Naoned

Kêr-benn istorel Breizh
(Adkaset eus Naonediz)

Naoned (distaget: [ˈnɑ̃wnət]), pe An Naoned, eo kêr vrasañ ha kêr-benn istorel Breizh, e gevred ar vro e Breizh-Uhel, war ribl al Liger. Ur rol melestradurel hag armerzhel pennañ he deus. Pennlec'h ha sez predelezh rannvro Broioù al Liger eo, pennlec'h ha sez prefedelezh departamant al Liger-Atlantel ha sez Akademiezh Naoned. Ur porzh kenwerzh a-bouez war aber al Liger e-pad kantvedoù, chomet eo Naoned ur pol armerzhel hag industriel pennañ. 309 346 annezad he deus e 2017, 619 240 annezad e Naoned Meurgêr, 622 693 annezad en unvez kêrel ha 934 165 annezad er tolead kêr.

Naoned
Kastell an duged
Kastell an duged
Ardamezioù
Anvioù all An Naoned
Anv gallaouek Naunnt, Nantt
Anv gallek (ofisiel) Nantes
Bro istorel Bro-Naoned
Melestradurezh
Departamant Liger-Atlantel Liger-Atlantel
Arondisamant Naoned
Kanton Pennlec'h 7 kanton
Kod kumun 44109
Kod post 44000, 44100, 44200 ha 44300
Maer
Amzer gefridi
Johanna Rolland (PS)
2014-2026
Etrekumuniezh Naoned Meurgêr
Bro velestradurel Tolpad-kêrioù Naoned
Lec'hienn Web (fr) [metropole.nantes.fr]
Poblañsouriezh
Poblañs 320 732 ann. (2020)[1]
Stankter 4 920 ann./km²
Douaroniezh
Daveennoù
lec'hiañ
47° 13′ 05″ Norzh
1° 33′ 10″ Kornôg
/ 47.21806, -1.55278
Uhelderioù kreiz-kêr : 8 m
bihanañ 2 m — brasañ 52 m
Gorread 65,19 km²
Lec'hiañ ar gêr
Naoned

C'hoariet en deus Naoned ur rol hep e bar e Istor Breizh. Deuet da vezañ kêr-benn Breizh gant Alan Barvek en Xvet kantved, sez gouarnamant Dugelezh Breizh e oa betek ma voe staget ar vro ouzh Bro-C'hall er XVIvet kantved. Kastell Duged Breizh, hec'h Iliz-veur hag he Skol-veur savet e 1460 a ziskouez c'hoazh hiziv galloud ha souvereniezh an Duged d'ar mare-se. Pa zeuas Roazhon da gaout ur rol melestradurel pouezus e framm Proviñs Breizh er c'hantvedoù da heul, e tiorroas Naoned war an dachenn armerzhel, dre he forzh (gant ar c'henwerzh tric'horniek dreist-holl), hag he greanterezh adalek an Dispac'h Greantel en XIXvet kantved, aroueziet gant an Tour Lu, aspadenn labouradeg kozh an embregerezh vrudet, deuet da vezañ ul lec'h sevenadurel. Pinvidik eo buhez sevenadurel ar gêr, heñvel ouzh arvestoù ar gompagnunezh hollvrudet Royal de Luxe.

Douaroniezh

kemmañ

War lezioù aber al Liger emañ Kêr Naoned, 50 kilometr hepken eus ar Meurvor Atlantel. War lez hanternoz al Liger emañ Erv Breizh (lost Kein Breizh). Plaenoc’h eo an douar war ribl ar c'hreisteiz.

E-pad pell e voe graet "Venezia ar c’hornôg" eus Naoned peogwir e oa treuzet gant adstêrioù al Liger ha gant kanolioù ivez. Kalz inizi a oa etre daou ribl al Liger: Enez Beaulieu, Enez Santez-Anna, Enez Feydeau, Enez Gloriette...

En XXvet kantved, goude 1930, e oa bet peurgarget pe goloet meur a ganol hag adstêr eus al Liger (re ribl an hanternoz dreist-holl). Bremañ eo treuzet meurgêr Naoned gant al Liger, an Erzh, ar Sevr, ar C'hezin hag ar C'hent.

Kumunioù amezek

kemmañ
 
Banniel Kêr-Naoned

Naunnt ([nɑ̃ːt]), Nâunnt ([nãt], [nɛ̃ʊ̆t]) pe Nantt ([nɑ̃t]) eo hec'h anv e gallaoueg[2], Nantes (/nɑ̃t/ (selaou )) e galleg, Nantas en okitaneg.

  • Dauzat & Rostaing (1963-1978) : Condevincum, IIvet kantved ; urbem Namneticam, Namnetas, VIvet kantved.
  • Jean-Yves Le Moing : Condiouicnon, IIvet kantved, Ptolemaios.
  • Erwan Vallerie : Namnetas, 1453.
Gerdarzh

Diwar anv ar bobl Namnetes / Namneted, staliet war lez hanternoz ar stêr Liger.

