Roll al levrioù e brezhoneg troet diwar yezhoù all
Skort eo an niver a levrioù troet e brezhoneg diwar yezhoù all, pan e geñverier ouzh an troidigezhioù graet e broioù all evel Euskadi pe Kembre. Anat eo e kresko o niver gant an amzer.
Setu amañ ur roll anezho, renket hervez ar yezhoù orin, da gentañ, ha hervez urzh al lizherenneg goude . Kement-se ne dalv ket da lavarout int bet troet holl diwar ar yezhoù-se. Lod zo bet troet diwar troidigezhioù gallek pe saoznek.
Oberennoù berr
- Oberennoù berr (barzhonegoù, danevelloù) zo bet troet ivez, hag embannet e kelaouennoù. Kavet e vint e Roll an oberennoù e brezhoneg troet diwar yezhoù all.
Brezhoneg troet
Sellit roll an oberennoù brezhonek troet e yezhoù all ivez.
Diwar an alamaneg
- Jurij Brězan, Ar vilin du (Die Schwarze Mühle). Troet gant Jakez Konan, Mouladurioù Hor Yezh, 2000.
- Theodor Fontane, L'Adultera. Troet gant Gérard Cornillet, An Alarc'h, 2012.
- Johann Wolfgang von Goethe,
- Troiou-kamm Alanig al Louarn. Azasaet ha troet gant Jakez Riou diwar ar Reineke Fuchs.
- Div levrenn eus Gwalarn. Skeudennoù gant Per Peron. Lodenn gentañ: Gwalarn Nnn 89, Ebrel 1936. Eil lodenn: Kannadig Gwalarn Niv. 97, Kerzu 1936.
- Adembannadur en ul levrenn gant An Alarc'h e 2011. Skeudennoù gant Maël Vérot.
- Troiou-kamm Alanig al Louarn. Azasaet ha troet gant Jakez Riou diwar ar Reineke Fuchs.
- Jacob ha Wilhelm Grimm
- Kontadennoù zo en dastumad Levrioù ar vugale, gant Al Liamm, er bloavezhioù 1950-60.
- Marvailhoù Grimm. Troet gant Herve Seubil-Kernaudour. An Here, 1997.
- Rapunzel ha kontadennoù all. Troet gant Mark Kerrain, Sav-Heol, 2011.
- Friedrich Hölderlin, Kanoù noz, barzhonegoù troet gant Aleksandr ar Gall, Bernez Tangi, Gwendal Denez, Jean-Frédéric Kirjuhel, Travaux d'Investigation et de Recherche, 2015
- Franz Kafka:
- An treuzstummadur (Die Verwandlung), troet gant Yann Talbot, Al Lanv, 2009.
- Ar Prosez, troet gant Gérard Cornillet, an Alarc'h, 2015
- Martin Luther, Sola Fide - Ar feiz nemetken, troet gant Gérard Cornillet, An Alarc'h Embannadurioù, 2016.
- Karl Marx ha Friedrich Engels, Manifesto ar Strollad komunour (1847). Troet gant Alan E. Ar Berr. In : Preder, Kaier 114, 1968. Un droidigezh all gant Francis Favereau a oa bet embannet gant Preder ivez.
- Hans Peter Richter, Frederig, troet gant Daniel Kernalegenn, embannet gant Al Lanv, 2008.
- Theodor Storm, Aquis submersus, troet gant Per Denez. Al Liamm, 1950.
- Stefan Zweig. Troet gant Gérard Cornillet:
- Lizher ur vaouez dianav (Brief einer Unbekannten), an Alarc'h, 2013
- Ar c’hoari-echedoù, an Alarc'h, 2013[1]
Diwar ar bengaleg
- Satyajit Ray, Skrapadenn ar paotr a zalc'he koun eus e vuhez kent. troet gant Yann-Varc'h Thorel ha Geeta Camus.
Diwar an euskareg
- Daou levr troet diwar ar skrid katalanek gant Gwenael Emelyanoff.
- Ar steredenn wer, An Here.
- Stal Pepa, An Here.
- Tri levr troet gant Mark Kerrain diwar ar skridoù gallek ha spagnolek.
- Olifant kalon-evn , Sav-Heol.
- Ma buhez berrloer , Sav-Heol.
- Ar c'hwenenn a felle dezhi bezañ korollerez , Sav-Heol.
