Geriadurouriezh ar brezhoneg

Skiant ha poell arbennik a zo rekis evit sevel ur geriadur ha se eo skiant ar geriadurouriezh. Sevel geriadurioù gant brezhoneg enno a zo un dra gozh p'eo bet skrivet an hini kentañ e 1464 (Ar C'hatolicon eo), met e-pad kantvedoù a-heul, n'eus ket bet bet nemet geriaouegoù, bras a-wezhioù, hep preder yezhoniel, hep skouerioù ha hep urzhaz e-barzh ar pennadigoù. Geriadurouriezh ar brezhoneg a zo aet war wel e 1888 pa savas Emil Ernod, an Dictionnaire étymologique du breton moyen, moarvat.

Martial Ménard (kleiz) ha Yann-Lukas al Libous o kinnig ar Geriadur Galleg-Brezhoneg en Oriant, 2013

Mankoù geriadurouriezh ar brezhoneg

kemmañ

Meur a c'heriadur brezhoneg-galleg pe galleg-brezhoneg a zo nesoc'h o stumm da hini ur c'heriaoueg pa n'int nemet rolladoù lizherennek gerioù dizispleg lakaet tal-ouzh-tal, gant meneg o reizh a-wechoù. Gerva ha geriadurig a reer ivez eus hevelep kendastumadoù gerioù.
Koulskoude, war renk ar geriadurioù e c'heller lakaat ar re a zegas un nebeud resisadurioù : ar reizh ha furm pennañ ar pennger (anv-kadarn, anv-gwan, verb, hag all). Rouesoc'h e kaver geriadurioù brezhonek gant skouerioù ha troiennoù.
Ma 'z eo gwir ez eus bet araokadurioù e poell ar sevel geriadurioù a-raok geriadurioù An Here (an hini kentañ embannet e 1995), ar skipailhioù-labour hag ar c'huzulioù skiantel o doe labouret en ur sellout spis ouzh labourioù graet evit sevel ar geriadurioù gallek gwellañ (Larousse, Le Robert…).

Ar geriadurioù yezh e saver er yezhoù all a denn o skouerioù eus oberennoù o gwellañ skrivagnerien eus ar yezh a vez ganti er mediaoù hon amzer… hag eus meur a vammenn all. An holl stlennadoù-se a vez dastumet ha renket gant tud a vicher abaoe pell. Hollbouezus eo dastum hag urzhiañ ar skouerioù yezh, rak warno an hini eo e vez diazezet termenadurioù ar gerioù. Ne c'hallfer lavaret ez eomp dibourvez a-grenn e brezhoneg eus ur seurt materi : kement-se e vefe teuler dismegañs war an holl c'heriadurourien o deus labouret en hor raok… Er geriadurioù e kaver peurvuia~~troidigezhioù ar ger-mañ-ger en ur yezh all (e galleg peurvuiañ). Lod anezho a ro ur skouer bennak eus implij ar ger, met siwazh e ranker tremen dre un droidigezh ha fin dre eno.

Martial Menard, Pennad kinnig an eil geriadur brezhoneg, 2001

[1]