Ardamezioù

kemmañ
 
En gul e lestr greet en aour, goueliet en erminoù, mordoant war ur mor geotet ; e gab en erminoù.
  • Sturienn : Favet Neptunus eunti ("Ra zougo Neptunus dorn d'ar veajourien")

Amzer ar Gelted kozh

kemmañ

Goude ma vije bet ar Gelted e Naoned, poblad arvorigat (daveoù mar plij) an Namneted en doa graet e annez tal al Liger. Met ne ouezer ket mat e pelec'h e oant staliet, nemet e oa ur gêrig dezho e-barzh karter ar Bouffay, met e 56 a-raok J.-K e oant bet aloubet gant Julius Caesar, hag anvet e vije bet ar gêr nevez Portus Namnetus. Aesoc'h e oa neuze da Gaesar tagañ ar Veneted p'en deus lakaet listri-brezel da vezañ savet eno. Marteze eo bet Portus Namnetus porzh an Namneted a oa gevell da hini ar Biktoned a zo bet e anv Portus Ratiatus, deuet da vezañ Reudied rak tal riblenn Su al Liger: kavet ez eus bet roudoù savadurioù galian-ha-roman e kreiz ar gêr-se.

En IIIe ha IVe kantved, evel meur a gêrbenn galian-ha-roman, e cheñchas Condevicnum hec'h anv ur wech ouzhpenn. Meur a cheñchamant lec'hanvadur a oa bet e-kerzh ma oa an impalaeriezh roman o vont da get. Gwelet e vez neuze un distro eus kredennoù koshoc'h, a oa dija galianeg. Tamm-ha-tamm e oa bet adkemeret un anv galianek evit ober sin d'ar c'hredennoù.

Naoned a zeuas da vezañ kristen e-kerzh an IIIe kantved. Hag an iliz-veur a zeuas da vezañ "kador-berc'h" an eskopti. Siwazh da-se tagadennoù a voe eus perzh ar Saksoned pe Frizoned, galvet e oant gant poblañs dianav kenañ ar Vagaudiz ha savet e voe neuze mogerioù-difenn evit diwall ar gêr diwarno.

Naoned e Breizh

kemmañ

Maered Naoned (dre red an amzer)

kemmañ

Eus 1564 da 1791

kemmañ
 
Gratien Libault (1671)
 
Gérard Mellier (1720)
 
Jedouer Maerdi Naoned (1732)
1564   Geoffroi DROUET de Langle Ul lec'h e Koeron eo Langle.
1566   Yves ROCAZ de La Chalonnière Ul lec'h e Reudied eo La Chalonnière.
1568   Mathieu ANDRÉ de Champeaux.
1569   Pierre CORNULIER de la Touche. Ul lec'h e Nozieg eo La Touche.
1570   Jean MORIN de la Marchandrye
1571   Guillaume HAROUIS de la Seilleraye Nac'het en deus sentiñ ouzh an dug de Montpensier da-geñver Lazhadeg Sant Berteleme, ha dre-se en deus gwarezet meur a galvinour e Naoned.
1572   Michel le LOU du Breil
1573   Jacques GRIGNON de la Grignonnaye
1575   Jean BOUTIN de la Cour
1576   Robert POULLAIN de Gesvres
1577   Michel LORIOT du Fief (-Rosti)
1578   François MIRON de Villeneuve

Jeneral war ar C'hontoù Breizh e 1575 ez eo bet ivez.