Diwar ar galizeg
- Fina Casalderrey. Kevrin ar c'hizhier bihan. Troet gant Mark Kerrain. 2011
- Agustín Fernández Paz, Tasmant en ti, Sav-Heol, 2013. Troet gant Mark Kerrain.
- Manuel María,
- Kanaouennoù adal Tarzh-an-deiz betek Kuzh-heol, barzhonegoù troet gant Yann Jaouen.
- Barzhonegoù all zo bet embannet e-barzh Al Liamm, troet gant Mark Kerrain ha Herve Bihan.
- Manuel Rivas, Teod ar Balafenned. Troet gant Mark Kerrain.
- Claudio Rodríguez Fer, Muioc'h kalz eget mil bloaz (« Moito máis que mil anos »), barzhonegoù lakaet e brezhoneg gant Herve ar Bihan, Alan Botrel, Gwendal Denez & María Lopo.
Diwar ar galleg
Speredelezh
Al levrioù devosion eo ar re goshañ troet e brezhoneg.
- An Introduction à la vie dévote gant Sant Frañsez a Sal, er XVIIvet kantved, zo bet troet teir gwech.
- 1709: Introduction dar Vuez Devot, troet gant Charlez ar Brizh, e brezhoneg Leon,
- 1917: En Nor ag er Vuhé Devot, troet gant Jelvestr Seveno, embannet e 1917, e brezhoneg Gwened,
- 2005: An nor d'ar vuhez deol, troet gant Youenn Olier. Imbourc'h, 2005, 344 p.
- 1982: Sin an Templ, gant Jean Danielou, troet gant Maodez Glanndour, Imbourc’h, 79 p.
- 1984: Da lestr eo da vuhez, emgounadur santez Tereza a Lesawez, troet gant Youenn Olier, Imbourc’h, 296 p.
- 1984: Trec'h an Aotrou Krist, gant Dom Ansker Vonier, troet gant Maodez Glanndour, Imbourc’h, 160 p.
C'hoariva
- E-tal ar poull, diwar La Farce du Cuvier, troet gant Yann-Vari Perrot, e-barzh an dastumad C'hoariva brezhonek. Azasaet goude gant Goulc'han Kervella.
- Alfred Jarry, Ar roue Ubu, diwar Ubu roi, troet e brezhoneg gant Goulc'han Kervella. Skol Vreizh, 2007.
- Molière
- An Aotrou Kerlaban, diwar Monsieur de Pourceaugnac gant Molière, troet hag azasaet gant Yann-Vari Perrot.
- Ar Medisin en desped dezañ, diwar Le Médecin malgré lui, troet gant Marcel Divanac'h.
- Ar Garantez Medisin, diwar L'Amour Médecin , troet gant Marcel Divanac'h.
- An Dengasaour, diwar Le Misanthrope, troet gant Serj Richard, 2013.
Barzhonegoù
- Marie de France (barzhez), Laeoù, gant Pierrette Kermoal, Roparz Hemon ha Yeun ar Gow, embannet gant Aber e 2011.
- Jean de La Fontaine;
- Troidigezhioù gant Eozen Kombod
- Mojennou ha Soniou gant Paotr Treoure. 194?
- Fablennoù Jean de la Fontaine. 2005. Troidigezhioù gant Daniel an Doujet
Romantoù ha danevelloù
A-F
- Alain-Fournier, Meaulnes Veur (Le grand Meaulnes). Troet gant Yann-Bêr Thomin
- Albert Camus, An Estren (L'étranger), troet gant Erwan Hupel, Skrid, 2016
- Maxime Chattam, Lazhadeg, gant Olivier Le Biguet, Mouladurioù Hor Yezh, 2012
G-K
- Jean Giono, An den a blante gwez. Troet gant Garmenig Ihuellou-Le Menn.
- Troet gant Ronan Huon ha Riwal Huon, Al Liamm, niv. 238, 1986.
- Troet gant Garmenig Ihuellou.
- Jean Giono, Gwim, troet gant Thomas Loyer, Mouladurioù Hor Yezh, 2019
- Xavier Grall, Ar Fest-noz (Fête de nuit). Troet gant Koulizh Kedez. Skrid, 1988.
- Anne Guillou, Ar friko milliget, troet gant Herve Lossec
- Hervé Jaouen, Euzhvil al lenn zu, troet gant Herve Lossec. Skol Vreizh.