Ar geriadurioù hollvrezhonek

kemmañ
  • Kreizenn Imbourc'h Sturyezhouriezh S.A.D.E.D. : Dafar 63, Preder, 1963.
  • Kreizenn Imbourc'h Sturyezhouriezh S.A.D.E.D. : Dafar 64, Preder, 1964.
  • Kreizenn Imbourc'h Sturyezhouriezh : Stagadenn d'an Dafar evit ar Geriadur Broadel, Preder, 1971.
  • Roparz Hemon, Geriadur broadel, liesskrivet, chomet diechu, eus al lizherenn L betek T. Hemañ eo bet an taol-esae kentañ da sevel ur geriadur unyezhek. Gant an oberenn-mañ ez eus bet kroget da ziazezañ ar reolennoù geriaduriñ rekis evit sevel an oberenn dispac'hel-se evit ur yezh. An hentenn a voe heuliet gant skipailh ti-embann An Here diwezhatoc'h, er bloavezhioù 1990.
  • Geriadur brezhoneg, An Here, 1995. Dek mil pennger gant skouerioù ha troiennoù, skeudennaouet gant Jean-Yves André. Un oberenn istorel eo, a laka ar Vretoned da vezañ gouest da zisplegañ gerioù o yezh dre an diabarzh hep bezañ rediet da dremen dre hanterouriezh ur yezh all. Un oberenn-stroll eo, bet savet gant tud a-vicher, ha gant reolennoù-micher ar geriaduriñ.
  • Alan Heusaff, Geriaoueg Sant-Ivi (Kernev-Izel), Lesneven, Hor Yezh, 1996. Brezhoneg rannyezh Sant-Ivi e Kerne-Izel.
  • Geriadur brezhoneg An Here, An Here, 2001. Ugent mil pennger zo e-barzh, gant skouerioù ha troiennoù. Daougementet eo niver ar pennadoù en adembannadur eta, hep skeudennoù geriadur 1995 avat, abalamour d'ar c'houst.