1580   Antoine BRÉNEZAY de Carcouét Alvokad jeneral ouzh Breujoù ar re Kevredet Naoned e 1593 ez eo bet ivez.
1581   Bonaventure COMPLUDO de Livernière
1583   Claude BROSSARD de la Trocardière Barner war an dorfedoù ez eo bet ivez.
1584   Antoine GRAVOIL de Saint-Michel
1585   Jacques MARQUES de la Branchouère Chuin Naoned e oa bet e 1578.
1586   Jean FRUNEAU de la Noë
1588   Charles HAROUIS de l’Epinay Mab Guillaume HAROUIS, a-us ; toullbac'het e voe gant dug Mercoeur abalamour ma oa diouzh tu ar Roue.
1590   Pierre ANDRÉ du Tertre
1592   Jean l'AUBIER de la Chaussée Mestr meur dourioù ha koadeier Breizh.
1595   Guillaume du BOT de Launay Ul lec'h e Gwerzhav eo Le Launay.
1596   Jean FOURCHÉ de la Courosserie Selaouer ouzh ar C'hontoù e 1572, mestr ar C'hontoù e 1590, ha mestr ar c'hanolieriezh ez eo bet ivez.
1598   Charles HAROUIS de l’Epinay Marteze ar memes hini hag e 1588.
1599   Gabriel HUS de la Bouchetière Teñzorerr ouzh Breujoù Breizh e 1590.
1601   Julien LAURENS de Léraudière
1603   Yves le LOU(P) du Breil Bet mestr ouzh ar C'hontoù e 1586.
1605   Claude CORNULIER de la Touche
1607   Michel LORIOT de la Noue
1609   René CHARETTE de la Bretonniere
1611   Jean BLANCHARD de Lessongère
1613   Louis CHARETTE de la Colinière
1615   Pierre BERNARD de la Turmelière Ivez kadoriad ouzh ar C'hontoù
1617   André MORIN du Bois (d'Estréan)
1619   Alexandre CHARETTE du Pellan
1621   Jacques RAOUL de la Guibourgère Bet dimezet da Yvonne Charette. Deuet da vezañ intañv ec'h eas gant ar relijion hag e teuas war-lerc'h e eontr Michel evel eskob Saintes e 1631, ha treuzkaset da La Rochelle e 1646, e-lec'h ma varvas e 1661.
1623   Louis HAROUIS de la Seilleraye Er bloaz 1626 e voe kadoriad kentañ ouzh ar C'hontoù.
1625   Jean HAROUIS de l’Epinay
1627   René MENARDEAU du Perray
1629   René de la TULLAYE de Belle-lsle E Sant-Donasian emañ La Tullaye.
1631   Guillaume BLANCHARD de la Chapelle Sekretour ar Roue e 1613 ez eo bet ivez.
1633   René BERNARD de la Turmelière
1634   André du BOT de la Grandehaye
1636   René CHARETTE de la Bretonnière
1637   François BOURGOGNE de Vieillecour
1639   Pierre POULLAIN de la Vincendière
1642   Christophe JUCHAULT du Blotereau
1643   François LORIDO du Mesnil Ul lec'h e Legneg eo Le Mesnil ; chuin Naoned e 1666 e voe François Lorido c'hoazh.
1644 Yves de MORIN de la Chalonnière
1647   Jacques BOURGUES de la Jaunays Eilmaer e 1621 ez eo bet ivez.
1648   Mathurin BOUX du Tei
1650   Jean CHARETTE de la Gascherie Ul lec'h e Chapel-Erzh eo La Gascherie.
1652   Claude BIDE de Ranzay Un anv e Sant-Donasian eo Ranzay.
1654   Jean FOURNIER de la Pinsonniére Ul lec'h e Mezansker eo La Pinsonnière.
1657   René de PONTUAL de Tréméreuc Ur barrez en eskopti Sant-Maloù e oa Tremereg.
1659   Jacques HUTEAU des Burons
1661   Jean POULLAIN de la Vincendiére
1662   Louis MACE de la Roche Ul lec'h e Koufeg eo La Roche.
1664   Mathurin GIRAUD de la Bigeotière Ul lec'h en Orvez eo La Bigeotière.
1666   François LORIDO du Mesnil Chuin Naoned e 1643 e oa bet François Lorido c'hoazh.
1668   Jacques CHARETTE de Montbert Ur barrez e oa Monteverzh.
1671   Gratien LIBAULT de la Templerie Ul lec'h e Pont-Marzin e oa La Templerie ; ur Gratien, marteze ar memes hini, a oa bet chuin Naoned e 1655.
1673   Jean REGNIER de la Souchais Meneget eo an anv "La Souchais" e Donez, Felgerieg-Veur, Sant-Filberzh-Deaz, Sant-Mikael-Keveger. Al lec'h resis n'eo ket bet roet gant PPC.
1675   Louis CHARETTE de la Gascherie
1676   Charles-César CHEVALIER du Bois-Chevalier Ul lec'h e Levieg eo Bois-Chevalier.
1679   Jacques FREMONT du Bouffay Ul lec'h e Chapel-Erzh eo Bouffay.
1682   Louis MESNARD du Pavillon Ul lec'h e Maezon-a-Stêr eo Le Pavillon.
1683   Claude BIDE de la Bothinière Ul lec'h e Gwaled eo La Bothinière.
1685   Guillaume de l'ISLE de la Nicollière Ul lec'h e Gwerzhav eo La Nicollière.
1688   Paul CASSARD du Brossay Ul lec'h e Fegerieg eo Le Brossay.
1690   Pierre NOBLET du Villo
1692   ??? BOULONNOIS de Saint-Simon