- Youenn Koig, Ar blouked pe Emsavadeg ar bagaudoù, troet gant Paskal Hervio, Mouladurioù Hor Yezh, 2010.
L-M
- Tangi Malmanche, Kou ar vran, troet gant Pierrette Kermoal, Aber, 2018.
- Yvon Mauffret, En tu all da Vor Breizh, troet gant Mikael Madeg, An Here, 1989
- Guy de Maupassant, Istorioù maouezed, troet gant Mark Kerrain, Sav-Heol, 2018.
- Prosper Mérimée, Colomba, Troet gant Daniel Kernalegenn. Al Lanv, 2005.
N-O-P-Q-R
- Edouard Ollivro, Pikou, mab e dad, troet gant Jakez Konan, Mouladurioù Hor Yezh.
- Jarl Priel, An Teirgwern Pembroke, troet diwar ar galleg gant an oberour.
- Henri Queffélec, Ur person evit enez Sun, troet gant Mich Beyer, An Alarc'h Embannadurioù, 2016
- Frank Roger, Omegalfa, troet gant Stefan Carpentier, Skrid, 2006.
- J.-H. Rosny Henañ, Helgvor ar stêr c'hlas. Troet gant Marsel P.-J. Keraveg, Mouladurioù Hor Yezh
S-Z
- Antoine de Saint-Exupéry, Ar Priñs Bihan, troet gant Pierrette Kermoal, Preder
- Jules Verne, Bag ar Frankiz. Diwar Les forceurs de blocus. Troet gant Meven Mordiern hag adwelet gant Martial Ménard, An Here, 1992.
Diwar ar gouezeleg
- Danevellou gouezeleg a Vro-Skos, troet gant Mikael Madeg. Brud Nevez, 1984.
Diwar ar gresianeg
Diwar an henc'hresianeg:
- Ar Bibl: meur a rann embannet
- Ar Bibl santel ... diwar ar mammou skrid hebre ha graek ... Troet gant Gwilh ar C'hoad. London : Trinitarian Bible Society, 1897.
- Testamant nevez hon aotrou hag hon salver Jezuz-Krist... Troet gant Gwilh ar C'hoad. London : Trinitarian Bible Society, 1883.
- Testamant nevez hon Aotrou hag hor Salver Jezuz-Krist. Troet gant Gwilh ar C'hoad, adwelet ha lakaet e brezhoneg a-vremañ. Villevêque (49) : Unvaniezh ar Bibl en Anjev, 2004.
- Ar Pevar Aviel. Troet gant Maodez Glanndour. Ar Baol : Al Liamm, 1969.
- Oberoù. Lizheroù. Diskuliadur. Troet gant Maodez Glanndour. Ar Baol : Al Liamm, 1971.
- Ar Salmoù. Troet gant Maodez Glanndour. Ar Baol : Al Liamm, 1974.
- Izaia. Troet gant Maodez Glanndour. Ar Baol : Al Liamm, 1981.
- Aesc'hulos, Prometheus ereet – Ar Bersed (c'hoariva). Troet diwar gresianeg Aesc'hulos gant Y. Drezen, Gwalarn, Brest, 1928, 130 p. ; adembannadur : Mouladurioù Hor Yezh, 2000, gant skeudennoù G. Robin ha R.Y. Kreston ha disklêriadennoù nevez gant Aline Gleoneg.
Diwar ar gresianeg a-vremañ
- Troidigezhioù gant Alan Botrel
- Yorgos Seferis, Teir barzhoneg kuzh. Mithistorima. Skrid, 1994.
- Yorgos C'himonas, Ma beajoù-me. Enebour ar Barzh, Skrid, 1995.
- Konstantinos Kavafis, Barzhonegoù, 1997
- D. Sotiriou, Douaroù gwad. Skrid, 2000
- K. Varnalis, Amzifenn gwirion Sokrates, Mouladurioù Hor Yezh, 2002
- S. Doukas, Istor ur prizoniad, 2006
- Vasilis Aleksakis, Goude J.-K., Skrid, 2013
- Petros Markaris :
- Na baeit ket !, An Alarc'h embannadurioù, 2014
- Emañ ho puhez en arvar, An Alarc'h Embannadurioù, 2015
- Bara, deskadurezh, frankiz, An Alarc'h Embannadurioù, 2016
- Tri devezh', An Alarc'h Embannadurioù, 2020
Diwar an hebraeg
- Troidigezhioù ar Bibl gant Pêr ar Gall ha Job Lec'hvien
- Al Lezenn (Geneliezh, Ermaeziadeg, Leviegezh, Niveroù, Adlezenn). Pederneg : An Tour-Tan, 1981.