Ar geriadurioù divyezhek diazezet war ar galleg

kemmañ
  • Yann-Frañsez ar Gonideg a savas meur a labour, en o zouez geriadurioù e 1821, 1847 ha 1850). Bras eo bet e levezon. Gant e c’heriadurioù eo bet diazezet doare-skrivañ ar brezhoneg, petra bennak ma’z eus bet kalz adkempennadurioù abaoe, ha gantañ ivez ez eo deuet an doug da binvidikaat ha da c’hlanaat ar yezh. Boulc'het e oa bet an hent dija gant an tad Gregor Rostren, ha gant Loeiz ar Pelleter muioc’h c’hoazh, n’eo ket kement-se dre ijinañ gerioù met dre lakaat war-wel gerioù rannyezhel nebeut anavezet.
  • Gant Amable-Emmanuel Troude hag e genlabourer Gabriel Milin eo bet kendalc'het oberenn Ar Gonideg, un oberenn diazezet ivez war rannyezh Leon a veze komzet tro-dro dezho e Brest, met graet o deus enklaskoù rekis war ar furmoù hag ar gerioù all a veze kavet e lec'hioù all.
    • Dictionnaire français et celto-breton, Brest : Vve J.-B. Lefournier, 1842, XXV-594 p.
    • Nouveau dictionnaire pratique français-breton, du dialecte de Léon avec les acceptations diverses dans les dialectes de Vannes, Tréguier et Cornouailles et la prononciation quand elle peut paraître douteuse, Brest : Lefournier, 1869, XXXII-940 p.
    • Nouveau dictionnaire pratique breton-français, du dialecte de Léon avec les acceptations diverses dans les dialectes de Vannes, Tréguier et Cornouailles et la prononciation quand elle peut paraître douteuse, Brest : Lefournier, 1876, XXIV-823 p[2].
Meur a embannadur zo bet gant an ti-embann Al Liamm hag e rener Ronan Huon goude an Eil Brezel-bed, betek deroù ar XXIañ kantved. Kresket int bet war-dro 1980 gant skoazell Kreizenn vroadel al Lennegezh dindan an titloù Nouveau dictionnaire breton-français ha Nouveau dictionnaire français-breton.
E 2002 e kenembannas Al Liamm hag An Here an Dictionnaire Breton/Français-Français-breton An Here-Al Liamm[3] dindan anvioù Roparz Hemon ha Ronan Huon.
Ur pouez bras en deus bet ar geriadur-se evit diorroadur ar brezhoneg en e stumm peurunvan pa'z eus bet gwerzhet dekmiliadoù anezhañ d'an deraouidi e-pad hanter-kant vloaz. Ar si a zo enno eo an diouer a skouerioù, ha bezañ chomet alies hep merkañ an araogenn ret evit displegañ ar verboù.
  • 1931 : Grand dictionnaire français-breton gant Frañsez Vallée, gant skoazell René Le Roux (Meven Mordiern) hag Émile Ernault. Diazezet eo ivez al labour war ur rouedad ditourerien. Ur pezh mell labour eo, pinvidik-meurbet. Daou bal zo bet d'ar geriadur : renabliñ holl binvidigezhioù ar brezhoneg dre ur bern troiennoù ha stummoù lec'hel, ha bastañ da ezhommoù e amzer dre ginnig gerioù nevez.
  • 1986 : Dictionnaire breton breton-français/français-breton, Garnier. Embannet dindan renerezh Pêr-Jakez Heliaz hag Emgleo Breiz, gant skoazell Kreizenn vroadel al Lennegezh. Skrivet e brezhoneg ha diazezet war bennaennoù Emgleo Breiz end-eeun : brezhoneg gant nebeut a nevezc'herioù ha gant meur a droadell pa vez tro. Ne gav ket da Bêr-Jakez Heliaz en e rakskrid ez eus geriadurioù e gwerzh en e vare padal e veneg "geriaouegi" (re Roparz Hemon ha Visant Seite moarvat) re dreut ar geusteurenn enno.
Ha gwir eo e oa diouer bras eus geriadurioù gant troioù-lavar. Dre vras ec'h adkemer ar geriadur-mañ geriaoueg bihan Roparz Hemon, klokaet gant troioù-lavar Jules Gros. Ne gaver ket ennañ nemeur geriaoueg ar vuhez a-vremañ. Savet eo e skolveurieg. Adembannet eo bet e 2009 gant Emgleo Breiz gant un titl all, Ar Geriadur, ha dindan anv Andreo ar Merser.
  • 1983 : René Le Gléau Dictionnaire classique français-breton, dek levrenn, etre 1983 ha 1994, 4 064 fajenn, embannet gant Al Liamm. Diazezet eo dreist-holl war an danvez skrivet en XIXvet kantved hag e penn-kentañ an XXvet. Perzh pennañ ha talvoudusañ al labour-mañ eo ar skouerioù niverus a ro, hag ivez an notennoù yezh evit lod penngerioù.
  • Frañsez Favereau, Dictionnaire du breton contemporain/Geriadur ar brezhoneg a-vremañ, Skol Vreizh, 1992 (adtennet teir gwech). Klokoc'h eget hini Garnier, pa endalc'h nevezc'herioù koulz ha troioù-lavar poblel pennaouet en testennoù ha dre selaou tud Poc'hêr. Skrivet eo ar penngerioù en doare-skrivañ etrerannyezhel heuliet gant dibennoù ar peurunvan hag ar skolveurieg.
E 1999 e voe embannet un doare skañvaet ha ne zispake nemet penngerioù e peurunvan. Degasadenn vras geriadur Frañsez Favereau eo bet kinnig skouerioù tennet eus ar yezh komzet, ul live yezh a oa chomet alies er-maez eus ar geriadurioù brezhonek betek neuze war-bouez geriadur bras Frañsez Vallée. Ar si a zo ennañ eo e zoare-kinnig luziet : doareoù-skrivañ bodet, diouer a urzhaz er pennadoù, ha bezañ dispartiet ar skouerioù diouzh o zroidigezh. Klasket ez eus bet renabliñ ennañ kement troienn pe c'herienn desteniekaet, met n'eus ket bet klasket bastañ da holl ezhommoù ar vuhez-vremañ evel m'o doa klasket ober Roparz Hemon pe Frañsez Vallée.

Ar geriadurioù divyezhek diazezet war yezhoù all

kemmañ

Deskiñ brezhoneg

kemmañ

Goude bezañ savet ar binvioù divyezhek galleg-brezhoneg azas a rae diouer d'ar Vretoned gallekaet evit adperc'hennañ o yezh ez eus kroget lod emsaverien da vont war-du yezhoù all evit brudañ o yezh hag ar stourmoù stag outi.