Eil-maer

En argant e dreustell en gul, heuliet ouzh kab gant ur voul leinet gant teir c'hraoñenn hag ouzh beg gant ul leon, an holl en sabel.
1693   Julien PROUST du Port-la-Vigne Ul lec'h e Kervegon eo Port-la-Vigne / Portlavigne.
1708   Joseph le ROULX de la Ville Ul lec'h e Kelenneg-ar-Mewan eo La Ville.
1716   André BOUSSINEAU de la Patissière Ul lec'h e Sant-Ervlan eo La Patissière.
1720   Gérard MELLIER Genidik eus Lyon, Gérard Mellier a oa bet jeneral ar C'hontoù e 1702, ha marc'heg Sant-Lazar. Dimezet e oa gant Renée Tarail.
1730   René le RAY du Fumet Bez' ez eus ul lec'h anvet "Le Fumet" e Villeneuve-en-Retz, hervez GoogleEarth.
1732   Jean-François VEDIER de la Ville-Olivier Bez' ez eus tri lec'h e Breizh a zo anvet la Ville-Olivier : Magoerioù-ar-C'houenon, Gwezhennoù, Krugell.
1735   René DARQUISTADE de la Maillardière Ul lec'h e Gwerzhav eo La Maillardière ; René Darquistade / d'Arquistade a oa bet ivez chuin Naoned e 1718, ha goude-se sekretour ar Roue ; noblet eo bet dre lizheroù 1743.
1736   Claude PETIT de la Bauche. Ul lec'h e Kervegon eo La Bauche.
1738   François MORICAUD de la Haye E keñveroù Gwerzhav e oa La Haye war a seblant.
1740   René DARQUISTADE de la Maillardière Evit an eil gwech. Gwelout a-us, 1735.
1747   François Pierre du ROCHER Ar familh-se a oa aotrounez Vauguérin e Sant-Albin-ar-C'hestell ha Rouvré e Ruzieg.
1748   Mathurin BELLABRE du Tellement Chuin Naoned e voe e 1714, sekretour ar Roue e 1730, kent mont da vaer Naoned.
1751   ? SARREBOURSE Eil maer Naoned. Marteze Philippe-Sebastien Sarrebourse d'Audeville, jeneral war an Arc'hant e 1785
1754   Jean-Baptiste GELLEE de Prémion Ul lec'h e Kordevez eo Les Prémions.
1762   Léonard JOUBERT du Collet Ul lec'h e Bourg-des-Moutiers eo Le Collet ; ar familh-se a oa genidik eus Nervouster, met staliet e oa ivez e Breizh, e Porzh-Pêr.
1766   François LIBAULT Sekretour ar Roue e 1753 ez eo bet ivez.
1770   Philippe-Vincent ROGER de la Mouchetière Ul lec'h e Sant-Koulman eo La Mouchetière ; Philippe-Vincent Roger de la Mouchetière a oa bet letanant-jeneral amiraliezh e 1762 ha koronal milis ar vourc'hizien kent mont da vaer Naoned.
1772   Pierre de la VILLE de Chambardet
1776   Jean-Baptiste GELLEE de Prémion Gwelout a-us, 1754
1782   Jean-Jacques BERROUETTE
1786   Georges GUERIN de Beaumont
1787   Pierre RICHARD de la Pervenchère Ul lec'h e Kazon eo La Pervenchère ; Pierre Richard de la Pervenchère zo bet ivez sekretour ar Roue, ha tad ur c'huzulier ar Stad
1789   Christophe-Clair DANIEL de Kervégan Ul lec'h e Botoha eo Kervegan ; Christophe-Clair Daniel de Kervégan (†1817) a oa bet ivez pennbarner-koñsul Naoned e 1774, kent mont da vaer Naoned.
1791   Pierre-Guillaume-Hervé GIRAUD du Plessis Kannad senesaliezh Naoned ouzh ar Stadoù e 1789 ez eo bet ivez, kent mont da vaer Naoned.

Chuined Naoned (dre red an amzer)

kemmañ
1564   Etienne Le Boucher En argant e deir balmezenn c'heotet; an div ouzh kab kein ouzh kein
1575   ? Simon En sabel e leon en argant, krabanet ha teodet en gul
1587   ? Luzeau En glazur e vlourdilizenn en argant, heuliet ouzh kab gant div vrizhenn erminig ivez en argant
1600   ? Simon En sabel e leon en argant, krabanet ha teodet en gul
1612   ? Bourgogne de Vieillecour Troc'het etre aour hag arc'hant; e ezev en glazur heuliet gant peder rozenn ivez en glazur, 2, 2.
1612   Michel Ragaud En glazur e greskenn en aour
1617 ??? Antoine Guibourg Hag a zo bet ivez pennc'hrefier ouzh ar C'hontoù e 1597.
1647   ? Léonard de la Rablaye En glazur e leon en argant, krabanet ha teodet en gul
1652   Jean Le Haste En argant e deir moualc'henn en gul
1655   Gratien Libault En argant e c'hwec'h flourdilizenn en gul, 3, 2, 1; a gab ivez en gul karget gant tri houarn goaf en argant, begoù ouzh kab
1664   ? Olivier En argant e wezenn-olivez c'heotet, war ur savenn ivez en geot
1666   ? Valleton En aour e c'halon en gul, heuliet ouzh kab gant ur rozenn ivez en gul, hag ouzh beg gant ur c'hreskenn en glazur
1675   ? Merlet En aour e leonerez en glazur
1676   ? Perrault En gul e dreustell en aour karget gant un erez dispak en sabel, hag heuliet gant teir lankell en aour
1680   ? Danguy En argant e wezenn-bin diwriziet c'heotet, hebiaet gant div vrizhenn erminig en sabel
1682   ? Liger, pe Léger En gul e sourin goñchek en aour, heuliet gant teir groazigan en arc'hant
1686   ? Fresneau En argant e onnenn diwriziek c'heotet, hebiaet gant div steredenn en glazur
1692   ? Bazillays En sabel e bas mulez en argant
1692   ? Bruneau En glazur e zri erezan treustellet en aour, leinet gant ur steredenn ivez en aour
1761   ? Le Beau En glazur e heol en aour