- Ar Brofeted vras hag an daouzeg bihan. Ar Salmoù hag ar skridoù all. Al Levrioù eilkanonel. Pederneg : An Tour-Tan, 1981.
- Kan ar Garantez hag an Avel, tri levr biblek, troet gant Koulizh Kedez, embannadurioù An Diaoul Dieub, 2008.
- Pennganenn ar C'hanennoù, in Kan ar Garantez hag an Avel, tri levr biblek, embannadurioù An Diaoul Dieub, 2008.
- Ar Prezeger, in Kan ar Garantez hag an Avel, tri levr biblek, embannadurioù An Diaoul Dieub, 2008.
- Un dibab salmoù, in Kan ar Garantez hag an Avel, tri levr biblek, embannadurioù An Diaoul Dieub, 2008.
Diwar an islandeg
- Jón Kalman Stefánsson, Baradoz hag Ifern, troet gant Mich Beyer hag Ólöf PétursdÓttir, An Alarc'h, 2019.
Diwar an italianeg
Barzhoniezh
- Dante Alighieri, An Divina Commedia. Troet gant Pêr Bourdellez, Imbourc'h, 1977.
Komz-plaen
- Alfonso Maria de' Liguori, Penaos karet Jezus-Krist (Pratica di amar Gesù Cristo e 1768), troet gant Gab Milin, embannet e 1900 e Kemper.
- Francesco de Assisi
- Ar Fioretti, zo bet div droidigezh anezho :
- Fioretti pe Bleuniou Sant Frañsez. Troet gant Paotr Juluen (Diechu). In : Kentelioù Sant Frañsez, 1927-1930
- Bleuniou Sant Frañsez (Fioretti), Ar Vuhez Kristen, Rosko, 1945, 192 p.
- Ar Fioretti, zo bet div droidigezh anezho :
- Alessandro Baricco, Seiz, troet gant Serj Richard, Al Liamm, 2024, 90 p.
- Italo Calvino, teir levrenn troet gant Serj Richard, embannet gant Mouladurioù Hor Yezh : Ar Beskont daouhanteret (2016), Ar Baron pintet (2019), Ar marc'heg na oa ket anezhañ (2020).
- Primo Levi, Hag un den ez eus anezhañ (Se questo è un uomo), troet gant Serj Richard, Mouladurioù Hor Yezh, 2015
- Erri de Luca, An deiz a-raok an eürusted (diwar "Il giorno prima della felicità"), troet gant Serj Richard, Mouladurioù Hor Yezh, 2017.
- Piero Manzoni, Danvez priedoù (I Promesi Sposi), romant troet gant Pêr Bourdellez, 1986.
- Luigi Pirandello Danevelloù evit ur bloaz, troet gant Aline Gleoneg, Mouladurioù Hor Yezh, 2014.
- Bianca Silvestri, Avel draezh (Il vento di sabbia), troet gant Aline Gleoneg, Al Lanv, 2003.
Diwar an iwerzhoneg
Barzhonegoù
- Barzhonegoù iwerzhonek. Troet gant Éamon Ó Ciosáin ha Yann-Fañch Kemener. In : Skrid, niv. 33 , 1982.
- Nuala Ní Dhomhnaill, Ar Gwele seiz (Leaba Shíoda). Troet gant Herve ar Bihan, Alan Botrel, Gwendal Denez & Art J. Hughes . Skrid.
- Cathal Ó Searcaigh, Distreiñ d'ar gêr, An Bealach 'na Bhaile, un dibab barzhonegoù, troet gant Herve ar Bihan, Alan Botrel, Gwendal Denez hag Art J. Hughes, Dastumad Skrid, Mouladurioù Hor Yezh, Sant-Tonan, 1997, 99 p.
Romantoù ha danevelloù
- Padraig Mac Piarais, Isagan, peder c'hontadenn troet diwar ar gouezeleg gant Loeiz Andouard, skeudennaouet gant Juliana Brohan, 200 p., Imbourc'h, 1979, Roazhon (titl orin : Iosagán).