Roparz Hemon eo bet an den kentañ en deus komprenet pegen pouezus e oa d'ar Vretoned en em zigeriñ war ar bed ha pegen ret e oa mont er-maez eus tachenn ar galleg evit enskrivañ ar brezhoneg e-touez yezhoù all ar bed. C'hoant en doa Roparz Hemon da gomz d'ar bed a-bezh ha setu perak, daoust dezhañ bezañ kelenner war ar saozneg, e tibabas labourat war dachenn an esperanteg : e 1930 e teuas er-maez gantañ ar geriadurig esperanteg-brezhoneg kentañ.

War-lerc'h an oberenn gentañ-se ha troc'h an Eil Brezel-bed e voe ret gortoz ar bloavezhioù 1960 hag Arzel Even evit adwelet oberennoù a-seurt-se. Goude-se eo aet al lusk war gresk e-pad ar bloavezhioù 1970 (Remon ar Porzh) hag ar bloavezhioù 1980. An difraosterien war an dachenn-mañ eo bet Remon ar Porzh hag Arzel Even, Bretoned divroet anezho o-daou. Ar soñj a oa brudañ ar brezhoneg en diavaez ha lakaat ar pobloù tostañ dimp e-tailh da zeskiñ hor yezh. Setu perak eo bet ar saozneg hag ar yezhoù keltiek ar yezhoù kentañ eur en em droet war-du enno, dreist-holl ar c'hembraeg evit studierien ar gevrenn geltiek e skol-veur Aberystwyth), hag an iwerzhoneg. Kendalc'het ez eus bet gant al lusk-se ha, gras da ezhommoù deuet diwar diorroadur ar skolioù divyezhek e-pad ar bloavezhioù 1990, ez eo bet ledanaet da ziv yezh europat all, an alamaneg da gentañ hag ar spagnoleg goude.

Yezhoù all evel an nederlandeg hag an italianeg a heulias e deroù ar bloavezhioù 2000 gant ganedigezh an ti-embann Yoran Embanner. An holl c'heriadurioù-se avat, war-bouez an hini spagnolek, zo bet savet evel binvioù evit diavaezidi da zeskiñ brezhoneg. N'int ket binvioù graet evit brezhonegerien da zeskiñ yezhoù all.

Deskiñ dre ar brezhoneg

kemmañ

Roparz Hemon en doa atizet kenlabourerien Gwalarn da sevel geriadurioù evit deskiñ war-eeun ar yezhoù keltiek all. Diazezet e vijent bet da gentañ war geriadurig R. Hemon, Ar brezhoneg eeun. Evel se e vije bet ur geriadur bihan er c'hwec'h yezh keltiek. Kroget e oa Loeiz Andouard neuze, a-douez tud all, da skrivañ ur geriadur iwerzhoneg-brezhoneg a voe embannet kalz diwezhatoc'h : Geriadur iwerzhoneg-brezhoneg gant lavarennoù, Mouladurioù Hor Yezh, 1987.

E 1991 avat, gant geriadur kembraeg ar C'hembread Rhisiart Hincks hag e 1996 gant geriadur spagnoleg Fulup Jakez e oa deuet ur c'hemm war an doare da sellet ouzh ar geriadurioù divyezhek brezhoneg-yezh estren. Evit ar wech kentañ e teue ar brezhoneg da vezañ ur benveg evit deskiñ yezhoù all, rak brezhonek eo an displegadurioù er geriadurioù-se. Klotañ a ra al lusk nevez ha yac'h-mañ gant ur c'henarroud nevez e Breizh m'emañ ar skolioù divyezhek o tiorren, ma'z eus ur bern skolidi ha kelennerien eil derez – Diwan, stadel ha prevez – o deus ezhomm eus hevelep binvioù. D'ar mare-se ivez tamm-pe-damm e voe bodet skipailh geriadurourien a-vicher An Here evit sevel an eil embannadur eus ar geriadur hollvrezhonek. Ar brezhoneg zo ur yezh da zeskiñ, met ivez ur benveg azas da dapout gouiziegezh war danvezioù a bep seurt.