(war ar stern)

Tud brudet

kemmañ

Tud bet ganet eno

kemmañ

Soudarded vreizhat bet fuzuilhet gant al lu gall e-pad ar Brezel-bed kentañ

kemmañ

Pevar milour bet ganet e Naoned a voe fuzuilhet gant al lu gall e-pad ar Brezel-bed kentañ :

  • Jules Allard, soudard en 62vet rujumant war-droad, fuzuilhet d'an 13 a viz C'hwevrer 1917 e Verdun, da 24 bloaz, tamallet dezhañ bezañ "dizertet en diabarzh"[3] ;
  • Louis Julien Le Madec (10 a viz Meurzh 1886), soudard er 65vet rujumant war-droad, fuzuilhet pe lazhet gant un ofiser d'ar 16 a viz Here 1914 en Englebelmer (meneget eo war ar mortuaj: «indigne» (dizellezeg)[4]);
  • Louis Longuetaud (12 a viz Gwengolo 1889 -14 a viz Meurzh 1915 e Bourg-et-Comin), soudard en 249vet rujumant war-droad, fuzuilhet evit «feulster ha gourdrouz ouzh unan a-us»[5];
  • Jean Michel Suraud, soudard, fuzuilhet d'ar 7 a viz Gwengolo 1916, da 34 bloaz.

Arzourien bet awenet gant Naoned

kemmañ

Livourien: Louis Garneray, Charles Leduc, Robert Micheau-Vernez, Nicolas Ozanne, William Parrott, Jean-François Sablet, Joseph Mallord William Turner

Tud bet marvet eno

kemmañ

Ardamezeg ar familhoù

kemmañ
 
Jean l'Aubier, pe Laubier, maer Naoned e 1591
En argant e deir grilh en sabel o dornelloù bouklet ivez en sabel.
 
? d'Avaugour, aotrounez Port-Durand e Sant-Donasian
En argant e gab en gul.
 
? d'Avignon, Davaignon
En gul e lammell heuliet ouzh kab gant ur bezantenn, ouzh lezioù hag ouzh beg gant teir c'hregilhenn, an holl en argant.
François, sekretour an dug e 1475 ; Pierre, tailhanter Naoned e 1533 ; Artur, galvet ouzh an eil-bann Naoned e 1543
 
? Bachelier du Pinier, chuin Naoned e 1654
En argant e binenn en geot war ur savenn ivez en geot.
 
Josselin Barbechat, arc'hdiagon Naoned e 1239
Ul leonparzh heuliet gant c'hwec'h groazigan , 3, 3.
 
Laurent Barbot, alvokad ar Roue ouzh prezidial Naoned e 1669
En glazur e groaz en argant heuliet gant pevar leonig en aour, unan ouzh pep konk.
 
? Barillier, chuin Naoned e 1598
En glazur e gebrenn en aour, heuliet ouzh kab gant div galon ivez en aour hag ouzh beg gant ur greskenn en argant.
 
? Barillon de Bonnefons, aotrounez Plessis-Tizon, e Sant-Donasian
En gul e deir barrikenn en aour kelc'hiet en sabel.
 
? Baron; genidik eus Naoned ; un alvokad ouzh Breujoù Breizh, bet ganet e 1738, ha noblet e 1815
En glazur e zri levr digor en aour.
 
Jacques Barrieu, kuzulier ouzh amiraliezh Noaned e 1696
En argant e gebrenn en gul heuliet ouzh kab gant div steredenn ivez en gul hag ouzh beg gant un erez en sabel.
 
? Bascher, koronal, provost lez Naoned, bet noblet e 1818.
En argant e groaz vleuñvellek geotet karget gant ur c'hleze en aour peuliek, teir fempdelienn en glazur ouzh konkoù 1 & 4, un dervenn c'heotet diframmet ouzh konkoù 2 ha 3.
 