- Michelle Nic Pháidín, Ar gelaouennerez, troet gant Rhisiart Hincks, An Alarc'h, 2020.
Diwar ar c'hrenniwerzhoneg
- Kad Mag Tured. Diwar ar meurzanevell dizanv, troet gant G. B. Kerverziou hag Arzel Even. In : Al Liamm, 6/21, 8/17, 11/13, 12/86, 24/49, 25/78, 28/64, T5/13
- Danevelloù iwerzhonek, troet gant Roparz Hemon, Hor Yezh 14,8 x 21 cm - 110 p
Diwar ar japaneg
- Marvailhoù ar sav-heol. Troet gant Makoto Noguchi. Kemper : An Here, 1991.
Diwar ar c'hatalaneg
Diwar ar c'hembraeg
- Pevar skourr ar Mabinogi, troet gant Abeozen, embannet gant Preder, 1963, adembannet e 1980.
- Irma Chilton, Ar peroked. An Here. Troet gant Mikael Madeg.
- Islwyn Ffowc Elis, Erh puill (Eira mawr). Troet gant Job Habask. Emgleo Breiz.
- Robert Gerallt Jones, Cafflogion (Cafflogion). Troet gant Job Habask. Brud Nevez, 1983.
- Caryl Lewis, Mat an traoù ?;-) (Iawn Boi?;-)), troet gant Padrig an Habask, (Embannadurioù Al Lanv, 2007, ISBN : 978-2-916745-03-9
- Daniel Owen, Kontadennoù e-tal an oaled, troet gant Youenn Olier, Imbourc’h 1994, 178 p.
- Kate Roberts, Treid daouhualet (Traed mewn cyffion). Troet gant Job Habask.Emgleo Breiz, Brest, 1988.
- Dik Trevan, Marvailhoù ar vengleuz, troet gant Abeozen, Hor Yezh 1992
Diwar al latin
- Humane vitae, kelc'helenn Paol VI war reolerezh ar genel, tr. Jil Ewan Imbourc'h 1974 37 p.
- Liderezh an Eurioù, embannadur gant an hevelep pajennadur hag an embannadur latinek orin eus ar Brevial (Liturgia Horarum, Vatikan, 1985), Breuriezh Sant Ildud 2009, levrenn gentañ Azvent ha Nedeleg, 1307 p.
- Lennadurioù diwar an henlennegezh kristen tr. Marsel Klerg e ti Imbourc'h, 13 levrenn (Ofis al lennadurioù ar Brevial latin da heul Vatikan II)
- Stumm dresit-ordinal an Oferenn ha pedennoù e ti Imbourc'h 2010 (Ordinal oferenn sant Pius V kinniget e latin hag e brezhoneg, ha pedennoù anavezet diwar al latin war donioù latin : Salve Regina h.a.)
- Ti an tasmant, gant T. Maccius Plautus, troet gant Youenn Olier, Imbourc’h 1986, 92 p.
- Gourbannoù Sant Eosten, tr. Jil Ewan, teir levrenn, Imbourc’h 1992, 670 p.
- Prosez Sant Erwan, troidigezh prosez santelezhadur sant Erwan 2003 diwar al latin, An Tour-Tan
- Sant Tudwal, buhez ar sant troet diwar al latin, An Tour-Tan, 1994
- Sant Samzun, idem.
Diwar an okitaneg
- Ar vein war an hent, gant Joan Bodon, tr. Joel Donnarzh, Al Liamm 2023 160 p.
Diwar ar rusianeg
Barzhonegoù
- Gennadi Aigi. Ar c'henavezo diwezhañ ha barzhonegoù all. Teskad barzhonegoù troet gant Alan Botrel, Gwendal Denez, Koulizh Kedez hag André Markowicz. Skrid, 1994.
- Anna Ac'hmatova. Requiem Barzhaz troet gant Koulizh Kedez hag André Markowicz, Kenembannadur Dana & An Treizher, 1997
- Aleksander Blok, Daouzek. Barzhaz troet gant Koulizh Kedez hag André Markowicz, Emb. An Treizher, 2000.
C'hoariva
- Aleksandr Pouchkin,
- Ar rousalka, troet gant ?? war Al Liamm 7/34,
- Ar c'houviad maen, troet gant ?? war Al Liamm 8/25,
- Anton Tchec'hov, daou bezh-c'hoari troet gant Armañs Keravel (diwar ar galleg?) hag embannet gant Ar Falz.