E 2004, da heul un emglev etre Yoran Embanner hag Ofis ar Brezhoneg, e voe divizet kenderc'hel gant an hent-mañ hag e 2005 e teuas er-maez geriadurioù bihan evit deskiñ portugaleg ha kembraeg. Raktreset e voe daou c'heriadurig nevez evit 2006, unan evit ar rusianeg hag egile evit ar c'hatalaneg.
Un toullad geriadurioùigoù all zo bet embannet abaoe.

Roll ar geriadurioù divyezhek, brezhoneg-yezh estren

kemmañ
Yezhoù keltiek
Iwerzhoneg
Kembraeg
  • Arzel Even, Geiriadur bach Llydaweg-Cymraeg, Aberytwyth, 1960.
  • Rhisiart Hincks, Geriadurig kembraeg-brezhoneg, Ober, 1981.
  • Rita Williams, Geriadur brezhoneg-kembraeg, Mouladurioù Hor Yezh, 1984
  • Rita Williams, Geiriadur Cymraeg-Llydaweg, Geriadur kembraeg-brezhoneg, Canolfan Astudiaethau Cymreig a Cheltaidd. 1990? (hep deiziad met e 1994 da ziwezhañ)
  • Rhisiart Hincks, Geriadur kembraeg-brezhoneg, Geiriadur Cymraeg-Lyydaweg, Mouladurioù Hor Yezh, 1991
  • Rhisiart Hincks, Geriadurig brezhoneg-kembraeg, Geiriadur Bach Cymraeg-Llydaweg, Yoran Embanner-Ofis ar Brezhoneg, 2005.
Kerneveureg
Alamaneg
  • Gérard Cornillet, Geriadur brezhoneg-alamaneg, Emb. Hor Yezh, Lesneven, 1993, 441 p., I.S.S.N. 0769-0088
  • Gérard Cornillet, Geriadur brezhoneg-alamaneg hag alamaneg-brezhoneg, Bretonisch-deutsches und deutsch-bretonisches Wörterbuch, skoazellet gant Jakez Konan, Mouladurioù Hor Yezh, Lesneven, 2005, 1190 p., I.S.B.N. 2-86863-121-5
  • Gwenn Oster, Geriadurig brezhoneg-alamaneg, Wörterbüchlein Deutsch-Bretonisch, Yoran Embanner, 2003.
Nederlandeg
  • Jan Deloof, Geriadurig brezhoneg-nederlandeg, Woordenboekje Nederlands-Bretons, Yoran Embanner, 2004.
Saozneg
  • Raymond Delaporte, Elementary Breton-English Dictionary, Cork University Press, 1979
  • Raymond Delaporte, Elementary English-Breton Dictionary, Mouladurioù Hor Yezh, 1990
  • Raymond Delaporte, Geriadur brezhoneg-saozneg gant skouerioù, Breton-English Dictionary with examples, Mouladurioù Hor Yezh, Rann gentañ A-B 1986, Eil rann Ch-C'h-D, 1989, Trede rann E-F-G, 1993.
  • David ar Rouz, Geriadurig brezhoneg-saozneg, Mini-Dictionnary English-Breton, Yoran Embanner, 2003.
Italianeg
Katalaneg
  • Geriadurig brezhoneg-katalaneg, Yoran Embanner-Ofis ar Brezhoneg, 2008.
Portugaleg
  • Fulup Travers, Geriadurig brezhoneg-portugaleg, Minidiccionário Português-Bretão, Yoran Embanner-Ofis ar Brezhoneg, 2005.
Spagnoleg (kastilhaneg)
  • Fulub Jakez, Diccionario Básico Español-Bretón, Geriadur diazez brezhoneg-spagnoleg, Skol-Uhel ar Vro, 1996.
  • Fulup Jakez & Dora Vargas, Geriadurig Brezhoneg-Spagnoleg, Minidiccionario Español-Bretón, Yoran Embanner-Ofis ar Brezhoneg, 2004.
Rusianeg
  • Anna Mouradova, Geriadurig brezhoneg-rusianeg, Yoran Embanner-Ofis ar Brezhoneg.
Esperanteg

Geriadurioù brezhoneg lec’hel

kemmañ

Un diskibl eo bet da Yann-Frañsez ar Gonideg, ha digor eo un tamm d’ar rannyezhoù all ; kavet e vo meur a stumm rannyezhel, met gant penngerioù disheñvel, evel a-wechieu, a-wecho, a-wechou, a-walc’h hag a-walac’h...