Louis Baudouin, chuin Naoned e (?)
En gul e groaz pavek en aour
 
Claude Bazin de Bezons, priol Pirmil e 1683
En glazur e deir gurunenn dug en aour
 
  • Guillaume de Beaune, jeneral war an Argant, ha goude se mestr ouzh ar C'hontoù, e 1492;
  • Jacques de Beaune, jeneral war an Argant, laket d'ar marv e 1527;
  • Guillaume de Beaune, jeneral war an Argant, forbannet e 1527
  • Martin de Beaune, mestr ouzh ar C'hontoù e 1555, hag abbad Saint-Jean-des-Prés e 1565.
En gul e gebrenn en argant, heuliet gant tri bezantenn en aour
 
Pierre Bellot, chuin Naoned e 1698
En argant e baun rodellant en geot heuliet gant ur vrizhenn erminig en sabel ouzh pep konk.
 
Pierre Billy, chuin Naoned e 1570
En aour e groaz divouedet en glazur
 
Etienne Boislève, chuin Naoned e 1577
En argant e deir rozenn en gul; e gab en glazur karget gant tri lammell en aour
 
André Boussineau, chuin Naoned e 1628
En glazur e deir bellen en aour kelc'hiek en sabel
 
Olivier du Breil, chuin Naoned e 1624
En glazur e leon en argant, krabanet, teodet, ha kurunet en gul; heuliet gant teir c'hregilhenn en argant
 
Guillaume Bretagne, chuin Naoned e 1568; en eus skoazellet maer Naoned a-enep ar Saint-Barthelemy hag en eus diwallet ar Galvinisted Naoned e 1572.
Christophe Bretagne, selaouer ouzh Kambr ar C'hontoù Breuzh e 1641
En argant e deir c'hreskenn en glazur war o eneb, ur vrizhenn erminig en sabel ouzh kondon
 
Burot : daou chuin Naoned, e 1659 ha 1703
En argant e zri fenn bleiz en sabel
 
Claude Caillaud : chuin Naoned e 1630
En glazur e gebrenn dentek, heuliet ouzh kab gant teir steredenn hag ouzh beg gant ur greskenn, an holl en argant; ur koail en aour etre brec'hennoù ar greskenn
 
René Cailleau, chuin Naoned e 1636
En glazur e dreustell en argant, heuliet ouzh kab gant ur manal en aour, hag ouzh beg gant div steredenn ivez en aour
 
Pierre du Cassia : chuin Naoned e 1673
Tredeet ha peuliek : ouzh 1 ha 2, peuliek etre glazur hag argant a beder pezh, karget ouzh kab gant div steredenn hag ouzh dreustell gant div c'hregilhenn, an eil en egile; ouzh 3 en aour e sourin en glazur heuliet gant div rozenn en gul skoret ha deliaouet en geot
 
Michel Couperie, chuin Naoned e 1616
En glazur e dreustell en argant karget gant teir rozenn en gwad, hag heuliet ouzh kab gant div steredenn en aour hag ouzh beg gant ur greskenn en argant
 
Christophe-Clair Daniel : pennbarner-konsul Naoned e 1774 ; maer Naoned e 1789 ; aet da Anaon e 1817.
En gul e lammell en aour, heuliet ouzh kab hag ouzh beg gant ur bezantenn iverz en aour.
 
Guillaume Drouet de Langle, kentañ maer Naoned, eus 1564 da 1566
En gul e deir c'halon en aour, ur rozenn ivez en aour ouzh kondon
 
de la Fay de la Grignonnaye,
  • ur chuin (???) Naoned e 1661
  • Jean, rener kevrenn medisinerezh skol-veur Naoned e 1696
En argant e dreustell en gul karget gant teir daerenn en argant, hag heuliet ouzh kab gant ur skeudenn-heol hag ouzh beg gant un tan, an holl en gul.
 
??? Forget, daou chuin Naoned, unan e 1688, egile e 1716
En aour e annev en sabel, leinet gant tri helm ivez en sabel
 
Aubin de la Gendronière, chuin Naoned e 1690
En glazur e c'hrennbalefarzh en aour
???
Guillaume Gougeon, chuin Naoned ha selaouer ouzh Kambr ar C'hontoù Breizh e 1569
 
Mathurin Guiho, prokulor jeneral sindik kumuniezh Naoned e 1607
En gul e gab en argant karget gant teir brizhenn erminig en sabel
 
??? Guilloré, chuin Naoned e 1672
En aour e erez en sabel
 
Jean Guiton, chuin Naoned e 1631
En aour e e ziv vezenn-pin c'heotet karget gant avaloù en aour
 
Christophe Jouault, tailhanter war an temzoù-boued ouzh amiraliezh Naoned e 1696
En argant e wezenn-derv c'heotet heuliet gant tri joskenn moc'h-gouez en sabel; e gab en gwad skoret en aour, karget gant teir steredenn ivez en aour.
 
François de Kermenguy, alouer Naoned e 1538 (bet ivez kuzulier ouzh Grands-Jours ha prezidant ouzh ar C'hontoù)
En aour e gelenenn c'heotet diwriziet ha dizeliennet.
 