- Ar goulenn dimeziñ, bet c'hoariet gant Strollad ar Vro-Bagan, ha filmet gant ar skinwel.
- An Ourz.
Romantoù ha danevelloù
- Viktor Petrovitch Astafiev, Ludotchka, peder danevell troet diwar ar rusianeg gant Anna Mouradova, Skrid, 1998.
- Izaak Babel, Ul lizher (Письмо) gant Jarl Priel, diwar ar rusianeg, Al Liamm 46, 1954.
- Fiodor Dostoievski, Hunvre un den lu, danevell troet diwar ar rusianeg gant André Markowicz ha Yann-Varc'h Thorel, an Treizher, Plouzeniel 2006.
- Nikolaz Gogol, Taras Boulba (Тарас булба), troet gant Jarl Priel.
- Nikolai Gogol, Ar fri(Нос), troet gant Anna Mouradova, An Alarc'h, 2023.
- Vladimir Ivanovski, Sachka, ar bugel naoniek (Сашка...), troet gant Jarl Priel, Al Liamm 22, 1955.
- Lyev Luntz, Israel (Исраель), troet gant Jarl Priel, e Kontadennoù an amzer-vremañ, 1960.
- N. Nikitin, Ar c'hi (Собака), troet gant Jarl Priel, Al Liamm 42, 1954.
- Aleksandr Pouchkin. An Damez Pikez, zo div droididigezh anezhañ :
- Troet gant Roparz Hemon diwar ar saozneg, (An Damez a Bikez), hag embannet e Gwalarn, niv. 16, Goañv 1928.
- Troet gant Jakeza al Lae, Skol Vreizh 2009.
- Aleksandr Soljenitsyn, Ti Vatriona, danevell troet gant Ernest ar Barzhig, Al Liamm, Brest 1976.
- Anton Tchec'hov, Vanka, danevell troet gant Anna Mouradova, Al Liamm Du-Kerzu 1993, p. 416-423.
- Vladimir Tendriakov, Parania, teir danevell troet gant Anna Mouradova, Skrid, 1998.
- Lyev Tolstoy, Prizoniad er C'haokaz (Кавказский пленник), danevell lakaet e brezhoneg gant Youenn Olier, Skol, niverenn 15, Here 1961.
Diwar ar saozneg
C'hoariva
- Christopher Marlowe, Fostus, an Doktor daonet (The Tragical History of Doctor Faustus). Troet gant Roparz Hemon. In : Gwalarn, n° 67, 1934.
- Beatrix Potter. Per ar c'honikl. Brest : Embannadurioù Gwalarn, 1928.
- William Shakespeare.
- Ar Geben doñvaet (The Taming of the Shrew). Troet gant Yann-Loeiz Emili. In : Gwalarn, nn 12, 1927. Hag adarre In : Al Liamm, nn 94, 1962 ; nn 100, 1963. Hag embannet gant Al Liamm e 2011.
- Marc'hadour Venezia (The Merchant of Venice). Troet gant Yann-Loeiz Emili. In : Gwalarn, nn 5, 6 ha 8, 1926, ha 9 ha 10, 1927.
- Otello (Othello). Troet gant Marsel Klerg. Al Lanv, 2007.
- Romeo ha Julieta (Romeo and Juliet). Troet gant Marsel Klerg. Al Lanv, 2007.
- Makbez (Macbeth). Troet gant Roparz Hemon [Sterenn, 1942]
- John Millington Synge, War varc'h d'ar mor (Riders of the Sea). Troet gant Youenn Drezen. Brest : Embannadurioù Gwalarn, 1926.
Romantoù
- Richard Bach, Jonathan Livingston ar gouelan, troet gant Bernard Gery, Mouladurioù Hor Yezh, 2016
- Truman Capote Bravigoù Tiffany, troet gant Yveline an Don, Mouladurioù Hor Yezh, 2016
- Agatha Christie,
- Dek morian bihan, troet gant Olier Biguet
- Muntr en Orient Express, troet gant Olier Biguet (diwar ar galleg marteze)
- Lyman Frank Baum, Hudour burzhudus Oz, troet gant Mari-Elen Maze, Aber, 2017.
- Emily Brontë, Krec'hioù an avel-yud, troet gant Per Denez
- Lewis Carroll, Troioù-kaer Alis e bro ar marzhoù (Alice's Adventures in Wonderland), troet gant Herve Kerrain, An Here, 1995.