Ar geriadurioù arbennik

kemmañ
Yezh ha yezhoniezh
  • Roparz Hemon, Geriadur istorel ar brezhoneg, 45 rann (niverennet 1-36 gant niverennoù bis), Preder, eil embannadur 1979-1998. Ur pezh mell labour n'haller ket diouerout evit studi ar yezh. Roet e vez an daveennoù koshañ evit ar penngerioù, gant skouerioù ; displegadurioù gallek.
  • Jules Gros, Dictionnaire français-breton des expressions figurées, Emgleo Breiz, 1993, 2 levrenn.

N’eo ket bet savet gant Jules Gros war-eeun, met aozet diwar an troidigezhioù kavet en e levrioù. Gant-se eo un tammig souezhus ar c’hlask e-barzh pa n’eo ket empentet evel ur geriadur.

Gerdarzhadurezh

Al levr bras-mañ eo an hini nemetañ a gaver war ar marc’had. Luziet a-walc’h eo ar c’hlask e-barzh, rak dre c’her-diazez eo renket an traoù: “diskrognal” a vo kavet dindan “grogn” da skouer ; gwan a-walc’h eo an danvez, hervez an arbennigourien.

Tachennoù resis, termenoniezh, gerioù nevez
  • Martial Ménard, Alc'hwez bras ar baradoz vihan, geriahudur ar brezhoneg, An Here, 1995, diwar-benn an darempredoù korf revel.
  • Loeiz Andouard, Brezhoneg ar mor, Mouladurioù Hor Yezh, 1983. Geriadur galleg-brezhoneg diwar-benn an traoù a vor.
  • Per Pondaven, Geriadur an Arvor, An Alarc'h Embannadurioù, 2009.
  • Marcel Maudire, Mor ha bagoù - Mer et bateaux - Sea and boats, An Alarc'h, 2016
  • Marsel Modir, Geriaoueg teiryezhek an ti : Brezhoneg-Galleg-Saozneg e 38 dodenn, Aber, 2020.
  • Pêrig Herbert ha Jil Ewan, Geriadur bihan ar sonerezh, Hor Yezh, 1985, brezhoneg ha galleg.
  • Guy Étienne, Geriadur ar Bredelfennerezh e peder yezh : galleg, alamaneg, saozneg, brezhoneg, Preder, 1983.
  • Guy Étienne, Geriadur ar Stlenneg e teir yezh : galleg, saozneg, brezhoneg, Preder, 1995.
  • Guy Étienne, Geriadur ar Gorfadurezh, e teir yezh : galleg, latin, brezhoneg Preder, 1999.
  • Guy Étienne, Geriadur ar Vezekniezh - Rann 1-Rann 9, galleg-saozneg-brezhoneg, Preder, 2007-2015.
  • Guy Étienne ha Yann-Baol an Noalleg, Geriadur ar Vezekniezh - Rann 10-Rann 13, galleg-saozneg-brezhoneg, Preder, 2017-2022.
  • Pascal Le Moal ha Guy Étienne, Geriadur ar mediaoù e teir yezh : galleg, saozneg, brezhoneg, Preder, 2000.
  • Yann-Baol an Noalleg, Geriadur an Armezh, ar C'henwerzh hag an Arc'hant e div yezh : galleg, brezhoneg, Preder, 1995.
  • Yann-Baol an Noalleg, Geriadur ar Jedoniezh brezhoneg-galleg, galleg-brezhoneg, Preder, 2003.
  • Yann-Baol an Noalleg, Geriadur ar Fizik brezhoneg-galleg, galleg-brezhoneg, Preder, 2006.
  • Yann-Baol an Noalleg, Geriadur ar Gimiezh brezhoneg-galleg, galleg-brezhoneg, Preder, 2008.