Guillaume de l'Isle, maer Naoned e 1685.
En gul e zek kanochenn en aour, 4, 3, 2, 1.
 
? Mabille : eil-maer Naoned e 1687.
En glazur e zri skoed en argant, pep hini karget gant teir brizhenn en sabel.
 
Charles Maillard : chuin Naoned e 1614
 
François Le Marié, chuin Naoned e 1601, eil-maer e 1603
En glazur, e levranez savant en argant, gwakoliet en aour, hag heuliet gant teir bezantenn ivez en aour.
 
Jean Martin de la Thomassière, chuin Naoned e 1565
En aour e deir talbennan en gul treustellet, heuliet ouzh kab gant ur rodig-kentr ivez en gul
 
? Le Mercier, chuin Naoned e 1575
En glazur e gebrenn en argant, heuliet ouzh kab gant div steredenn hag ouzh beg gant ur c'halon, an holl en aour
 
? Michel, kenwerzher Naoned, bet noblet e 1747.
En glazur e dreustell en aour karget gant ur galon en gul, ha heuliet gant teir melchonenn en aour.
 
Bernard de Monti, mestr ouzh Kambr ar C'hontoù Breizh e 1572, ha chuin Naoned e 1573.
En glazur e sourin en aour, heuliet gant daou venez a c'hwec'h tamm ivez en aour.
 
Nicolas Paulus, senesal rigerioù Naoned e 1696
En sabel e gebrenn en argant, heuliet gant teir manal en aour
 
Jean Sorin, kuzulier mirour-siell ouzh prezidial Naoned e 1669
En argant, e beder vrizhenn erminig en sabel, 3, 1 (Ardamezeg 1696)
 
de Volvire
Aotrounez Ponts-de-Pirmil
Goudreustellet a zek pezh etre aour ha gul

Brezhoneg

kemmañ
 
Panell mont-tre nevez-staliet e Naoned - Ober 1 ar garta Ya d'ar brezhoneg votet gant kuzul-kêr Naoned.

Klasoù divyezhek a zo eno abaoe 1981.

E 1985 e voe krouet ar gevredigezh Kentelioù an Noz e Naoned, evit ober war-dro ar c'helenn brezhoneg d'an dud deuet, gant Gweltaz Adeux, Roland Mogn ha Gwenola Rossinyol. En deiz a hiziv eo oberiant ar gevredigezh-se e seizh karter ag ar gêr, gant kentelioù hag obererezhioù liesseurt.

Ur skol Diwan a zo e Naoned, unan eus ar re vrasañ e Breizh, 180 bugel a zo er skol (niver distro-skol 2012-2013). Un eil skol Diwan a zo bet krouet e su Naoned. Digoret eo bet en distro-skol 2012 gant 6 bugel.

E distro-skol Gwengolo 2023 e oa 471 skoliad enskrivet er skolioù Diwan hag er c'hlasoù divyezhek (1,6 % eus skolidi ar gumun evit a sell ouzh ar c'hentañ derez)[6]

Ur skolaj Diwan a zo bet krouet e 2008 e Sant-Ervlan, sko ouzh Naoned, evit bugale al Liger-Atlantel met ivez evit re all ho tont eus skol Diwan Pariz. 48 skolajiad a zo enskrivet e 2012-2013.

Ur sturlevr divyezhek diwar-benn Naoned a zo bet embannet e 2006 gant Yoran Embanner. Ar rakskrid a zo bet graet gant an istorour Armel de Wismes. An oberer - an Naonedad Pierre-Emmanuel Marais - en deus skrivet "Ronan ar c'horrigan" e 2007 (Keit Vimp Bev). Resevet en deus al levrig-mañ an eil priz evit ar genstrivadeg "Priz ar Vugale 2008".

Evit difenn ar brezhoneg ez eus bet graet ur fest-deiz gant Ai'ta!, tre e-kreiz Kastell an Duged, e Naoned.

D'an 21 Kerzu 2007 e oa bet staliet panelloù mont-tre divyezhek e Naoned.

D'ar 24 Kerzu 2007 e oa distro ar brezhoneg ouzh ar skramm e Naoned, 4 bloavezh goude bezañ lamet an abadennoù brezhoneg gant renerien Frañs 3. War ar chadenn lec'hel Telenantes e oa skignet ar sitkom kentañ bet graet e brezhoneg.

D’ar 27 a viz Genver 2012 e oa bet votet ar garta Ya d'ar brezhoneg gant kuzul-kêr ar gumun.

D'an 10 Meurzh 2021 e oa bet roet ar c'hentañ levrig familh brezhonek gant ti-kêr Naoned.

Poblañs

kemmañ

Emdroadur ar boblañs

kemmañ

[7]

Ekonomiezh

kemmañ

Kambr Kenwerzh ha Greanterezh Naoned / Sant-Nazer zo e Naoned. Eno emañ ivez KKR Broioù al Liger.