- Daniel Defoe, Abrobin (Robinson Crusoe), berraet ha troet gant Yeun ar Gow (diwar ar galleg marteze).
- Charles Dickens,
- Skrilh an oaled, troet gant Youenn Drezen, embannet e-barzh Le courrier du Finistère e 1930 hag e-barzh ar gelaouenn Skol, niverenn 63, e 1975.
- David Copperfield, An Alarc'h. Troet gant Riwanon Kervella. Un darn eus ar skrid orin eo a zo en embannadur-se.
- Kenneth Grahame, An avel en haleg, An Alarc'h, 2014. Troet gant Alan Martel.
- Arthur Conan Doyle, Ki ar Vaskervilled, Keit Vimp Bev. Troet gant Olier Biguet.
- Hugo Hamilton, Ar re vrizhellet, troet gant Herve ar Beg, An Alarc'h, 2020.
- Stephen King, Shining, Mouladurioù Hor Yezh, 2014. Troet gant Olier Biguet.
- Rudyard Kipling, Levr ar Janglenn, troet gant Mari-Elen Maze, Aber, 2016
- Jack London,
- Ar Vosenn skarlek (The Scarlet Plague), troet gant Daniel Kernalegenn, Al Lanv, 2002.
- Galv ar bed gouez (The Call of the Wild), troet gant Kristian Braz, Mouladurioù Hor Yezh, 2016.
- Alistair MacLeod, Tev ar gwad, tanav an dour (No great mischief), troet gant Kristian Braz, Al Liamm, 2015
- Flann O'Brien, Chaokañ mizer. Troet gant Kristian Braz, Mouladurioù Hor Yezh, 2014.
- George Orwell, Kêr al loened, troet gant Erwan Hupel. An Dalar, 2002. An Alarc'h, 2011.
- J.K. Rowling
- Harry Potter ha Maen ar Furien, troet gant Mark Kerrain, An Amzer embanner, 2012.
- Harry Potter ha Kambr ar Sekredoù, troet gant Mark Kerrain, An Amzer embanner, 2017.
- Robert Louis Stevenson,
- Dr. Jekyll ha Mr. Hyde. Troet gant Pierrette Kermoal. Aber, 2012.
- Enez an Teñzor. Al Liamm. Troet gant Yeun ar Gow (diwar un droidigezh e galleg).
- J.R.R. Tolkien, An Hobbit (The Hobbit), troet gant Alan Dipode, Evertype, 2020 (ISBN 978-1-78201-268-9)
- Peter Tremayne,
- Koulm ar marv, troet gant Jean-Michel Mahe, Aber, 2010 (ISBN 978-2-916845-10-4)
- Absolvenn dre vuntr, troet gant Jean-Michel Mahe, An Alarc'h Embannadurioù, 2012 (ISBN 978-2-916835-43-3)
- Kegid d'ar gousperoù, troet gant Jean-Michel Mahe, Aber, 2014 (ISBN 978-2-916845-25-8)
- Marv an arc'heskob, troet gant Jean-Michel Mahe, An Alarc'h Embannadurioù, 2016 (ISBN 978-2-916835-76-1)
- Marc'heger ar Marv, troet gant Jean-Michel Mahe, An Alarc'h Embannadurioù, 2019 (ISBN 978-2-916835-93-8)
- Oscar Wilde, Poltred Dorian Gray, troet gant Alan Martel, An Alarc'h Embannadurioù, 2015
Danevelloù
Kalzig danevelloù a veze troet diwar ar saozneg d'ur poent. Nebeud a levrioù zo bet savet gante.
- Philip José Farmer, "Strinkellikat a raent evel bravigoù" (They twinkled like jewels, 1954). Troet gant Ronan an Deroff, Ar Granenn, 2017.
- Nathaniel Hawthorne, Ar Skarbouklenn vras (The great Carbunkle, 1837). Troet gant Youenn Drezen. In : Gwalarn, 1925, nn 1, nn 2, nn 3.
- William Hope Hodgson, Ar Morgezeg (The Sea-Horses, 1913). Troet gant Ronan an Deroff, Preder, 2012.
- Kontadennoù gant Edgar Poe : Edgar Poe troet gant Per Denez, Hor Yezh, 1995
- Peter Tremayne, Kegid d'ar gousperoù. Dastumad 15 kevellenn troet gant Jean-Michel Mahe, Aber, 2014.
