 ha54,1 Jansen 2002.
- ↑ Baten 2016
- ↑ 56,0 ha56,1 Sims 2002.
- ↑ Ofiser er morlu e Breizh-Veur, en Izelvroioù pe er Stadoù-Unanet, dindan urzhioù un isamiral ; 1760, eus (nl) kommandeur, dre (fr) commandeur.
- ↑ Gordon 2009
- ↑ Collcutt 1983.
- ↑ Karan 2005.
- ↑ Hirschmeier & Yui 1975
- ↑ Dalby 2000.
- ↑ Crihfield 1983.
- ↑ 64,0 ha64,1 Morton & al. 2004.
- ↑ Beasley 1962
- ↑ Mason & Caiger 1997.
- ↑ Bix 2009.
- ↑ Beasley 1987
- ↑ Miyaguni 1998.
- ↑ Hunter 1984.
- ↑ Nish 1997.
- ↑ 72,0 ha72,1 Large 2009.
- ↑ Chang 1997.
- ↑ Frank 2001.
- ↑ Feifer 1992.
- ↑ Nester 1996.
- ↑ Mackie 2003.
- ↑ Edstrom 2016.
- ↑ Wan 2007.
- ↑ KBK = Produadur diabarzh kriz (PDK) + Arc'hant o tont eus broioù estren + arc'hant o vont da vroioù estren.
- ↑ Gao 2009.
- ↑ (en) 'Statistics Bureau of Japan'. Kavet : 03 Genver 2022.
- ↑ Ito 1991 ; Pobl Japan a zilez ar brezel da viken evel gwir riek ar vroad hag evel gourdrouz implijout an nerzh evit sioulaat breteoù etrebroadel eo ar mellad 9 – (ja) "日本國憲法 Nihon kokukenpō'. Kavet : 03 Genver 2022. – (en) "Constitution of Japan'. Kavet : 03 Genver 2022.
- ↑ 84,0 84,1 ha84,2 Togo 2004.
- ↑ Pekkanen 2018.
- ↑ (en) "BBC News, 01 Mae 2019. Kavet : 15 Ebrel2021.
- ↑ 87,0 87,1 87,2 87,3 87,4 ha87,5 Neary 2019.
- ↑ Wakita 1991
- ↑ Duus, 21.
- ↑ Tonomura, 354–355.
- ↑ Tonomura, 360.
- ↑ Hastings, 379.