 
Tour Breizh.

Porzh Emren

kemmañ

N'eo ket bev porzh Naoned ken. E 2005 e oa tremenet 35,5 milion a donennoù e Porzh Emren Naoned / Sant-Nazer met nemet 10% anezho a oa bet e Naoned da lavaret pe e Chevire (produioù koad) pe Ar Roc'h-Morvan (ed). Er porzh emren e tremen ivez lodennoù eus an A380 a ya da Vourdel.

Cassegrain

kemmañ

Ar stal boued-mir bet savet gant Charles Cassegrain a oa bet krouet e 1856 e Naoned. Unan eus politkourien veur Naoned eo bet Léopold Cassegrain.

Trenioù

kemmañ

Emañ Naoned war al linenn hent-houarn a ya eus Paris d'ar Groazig. Ac'haleno e c'haller mont ivez da :

N'eus linenn ebet etre Naoned ha Roazhon.

Tramgirri

kemmañ

Ur rouedad tramgirri a oa bet e Naoned etre 1876 ha 1958. Roet e oa lañs dezhañ e 1876 gant Louis Mékarski, ar mekanikoù a yae en-dro gant aer moustret. E 1914 e teue da vezañ melen ar girri, ha gant tredan e yeont en-dro. Dilezet e oa an tramgarr e 1958 betek miz Genver 1985 pa oa savet ul linenn etre Bellevue ha La Haluchère. D'an 2 a viz Gwengolo 2000 e oa astennet al linenn 1 ha digoret al linenn 3 etre Plaissance ha Hôtel Dieu.

Ne oa ket dibabet ar metro gant ti-kêr Naoned, pa oa bet gant Roazhon, kêr vihanoc'h anezhi.

Monumantoù ha traoù heverk

kemmañ

Roet eo bet al label Kêrioù ha Broioù Arz hag Istor dezhi.

Iliz-Veur Sant Pêr ha Sant Paol

kemmañ
Diavaez
Diabarzh

Penniliz Sant Nikolaz

kemmañ
Diavaez
Diabarzh

Iliz ar Groaz Santel

kemmañ

Iliz Sant Kler

kemmañ

Kastell an Duged

kemmañ
Diavaez
Diabarzh

Mirdioù

kemmañ

Evel pep meurgêr he deus Naoned kalz mirdioù disheñvel, testoù e c'hlad hag e istor pinvidik :

Liorzhoù ha parkoù

kemmañ

100 liorzh a zo e Naoned, en o zouez 11 park, evel Park Procé, Park ar Blottereau, Park ar Gaudinière, al Liorzh botanek...

Bezioù ar C'hommonwealth e beredoù ar gumun

kemmañ
Bezioù ar C'hommonwealth e bered La Bouteillerie
Bro Niver a dud
  Kanada 1 (Tirlu)
  Rouantelezh-Unanet 27 (Merdeadurezh kenwerzh: 3, Morlu:1, Tirlu:23)
Hollad 28

Marvet int e-kerzh ar Brezel-bed kentañ[8].

Bezioù ar C'hommonwealth e bered Pont-du-Cens
Bro Niver a soudarded
  Aostralia 4
  Kanada 6
  Rouantelezh-Unanet 92 Aerlu:77
Tirlu: 15
  Zeland-Nevez 4
Hollad 106

Marvet int e-kerzh an Eil Brezel-bed[9] .

Marc'hhouarnerezh

kemmañ

Tro Bro-C'hall

kemmañ

Mell-droad

kemmañ

Basketball

kemmañ

En eil rummad e c'hoari Hermine de Nantes.

Handball

kemmañ

E-touez gwellañ skipailhoù Bro-C'hall emañ HBC Nantes.

En trede rummad e c'hoari ar Stade Nantais.

Melestradurezh

kemmañ

Liammoù etrebroadel

kemmañ

Gevelliñ

kemmañ
Kêrioù gevellet
Emglevioù

Koñsuldioù

kemmañ

Teir c'hoñsuliezh hollek a zo e Naoned : Tunizia staliet straed Boileau, Turkia kae François Mitterrand, hag Aljeria straed ar jeneral Buat.

Gwelet ivez

kemmañ

Liammoù diavaez

kemmañ

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Sellit ouzh ar ger Naoned er
wikeriadur, ar geriadur frank.

Levrlennadur

kemmañ
  • Adolphe Joanne : Géographie du département de Loire-Inférieure. Librairie Hachette et Cie. 1884
  • Pol Potier de Courcy : Nobiliaire et armorial de Bretagne. Adembannadur Editions des Régionalismes. Cressé. 2011/2014
  • Erwan Vallerie : Diazezoù studi istorel an anvioù-parrez. Corpus. An Here. 1995

Notennoù ha daveoù

kemmañ