Barzhonegoù
- En Edgar Poe troet gant Per Denez e kaver teir barzhoneg gant Edgar Allan Poe : Ar Vran (The Raven) hag Annabella (Annabel Lee) troet gant Per Denez, Ar C'hleier (The Bells) troet gant Per Bourdellez.
- Khalil Gibran, Ar Profed (The Prophet), troet gant Alan Dipode, Evertype, 2021 (ISBN 978-1-78201-293-1)
Yezhoniezh
- Roparz Hemon, Yezhadur istorel ar brezhoneg, Hor Yezh, 1999, ISBN 978-2-910699-36-6, troet gant Alan Dipode diwar A Historical Morphology and Syntax of Breton, The Dublin Institute for Advanced Studies,1975.
Diwar ar sinaeg
- Lù Wénfú (陆文夫), Ar puñs. Diwar 井 (pinyin: Jǐng; 'Puñs') troet gant Yann-Varc'h Thorel, Skrid, 1993.
- Gao Xingjian, Menez an Ene (diwar 灵山, língshān), troet gant Yann-Varc'h Thorel, Apogée, 2010.
Diwar ar spagnoleg
- Oberour dianav, Lazarillo de Tormes (diwar La vida de Lazarillo de Tormes y de sus fortunas y adversidades). Troet gant Youenn Drezen(Daveoù a vank)
- Pedro Calderón de la Barca.
- Aotrou Maer Zalamea (El Alcade de Zalamea). Pezh-c'hoari troet gant Youenn Drezen. In : Gwalarn, nn 152-153, 1942.
- Ar vuhez a zo un huñvre. Pezh-c'hoari troet gant Youenn Drezen. In : Gwalarn, nn 18.
- Gabriel García Márquez
- Ar c'horonal ne skriv den dezhañ, troet gant Sandrig ar Gall, Mouladurioù Hor Yezh, 2017.
- Miguel de Cervantes, Don Kic'hote.
- Troet gant Ar Pagan (Loeiz ar Menn) ha Bodspern (Loeiz Gourlet).
- Embannet gant Emgleo Breiz, 1991. (Embannadur 1añ in Ar Bobl, 1913-14, dindan an titl Don Kichott)
- Embannadur gant An Here
- Embannadur gant Al Lanv, 2013.
- Troet gant Ar Pagan (Loeiz ar Menn) ha Bodspern (Loeiz Gourlet).
N'int ket troidigezhioù klok na rik eus an oberenn.
- Kristol Goulm, Levr-bourzh ar veaj kentañ. Troet gant Filip Oillo. Brest : Al Liamm, 1994.
- Federico García Lorca, Yerma, troet gant Ronan Hirrien. Berlobi/Emgleo Breiz, 2012.
- Fernando de Rojas. La Celestina (1499). Lodenn ar pezh-c'hoari troet gant Youenn Drezen. In : Gwalarn, nn 156-157, 1943.
- Josemaría Escrivá de Balaguer, Hent, troet diwar Camino gant Youenn Olier, Imbourc'h, 2004. Skrid relijiel.
Diwar ar yideg
- Kas ha Lazh. Diwar Itsc'hak Katsenelson, Lamed Shapiro, Perets Markish. Lakaet e brezhoneg gant Batia Baum ha Koulizh Kedez, Skrid, 2005 :
- -Kan war wallazhadeg ar bobl yuzev (gweud hir pemzek rann ouzh e ober), diwar Itsc'hak Katsenelson, in Kas ha Lazh, Skrid, 2005.
- -E kêr an anaon (danevell), diwar Lamed Shapiro, in Kas ha Lazh, Skrid, 2005.
- -Ar berniad (gweud hir), diwar Perets Markish, in Kas ha Lazh, Skrid, 2005.
Pennadoù kar
Liammoù
- http://www.bretagne.fr/internet/upload/docs/application/pdf/2012-10/04_ad_07_0413-4.pdf Roll an oberennoù a vije da dreiñ e brezhoneg, hervez ar C'huzul Rannvro
- https://web.archive.org/web/20141009165042/http://www.opab-oplb.org/71-programm-trein-lennegel.htm
Daveoù
- ↑ Ar c’hoari-echedoù war lec’hienn Kuzul ar Brezhoneg