  • Chantal ha Yann-Baol an Noalleg, Geriadur ar Geginouriezh brezhoneg-galleg, Preder, 2011.
  • Gab Cherel ha Alan E. ar Berr Geriadur ar Verdeadurezh e div yezh : galleg, brezhoneg, Preder, 2004.
  • Youenn Olier a embannas daou c'heriadur pe gerentoc'h geriaouegoù e Imbourc'h e 1980 (brezhoneg-galleg 406 p.) hag e 1983 (galleg-brezhoneg 242 p.), diwar fichennoù Dafar "Kis-Saded"-Preder ha gerioù arnevez all goveliet gantañ ha skrivagnerion all ar gelaouenn-se.
  • Jil Ewan, Marc'h-Kleur ha Youenn Olier a gempennas evit ar gelaouenn Imbourc'h e 1996 daou c'heriadur war ar yezh arnevez : unan galleg-brezhoneg a 324 fajennad a gloka dek levrenn geriadur René Le Gléau ; da notiñ ivez ur pennad gant Youenn Olier e dibenn ar geriadur-se diwar-benn arver ar gerioù arnevez e-keñver ar gerioù klasel. Al lodenn brezhoneg-galleg a 346 pajennad a zeuas er-maez er bloaz 2000.
  • Dictionnaire breton des sciences et des techniques, en-linenn gant Kreizenn ar Geriaouiñ.
El lec'hienn-se e kaver ur geriadur ar skiantoù rik dezhañ ul lodenn "galleg-brezhoneg" hag un eil "brezhoneg-galleg" a zo bet savet gant Rann ar skiantoù rik, unan eus an div lodenn eus Kreizenn Ar Geriaouiñ. Troiennoù zo dispaket evit resisaat ster lod penngerioù.
Un astenn d'ar geriaouegoù bet embannet lerc'h ouzh lerc'h : matematik (1989, 1992, 1995), fizikkimiezh (1989, adembannet e 1994), skiantoù an natur (1989, 1991, 1995), kompoderezh (1991), an arzoù kaer (1992). Fardet e voent gant ar gevredigezh Kreizenn ar Geriaouiñ krouet e 1985 diwar youl Diwan Breizh), a-benn prientiñ ha pourchas ar binvioù termenoniel ha pedagogel ret evit digeriñ skolaj kentañ Diwan er bloavezh 1988 e Brest, hag ivez evit diorren an hentennoù kelennadurezh divyezhek gallek-brezhonek.

Savet e oa bet dek bodad labour evit plediñ gant an danvezioù skol pennañ : matematik, fizik-kimiezh, skiantoù an natur, kompoderezh, brezhoneg, galleg, saozneg, istor-douaroniezh-armerzh, arzoù, sportoù. War ar bajenn degemer emañ roll ar genobererien.

A bep seurt

kemmañ
  • B. de Rohan-Chabot, Geriadur Klotennoù, Imbourc'h, 1983, 204 f. ; ar gerioù a zo renket, evel er geriadurioù klotennoù gallek, hervez ar silabennoù dibenn-ger.
  • Mark Kerrain, Teurel blaz war ar yezh, Sav-Heol. Geriaoueg an troioù-lavar. Diazezet eo al levrig war an troioù-lavar gallek ha troet int e brezhoneg.

Liammoù diavaez

kemmañ

Notennoù

kemmañ
  1. Menard, Kadored, Geriadur Brezhoneg an Here, p. XVI.
  2. N'eo ket acceptations ar ger gallek a implijer evit kemeradurioù ar gerioù, acceptions an hini eo ; ur fazi graet e ti ar mouller ?
  3. (ISBN 978-2-86843-237-9)